Eüruz

Ecouter

Télécharger les pièces jointes :

1. Eüruz ar re ’zo paour a galon,
Rag dezo eo ar Rouantelez,
Eüruz ar re ’zo leun a zouster,
Rag an douar a vezo o lod.

2. Eüruz ar re o-deus da ouela,
Rag frealzet e vint ganeoc’h ;
Eüruz ar re a zervich Doue,
O gwalc’h a vezo roet dezo.

3. Eüruz ar re ’zo trugarezuz,
D’o zro e kavint trugarez,
Eüruz ar re ’zo glan a galon,
Rag int a welo gloar an Aotrou.

4. Eüruz ar re a zo tud a beoc’h,
Bugale Doue e vezint;
Eüruz ar re ’c’houzañv ’vid Doue,
Rouan-telez Doue a vo dezo.

Job an Irien

Heureux

1. Heureux ceux qui ont le cœur pauvre :
Le royaume des cieux est à eux.
Heureux les doux :
Ils posséderont la terre.

2. Heureux ceux qui pleurent :
Car ils seront consolés par Toi.
Heureux ceux qui servent Dieu,
Ils seront rassasiés.

3. Heureux les miséricordieux :
Ils obtiendront miséricorde.
Heureux les cœurs purs :
Car ils verront Dieu.

4. Heureux les hommes de paix :
Ils seront fils de Dieu.
Heureux ceux qui souffrent pour Dieu
Le royaume des cieux est à eux.

  • 1
  • 2
  • 3