Imprimer cette page

Dor ar Feiz

Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39.

Dor ar Feiz

Amañ e vo kavet eun diverra euz eur pennad bet skrivet gand Michel Fédou sj. e niverenn miz genver 2013 euz ar gelaouenn “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), ha warlerc’h, eun nebeud soñjou a zo deuet din dre-ze.

Digeri “Dor ar feiz” ’vel a lavar Benead XVI d’ar vrezonegerien a-hirio ! Evid kement-se ez-eus hirio diêzamañchou a zeu euz spered ar bed a-vremañ, hag ive diazezou da lakaad muioc’h war wél.

Bez’ ez-eus naherien Doue, a wél ar feiz kristen ’vel eun douelladenn a virfe ouz ar c’hristen da gemer e karg buez ar bed-mañ. Eun doare eo d’en em zizober euz ar gudenn, pa ne welont ket an niver braz a gristenien a rao zeiz gwella da labourad evid ar justis hag ar peoc’h.

Bez’ ez-eus tud dizoue hag a lavar ne ouezont ket, kalz tud hag a glask eur ster d’o buez, a glask beva eun eürusted bremañ heb klask pelloc’h, peogwir ne ouezer ket, hag a vev hervez eur “speredelez laik”.

Bez’ ez-eus ive ar re en em lavar “believers without belonging”, tud a feiz heb kemer perz en eun Iliz pe e kredennou relijiel, rag kement-se a virfe outo da ober o hent o-unan ha da veza libr...

 

En eur seurt bed emaom oll hirio, eur bed ’lec’h m’eo aliez Ionket an den gand an traou ha ne jom ket kalz a blas evid soñjal e kredennou... Ha koulskoude eo er bed-se on-eus da veva or feiz kristen ha da rei testeni euz or feiz.

Diazezet eo buez mabden war eur feiz, da lavared eo eur fiziañs, eur fiziañs en egile evid ar boued, an dillad, al labour, ha muioc’h c’hoaz eur fealded pa gomzer euz mignoniaj ha karantez : kredi a ran en da gomz pa lavarez din e karez ahanon evid atao. Ouspenn-ze, e istor mabden ez-eus bet atao eur seurt fiziañs en eur bed all, dre ar c’hoant da c’helloud beva da viken, beza eüruz da vad, beza divarvel, ha dre-ze eur fiziañs e nerziou doueel. Diazezet don eo kredi, an akt a feiz, e skiant-prenet mabden abaoe kantvejou, ’vel a lavar al Lizer d’an Hebreed :

Ar Feiz avad a zo anezi diazez an traou a c’hortozom, merk an traou na welom-ni ket. Diwarni o-deus on tadou-koz bet testeni mad. Dre ar feiz ec’h intentom eo bet tummet ar bed gand eur gér euz a Zoue. Rag-se e teu ar pez a weler euz kement na weler ket...” (Heb. 11,1-3)

 

War an diazez-se, penaoz rei da gleved kelou mad ar feiz kristen ? Ha petra eo ar feiz kristen ?

An akt a feiz e-neus dija eur plas braz en Testamant Koz : Abraham a lake fiziañs penn-da-benn e komz Doue, o senti outañ forz petra a c’hoarvezfe... Bez’ eo eun darempred beo etre an den hag e Aotrou, eur fiziañs penn da benn en Doue beo ha gwirion. “Ho pet feiz e Doue” a lavar Jezuz (Mk 11,22). Med lavared a ra ive, e Aviel sant Yann, “E Doue e kredit ! Kredit ive ennon-me !” (Yn 14,1). Aze ema ar pez a zo nevez : eun den eo a c’halv da gredi ennañ. Ar feiz e Doue a dremen hiviziken dre ar feiz en den Jezuz ’vel m’eo en em roet da anaoud war an douar, eun den hag e-neus diskouezet beza “gallouduz en Ober hag er Gomz” (Lk 24,19) : kelennet e-neus gand galloud, roet e-neus ar pare da dud mahagnet hag an dilivrañs da dud dindan galloud an droug-spered, pardonet e-neus d’ar beherien, roet e-neus da anaoud madelez divuzul e Dad, ha karet e-neus e re beteg penn, beteg mervel evito war eur groaz. Diazezet eo gwirionez ar feiz-se gand ar pez a c’hoarvez da Bask : an hini a zo bet krusifiet war ar Golgotha a zo savet a-douez ar re varo, beo eo da viken.

Kalon ar feiz kristen eta eo mister Jezuz anavezet ’vel Krist hag Aotrou ; ’vel ’lavar sant Paol, “ma anzavez gand da vuzellou ez eo Jezuz ‘Aotrou’, ha ma kredez a-galon e-neus Doue e adsavet a-douez ar re varo, e vezi salvet !” (Rom 10,9). Ar feiz-se a zeuio da veza displeget e komzou ar Gredo : ar feiz kristen a zo feiz en eun Doue hepkén, en e Vab Jezuz-Krist maro ha savet da veo, er Spered a labour e-unan en Iliz ha dre an Iliz. Ar feiz kristen a zo en em staga ouz ar C’hrist hag ouz Doue Jezuz-Krist. N’ eo ket hepkén kredi ez-eus eun Doue, na zokén kredi e Doue, med muioc’h c’hoaz lakaad or fiziañs penn-da-benn e Doue Jezuz-Krist.

 

War betra e c’hell beza diazezet ar feiz-se ? Ne c’hello morse beza prouet en eun doare skiantel, rag bez’ he-deus da weled gand “an traou na welom-ni ket” : bez’ eo eun akt a fiziañs, eun akt riskluz eta, med n’eo ket koulskoude heb gwarant. Diazezet eo war desteniou : hini Jezuz da genta (“Me a lavar ar pez a welan gand va Zad” Yn 8,38), hini an ebestel, hini ar rummadou a gristenien ’doug ar c’hantvejou, hini kristen pe gristen hag e-neus merket ahanom gand e zoare da veza ha da veva, hini eur gumuniez bennag hag he-deus roet c’hoant deom da zond da veza kristen. Med dreist-oll e reseo an den a feiz en e ziabarz peadra d’e gennerzi da genderhel gand e hent, da lavared eo eur sklêrijenn hag eur peoc’h diabarz a zikouro anezañ da dreuzi an noz : ganeom ema, en eun doare misteriuz marteze, med ganeom e ra an hent.

Ouspenn plas an testou hag ar skiant-prenet diabarz, ez-eus evid beva ar feiz kristen er bed a-hirio, daou boent hag a dalvez ar boan komz hirroc’h diwar o fenn. Da genta, an darempred personel gand an den Jezuz. Fizioud en den-ze ’vel m’eo en em roet da anaoud deom, selaou e gelennadurez, santoud “Biskoaz n’e-neus den komzet evel-se, evel ma komz an den-ze” (Yn 7,46), beza skoet gand an druez a zoug anezañ da barea, da bardoni ha da ginnig e vuez evid an oll, e anavezoud erfin ’vel “ar Mab nemetañ” deuet da veza unan ouzom ; neuze eo, ha neuze hepkén ec’h anavezim gwelloc’h Doue. Ne welim mui Doue “en tu all” d’ar bed, med kavoud a raim e Jezuz an hent war-zu an Tad, hag e ouezim gantañ da betra om galvet : beva ni ive, gand sikour ar Spered, e doare ar C’hrist ha beza dre-ze “bugel da Zoue”.

An eil dra : an den a-hirio, gand ar feiz kristen, a zesk eo trehet ar maro gand ar C’hrist : savet eo Jezuz a varo da veo, aze ema nevezenti dispar Pask. Relijion all ebed ne lavar e vefe bet c’hoarvezet eun dra bennag evel-se e istor an den ; gand ar feiz kristen e teu ar “C’helou Mad-se”. Ar boan n’eo ket nahet, hag ar maro a gendalc’h da veza eun disparti ; med ar feiz kristen a ro da c’houzoud ez-eus eun tu all d’ar maro, ha n’eo ket divarvelez an ene nag adenkorvadur, med eur vuez leun, eur vuez peurbaduz gand Doue hag e Doue.

Kredi kement-se a c’houlenn hag a c’houlenno atao eun akt a feiz, med gouzoud a reom e ro ar fiziañs-se e Doue eur ster d’ar vuez evid bremañ kenkoulz hag evid an amzer da zond.

 

Goude beza lennet a-dost pennad Michel Fédou, ez-eus deuet war va spered daou dra a vefe mad, deom-ni Bretoned, poueza warno.

Diêz e vez d’ar vugale ha d’ar re yaouank a-hirio ober ar c’hemm etre ar pez a zo gwir-bater hag ar pez a c’hellfe beza. An enklaskou istorel diwar-benn Jezuz a zo eet pell awalc’h evid ma vije gellet displega sklêr peur ha penaoz e-neus bevet, petra ’oa e gelennadurez, perag eo bet kaset d’ar maro, ha petra lavar testou e adsao da veo. E istor n’eo ket eur gontadenn vrao, ha gwir eo n’eus ket gwelloc’h eged eur pelerinaj en Douar Santel evid sikour anezo da dostaad e gwirionez ouz Jezuz.

Pa ne ouezer ket mad kén war-zu pe du trei, e vez mad mond en-dro d’ar penn kenta evid selaou an testou kenta. Ouspenn testeni an Testamant Nevez ha sent ar c’hantvejou kenta, on-eus ni ar chañs da gaoud testeni ar re a zo deuet euz an tu all d’ar mor da veva amañ eur vuez a feiz e fin ar 5ved kantved ha dreist-oll er 6ved hag er c’hantvejou war-lerc’h. Entanet ’oa o c’halon gand karantez Jezuz hag an dra-ze eo e-neus greet dezo kuitaad o bro ha mond en avantur Doue ablamour dezañ ha d’an dud. Bez’ e teuent amañ da glask sevel eur beda beoc’h diazezet war an Aviel. Kuiteet ganto surentez o meuriad, e teuent amañ, en eur vro n’anavezent ket, da veva eur vuez a bedenn, a labour hag a zigemer : kement-se n’eo bet posubl nemed dre o mignoniaj braz da Jezuz. Evito, ne oa ket menoziou, med buez. Marteze e c’hell o skwer rei lañs deom-ni ive.

Tostoc’h ouzom on-eus skweriou all a bouez braz : hini sant Erwan, a gemere e-unan skwer war or sent kenta, hini Santig Du, mignon ar re baour e Kemper, hini Salaün ar Foll a gane e vuez d’ar Werhez Vari ; tostoc’h c’hoaz Mikêl an Nobletz hag an Tad Maner ; etre 1850 ha 1950, Saga ar visionerien a Vreiz eet dre ar bed a-bez ; er brezel diweza Marcel Callo... ha nevez ’zo an Tad Olivier hag an Tad Buannic... ha na ped ha ped all ! Tud devet gand karantez Jezuz-Krist beteg splanna euz ar garantez-se : setu ar pez om galvet da veza evid ma vefe kristenien warhoaz e bed ar vrezonegerien...

Job an Irien