Diwar-benn Mikael an Nobletz : Mystique et société en Bretagne au XVIIe siècle

Nobletz CRBC.2018Ema o paouez dond er-mêz en tiez-embann, dindan skoazell Kreizenn a Enklaskou Breizek ha Keltiek, aktou an emziviz bet anezañ gand skolveuridi d’an 8 ha 9 a viz Mezeven 2017 ; kement-se e kêr Douarnenez, diwar-benn Mikael An Nobletz : Kevrinidi ha darempredou e Breiz d’ar Seitegved kantved – « Michel Le Nobletz : Mystique et société en Bretagne au XVIIe siècle » (E galleg ema an oberenn).

Hag anavezet eo Mikael An Nobletz evid mad ? Gand ar beleg-se eus Bro-Leon, misioner e Breiz-Izel, eo bet ijinet eun hentenn nevez, evid kelenn taolennou ar misionou ; en em voda a ra evid kemet-se gand kartennourien Konk-Leon. Med en tu all eus an harp divoutin-ze, piou eo an den, pehini eo ar gelennadurez, pere eo e zarempredou gand ar yez vrezoneg, peseurt perz o-deus ar merhed en e avielerez eus parreziou an arvor, peseurt ereou a stag anezañ ouz ar speredelez a zo hini ar marevez-se eus an Adkempenn katolik, hag en divez, pehini eo bet e levezon e Breiz hag er-mêz eus ar vro ? Klasket e-neus emziviz Douarnenez sklerijenna al lodenn visterius eus eur pennden, ma chomer bamet gantañ penn-da-benn.

Etre an daou-warn-ugent a dud o-deus kenlabouret war an oberenn, ez eus ar re-mañ : an Aotrou ’n eskob Lorañs Dognin, eskob Kemper ha Leon (raglavar); an Aotrou Herve Queinnec, kañseler ha dileuriad an Aotrou ’n eskob evid kaoziou ar zent (kelennadurez dom Mikael a-dreuz e skridou); Kristell Loussouarn, diellourez an eskopti (ar proseziou a wenvidikadur e-keñver Mikael An Nobletz); ha Yann Celton, levraouegour an eskopti ha rener skiantel eus an embannadur-ze (ar madou miret : dorn-skridou hag ar c’hartennou livet).


>>
Evid gouzoud hirroc'h

Le blog "Feiz ha sevenadur"

  • C'hoariva e brezhoneg e Plougerne

    C'hoarivaEr bloaz-mañ c’hoazh emañ hor skolajidi o pleustriñ a-benn bezañ prest da vont war al leurenn d’ar 24 a viz Mae evit kinnig deoc’h un nebeut pezhioù-c’hoari e brezhoneg.
    Deuit niverus !

  • Setu digor béz or Zalver - Il est ouvert le tombeau du Sauveur, Alléluia !

    Le Crann Résurrection GF 1c

    Lamet kuit, Alleluia !

    1. Lamet eo kuit ar mên ponner, Allelouia !
    Setu digor béz or Zalver, Allelouia, Allelouia !

    2. Azezet war ar mên, an êl, Allelouia !
    A lavar d'ar merhed santel, Allelouia, Allelouia !

    3. Arabad deoc'h kaoud aon, merhed, Allelouia !
    Adsavet eo or Mestr karet, Allelouia, Allelouia !

    4. D'an Ebestel, larit gand joa, Allelouia !
    Jezuz 'zo beo, Allelouia, Allelouia, Allelouia !

    Visant Seité

    Elle est enlevée la lourde pierre !

    1. Elle est enlevée la lourde pierre! Alléluia !
    Il est ouvert le tombeau du Sauveur, Alléluia, Alléluia !

    2. Assis sur la pierre, un ange, Alléluia !
    S'adresse aux saintes femmes, Alléluia, Alléluia !

    3. Femmes, ne craignez point, Alléluia !
    Il revit votre Maître bien-aimé, Alléluia, Alléluia !

    4. Aux Apôtres, apprenez la bonne nouvelle :
    Alléluia ! Jésus est vivant, Alléluia, Alléluia !


    > D'autres chants de Pâques sur les pages Kantikou du diocèse

  • An Niverenn Nevez (167) MINIHI LEVENEZ / Nouveau numéro (167) de la revue MINIHI LEVENEZ

    Un chemin / Eun hentEun hent

    Un magnifique livre qui nous propose un choix de poèmes écrits par Marie-France Cavaloc et traduit en breton par le père Job an Irien. Chaque  poème est agrémenté d'une belle photographie. Bref, un recueil qu'il faut posséder dans sa bibliothèque.


    Brezoneg gand Job an Irien

    Koumanant bloaz (Bep eil miz),
    Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €

    Minihi Levenez niverenn 167, Meurz 2019


    KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :
    Evid prena / Bon de commande

  • Partir en Pèlerinage avec le Minihi Levenez en 2019

    Pelerinachou 2019 / Pèlerinages 2019

     

    Lokorn / Troveni : 20 a viz gouere /Troménie de Locronan : le 20 juillet 2019


    Tro sant Paol 21-28 gouere / 21-28 juillet :Tro sant Paol2019

    Pèlerinage à pied du dimanche 21 juillet (tôt le matin) au dimanche 28 dans l’après-midi.
    Il s’agit de découvrir le grand saint que fut saint Pol de Léon en le suivant d’après sa Vie et les lieux
    qui lui sont consacrés : l’île d’Ouessant, Lampaul-Plouarzel, Lampaul-Ploudalmézeau, Prad-Paol en Plouguerneau,
    Chapel-Pol en Brignogan, Le Folgoët, Tréflaouénan, Saint-Pol de Léon, et l’île de Batz pour le pardon de sainte Anne.

     

    Iwerzon (Dingle hag Aran ) : 2-13 eost

    2-13 Août : Irlande (Dingle et les iles d'Aran). A la découverte du début du monachisme en Irlande.

    S'inscrire rapidement pour pouvoir réserver des hébergements, en particuler sur les îles d'Aran,
    en écrivant à "Minihi Levenez 29800 Tréflévenez" 

  • Ar Zalmou war ar rouedad

    Pedenn an deiz GF 1Ema bremañ meur a zalm war ar rouedad, war lehienn eskopti Kemper ha Leon. War ar bajenn digerri e ranker klika war "Feiz" > "Salmou".

    Ar 97 salm kinniget a zo tennet euz al leor “Pedenn an deiz”, embannet e 1988 gand Minihi Levenez. Eun droidigez evid al liderez eo.

    Emichañs e vo gelled kinnig an oll zalmou e brezoneg dizale.

  • 1

Archives - Teuliou

  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5
  • 6
  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11
  • 12