Evid kana GLOAR DA ZOUE e-pad an overenn

Eur c'hantik ofisial a zo evid kana ar GLORIA e-pad an overennou, gand ar c'homzou klog !
Setu an destenn :

Gloar da Zoue e barr an neñvou, peoc’h war an douar d’an dud a blij dezañ.
Bezit meulet, bezit trugarekeet, bezit adoret, bezit enoret.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !

Bezit benniget evid ho kloar dispar.
Aotrou Doue, Roue an neñv, Doue on Tad oll-c’halloudek.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !

Aotrou Doue, Mab unganet, Salver Jezuz,
Aotrou ha Doue, Oan Doue, Mab an Tad.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !
Gloar da Zoue e barr an neñvou, peoc’h war an douar d’an dud a blij dezañ.

C’hwi hag a zilamm pehed ar béd. Ho pet truez ouzom.
C’hwi hag a zilamm pehed ar béd. Digemerit galv or pedenn.
C’hwi azezet en tu dehou d’an Tad. Ho pet truez ouzom.
Rag c’hwi hebkén a zo santel.
C’hwi hebkén eo an Uhel meurbed, Salver Jezuz.
C’hwi hebkén eo an Aotrou, gand ar Spered Santel, e gloar Doue an Tad. Amen.
Gloar da Zoue e barr an neñvou !

Gloar da Zoue e barr an neñvou, peoc’h war an douar d’an dud a blij dezañ.


Bez e c'heller selaou ha lenn ar c'homzou war eeun war ar Rouedad, war YouTube.

Ar c'hantik-ze ha kalz kantikou all a zo da gavoud war pajennou Kantikou (Cantiques bretons) an eskopti

gand an toniou : fichennouegou pdf
hag ar musikou : fichennouegou mp3 !

Le blog "Feiz ha sevenadur"

  • An Niverenn Nevez (168) MINIHI LEVENEZ / Nouveau numéro (168) de la revue MINIHI LEVENEZ

    Dibab ar vuez / CHOISIS LA VIE 

    Chroniques 2018 gand Job an Irien Dibab ar vuez072019


    Koumanant bloaz (Bep eil miz),
    Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €

    Minihi Levenez niverenn 168, Even  2019

    KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :
    Evid prena / Bon de commande

  • Ar Zalmou war ar rouedad

    Pedenn an deiz GF 1Ema bremañ meur a zalm war ar rouedad, war lehienn eskopti Kemper ha Leon. War ar bajenn digerri e ranker klika war "Feiz" > "Salmou".

    Ar 97 salm kinniget a zo tennet euz al leor “Pedenn an deiz”, embannet e 1988 gand Minihi Levenez. Eun droidigez evid al liderez eo.

    Emichañs e vo gelled kinnig an oll zalmou e brezoneg dizale.

  • 1

Archives - Teuliou

  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5
  • 6
  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11
  • 12
  • 13