Lida e yezou ?

Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41.

Lida e yezou ?

Prezegenn gand Job an Irien d’an 29 a viz ebrel 2000
da gever devez studi hanter kant vloaz Landevenneg.

 - Plas ar brezoneg en Iliz da fin ar brezel

- Adstummadur al Liderez

- Enklask 1973

- Warlec’h 1973

 
Ar bloaveziou etre 1945 ha 1975 a zo bet a bouez braz e istor Breiz-Izel. Cheñchet eo bet, hag evid pell amzer, doareou diavêz ar vro gand ar bloaveziou hanter kant, p’eo bet adsavet ar c’hêriou ha roet eul lañs braz d’an ekonomiez, ha kement-se a zo êz da weled. Eur cheñchamant all, ha n’eo ket ken anad marteze, med ken don hag an hini kenta, a gemm doare diabarz ar vro : daou dra hag a c’hoarvez er memez amzer, daoust dezo marteze beza distag, da lavared eo e tigresk er memez mare ar feiz kristen hag implij ar brezoneg.

Tud all a studi an doare m’eo bet digristenneet or bro, gand an dud o vond d’ar c’heriou hag an daremprejou er parreziou war ar mêz o vond war laoskaad. Amañ e klaskan selled dre vraz ouz plas ar brezoneg en Iliz ha dreist-oll el liderez e-pad an tregont vloaz-se.

Selled a raim da genta ouz ar bloaveziou dioustu goude ar brezel, etre 1945 hag 1955, ’lec’h ma weler an traou o cheñch en eun taol. Goude-ze e welim ar pez a c’hoarvez etre 1955 ha 1975, ar mare ken pinvidig ’lec’h m’eo bet cheñchet al liderez, hag e sellim ouz an doare m’eo bet lakeet da dalvezoud beteg goude ar Sened-Meur Vatikan II. Kas a raim al labour-se da benn en eur implij ar pez a zo bet embannet war ar “Semaine Religieuse” euz eskopti Kemper ha Leon e-pad an tregont vloaz-se.

Araog staga ganti da vad, setu amañ tri dra euz va buez hag a c’hell rei eun tamm sklêrijenn :

- Va c’hoar vian a zo bet ganet e 1945. Ni, ar pevar all, on-eus desket brezoneg war barlenn or mamm. Dezi ne vezo komzet nemed e galleg.

- E 1957, ma ne fazian ket, tud yaouank euz ar JAC a deu da gaoud Jean Lhour, person va farrez (Bodiliz), da lavared dezañ ne zeufent ket kén d’an overenn da Vodiliz ma kendalhfe da brezeg e brezoneg hag ez afent da Landivizio. Red eo bet d’ar person senti.

- E 1968, e pedan eur mignon a Vro-Gembre, Dewi Morris Jones, lenner saozneg e Skol-veur Brest, da zond da ober anaoudegez gand va zud. Brezoneg brao a deue gantañ, med poan e-noa gand ar galleg, hag ablamour da ze emboa goulennet digand va zad mond dezañ e brezoneg. P’eo en em gavet du-mañ, e-neus bet, a berz va zad, eun digemer en eur galleg uhel, din euz an Akademiez ; ha goude diou vunutenn, e-neus lavaret da Zewi e brezoneg : Awalc’h eo, deom e brezoneg bremañ !” Diskouezet e-noa awalc’h e oa eun den.

An tri dra-ze a vefe awalc’h evid rei eur seurt poltred euz stad ar brezoneg ha menoziou an dud en tregont vloaz-se. Med sellom a dostoc’h.

STAD AR BREZONEG DA FIN AR BREZEL

Bez’ ez-eus eun daolenn euz stad ar brezoneg gand an enklask bet greet e 1946 gand Kenvreuriez ar Brezoneg. M. Lagrée ’neus studiet an enklask-se en e leor “Religion et cultures en Bretagne, 1850-1950” (p .263 et 265). Anad eo eo grevuz ar reuziad ; “bez’ ez eo ’vel eun troc’h etre ar rummadou – a dud lik med ive a gloer etre ar strolladou, hag etre gwazed ha merhed. War zonnaad e ya hiviziken ar foz etre al live ou disheñvel a yez, ar pez a ziskouez fin eur bed sevenadurel ha kresk braz ar fraillou degaset gand ar bed modern... Ar seminaristed enklaskerien a bouez war ar plas kent a roet d’ar galleg er JACF, ha dre vraz e-touez ar plahed yaouank : bez’ ema ar re-mañ e penn kenta ar stourm evid ar cheñchamant bed. Kement-mañ a gaver e pep lec’h ha dre vraz, e Leon ’vel e Kerne.”

Skoliou prevez ar merhed a zo, tamm pe damm, penn-kaoz d’an dra-ze, rag ar seurezed, “merhed en em dennet euz stad an dud diwar ar mêz hag o-deus roet talvoudegez d’ar pez a-deus desket gand ar galleg”, a stourm evid ar galleg gand asant ar mammou. Arabad ankounac’haad kennebeud ar strobinell a deu euz kelaouennou ar merhed hag euz ar sinema, a zigor war bedou kalz ledannoc’h eged bed kloz ar brezoneg.

Hag an Aotrou Lagrée da gloza evel-se e studiadenn war an enklask : “Ha penn ar veleien hag ar gloareged da vezevenni moarvad o weled eo dre ar merhed ec’h en em led an droug... Ar merhed... karget da rei, euz an eil rummad d’egile, ar pep talvoudusa ha sakra, ar merhed eo a lak da goueza ar gloued ziweza a ziwalle ar bed koz.”

PLAS AR BREZONEG EN ILIZ DA FlN AR BREZEL

Ar Misionou.

Gand ar c’hatekiz, ar misionou eo unan euz an doareou on-eus etre on daouarn evid gweled plas ar brezoneg en Iliz da fin ar brezel. “Semaine Religieuse” Kemper a rent kont anezo peurliesa, med paz euz an oll. Ar pez ne lavar ket eo e peseurt yez eo bet roet ar mision ; aliez e kaver ar geriou “mission traditionnelle”, ar pez a roda intent eo bet e brezoneg.

Dioustu gonde ar brezel, e kaver galleg : eur zizunvez e galleg warlerc’h eur zizunvez e brezoneg e Rosko hag e Brasparz, sermoniou an abardaez e galleg evid ar vicherourien er Vourc’h-Wenn, e Pouldreuzig, e Lanildut, heb konta re Sant-Mark ha Lambezelleg ’lec’h ma n’eus ano ebed a vrezoneg.

Etre 1945 ha 1950, 203 barrez war 327 o-do eur mision : 91/131 e Leon, 105/176 e Kerne, 7/20 e Treger.

E galleg eo, a lavarer deom, e 17 parrez euz kêr : Kemper, Konk-Kerne, Douarnenez, Kemperle, Karaez, St Melen, Kameled, Pondaen....

Bez’ eo tamm pe damm e galleg e 47 parrez, 25 anezo o veza e Kerne.

N’eo lavaret e brezoneg nemed e 29 parrez, med e brezoneg e tle beza bet en diou drederenn euz ar parreziou o-deus bet eur mision e-pad ar c’hwec’h vloaz-se.

Etre ar bloaveziou 45-46 hag 50 e teu ar jenchamant da veza anad : er 46 mision euz 45-46, n’eus nemed 8 o kaoud galleg ; war 23 mision ar bloavez 50 ez-eus dija 10 ’lec’h ma kaver ar galleg war ar memez live hag ar brezoneg pe zokén uhelloc’h.

E 1946, e Brelez, e lavrarer kement-mañ : “Komz Doue, daoust ma koueze diwar muzellou Kerneviz, a zo bet selaouet gand kalz evez : evet e veze” (p.369). Er bloaz warlerc’h, e Taole, e lavarer deom “e kendalc’h ar sermoniou brezoneg da respont da ezommou an dud fidel”, med eun tammig pelloc’h e lavarer ive “ez-eus bet sarmon e galleg bemdez da 8 eur noz dirag eur bobl niverusoc’h niverusa” (p.85).

An hini a rent kont euz mision Plabenneg e 1948 a zisklêr, gand eun dakenn a geuz : “an amzeriou ’lec’h ma yee on oll dud e brezoneg a zo echu. Red eo bet sevel eur mision e galleg” (p .317).

E 1950 e Priveill, an tadou Rannou, Gwillerm ha Savina, o veza ma n’o-doa ar vugale nemed ar c’hantikou galleg, a ’n em c’houlenn “e pe-seurt yez rei ar mision ? Red oa en em c’houlenn e Priveill, rag al lodenn vrasa euz an dud a zo martoloded ar Stad pe a genwerz, hag an tad e-neus tremenet 15 pe 25 bloaz pell diouz ar gêr. Ouspenn-ze hag evel-se eo – an all re yaouank a gav gwelloc’h ar galleg. Tud koz, bet goulennet o ali diganto, a-deus respontet d’an aotrou person : “Dibabit ar galleg hag ez oc’h sur da gaoud an oll re yaouank er mision, hag int-i eo dreist-oll o-deus ezomm anezi”. A-unan gand ar visionerien e oe divizet neuze ne vefe nemed eur zarmon brezoneg bemdez, hag a-wechou “bommou” brezoneg pe c’halleg” (p. 120).

Lida e yezou Kartenn1

Er bloaveziou dioustu goude 50 e yelo buannoc’h c’hoaz an traou. War an 48 mision roet etre penn-kenta 1951 ha fin 1954, n’eus nemed pemp o veza disklêriet “e brezoneg”. E Mahalon e lavarer deom eo ar mision e brezoneg evid an dud dimezet hag ar re goz, hag e galleg evid ar re yaouank. E Lanniliz, ar re a gemer perz er mision vrezoneg o-deus oll ouspenn 40 vloaz. Sant-lvi, Tourc’h, Kore o-deus oll o zizunvez c’halleg. E Lanrieg hag e Sizun ez-eus sarmoniou en diou yez. E 1953, evid mision Brest, n’eus nemed Lambezelleg o kaoud eur zizunvez e brezoneg. Heb distro eo ar jeñchamant ; her gweled a reer mad e Kastell-Nevez ar Faou : mision 1948 a oa bet evel kustum, en diou yez ha gand goueliou diouz an abardaez. Distro ar mision e 1954 a zo prezeget gand misionerien Itron Varia ar C’helou Mad euz Roazon, kavet gwelloc’h eged ar visionerien a yee e brezoneg sur-mad : bodadegou a bep seurt, er c’harteriou hag evid an oll, ha “divizou” o-deus kemeret plas an “taolennou”. Cheñchet eo ar bed hag an oll a oar galleg.

Ar C’hatekiz

Ar renta-kont a gaver euz ar misionou ne lavar ket e pe-seurt yez eo prezeget hini ar vugale. Koulskoude e seblant anad awalc’h eo e brezoneg pa vez mision ar re vraz e brezoneg. Dioustu gonde ar brezel e reer c’hoaz ar c’hatekiz e brezoneg koulz lavared e peb lec’h nemed war aochou ar c’hreisteiz etre Kemperle ha Fouenn, e ledenez Kraon, e kêr Vrest hag er c’hêriou. Meneget eo er S.R. e 1945 (p. 52) ha 1946 (p. 316) al lehiou ’lec’h m’eo posubl kaoud ar c’hatekizou brezoneg, Katekiz Krenn ha Katekiz Bihan. Med ar menegou diweza int : hiviziken, pa gomzo ar S.R. euz katekiz, ne vezo nemed evid reilañs d’ar c’hatekizou nevez e galleg.

Ar retrejou

En on eskopti, ar retrejou, a zri devez d’an nebeuta, a zo bet epad pell ar mareou pouezuza da stumma eur feiz don e kalon kalz kristenien yaouank pe gosoc’h. Araog ar brezel, e vezent peurvuia e brezoneg. E 1945 ez-eus e Lezneven eur retred e brezoneg evid plahed yaouank hag eun all, e brezoneg ive, evid merhed dimezet. E 1946, an diou retred evid pôtred yaouank diwar ar mêz a zo e brezoneg kenkoulz hag hini ar plahed yaouank. E 1947 (p. 35), ous-penn an teir retred e brezoneg evid mammou, merhed ha gwazed, e kaver eur retred e galleg evid plahed yaouank. Ar menegou diweza euz retrejou e brezoneg evid merhed pe wazed a zo euz 1949 (p. 462 et 489). Hiviziken, euz retrejou an Obererez Katolik eo e vo ano, ha ma kaver c’hoaz a-wechou eun tamm brezoneg enno, eo sklêr koulskoude n’eo ket kén ar brezoneg yez ar retred.

An embannaduriou

Red eo lavared memestra n’eo ket an embannaduriou evid kristenien brezonegerien a vanke etre ar bloaveziou 45-50. Er bloaveziou 48-49 eo embannet gand an tad Eujen “Buhez or Zalver Jezuz-Krist” (1948, p. 406), hag e teu er mêz eun embannadur nevez euz “Kantikou Brezonek” (1949, p. 269). Er memez bloaveziou e vezo embannet peder gwech 10000 skwerenn euz al leorig “An Oferenn heuliet gant an dud fidel” hag eul leorig all evid beilladegou ar Werhez “Intron Varia an holl c’hrasou” (1949, p. 86 et 275) e daou embannadur, unan e brezoneg, egile e galleg. E 1946 e oa bet embannet “Ar grasou pe ar pedennou evit ar re varo” gand Yeun ar Go hag ar chalonied Pérennès ha Favé.

E plas ar c’helaouennou Feiz ha Breiz hag ar Vuhez Kristen e kaver azaleg 1948 Kroaz-Breiz ; talbenn peb niverenn a vezo kavet bep tro er S.R. ; en 1951 Bleun-Brug a gemer plas Kroaz-Breiz : epad tri bloaz e vezo meneget aliez awalc’h.

Evid ar vadeziant hag an nouenn e saver eur ritual e brezoneg e 1950, med e 1954 (p. 160) e kaver er S.R. an notenn-mañ : “Tri bloaz ’zo eo bet embannet eur ritual latin-brezoneg. Hag ezomm a oa anezañ ? Beteg-henn, ar parreziou n’o-deus goulennet nemed eun niver bian a skwerennou.”

War an dachenn dizakr, menegom ive er bloavez 1950 embannadur al leor “Yez hon Tadou”, gand ar frered Stefan-Seite, evid deski brezoneg, ha diwar pluenn an Aotrou Konk, e 1951 (p. 731), “Mojennou ha Soniou”, hag a vo implijet epad pell er veilladegou war ar mêz. Med echu eo da vad gand embannaduriou niveruz ar J.A.C. e brezoneg. Ne gaver na kelaouennou, na sinema breizad gouest da enebi ouz lano ar galleg, ha zokén, ma vefe bet, eo re ziwezad, rag an dud o-deus cheñchet tu d’a roched : eur bed brezoneg a zo eet d’an traoñ gand ar jeñchamañchou ekonomikel ha sevenadurel ha gand brezel 39-45.

Ar pardoniou

Evid ar pez a zell ouz al liderez, menegom dioustu e kavom e peb lec’h, evid ar pardoniou, epad an 20 vloaz etre 1945 ha 1965, ar c’hiz da gaoud en overenn-bred eur brezegenn e brezoneg ha, goude lein, d’ar gousperou, eur brezegenn e galleg. Evel-se eo e Rumengol, e Santez Anna ar Palud, er Folgoad, er Salet, e ltron Varia ar Porzou, e Kernitron, e Penhorz... hag e pardoniou ar re glañv. E iliz-veur Sant Kaourantin, e vez lidet ar pardon brezoneg da 8 eur mintin beteg 1966. Ar renta-kont a gaver euz pardon Rumengol e 1949 a lavar kement-mañ : “Ar brezoneg e Rumengol a zo tamm pe damm yez al liderez ; bez’ eo ’vel eñvorenn ar famill. Daoust dezañ beza deuet da veza misteriuz, e tigemerer anezañ a galon vad, rag gouzoud a reer e lavar ar prezeger traou kaer kenañ, ’vel ar beleg pa gan e latin pennadou da renta gloar d’an Aotrou Doue” (p. 333). Gwelom ive dija an emvodou eukaristiel ha lidou an Obererez Katolig o vond e galleg. Evel-se e 1946, e emvod eukaristiel Ponte-Kroaz, n’eus ano ebed nemed euz kantikou galleg hag imnou latin (p. 198). Pa vo adstummet al liderez gand ar pab Paol VI e 1964, neuze eo e cheñcho buan an traou. A gement-se e komzim pelloc’h.

Al lazou-kana

Deveziou al lazou-kana a ro tro da galz strolladou da gana gwelloch ar c’han gregorian ha da rei e lufr d’ar c’han Iiestoniet e galleg. Ar c’hantikou brezoneg n’o-deus ket o flas aze, nemed eur c’hantik e Brest e 1951 (p. 675). Red e vo gortoz 1959 ’vid ma savfe eur vouez a-eneb da gement-se. Setu amañ eun nebeud frazennou euz ar renta-kant : “Ar plas kenta, anad eo, a oa d’ar c’han gregorian... Poz kenta ar c’han “Gloire éternelle” a zo bet eun dra vad... Unan euz ar mareou kaerra : ar c’han a-unvouez euz ar c’hantik brezoneg “Spered Santel”. Perag ’ta e lezom-ni da vond da goll traou ken burzuduz evid mond da c’haloupad warlerc’h kement a zorhennou !” (p. 382).

Ar Zizunvez Relijiel

Araog mond pelloc’h gand on enklask, e talvez ar boan selled, evid an deg bloaz-se dioustu goude ar brezel, ouz ar plas roet e gwirionez d’ar brezoneg e Sizunvez Relijiel Kemper ha Leon.

Bez’ e kaver bep tro lakeet e brezoneg mandamant ar c’horaiz ha liziri a bastor an Aotrou ’n eskob Fauvel. Er c’hontrol, e bennadou da lenn er gador-brezeg, pe ve ano euz ar peoc’h, pe euz Bleun-Brug ar Zent e 1950, pe euz emvod ar J.A.C. pe euz an amprest evid sevel ilizou nevez... n’int ket troet. Ar re nemeto bet lakeet e brezoneg a zo diwar-benn ar skol e 1949 (p. 355) hag ar votadegou e 1951 (p. 334). Disklêriaduriou bodadeg Kardinaled hag Arheskibien Bro-C’hall n’o-deus ket muioc’h a jañs ; ar re nemeto bet lakeet e brezoneg a zo diwar-benn ar peoc’h e 1949 (p. 538) hag ar Skol Libre 1951 (p. 232). Evid ar pez a zell ouz Liziri-kelc’h ar Pab, hini ebed n’eo lakeet e brezoneg. Azaleg 1952 e kaver steuennou a brezegerez, dre ar munud, evid ar bloavez a-bez ; na pegen talvouduz e c’hellfent beza bet evid beleien ar parreziou ’lec’h ma veze prezeget c’hoaz e brezoneg, ma vefent bet troet, ar pez n’eo c’hoarvezet morse.

O weled kemnet-se e c’heller en em c’houlenn petra eo ar brezoneg evid ar re a zo e karg euz ar Zizunvez Relijiel pe neuze gand petra int dalhet hag a virfe outo da veza liproc’h e-keñver ar brezoneg. Evid on Eskopti eo anad dija n’eo kén ar brezoneg nemed eur restad euz eun amzer dremenet hag e blas el liderez a vianna muioc’h-mui ; n’eo ket gwelet kén, pe ken nebeud, ’giz eun ostill da aviela an dud, pa n’eo ket gwelet dija ’vel eur skoill.

Ar renta-kant euz deveziou-studi ar veleien, renet gand ar chaloni Boulard e miz mae 1952, ne ra ano ebed euz an dachenn zevenadurel vreizad (p. 303). E 1953, an enklask war stad relijiel an eskopti a lavar “n’eo ket atao êz lakaad da glota goulennou tud a stadou disheñvel evid ar pez a zell ouz an euriou hag ar yez”. Pa ra ano euz ar pez a zo penn-kaoz d’an digristenadur, e veneg, e-touez traou all, “ar yezou disheñvel, hag a zo eun diêzamant evid ar bedenn asamblez” (p. 818).

ADSTUMMADUR AL LIDEREZ

War an dachenn-ze ’vel m’ema eo ec’h en em gav labour braz adstummadur al liderez, a jeñcho buan houmañ, hag a gaso da netra, ablamour da spered an dud, al latin kenkoulz hag ar brezoneg. A-benn eun nebeud bloaveziou, euz an ollad “Consolamini - Minuit chrétiens - War ar menez ar bastored” ne jomo nemed eur bed e galleg koulz lavared e pep lec’h, kenkoulz war ar mêz hag e kêr. Ma ’z-eus bet eur mare ’lec’h ma c’helled komz euz overennou F.L.B., da lavared eo galleg-latin-brezoneg, n’eo bet kement-se nemed eur mare etre daou, ’lec’h ma oa dija e galleg ar pez a veze lavaret, lennet ha disklêriet, hag e chome c’hoaz eur c’han bennag euz an ordinal e latin hag eun nebeud kantikou brezoneg. Ar mare-ze a zo pell diouzom bremañ : ar restachou latin ne reont ket berz muioc’h eged ar restachou brezoneg, nemed e pardoniou ha pelerinachou ’zo abaoe eun deg vloaz bennag ; med eun istor all eo !

Komzom ’ta neuze eus adstummadur al liderez. Kregi a ra lentig da vare Pi XII e 1952 dre an Ordo Sabati Sancti, ha SR Kemper a embann ar pennad brezoneg da Renevezi promesaou ar Vadeziant, pennad hag a gavim en-dro e 1954 pa vezo embannet liderez Nozvez ’Fask. Ordo nevez ar Zizun Zantel a deu da veza eun dra red e 1956. “Reolennou Pastorelez an Overenn evid eskoptiou Bro-C’hall” embannet er memez bloaz, a zo da veza heuliet azaleg devez kenta ar bloaz 1957. Reolennou ar breviel hag al leor-overenn, embannet gand Yann XXIII, a zo da veza heuliet azaleg deiz kenta 1961. Ha setu ar Sened-Meur e 1962, hag e 1964 Lezenn-veur al Liderez gand Paol VI ha, da heul, teir ordrenañs eskibien Bro-C’hall war al liderez.

SR Kemper a embann er memez bloavez 1964, d’ar 26 a viz gouere, eun ordrenañs gand an Aotrou ’n eskob Fauvel war implij ar brezoneg el liderez, aotreet “hervez ar memez reolennou hag ar memez harzou hag ar galleg.” (p. 88 ha 483). Dija e 1954, en e Lezenn-stur evid an Overenn, en eur mare m’edo deuet ar boazamant da lenn troidigeziou al lennadennou, ec’h aproue kement-se : “Ablamour da-ze e reketom e vefe lennet e galleg pe e brezoneg ar orezonnou, Lizer an Abostol hag an Aviel, gand ma vo doujet da reolennou al liderez.” Eur skrid all war implij ar brezoneg el liderez a zo embannet d’an 12 a viz meurz 1965, hag ar skrid-se a laka ar brezoneg war ar memez live hag ar galleg.

Petra a c’hoarvez e gwirionez?

Azaleg ar 14 a viz c’hwevrer 1964 e kaver bep tro er S.R. eur pennad anvet “pour une meilleure célébration de la liturgie” hag a ro kuzuliou evid al liderez. Evid lod euz ar zulveziou e ro ar pennad-se, ouspenn ar c’hantikou galleg, kantikou brezoneg da veza kanet er parreziou ’lec’h mac’h implijer ar brezoneg. Evid ar galleg e kaver, euz ar c’horaiz beteg an Dreinded, aliou evid pep sulvez hag evid ar zizun zantel. Evid ar brezoneg, e kaver aliou ha munudou evid kenta, trede ha pevare sul ar c’horaiz, prosesion sul ar bleuniou hag ar brosesion d’ar mên-font da nozvez ’Fask ; netra evid amzer ’Fask. D’ar Yaou-Bask e kinniger evid ar gomunion “Jezuz pegen braz ve” en eur venegi “n’eo ket difennet, araog kan pep poz, rei an droidigez anezañ”. Disklêriaduriou all a gaver evid ar Pantekost hag an Dreinded. Ar galleg, eñ, a implij kalz toniou brezoneg da zevel eun toullad diskanou evid ar salmou ; en em c’houlenn a c’heller perag ne oa ket posubl sevel er memez amzer, ha war ar memez toniou, diskanou brezoneg evid ar salmou.

E 1965 eo e vo kavet er S.R. diskanou salmou brezoneg evid ar c’horaiz, ar Basion ha sul ar C’hazimodo. Pennad diweza ar bloavez-se “pour une meilleure célébration de la Liturgie” evid an Azvent ha Nedeleg ne ra ano ebed euz ar brezoneg. Er memez bloavez 1965, S.R. an 12 a viz meurz a lavar kement-mañ : “plijoud a rafe deom ive kaoud sikour an oll re a c’hellfe, war toniou brezoneg, sevel komzou evid al liderez e galleg pe e brezoneg. N’eus nemed kenlabour an oll a c’hellfe adsevel, en eur stumm nevez, ar pez a zo bet gwechall.”

E 1966, an erbedenn hag ar geriou-digeri n’int embannet nemed e galleg ; an dastumadenn kantikou evid amzer ’Fask ne ra ano ebed euz ar brezoneg (p. 187).

En e brezegenn a genavo d’an Aotrou ’n eskob Fauvel, an Aotrou ’n eskob Fave a zisklêrio : “Poulzet ho-peus atao da implij ha da zerhel ar brezoneg. Testenn vrezoneg ho lizer a bastor a veze lennet nebeutoc’h nebeuta er parreziou, ha koulskoude e felle deoc’h he embann en enor d’or yez koz ha d’ar re a ra ganti” (p. 167). M’ema ar gwir gand an Aotrou ’n eskob Fave pa gomz euz al lizer a bastor, ha ne vo ket embannet kén nemed e galleg, n’eo ket heñvel evid ar peurrest. Ma ’z eo bet an Aotrou ’n eskob Fauvel, en e venoziou, a-du gand implij ar brezoneg, d’an nebeuta en eur zibab an Aotrou Fave ’giz skoazeller, war an dachenn eo eun afer all ; her gweled a reom mad er S.R. : n’ema ket ar brezoneg war ar memez live hag ar galleg, da vad ema e reñk ar paour.

An troidigeziou

Eur pikol labour a jome da ober evid troerien testennou al liderez e brezoneg. Eur gomision etre-eskoptiel a oa bet lakeet war zao hag e 1965 e oa echu ordinal an overenn. Bez’ e vo embannet gand ar S.R. d’ar 16 a viz ebrel 1965 ha, d’e heul, sakramant ar binijenn. Da bardon brezoneg Sant Kaourantin, evid ar wech kenta, e vezo an overenn e brezoneg : “Dipituz” eme ar renta-kont (p. 772). Er bloavez warlerc’h, “an overennou brezoneg er radio a ya bepred war wellaad, hag om laouen o lavared kement-se” eme skrivagner ar S.R. diwar-benn overenn ar Pantekost e Plougerne (p. 365). An overennou-ze, skignet peder gwech ar bloaz, a bado beteg 1992.

D’ar 15 a viz kerzu 1966 e teue er mêz “An Oferenn war gan”, eur bladenn gand Kanerien Sant-Vaze Montroulez, ha ganti e oa eul leorig gand diou overenn skrivet unan anezo gand ar beleg Roger Abjean hag ebén gand ar beleg Alain Seznec. Evid Roger Abjean e oa penn-kenta eul labour hir evid al liderez e brezoneg, peogwir e pad hirio c’hoaz : muzik relijiel or bro ’neus kalz dle en e geñver.

Med ar peb brasa euz al labour a jome c’hoaz da ober. Ar chaloni Per-Yann Nedeleg eo a stago gantañ. E dabutou, e 1969, gand Maodez Glanndour, diwar-benn an droidigez greet gand hemañ euz ar pevar aviel, a raio dezañ derhel mortoc’h c’hoaz d’an dibab e-noa greet da zevel eun droidigez “a vefe komprenabl en eur doare êz hag heb skoill” (p. 618). E droidigeziou euz leor al lennadennou evid ar zuliou hag ar goueliou a zo bet embannet er 14 kaier kenta euz “Kenvreuriez ar Brezoneg”. Marvet eo war al labour e mae 1971. An Aotrou ’n eskob Fave, ar chaloni Hélard hag eun nebeud reou all a ’n em roio neuze d’al labour-ze evid bloaveziou. O labour, adreñket tamm-pe-damm, eo a zervijo da zevel al leor-overenn embannet e 1997. E 1973 eo en em gavet Kenvreuriez ar Brezoneg gand he niverenn 27 ; embannet eo bet ordinal an overenn ha leoriou al lennadennou A,B,C,T.

Ar mare-ze eo a zo dibabet gand Kenvreuriez ar Brezoneg da glask gouzoud stad an traou, 8 vloaz goude an ordrenañs diwar-benn “implij ar brezoneg el liderez”(SR 12 meurz 1965).

ENKLASK 1973

Menegom da genta e oa bet greet eun dibab euz kantikou brezoneg e 1961 ; an dibab-se a ree eur stagadenn a 32 pajenn da veza lakeet e leoriou ar parreziou.

E 1966 e reer eun dibab nevez ; ne jeñch ket kalz a dra. Bez’ eo eun dibab euz kantikou anavezet dija, ha ne gaver ennañ netra nevez, nemed ordinal an overenn. ’Vel an hini kenta, ema da veza lakeet e leoriou ar parreziou, med paz en oll barreziou moarvad, rag ne oa bet respontou d’an enklask greet evid ober an dibab nemed euz 263 parrez war 327. An hini a ginnige an dibab-se er S.R. a echu e bennad evelhenn : “Ar c’hantik brezoneg, pinvidikoc’h e zan vez gwechall eged ar c’hantik galleg a zo chomet moredet war e binvidigez ; dale e kemer muioc’h mui, ar pez a zo eur gwall skoill evid an amzer da zond... ”(p. 529).

Menegom ive e kaver dija er S.R. e 1965 eur pennad-skrid diwar-benn ar pardoniou hag a glask c’hwenn ouz ar brezoneg en eun doare iskiz awalc’h : “Eur gudenn eo ar brezoneg. N’eo ket deread tamm ebed e-nefe ket e blas er pardoniou ’lec’h ma komzer brezoneg. Med n’ hellom ket heulia ar re a welfe ar pardoniou ’vel lehiou d’ober eun taol-esa ’vid al liderez e brezoneg. Eur pardon n’eo ket eul lec’h da ober taoliou esa, med kentoc’h eun test euz al liderez er c’horn-bro gand he finvidigeziou hag he faourentez. Awalc’h eo soñjal er gousperou : keid ha ma vezent kanet er parreziou, ne oa diêzamant ebed. Er Folgoad, o-deus dalhet er bloaz-mañ d’ar gousperou ’vel kustum : ma ’z eo bet kanet an “Dixit Dominus” hag al “Laudate” gand an oll, n’eo ket bet heñvel evid an tri zalm all, anavezet gwechall dindan eñvor. Rumengol ha Santez-Anna ar Palud, o terhel kant euz kenteliou ar bloaveziou tremenet, a-deus lezet a-gostez an toniou braz ; petra o-deus lakeet en o flas ? Salmou e galleg anavezet e peb lec’h (99 Acclamez le Seigneur, 129 Des profondeurs, 135 Rendez grâce au Seigneur) ha nann toniou all laouennoc’h.” (p. 552). Talvezoud a rafe ar boan studia ar pennad-se. Eun draig hep-kén : ar roneo hag a ya ken mad endro evid an testennou galleg ne valefe ket evid salmon e latin !

Med komzom euz enklask 1973. Bez’ eo eul leorig a 31 pajenn, lakeet e diabarz S.R. an 20 a viz even 1973. Ennañ e kaver da genta eun displegadur gand an Aotrou ’n eskob Fave, ar pez a ro an enklask, eur pennad hir skrivet gand Fañch Morvannou “Brezoneg ha liderez” ’lec’h ma kaver eur studiadenn o varn an troidigeziou ; goude-ze eun nebeud sellou disheñvel ha, da echui, “War hentou nevez”, eur pennad diwar-benn traou nevez o tond war wél.

Petra ’lavar an enklask ?

Da genta e komz euz an overennou skignet e brezoneg war ar radio beteg 1973 : 27 e Leon, 3 e Treger, 16 e Kerne.

Lida e yezou Kartenn2

An enklask e-unan a zo bet greet e mae 1973. Kaset oa bet ar goulennou da beb deanded ha n’eus nemed 3 war 41 ha n’o-defe ket respontet.

Ar goulennou a oa diwar-benn niver an overennou e brezoneg, implij ar c’hantikou nevez, plas ar brezegerez e brezoneg hag ar c’hantikou brezoneg en overenn c’halleg, liderez ar badeziantou, an eureujou, sakramant ar re glañv hag an interamañchou e brezoneg. Eur goulenn all a oa c’hoaz diwar-benn mond a-du pe get gand al liderez e brezoneg ha perag.

An overenn e brezoneg

Menegom da genta ne ’z-eus ano ebed anezi e 266 parrez war 339. E-doug 8 vloaz, 32 parrez o-deus lidet an overenn e brezoneg gwech pe wech, 26 parrez o-deus anezi da vianna eur wech ar bloaz ha 16 o-deus anezi aliesoc’h ; euz ar re-mañ, 11 a zo e Leon ha 5 e Kerne. Dioustu e c’hellom gweled pegen tano eo ar zoubenn e Kerne dre vraz, hag an tachad goullo tro-dro da Gemper ha war aochou ar c’hreisteiz. E Leon, eo ken goullo all tro-dro da Vrest.

Ar c’hantikou nevez en overennou-ze : 10 a respont d’ar goulenn-ze, daou anezo o lavared “ne ouzont netra diwar-benn ar c’hantikou nevez-se“. 7 sekteur hep-kén a lavar implij daou pe dri anezo.

Lida e yezou Kartenn3


Plas ar brezoneg en overennou galleg.

E 14 lec’h e kav ar brezoneg eur plas dre ar brezegenn eur wech an amzer, ral awalc’h ’benn ar fin, ha kentoc’h er pardoniou. Menegom ar pez a lavar person Sant-Nouga “hag e-neus prezeget e brezoneg p’eo en em gavet, e miz gwengolo 1968, 5 pe 6 suivez, beteg an deiz m’o-deus ar barrizioniz lavaret dezañ ne intente ket ar re yaouank awalc’h ar brezoneg evid heuill ar prezegennou.”

Ar c’hantik brezoneg koz eo a ro eun tamm plas d’ar brezoneg en overennou e galleg ; evel-se eo bep sul e 17 parrez. E gwirionez, 29 sekteur war 38 a zisklêr kana kantikou brezoneg pe ral ar wech, pe beb an amzer pe aliez, med n’eus nemed 5 parrez o lavared e kanont penn-da-benn pe d’an nebeuta eul lodenn euz an ordinal e brezoneg.

Ar zakramañchou

An diverra a gomz drezañ e-unan : en oll, evid an 8 bloaz-se, 9 badeziant, 8 eured, liderez ar binijenn a-wechou e Brest, Hañveg, Gwiseni, Plougerne, Plabenneg. Sakramant ar re glañv e brezoneg n’eo ket anavezet nemed e daou lec’h. Meur a berson a c’houlenn, heb c’hoarzin, “e pelec’h kaoud al leoriou liderez a zo red ? Evid an interamañchou, an enklask a ra ano euz 4 gwech ispisial.

Mond a-du gand al liderez e brezoneg ?

20 sekteur war 38 a lavar beza a-du gand al liderez e brezoneg. Med pa studier hirio o respoñchou, e weler mad ne ’z a ket o c’hoant da benn, n’o-deus ket ar volontez d’henn ober, rag dioustu e venegont an diêzamañchou : “re zisheñvel eo an dud bodet en iliz”, “e pep hini euz on overennou e vez estrañjourien.” Hag e lavarer ouspenn : “mad ’vefe respont d’ar goulennou, med heb redia dén." Ar pez a zo eun doare all da zisklêria e kendalhim da ober ’vel ma reom, da lavared eo e galleg penn-da-benn pe dost.

Kalz bloaveziou warlerc’h e vefe diêz deom hirio beza a-du gand ar pez a lavar daneveller an enklask : “Ar re a oar pegen diêz eo sevel eul liderez e yez veo (eul liderez all), ha ne oa bet morse anezi, a welo aze efedou dihortoz.” Daoust ha dihortoz e vefent e-keñver doare soñjal ar veleien, pe e-keñver niver ar vrezonegerien, pe c’hoaz e-keñver an doare ma wél ar re-mañ o yez ?

An dregantad a barreziou ’lec’h m’he-deus ar boblañs tro da gemer perz, eur wech ar bloaz d’an nebeuta, en eun overenn vrezoneg (12,3% euz ar parreziou), n’e-neus netra da weled gand an dregantad a veleien o c’houzoud brezoneg d’ar mare-ze : ouspenn 80%. Ma ne ziskouez ket ar veleien muioc’h a interest evid rei d’ar brezoneg eur plas brasoc’h el liderez, eo peogwir n’e-neus ket ar brezoneg kalz a interest evito er vuez pemdezieg. Rag ma ’z-eo bet ar brezoneg yez-vamm kalz anezo, n’eo ket o yez : n’eo morse er yez-se e komzont kenetrezo euz o c’hudennou pastorel, n’eo ket er yez-se e pedont, e lennont, e studiont pe e skrivont, war bouez nebeud.

Ar brezoneg n’eo ket bet ar yez he-deus roet dezo o deskadurez, na stummet o spered, na desket dezo al liderez. Ne veze ket kanet ar salmou er c’hloerdi ; a-vec’h m’eo bet posubl, eo bet dilezet al latin hag int bet kanet e galleg. Ha kement-mañ a zo gwirroc’h c’hoaz, mar deo posubl, ’vid ar seurezed.

Yez ofisiel on Iliz a zo bet atao ar galleg : awalc’h eo selled ouz ar Zizunvez Relijiel pe Kemper ha Leon. Ar brezoneg ne gave plas eno nemed evid al liziri a bastor ha mandamant ar c’horaiz, dre vraz evid ar re n’o-defe ket gouezet awalc’h a c’halleg. Anad eo d’ar mare-ze (hag echu eo ?) eo a lec’h all e teu atao ar sklêrijenn, da lavared eo euz ar Zao-heol. Sin a gement-se, ar bajenn 493 euz ar S.R. euz 1961 gand an titl : “Ar pez a ganim da Nedeleg”. Dindan an titi-se e kavom, diouz reñk, ordinaliou gregorian gand niverennou ar pladennou, goude-ze kanou berr, hag erfin eul listenn hir a gantikou galleg, hag e-kreiz houmañ ar geriou-mañ e galleg : “un noël breton”. Souezet eun tamm o weled ne oa kantik ebed e brezoneg, e verzan n’am-eus ket lennet al linenn dindan an titl, hag a zo kement-mañ : “Tennet euz sizunvez relijiel Roazon.” Setu eta an dibab kinniget gand S.R. Kemper evid Nedeleg. Ne oa moarvad aze netra da rebech, evid ar peb brasa euz or beleien.

Lavarom ouspenn pegen ponner eo bet pouez ar stern en doare da stumma ar veleien er bloaveziou goude ar brezel. N’eo ket er bolitikerez hep-kén e kaver eun doare nemetan da zoñjal, hag e vezet techet da drei penn-da-benn war eun tu pe war an tu all, peogwir ne oa ket bet desket deom beza soubl or c’hein. Marteze e rafed, eur wech ar bloaz, eun overenn e brezoneg penn-da-benn, med ar peurrest euz an amzer e veze pep tra e galleg, war houez eur c’hantik brezoneg gwech pe wech. Ar c’homzou a veze atao e galleg peogwir n’on-noa ket desket or-boa ar chans da gaoud diou yez, hag on-nefe gellet tremen heb diêzamant euz an eil yez d’eben. O veza ma ne oa ket Iibr ar veleien en afer-ze a yez, penaoz ’ta o defe gellet kaoud ar frankiz-se el liderez. Red e vefe bet deom deski lavared “hag” “hag” ’vel ma lavare ken aliez an Aotrou ’n eskob Barbu. Ar gér “diou-yezegez” zokén ne oa ket anavezet en on touez. Pa zeller ouz ar pez a boueze hag a bouez c’hoaz war doare soñjal ar veleien, e c’heller marteze anzao e oa dihortoz plas ar brezoneg el liderez e 1973, daoust dezañ beza ken reuzeudig.

Daoust ha dihortoz e oa ive e-kenver an niver a vrezonegerien ? Menegom amañ pennad-skrid Fanch Morvannou er memez leorig : “Tro ’zo da zoñjal o-deus ar veleien dilezet ar brezoneg re vuan hag e pep tra. Bez’ ez-eus etre 500 ha 600 000 a dud oc’h implij peurliesa ar brezoneg, daoust dezo kompren ar galleg. Med penaoz e komprenont ar galleg ? Aliez awalc’h dre vraz hep-kén, daoust dezo gweled anezañ ’vel eur seurt eldorado sevenadurel, a vefe bet plijet dezo tizoud.”

Eur mare ’zo bet, e-touez ar veleien, ’lec’h ma oa anad e oa red mond e galleg da zacha ar re yaouank, pe d’an nebeuta da vired na dehfent. Beza brezoneger a oa beza “Plouk” en amzer-ze, ha n’eo ket echu, ha ne oa ket e Breiz-Izel gwasoc’h kunujenn eged honnez.

E 1973, emaom 5 bloaz goude 1968. Glenmor ha Stivell, ha leor Morvan Lebesque “Comment peut-on être breton” o-deus kroget da jeñch penn d’ar vaz, da jeñch doare soñjal an dud ha da zila enno eul lorc’h nevez da veza bretoned. Tregont vloaz a vo red c’hoaz evid ma teufe ar wagennig da veza gwagenn ha lano. Al lano a weler hirio o sevel a zo labour yaouankizou an amzer-ze.

Ar peb brasa euz brezonegerien ar mare-ze a oa ive tud barreg e galleg ha n’o-doa ket kalz a zoujañs evid o yez dezo o-unan, eur yez ha ne glaskent e mod ebed sevel a-du ganti. Ne welent abeg ebed da vond a-eneb d’eun implij braz euz ar galleg el liderez, daoust dezo da gana a galon frañk pa veze kinniget dezo eur c’hantik brezoneg. Ne oa nemed ar re a enebe ouz an doare da lakaad ingal pep tra o weled an traou en eur mod all ; ar re-mañ, goude ma veze bet nahet o zelaou gwech pe wech, a dehe diouz an iliz war beg o zreid. Ar wirionez a oa ganto, med ouspenn tregont vloaz re abred.

WARLERC’H 1973

Er c’hontrol d’ar pez a zoñje lod euz an dud, n’eo ket eet an traou war wellaad goude 1973. Al leoriou evid al liderez a oa dija prest, ha Kemper ha Leon a raio ano anezo meur a wech e 1974 ha 1975 ; med n’o-deus ket bet kalz a efed evid rei brasoc’h plas d’ar brezoneg el liderez : al liderez vrezoneg a jomo beteg hirio eun dra dreist-ordinal.

Red eo koulskoude lavared penaoz ne jomo ket a-zav al lañs roet gand “Kenvreuriez ar Brezoneg”. E 1975 e teu er mêz eun embannadur nevez euz ar “C’hantikou brezoneg kentoniet”, ennañ eun tregont bennag a gantikou nevez. Goude an diou bladenn “An overenn war gan” ha “Joa d’an Anaon” gand Roger Abjean, e teu er mêz er memez bloavez pladenn genta an dastumadeg “Hag e paro an heol” gand sikour Mikêl Skouarneg hag eur strollad nevez. Teir bladenn all a vezo diwezatoc’h, ha daou gasedig evid ar vugale. En deveziou a vezo bep bloaz da zeski kantikou nevez, Mikêl Skouarneg a lako bep tro war ar stern daou gantik nevez e brezoneg. N’eo ket an danvez eta a vanko, med ar youl, ablamour d’an nebeud a interest ha d’eun diêzamant bennag ennom evid digemer ha rei eur plas d’ar pez a zo disheñvel.

Er studiadenn-mañ, n’on-eus ket gellet komz awalc’h diwar-benn an den braz m’eo bet an Aotrou ’n eskob Fave, nag euz labour pasiant ar Bleun-Brug, nag euz ar jeñchamant c’hoarvezet en hemañ dre volontez eur prezidant stummet e skol an tad Lebret. Ar Bleun-Brug nevez-se, diwanet e 1968, ne raio ket kalz berz e-touez ar veleien a zell c’hoaz ouz ar brezoneg : e virit a vo bet, d’an nebeuta, diskouez e c’heller beza war eun dro breizad brezoneger ha den a hirio.

N’on-eus ket komzet kennebeud euz Landevenneg : p’eo bet ganet anevez, eo bet an devez-se brasa devez a c’hloar ar frer Visant Seite, sekretour ar Bleun-Brug. Hemañ a c’hortoze kalz euz Landevenneg evid al liderez e brezoneg kenkoulz hag evid sevenadur relijiel or bro. Dipitet eo bet. An tad Felix Colliot, hag a ouie pegement e tlee Landevenneg d’ar Bleun-Brug, a felle dezañ chom libr evid ren eur vuez a vanac’h, ha ne oa ket kalz a blas en amzer-ze evid ar brezoneg er vuez a vanac’h. An tad Jean de la Croix Robert, deuet war e lerc’h, a oa gall, ha daoust d’on liammou a vignoniaj, e rankan anzao n’e-neus morse komprenet e c’hellfe bez a unanded gand eun disheñvelded digemeret ha rannet beteg e pedenn ar venec’h. Warlerc’h goueliou 15ed kantved Landevenneg e 1985, eo eñ koulskoude a zavo ar c’haer a bardon brezoneg sant Gwenole a anavezom bremañ.

Ar manati a-hirio ’neus gouezet tamm-pe-damm respont d’ar goulenn zevenadurel dre e levraoueg vraz, dre emvod bloavezieg ar CIRDoMoC ha dre e virdi. Chom a ra c’hoaz al liderez.

Troet he-deus rod an amzer, ha Penn-ar-Bed ’neus cheñchet kalz er bloaveziou tremenet. E Breiz, n’eus morse bet kement a festou-noz, n’eus morse bet produet kement a vuzik a dalvoudegez, n’eus morse bet kement a genteliou brezoneg. Niver ar skolidi e Diwan hag er skoliou diouyezeg a gresk beb bloaz, ar pez a zo eur zin anad a nevezadur. Endra ma tigresk beb bloaz niver ar vrezonegerien a viannig, setu ma teu kalz tud da brizoud yez, istor, pinvidigeziou relijiel hag arzel Breiz. Eun dra bennag a zo en hent, hag an Iliz ne gemer ket kalz perz e kement-se, rag an dihun-ze ’neus kresket e diavêz dezi, pa n’eo ket a-eneb dezi. Awalc’h eo koulskoude chom da varvaillad gand ar stourmerien nevez-se evid gouzoud ez-eus kalz anezo o c’hortoz eur gomz a-berz on Iliz.

Hogen, 35 bloaz goude adstummadur al liderez, n’eo ket deuet c’hoaz ar mare etoare ’lec’h m’en em c’houlennfe peb beleg, pep strollad a liderez, araog eul lid bennag, penaoz rei el lid-se eur plas da zevenadur or bro ha d’ar brezoneg, evid m’en em zantfe den ebed lakeet a-gostez. Pegeid e rankim gortoz c’hoaz evid ma vefe digemeret an diouyezegez en on Iliz, ha ma teufe Iliz on eskopti da veza gouest da ijina he doare dezi da lida buez he izili heb lakaad a-gostez ar pez a zo deom ? Manati Landevenneg a c’hellfe dija klask henn ober e pep hini euz e ofisou, rag eienenn a vuez hag a binvidigez eo an disheñvelded. Bez’ e oar henn ober en Haïti, perag ne ouezfe ket henn ober aman !

Job an Irien

 

Evid lenn ar fichennaoueg pdf, klikit amañ 

Stummadur

  • On Tad - Notre Père en breton

    On Tad - Notre Père en breton

    Texte en usage aujourd'hui (skritur skolveurieg) On Tad hag a zo en neñv, Hoc’h ano bezet santeleet, Ho rouantèlèz deuet deom, Ho polontez bezet greet, war an douar evel en neñv. Roit deom hirio or bara pemdezieg. Pardonit deom or pehejou, Evel ma pardonom d’ar re o deus manket ouzom,

    Lire la suite...
  • Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Depuis le 3 décembre dernier [2017], premier dimanche de l’Avent, le texte de la prière du Notre Père en français a été légèrement modifié. La phrase « Et ne nous soumets pas à la tentation » de la traduction de 1966 est désormais remplacée par « Et ne nous laisse pas entrer en

    Lire la suite...
  • Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Au cours du XXe siècle, un important travail de révision des cantiques traditionnels bretons a été effectué. Dans le recueil Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon qu’il avait publié en 1942, l’abbé Pierre-Jean Nédélec, alors professeur au Grand séminaire de Quimper, avait opéré une sélection parmi les vieux cantiques bretons

    Lire la suite...
  • Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si. Kenta lizer-meur sosial ar Pab Frañsez (24 a viz mae 2015) Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez "Meuleudi dit-te va Aotrou" euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, "vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza,

    Lire la suite...
  • Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    {tab Pennad e brezoneg} Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus

    Lire la suite...
  • Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    PEDENN AR PAB FRANSEZ EVID AR JUBILE Salver Jezuz-Krist, te hag az-peus desket deom beza trugarezuz ’vel on Tad euz an neñv, hag az-peus lavaret deom da weled eo e weled, diskouez deom da zremm hag e vezim salvet. Da zell leun a garantez ’neus frankizet Zache ha Maze euz

    Lire la suite...
  • Racines bretonnes et Foi chrétienne

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Racines bretonnes et Foi chrétienne Il existe des nations spirituelles Il existe des “nations spirituelles”, c’est-à-dire des groupes humains dont la culture est à peu près homogène et qui ont un rayonnement spirituel spécifique. Ces “nations” ne sont pas forcément des Etats, ce

    Lire la suite...
  • Gwriziou breizeg ha Feiz kristen

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Gwriziou breizeg ha Feiz kristen   Bez’ ez eus broadou speredel Bez’ ez-eus “broadou speredel”, da lavared eo strolladou tud hag o-deus eur zevenadur unvan dre vraz, hag eul levezon speredel a zoug o merk dezo. Ar “broadou-ze” n’int ket dre red Stadou,

    Lire la suite...
  • lnculturer la liturgie

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : lnculturer la liturgie Au cours de la session de recherche pour une inculturation bretonne de la catéchèse, il m’était demandé d’intervenir sur l’inculturation de la liturgie. Ces quelques lignes voudraient reprendre l’essentiel de mon apport. Vous excuserez le décalage entre l’apport oral

    Lire la suite...
  • Ensevenaduri al Liderez

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : Ensevenaduri al Liderez E-kerz an deveziou-studi diwar-benn an doare da ensevenaduri en eun doare breizad ar c’hatekizerez (gouere 2004), e oa goulennet diganin komz diwar-benn ensevenaduri al liderez. Al linennou-mañ a azlavaro ar pep pouezuza euz va frezegenn, en eun doare eun

    Lire la suite...
  • Cultures bretonnes et Foi

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Conférence à l'occasion du 25e anniversaire du Minihi. Tréflévenez, 24 octobre 2009 Cultures bretonnes et Foi En donnant à cette conférence ce titre “Cultures bretonnes et foi”, je me suis demandé s’il était sensé, en ce début de XXIème siècle de

    Lire la suite...
  • Kulturiou Breiz hag ar Feiz

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Prezegenn da geñver 25ed deiz-ha-bloaz ar Minihi. Trelevenez, 24 a viz here 2009 Kulturiou Breiz hag ar Feiz En eur rei d’ar brezegenn-mañ an ano “Kulturiou Breiz hag ar feiz”, ’m-eus en em c’houlennet ha deread e oa, e penn kenta

    Lire la suite...
  • La porte de la Foi

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. La porte de la Foi On trouvera ici un résumé de l’article écrit par Michel Fédou sj. dans le numéro de janvier 2013 de la revue “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), suivi de quelques réflexions qui me sont venues. Ouvrir la “Porte de

    Lire la suite...
  • Dor ar Feiz

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. Dor ar Feiz Amañ e vo kavet eun diverra euz eur pennad bet skrivet gand Michel Fédou sj. e niverenn miz genver 2013 euz ar gelaouenn “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), ha warlerc’h, eun nebeud soñjou a zo deuet din dre-ze. Digeri “Dor

    Lire la suite...
  • Célébrer en langues ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Célébrer en langues ? Conférence de Job an Irien le 29 avril 2000 à Landévennec. - Place du breton à l’Eglise à l’issue de la guerre - La Réforme liturgique - L’enquête de 1973 - Après 1973 Entre 1945 et 1975 s’est joué l’un des actes les plus importants

    Lire la suite...
  • Lida e yezou ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Lida e yezou ? Prezegenn gand Job an Irien d’an 29 a viz ebrel 2000 da gever devez studi hanter kant vloaz Landevenneg.  - Plas ar brezoneg en Iliz da fin ar brezel - Adstummadur al Liderez - Enklask 1973 - Warlec’h 1973  Ar bloaveziou etre 1945 ha

    Lire la suite...
  • Dieu, le Riche en miséricorde

    Père Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Dieu, le Riche en miséricorde » par le Père Abbé de Landévennec Préambule : Le pape François ouvre la bulle d’indiction du jubilé de la miséricorde par ces mots : « Jésus-Christ est le visage de la miséricorde du Père ». Ce Père Riche en Miséricorde

    Lire la suite...
  • Doue, pinvidig e trugarez

    Tad Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Doue, pinvidig e trugarez » Eur ger araog : Ar pab Fransez a zigor al lizer-embann jubile an drugarez gand ar c’homzou-mañ : « Jezuz-Krist eo dremm trugarez an Tad. » An Tad-se Pinvidig e trugarez hervez Ef 2,4 : « Doue avad, - pa z’eo pinvidig e trugarez

    Lire la suite...
  • L’année de la miséricorde (extraits)

    Job an Irien L’année de la miséricorde (extraits) Minihi Levenez n°148, mars 2016 Le mot breton miséricorde « trugarez » signifie en fait deux réalités différentes, enracinées pourtant dans la même réalité, comme deux branches du même arbre, ou les deux faces d’une même pièce. Ce n’est pas la même chose de

    Lire la suite...
  • Bloavez an Drugarez (tennadou)

    Job an Irien Bloavez an Drugarez (tennadou) Minihi Levenez n°148, meurz 2016 Ar ger trugarez a dalvez daou dra zisheñvel, gwriziennet koulskoude war ar memez gwrizienn, ’vel daou skourr euz ar memez gwezenn, ’vel an daou du euz ar memez gwenneg. N’eo ket ar memez tra trugarekaad unan bennag ha

    Lire la suite...
  • 1
  • 2