Imprimer cette page

Ar pevar Aviel - les 4 Evangiles en breton

 

 

Couverture Aviel Jezuz-Krist 400AVIEL JEZUZ-KRIST

hervez S. Vaze
S. Mark
S. Lukaz
S. Yann

Troet e brezoneg dindan renerez an Aotrou ’n Eskob Visant FAVE, eskob skoazeller Kemper ha Leon († 1997),
gand skipaill « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon
 : an Aotrou Chaloni Fañch Elard († 1988), an Aotrou Chaloni Per-Yann Nedeleg († 1971), Tad Mark Simon euz abati Landevenneg († 2015), Frer Visant Seite euz Urz Frered Lamennais († 1993).
Embannet gand « Ar Skol dre Lizer » (1982).

Evid lenn ar fichennaoueg pdf, klikit war ar skeudenn
(pour consulter le document au format pdf, cliquer sur l’image)

Nihil obstat
Saint-Pol-de-Léon 15 Juin 1982
Pierre Guichou
Curé-archiprêtre.

Imprimatur
Quimper 10 Juillet 1982,
croix Francis Barbu
Evêque de Quimper et de Léon


 

Pennad-digori
gand Tad Mark, euz Abati Landevenneg

Aviel an Aotrou Krist

Kelou mad Rouantèlèz Doue

Abaoe kantvejou ha kantvejou, en he ’fedennou hag en he ’feiz, Pobl Israel a hortoze gand mall Rouantèlèz an Aotrou Doue.

He gortoz a ree, ével m’ema o hortoz he ’frankiz eur bobl toull-bahet ha gwasket. Ar Brofeted eo o-doa roet da anaoud ar Rouantèlèz-se :

« Setu o tond, war goabrenn an neñv evel eur Mab dén. Roet ez eus bet dezañ impalaeriez, en or ha rouantèlèz : E impalaeriez a zo eun impalaeriez peurbadel ha ne dremeno ket, hag e rouantèlèz ne vo biken distrujet ». (Dan. 7 – 13, 14).

E-kreiz ar gortoz-se a-vad, e veze kavet mesk-ha-mesk c’hoantegeziou speredel hag esperañsou douarel eur bobl izelleet.

 

AR HELOU MAD

Hogen, setu o sevel a-nevez, war lez ar Jordan, eur Prefet all. Hennez eo Yann. Ar pez a embann, setu just ar pez a hortoz ar bobl : « Rouantèlèz Doue a zo tost. Bezit keuz d’ho pehejou ».

Hag e-keid ha m’ en em lez ar bobl da veza soubet gantan e dour ar Jourdan evid pardon ar pehejou hag an distro da Zoue, Yann a ziskouez dezo gand e viz an hini a zeu war e lerh : « An hini n’eo ket din da zilasa dezan e zandalennou. An hini a vadezo er Spered hag en tan ».

P’e-neus Herodez taolet Yann en toull-bah, ha lakeet troha dezan e benn, neuze, Jezuz en em ziskouez d’e dro. Mond a ra dre Vro-Halilea a-béz en eur embann Kelou Mad ar Rouantèlèz.

Rag ar Rouantèlèz bremañ a zo aze, ar Rouantèlèz Doue-ze gortozet abaoe keid-all : « An dud dall a wél, ar re gamm a gerz, an dud lor a zo purifiet, ar re vouzar a glèv, ar re varo a zav da veo, hag ar Helou Mad a zo roet da anaoud d’ar re baour ».

An dra-mañ, dreist-oll, rag « Eüruz ar re ’zo pao ur a·spered, dezo eo Rouantèlèz Doue ».

 Lenn muioc'h



Leoriou all an Testamant Nevez
couverture TN

troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » (1988).
Eun droidigez ive evid al liderez hag ar bastorelez.

Vous trouverez également sur ce site les autres livres du Nouveau Testament
traduit en 1988 par la « Kenvreuriez ar Brezoneg »,
dans une visée liturgique et pastorale.


 
Salmou ar Bibl

Ar salm kinniget a zo tennet euz al leor “Pedenn an deiz”,
embannet e 1988 gand Minihi Levenez.

Les psaumes mis en ligne proviennent du livre “Pedenn an deiz” 
publié en 1988 par le Minihi Levenez.


 

Traductions de la Bible en breton  /  Troidigeziou ar Bibl e brezoneg

 


 pennadou deg

Evid lenn ar fichennaoueg pdf, klikit war ar skeudenn
(pour consulter le document au format pdf, cliquer sur l’image)