Imprimer cette page

Euz gweled an toull don (Salm 129)

Ecouter

1. Euz gweled an toull don
E krian da Zoue (2w)
Doue, klevit va mouez,
Pa hopan d'ho pedi.
Euz gweled an toull don
E krian da Zoue.

2. Piou a zo gouest da jom
Dirazoc'h va Doue (2w)
Ma talhit piz ar gont
Euz on oll behejou.
Piou a zo gouest da jom
Dirazoc'h va Doue.

3. Ho taouarn a ro deom
Ar pardon, va Doue (2w)
Ma c'hellim renta deoc'h
Doujañs ha karantez.
Ho taouarn a ro deom
Ar pardon, va Doue.

4. Va fiziañs a lakan
En Aotrou va Doue (2w)
Fizioud 'ra va ene
Stard en e bromesa.
Va fiziañs a lakan
En Aotrou va Doue.

5. Va ene a c'hortoz
An Aotrou va Doue (2w)
Surroc'h 'ged ar gedour
O c'hortoz goulou-de.
Va ene a c'hortoz
An Aotrou va Doue.

6. Ra lako Izrael
E fiziañs e Doue (2w)
Gand an Aotrou Doue
Ema an drugarez.
Ra lako Izrael
E fiziañs e Doue.

7. Heb muzul e teu deom
Silvidigez Doue (2w)
Dizamma 'ray e bobl
Euz pouez he fehejou.
Heb muzul e teu deom
Silvidigez Doue.

P.Y. Nedeleg

Des profondeurs ..... ( Psaume 129)

Couplets 1, 2, 3 :
Des profondeurs, je crie vers Toi,
Seigneur, Seigneur, écoute mon appel;
Que ton oreille se fasse attentive
Au cri de ma prière.
Si Tu retiens les fautes,
Seigneur, Seigneur, qui subsistera?
Mais auprès de Toi est le pardon
Je te crains et j'espère.

Couplets 4 et 5 :
Mon âme attend le Seigneur,
Je suis sûr de sa parole;
Mon âme attend plus sûrement le Seigneur
Qu'un veilleur n'attend l'aurore.

Couplets 6 et 7 :
Car auprès du Seigneur est la grâce,
La pleine délivrance;
C'est lui qui délivre Israël
De toutes ses fautes.