Imprimer cette page

Diwar-benn Mikael an Nobletz : Mystique et société en Bretagne au XVIIe siècle

Nobletz CRBC.2018Ema o paouez dond er-mêz en tiez-embann, dindan skoazell Kreizenn a Enklaskou Breizek ha Keltiek, aktou an emziviz bet anezañ gand skolveuridi d’an 8 ha 9 a viz Mezeven 2017 ; kement-se e kêr Douarnenez, diwar-benn Mikael An Nobletz : Kevrinidi ha darempredou e Breiz d’ar Seitegved kantved – « Michel Le Nobletz : Mystique et société en Bretagne au XVIIe siècle » (E galleg ema an oberenn).

Hag anavezet eo Mikael An Nobletz evid mad ? Gand ar beleg-se eus Bro-Leon, misioner e Breiz-Izel, eo bet ijinet eun hentenn nevez, evid kelenn taolennou ar misionou ; en em voda a ra evid kemet-se gand kartennourien Konk-Leon. Med en tu all eus an harp divoutin-ze, piou eo an den, pehini eo ar gelennadurez, pere eo e zarempredou gand ar yez vrezoneg, peseurt perz o-deus ar merhed en e avielerez eus parreziou an arvor, peseurt ereou a stag anezañ ouz ar speredelez a zo hini ar marevez-se eus an Adkempenn katolik, hag en divez, pehini eo bet e levezon e Breiz hag er-mêz eus ar vro ? Klasket e-neus emziviz Douarnenez sklerijenna al lodenn visterius eus eur pennden, ma chomer bamet gantañ penn-da-benn.

Etre an daou-warn-ugent a dud o-deus kenlabouret war an oberenn, ez eus ar re-mañ : an Aotrou ’n eskob Lorañs Dognin, eskob Kemper ha Leon (raglavar); an Aotrou Herve Queinnec, kañseler ha dileuriad an Aotrou ’n eskob evid kaoziou ar zent (kelennadurez dom Mikael a-dreuz e skridou); Kristell Loussouarn, diellourez an eskopti (ar proseziou a wenvidikadur e-keñver Mikael An Nobletz); ha Yann Celton, levraouegour an eskopti ha rener skiantel eus an embannadur-ze (ar madou miret : dorn-skridou hag ar c’hartennou livet).


>>
Evid gouzoud hirroc'h