Doue, pinvidig e trugarez

Tad Jean-Michel Grimaud
Minihi Levenez
n°148, meurz 2016, p. 20-35

« Doue, pinvidig e trugarez »

Eur ger araog :
Ar pab Fransez a zigor al lizer-embann jubile an drugarez gand ar c’homzou-mañ :
« Jezuz-Krist eo dremm trugarez an Tad. »

An Tad-se Pinvidig e trugarez hervez Ef 2,4 : « Doue avad, - pa z’eo pinvidig e trugarez (ὁ δὲ θεός, πλούσιος ὢν ἐν ἐλέει), diwar ar garantez vraz m’e-neus or c’haret drezi », ho pedi a ran da zelled outañ dre gomz e Vab, Jezuz, dreist-oll e aviel sant Lukaz, hag a zo, a c’hellfed lavared, Aviel an drugarez.

Menegi a ran ive e tigor ar pab bloavez an drugarez d’an 8 a viz kerzu, deiz ha bloaz fin ar sened-meur, a oa bet digoret gand ar c’homzou-mañ euz ar Pab Yann XXIII : « Hirio, pried ar C’hrist, an Iliz a gav gwelloc’h implij louzaouenn an drugarez kentoc’h eged sevel armou ar rustoni » ha Paol VI da gloza a lavare « reolenn ar Sened-meur a zo bet ar garantez, istor goz ar samaritan mad a zo bet skwer ha reolenn speredelez ar Sened-meur. »

Lectio divina war parabolenn an Tad hag e zaou vab e Lukaz 15 :

Doue a zo pinvidig e trugarez. E Aviel sant Lukaz e weler an dra-ze azaleg ar penn-kenta er Magnifikad hag er Benediktus ! Dorn Doue a ’n em ro da anaoud dre e drugarez. An drugarez eo ar garantez oc’h en em gaoud gand ar vizer hag eo ken strafuillet ma rank ober eun dra bennag evid rei frankiz. En em ziskouez a ra eta en eur stad a zienez. An doare-zeda veza a zo e kalon ministrerez Jezuz hag e gelennadurez : « N’on ket deuet evid ar re yac’h, med evid ar re glañv». Er pez a ra or buez eo e teu d’or c’haoud. Med red eo anzao ez or klañv ha kredi en em gavoud dirazañ heb kuzad or gouliou, dezañ da c’helloud, ’vel eur medisin mad, or parea.

An dra-ze eo a c’hoarvez e parabolenn ar mab foran, hag a vije gwelloc’h envel : « parabolenn an Tad trugarezuz », rag an tad-se e-neus daou vab hag e tiskouez e drugarez d’an eil ha d’egile.

Er pennad 15 euz Aviel sant Lukaz ema. An drede eo euz an teir parabolenn a gont Jezuz da respont d’ar skribed ha d’ar farizeiz a rebech dezañ ober digemer vad d’ar beherien ha debri ganto.

En teir parabolenn-ze e teu al levenez, hag a zo frouez an drugarez, euz beza adkavet ar pez a oa kollet : « Laouennait a-unan ganin, rag kavet am-eus an dañvaad, an hini kollet » ; « Laouennait a-unan ganin, rag kavet am-eus an drakmenn am-oa kollet » ; « Ober fest avad ha laouennaad a ranker, rag ar breur-ze dit a oa maro, ha beo eo adarre ! Kollet e oa, ha kavet eo ! » E-se, levenez Doue eo ne vije kollet den ebed, hag her gweled a raim, eun efed euz e drugarez eo.

Ar pez a weler dioustu eo ec’h en em ziskouez andrugarez pa vez eur mank, eur c’holl, eun enkadenn a c’hellfer lavared ive ! An traou ne ’z-eont ket ken mad-se : eun dañvad a vank, goullo eo ar yalc’h, eur mab a zo en em zispartiet diouz e dad hag e vreur, ar pez a ro poan-spered d’an tad hag a lak ar breur all da veza reud.

War an hent a gas d’al levenez da veza adkavet ar pez a oa kollet, ez-eus eta eur mare kenta : anavezoud hag envel ar c’holl, an eñkadenn o tond, efedou spontuz ar pehed. Rag Doue a zeu beteg ennom bepred el lec’h m’emaom e gwirionez, el lec’h ma kredom ober ar sklêrijenn ; rag ne c’hell diskouez e drugarez nemed pa anzavom gwirionez or buez !

Alese poan Doue dirag kaleter ar galon, dirag an neb a nac’h anzao e vizer ! Rag aze ne c’hell ober netra, bez’ eo ’vel eur c’hlasker-bara o skei war dor or c’halon... Med houmañ a jom kloz da vad. Mab yaouanka ar barabolenn a zo er galeter a galon-ze pa c’houlenn e lod herez hag e foran anezi : « Tad, roit din al lodenn a zeu din euz ho tanvez ! Ranna a ra e beadra etrezo, ha goude eun nebeud deveziou, dastumet gantañ e oll vadou, e kerz ar mab yaouanka d’eur vro bell, ha forani a ra eno e zanvez o veva en diroll ». An tad, hag a zo amañ eur skeudenn euz Doue, a bleg da c’houlenn e vab, med penaoz nompaz soñjal en e boan da vez netra evid e vab. Rag goulenn e lod-hêrez a zo eun doare da laza an tad, da nac’h beza mab. Muioc’h hag eun afer a arhant, al liamm etrezo eo a zo torret gand an troc’h-se.

Digaset eo en-dro koulskoude ar yaouanka da wirionez e stad, goude beza bevet en diroll hag er fest hag o-deus roet dezañ da dañva touelladenn al levenez, kentoc’h hag ar wir levenez, ec’h en em gav heb arhant, e-unan, hag anad eo, trist : « Dispignet gantañ e oll vadou, e tegouez eur gernez vraz war ar vro-ze, hag ennañ ive e krog an dienez. Mond a ra da sklav gand eun aotrou euz ar vro-ze : hemañ a ra dezañ mond en e barkeier da basturi moc’h. C’hoant awalc’h e-neus da garga e gov gand ar c’hlosou a zebr ar moc’h, med nikun ne ro dezañ ».

Aze eo e teu ar gontadenn da winta. Rag er stad truezuz a zo e hini, kollet gantañ e oll douelladennou hag oc’h en em gavoud dirag diêzamañchou kaled ar vuez, ez a ar mab foran ennañ e-unan da adlenn e istor : « Eet ennañ e-unan, e lavar : ‘Nag a zervicherien d’am zad o-deus forz pegement a vara, hag emaon-me amañ o vervel dre ar gernez ! »

« Eet ennañ e-unan » : penn-kenta ar c’hontrol-beo euz ar pez e-noa pellet anezañ diouz e di a famill : eet e oa er-mêz, dirollet, stlabezet, strewet en eur vuez didalvez ha skañv, he-doa kaset anezañ d’an izlonk. Setu ma ’z-a en-dro ennañ e-unan, da lavared eo e tastum e nerziou, e tap krog en-dro, ec’h adkav eun diabarz, ec’h adkav goud d’ar zioulder a ro tro da veva, a ro tro da jom ganeor an-unan. Euz ar manac’h sant Benead ez-eus bet lavaret e oa eun den a oa o chom gantañ e-unan, da lavared eo ne strane ket rag beva a ree euz bezañs Doue ennañ. Na kaer eo eur gwaz, eur vaouez a zoug ennañ, enni, ar zioulder-ze : ragsantoud a reer ez-eus eur bezañs o chom enno. Sant Aogustin a gont penaoz epad pell e-noa klasket Doue en diavêz, pa oa hemañ en e ziabarz, hag eñ eo Aogustin a oa en diavêz ! E-se o vond ennañ e-unan, e tosta ar mab foran ouz Doue !

En em renta kont euz e stad a zienez a zigor dirazañ eun hent nevez, a lak da c’henel ennañ eun esperañs nevez diazezet war gouzoud ez eo mab : n’eo ket eienenn e vuez dezañ, eun donezon eo hag e-neus resevet, ha ne c’hell soñjal e amzer da zond heb all an Tad-se e-neus roet anezi dezañ : « Sevel a rin, mond daved va zad », setu ar pez a lavar pa gemer hent an distro.

Beza en em gavet da gaoud c’hoant euz boued ar moc’h, a ziskoueze awalc’h beteg pelec’h e-noa kollet e zinentez a zen ha pehini oa ar boan a c’houzañve ! E-se, muioc’h eged magadur, ar pez e-neus ezomm da adkavoud eo an dinentez-ze ha da wiada en-dro eta al liamm-se a vab : beza kollet anezañ ’neus roet dezañ da zizolei piou e oa e gwirionez.

« Sevel a rin, mond daved va zad, ha lavared dezañ : Tad ! Pehet am-eus a-eneb an neñv hag en ho keñver ! N’on ket kén dîn da veza galvet mab deoc’h ». Ar frazenn-ze « N’on ket kén dîn da veza galvet mab deoc’h » a zo eun doare da lavared e c’hoant da veza anavezet en e stad a vab. Bez’ e c’houzañv c’hwero ar vizer hag ec’h anzao eo penn-kaoz d’an dihegar m’eo deuet da veza. Lavaret en eur mod all, anzao a ra e behed, rag ar pehed, drezañ e-unan, eo ar pez on lak dihegar, ar pez a c’hloaz on idantite a waz pe a vaouez krouet hervez skeudenn Doue, heñvel outañ. Penaoz ne c’houzañvfe ket Doue, on Tad, gand kement-se eñ da genta ?

« Sevel a ra da vond daved e Dad ». En distro-ze war-zu ti an Tad e lavar ar mab foran e geuz, e izelegez ive. Anavezom en on distroiou ar Spered Santel o veza ennom hag o labourad ennom.

Ouz tu an Tad, n’eus dale ebed evid ar respont, hini ar pardon, kement e c’hortoze ar mare-ze : « P’ema c’hoaz pell, e Dad, ouz e weled, a zo rannet e galon ! » E-se, e Dad a oa war-c’hed ! E garantez a ’n em ree gortoz izel ha poaniuz, esperañs ive ’vel a lavar Peguy : « Med ar peher-se hag a zo bet tost dezañ en em goll ; dre e zisparti e-unan ha peogwir e vankfe da c’halvadenn an abardaez, e-neus lakeet da c’henel an aon ha dre-ze e-neus lakeet da zifoupa an esperañs zokén e kalon Doue e-unan, e kalon Doue e-unan, e kalon Jezuz, kren an aon hag ar gridienn, skrijadenn an esperañs. Dre an dañvad dianket-se, e-neus Jezuz anavezet an aon er garantez. » (Porched mister an eil vertuz).

« Rannet eo e galon. D’ar réd ez a d’e vriata ha da bokad dezañ ». An Tad a zant mad ar pez a vev e vab. Pa wel euz a bell ar mab yaouanka-ze, e c’hoant d’e zigemer a zo ken kreñv hag an nerz e-neus kaset anezañ kuit e-unan-penn war-zu ar maro : « Ar mab-mañ din a oa maro, ha beo eo eñ adarre. Kollet e oa, ha kavet eo ! » a estlammo an Tad da fin an displegadenn.

Evid c’hoaz e wel ar mab-se o tond en-dro hag eo e galon leun a druez, ger evid ger hervez ar pennad e gresisaneg e tlefer lavared « ez eo skoet én e vouzellou ». E Aviel sant Lukaz e kaver diou wech all ar memez santimant : er pennad 7 p’en em gav Jezuz gand intañvez Naim e kañv gand maro he mab nemetañ, hag er pennad 10 er Zamaritan mad pa wel hemañ an den dilezet war bord an hent. E-se, ma ouezer anavezoud an Aotrou dindan skeudenn ar Zamaritan hag hini Tad ar mab foran, bepred eo Doue a zo, dirag mizer an den, « skoet en e vuzellou », strafuillet gand dienez an den hag e ro da anaoud neuze e drugarez ! Unan euz galloudou Doue eo an drugarez. E leor an Ermêziadeg, e-noa Doue en em ziskouezet da Voizez da ober anezañ frankizer Izrael, peogwir e-noa gwelet mizer e bobl :

« Gwelet am-eus, gwelet am-eus mizer va fobl,
Klevet am-eus he c’harmadenn dirag he gwaskerien,
Ya, anaoud a ran he ankeniou.
Diskennet on d’he frankiza euz dorn an Ejiptiz
hag he lakaad da bignad euz douar an Ejipt ».

Diouz e du e-noa ar profed Izai gwechall keñveriet karantez Doue evid e bobl ouz karantez eur vamm : « Daoust hag e c’hell eur vaouez ankounac’haad ar c’hrouadur ema-hi o vaga ha chom heb kared ar mab he-deus douget ? Ha goude ma teufe ar mammou da ankounac’haad, me avad, n’her grin ket » (Is 49, 14-15).

En eul lizer euz miz gouere 1906, Elizabed an Dreinded, karmezez e Dijon, a skriv ar c’homzou-mañ d’he c’hoar Marharit a glemm euz he nebeud a c’hréd : « Da gared a ra hirio ’vel ma kare ahanout dec’h, ’vel ma karo ahanout warhoaz. Zokén ma peus greet poan dezañ, dalc’h soñj e c’halv eun izlonk eun izlonk all, hag izlonk da vizer, Gittig, a zach izlonk e drugarez » (L 298).

« D’ar réd ez a d’e vriata ha da bokad dezañ... An Tad avad a lavar d’e zervicherien : “Buan ! Kerhit ar gaerra sae d’e wiska ! Lakait eur walenn en e zorn ! ha sandalennou en e dreid ! Degasit ha lazit al leue, an hini lard ! Deom-ni debri hag ober fest ! Rag ar mab-mañ din a oa maro, ha beo eo-eñ adarre ! Kollet e oa, ha kavet eo ! »

An Tad, laouen braz da veza adkavet e vab, ne ro ket amzer zokén dezañ da lavared e geuz ! Ken braz eo kizidigez Doue, ma ne ra morse deom santoud or mizer, ma ne daol ket warnom eur zell d’or barn ha da ober méz deom. Sell Doue warnom a zo eur zell didamall, eur zell a gar hag a zalv. Eüruz om ma c’hoarvez ganeom en em gavoud war on hent gand eur zell a zalv ahanom hag on distag diouz pouez or buez ! An Tad a zizamm e vab euz e oll druillou hag a wisk anezañ gand dillad a c’houel. Oll dresou e droiou-fall a zo ’vel lamet kuit dindan e zillad nevez. Setu ar pez a a eur garantez leun a drugarez. « Taolet ’peus dreg da gein va oll fehejou », a lavare dija ar profed Izai (38,17). Kredi e Doue a zo kredi en eun Doue hag a bardon.

Ar pardon a ro an Tad d’e v ab a zo eun akt a fiziañs en amzer da zond. Mad eo santoud e kred Doue ennom, ec’h esper ennom. Kared a zo kaoud fiziañs, ha ne c’hell on lakaad da greski nemed ar re o-deus fiziañs ennom, ar re a esper ennom, ar re a gar ahanom eta. Jezuz ne zerr ket e zaoulagad dirag an droug ; goude m’eo bet nahet teir gwech gand Pèr, e c’houlenn digantañ dre eir gwech : « Ha kared a rez ahanon ? » D’ar vaouez peherez e lavar : « Me kennebeud ne gondaonan ket ahanout, kerz hag hiviziken na bec’h mui ». Ar pardon a embann ne ’z-eus den ebed a vefe e oberou. Brasoc’h om eged on oberou, setu ar pez a ro da anaoud Tad ar barabolenn e-keñvêr e vab adkavet.

Eienenn a esperañs eo ar pardon evid an hini a zo pardonet, med ive evid an hini a bardon. Eun oberenn a grouidigez eo, a adkrouidigez. Pardoni a zo lakaad ar vuez da zevel, ad-sevel ar vuez. Beza intereset muioc’h gand an amzer da zond eged gand an amzer dremenet. Skiant-prenet ar salmer eo :

Salm (50) 51,3 : Truez ouzin, va Doue, hervez da garantez,
ken trugarezuz ez out ma tilami va fehed diwarnon
...
Hag : gw 12 :
Krou ennon, va Doue, eur galon dinamm,
Eur spered eeun ha nevez em diabarz
.

Er c’hontrol, nac’h pardoni, a zo kloza egile en e amzer dremenet ha kloza warnor an-unan en drougrañs hag er c’hwervoni.

Ar mab hena a nac’h kemer perz er pardon, hag e-se ec’h en em lak er mêz euz ar gouel, euz levenez an Tad, euz levenez Doue. C’hoarvezoud a ra ganeom ive beza ’vel ar mab hena, med koulskoude d’an drugarez eo ez om galvet : « Eüruz an dud truezuz, rag int-i a gavo truez » (Mz 5,7).

Trugarez an Tad a zisplij kalz d’ar mab hena hag a lak anezañ e kounnar ! Ar memez trugarez a oa bet penn-kaoz da c’hrozmol ar farizeiz hag ar skribed, hag he-doa roet tro da Jezuz da gonta an teir parabolenn-ze a drugarez : « Hennez a zegemer ar Beherien, ha debri a ra ganto ! »

Jezuz a zeu end-eeun da zebri ouz taol ar beherien, med o veza aze ganto, ne laka ket an dorn en o zechou-fall, er c’hontrol, ober a ra euz o zaoliad eun daol a c’houel, eun daol a beurveuleudi. Dond a ra d’o zenna diouz an dispriz a vez en o c’heñver evid diskulia dezo ez int ive karet gand an Tad, ez int ive e vugale hag evito ive ec’h en em ro. Euz an anaoudegez-se hag euz an dinentez-se adkavet eo e tiwan al levenez. Setu perag ema Jezuz ganto, ’vel ma vo dizale ive gand an daou laer kroazstaget gantañ. E-se eo mister ar groaz en e bez a ’n em ro da weled en diskenn-ze a ra Jezuz e-touez ar beherien. D’ar re e zigemer, aze zokén ‘lec’h ma ’z-int kollet, e promet ar vuez peurbaduz : « hirio end-eeun e vezi ganin er baradoz » a glev al laer mad lavaret dezañ.

En aspedenn, « Levenez an Aviel », e skriv ar pab Frañsez : « ar gumuniez avielerez a arnod e-neus an Aotrou greet ar paz kenta, en he raog eo eet er garantez, hag ablamour da ze e oar mond war-raog, ober ar paz kenta heb aon, mond da ziambroug, klask ar re a zo pell hag en em gavoud er c’hroaz-heñchou da bedi ar re ’vez lakeet a-gostez. Goude beza anavezet trugarez an Tad hag he nerz d’en em skigna, e vev eur c’hoant dihesk da ginnig an drugarez ».

Ra c’hellim respont d’ar galvadenn-ze ha rei da anaoud en or buez trugarez Doue e-unan. Gand nerz e Spered e c’hellom kemer ar riskl-se.

Tad Jean-Michel Grimaud,
abad Landeveneg
(brezoneg gand Job an Irien)

Stummadur

  • On Tad - Notre Père en breton

    On Tad - Notre Père en breton

    Texte en usage aujourd'hui (skritur skolveurieg) On Tad hag a zo en neñv, Hoc’h ano bezet santeleet, Ho rouantèlèz deuet deom, Ho polontez bezet greet, war an douar evel en neñv. Roit deom hirio or bara pemdezieg. Pardonit deom or pehejou, Evel ma pardonom d’ar re o deus manket ouzom,

    Lire la suite...
  • Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Depuis le 3 décembre dernier [2017], premier dimanche de l’Avent, le texte de la prière du Notre Père en français a été légèrement modifié. La phrase « Et ne nous soumets pas à la tentation » de la traduction de 1966 est désormais remplacée par « Et ne nous laisse pas entrer en

    Lire la suite...
  • Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Au cours du XXe siècle, un important travail de révision des cantiques traditionnels bretons a été effectué. Dans le recueil Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon qu’il avait publié en 1942, l’abbé Pierre-Jean Nédélec, alors professeur au Grand séminaire de Quimper, avait opéré une sélection parmi les vieux cantiques bretons

    Lire la suite...
  • Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si. Kenta lizer-meur sosial ar Pab Frañsez (24 a viz mae 2015) Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez "Meuleudi dit-te va Aotrou" euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, "vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza,

    Lire la suite...
  • Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    {tab Pennad e brezoneg} Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus

    Lire la suite...
  • Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    PEDENN AR PAB FRANSEZ EVID AR JUBILE Salver Jezuz-Krist, te hag az-peus desket deom beza trugarezuz ’vel on Tad euz an neñv, hag az-peus lavaret deom da weled eo e weled, diskouez deom da zremm hag e vezim salvet. Da zell leun a garantez ’neus frankizet Zache ha Maze euz

    Lire la suite...
  • Racines bretonnes et Foi chrétienne

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Racines bretonnes et Foi chrétienne Il existe des nations spirituelles Il existe des “nations spirituelles”, c’est-à-dire des groupes humains dont la culture est à peu près homogène et qui ont un rayonnement spirituel spécifique. Ces “nations” ne sont pas forcément des Etats, ce

    Lire la suite...
  • Gwriziou breizeg ha Feiz kristen

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Gwriziou breizeg ha Feiz kristen   Bez’ ez eus broadou speredel Bez’ ez-eus “broadou speredel”, da lavared eo strolladou tud hag o-deus eur zevenadur unvan dre vraz, hag eul levezon speredel a zoug o merk dezo. Ar “broadou-ze” n’int ket dre red Stadou,

    Lire la suite...
  • lnculturer la liturgie

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : lnculturer la liturgie Au cours de la session de recherche pour une inculturation bretonne de la catéchèse, il m’était demandé d’intervenir sur l’inculturation de la liturgie. Ces quelques lignes voudraient reprendre l’essentiel de mon apport. Vous excuserez le décalage entre l’apport oral

    Lire la suite...
  • Ensevenaduri al Liderez

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : Ensevenaduri al Liderez E-kerz an deveziou-studi diwar-benn an doare da ensevenaduri en eun doare breizad ar c’hatekizerez (gouere 2004), e oa goulennet diganin komz diwar-benn ensevenaduri al liderez. Al linennou-mañ a azlavaro ar pep pouezuza euz va frezegenn, en eun doare eun

    Lire la suite...
  • Cultures bretonnes et Foi

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Conférence à l'occasion du 25e anniversaire du Minihi. Tréflévenez, 24 octobre 2009 Cultures bretonnes et Foi En donnant à cette conférence ce titre “Cultures bretonnes et foi”, je me suis demandé s’il était sensé, en ce début de XXIème siècle de

    Lire la suite...
  • Kulturiou Breiz hag ar Feiz

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Prezegenn da geñver 25ed deiz-ha-bloaz ar Minihi. Trelevenez, 24 a viz here 2009 Kulturiou Breiz hag ar Feiz En eur rei d’ar brezegenn-mañ an ano “Kulturiou Breiz hag ar feiz”, ’m-eus en em c’houlennet ha deread e oa, e penn kenta

    Lire la suite...
  • La porte de la Foi

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. La porte de la Foi On trouvera ici un résumé de l’article écrit par Michel Fédou sj. dans le numéro de janvier 2013 de la revue “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), suivi de quelques réflexions qui me sont venues. Ouvrir la “Porte de

    Lire la suite...
  • Dor ar Feiz

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. Dor ar Feiz Amañ e vo kavet eun diverra euz eur pennad bet skrivet gand Michel Fédou sj. e niverenn miz genver 2013 euz ar gelaouenn “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), ha warlerc’h, eun nebeud soñjou a zo deuet din dre-ze. Digeri “Dor

    Lire la suite...
  • Célébrer en langues ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Célébrer en langues ? Conférence de Job an Irien le 29 avril 2000 à Landévennec. - Place du breton à l’Eglise à l’issue de la guerre - La Réforme liturgique - L’enquête de 1973 - Après 1973 Entre 1945 et 1975 s’est joué l’un des actes les plus importants

    Lire la suite...
  • Lida e yezou ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Lida e yezou ? Prezegenn gand Job an Irien d’an 29 a viz ebrel 2000 da gever devez studi hanter kant vloaz Landevenneg.  - Plas ar brezoneg en Iliz da fin ar brezel - Adstummadur al Liderez - Enklask 1973 - Warlec’h 1973  Ar bloaveziou etre 1945 ha

    Lire la suite...
  • Dieu, le Riche en miséricorde

    Père Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Dieu, le Riche en miséricorde » par le Père Abbé de Landévennec Préambule : Le pape François ouvre la bulle d’indiction du jubilé de la miséricorde par ces mots : « Jésus-Christ est le visage de la miséricorde du Père ». Ce Père Riche en Miséricorde

    Lire la suite...
  • Doue, pinvidig e trugarez

    Tad Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Doue, pinvidig e trugarez » Eur ger araog : Ar pab Fransez a zigor al lizer-embann jubile an drugarez gand ar c’homzou-mañ : « Jezuz-Krist eo dremm trugarez an Tad. » An Tad-se Pinvidig e trugarez hervez Ef 2,4 : « Doue avad, - pa z’eo pinvidig e trugarez

    Lire la suite...
  • L’année de la miséricorde (extraits)

    Job an Irien L’année de la miséricorde (extraits) Minihi Levenez n°148, mars 2016 Le mot breton miséricorde « trugarez » signifie en fait deux réalités différentes, enracinées pourtant dans la même réalité, comme deux branches du même arbre, ou les deux faces d’une même pièce. Ce n’est pas la même chose de

    Lire la suite...
  • Bloavez an Drugarez (tennadou)

    Job an Irien Bloavez an Drugarez (tennadou) Minihi Levenez n°148, meurz 2016 Ar ger trugarez a dalvez daou dra zisheñvel, gwriziennet koulskoude war ar memez gwrizienn, ’vel daou skourr euz ar memez gwezenn, ’vel an daou du euz ar memez gwenneg. N’eo ket ar memez tra trugarekaad unan bennag ha

    Lire la suite...
  • 1
  • 2