Ar Basion Vras - Karaez

Ar basion vras 2019D'ar 7 a viz Ebrel 2019 e Iliz Karaez (Sant Tremeur), vo gwelet abadenn Ar Basion Vras gant Strollad Ar Vro Bagan ha laz-kanañ Penn ar Bed. 

E 1991 eo bet savet Ar Basion Vras gant strollad Ar Vro Bagan, c’hoariva ha sonerezh kemmesket enni. Gant misterioù ar grenn-Amzer, c’hoariva poblek Breizh hag ar c’halvarioù eo bet levezonet ar pezh-c’hoari. Eno e kaver roud eus poanioù kriz ha maro Jesus Krist.

E galleg gant ur ger brezhoneg bennak.

Un abadenn e Karaez :
- D'ar 7 a viz Ebrel, 5 eur goude lein en iliz Sant Tremeur.

(un abadenn all 'zo ivez, e Plistin, departamant Aodoù-an-Arvor :
d'ar 24 a viz Meurz, 3 e 30, espace "An Dour Meur")

Prizioù : 13€
Priz digresket : 10€ - Priz bugel (6-12 vl) : 5€
Titourou (renseignements) : Ar Vro Bagan
- Pellg. 02 98 04 50 06 / 06 07 49 64 20
arvrobagan.bzh

Gouzout hiroc'h

Le blog "Feiz ha sevenadur"

  • An Niverenn Nevez (168) MINIHI LEVENEZ / Nouveau numéro (168) de la revue MINIHI LEVENEZ

    Dibab ar vuez / CHOISIS LA VIE 

    Chroniques 2018 gand Job an Irien Dibab ar vuez072019


    Koumanant bloaz (Bep eil miz),
    Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €

    Minihi Levenez niverenn 168, Even  2019

    KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :
    Evid prena / Bon de commande

  • Ar Zalmou war ar rouedad

    Pedenn an deiz GF 1Ema bremañ meur a zalm war ar rouedad, war lehienn eskopti Kemper ha Leon. War ar bajenn digerri e ranker klika war "Feiz" > "Salmou".

    Ar 97 salm kinniget a zo tennet euz al leor “Pedenn an deiz”, embannet e 1988 gand Minihi Levenez. Eun droidigez evid al liderez eo.

    Emichañs e vo gelled kinnig an oll zalmou e brezoneg dizale.

  • 1

Archives - Teuliou

  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5
  • 6
  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11
  • 12
  • 13