Kulturiou Breiz hag ar Feiz

Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59.

Job an Irien,
Prezegenn da geñver 25ed deiz-ha-bloaz ar Minihi.
Trelevenez, 24 a viz here 2009

Kulturiou Breiz hag ar Feiz

En eur rei d’ar brezegenn-mañ an ano “Kulturiou Breiz hag ar feiz”, ’m-eus en em c’houlennet ha deread e oa, e penn kenta ar c’henta kantved war’n-ugent, kenderhel da ober ano euz sevenadur Breiz, ’vel ma vefe eun dra gouest da dreuzi ar c’hantvejou. E gwirionez e c’heller en em c’houlenn da vad hag ez-eus c’hoaz hirio eur zevenadur breizeg, pe stummou eus eur zevenadur breizeg ha ne vefent ket marhadourez dister. Daoust hag ez eo eur vojenn, a vefe treuskaset evel-se heb en em renta kont, pe eur releg euz an amzer dremenet a feil da lod diwan dre hirnêz, heb ma sikourfe kén an dud da veva ?

Eur c’hultur eo ar pez a verk en he donded eur gevredigez en he doare da veza hag en he doare da veva, da lavared eo en he muzik, he lennegez, he ziez, he diduamañchou, he buez relijiel... Ha bez’ ez-eus hirio, en or Penn-ar-Bed, eun doare da veva a vefe brei-zeg e gwirionez ? Peadra a vefe da respont nann, ken soubet m’eo tud or bro er materialism hag er menoziou a bep seurt a dreuz bed ar C’hornog. Pep hini ahanom a oar mad e-neus e-unan perz er giziou-ze. Ha koulskoude e kendalc’h an estrañjourien a zeu amañ da lava-red deom ez om disheñvel : bez’ on-eus eun doare deom-ni da ober gouel ha da veza asamblez, derhel a reom da c’hiziou hag a jorn beo, talvoudegez relijiel ar vuez a jorn gwir amañ c’hoaz evid kalz tud hag, hervez komzou renerez eun ti-retred euz ar Meneziou-Kreiz diwar-benn Bretoned an ti-ze : “Ar Vretoned o-deus atao eullomber digor war an neñv”...

E gwirionez, ma fell deom beza onest, eo red deom anzao ne jorn ganeom nemed tammouigou euz sevenadur tud diwar ar mêz hag euz ar mor, eur zevenadur bet lakeet a-gostez gand cheñchamañchou ar bed, hag a vefe eet penn-da-benn da netra, ma ne vefe ket bet youl kreñv eun toulladig strolladou d’e zelher beo koustfe-pe-goust-fe, ha d’e lakaad da vond mad gand ar bed modem. Lec’h m’eo deuet ar maout ganto eo evid ar muzik : en eur genderhel gand ar c’han-ha-diskan ha gand doare ar werz, e-neus muzik Breiz gouezet implij oll stummou ar muzikou a-vremañ heb koll e wriziou. Maget eo bet gand doareou seni ha doareou kana euz broiou estren, hag e kendalc’h da veza servijet gand tud donezonet kaer, a vefe re hir menegi amañ. Lavarom on anaoudegez vad evid labour ar bagadou hag ar c’helhiou keltieg, evid ar goueliou braz, ’vel Kann-al-Loar, Goueliou Kerne, ar Festival Etrekeltieg, Paris-Bercy... a lavar hirio piou om. E bed ar c’han, ar muzik hag an dañs, eo sklêr o-deus ar poblou keltieg, hag ar Vretoned dreist-oll, roet da c’houzoud ez-eus anezo.

Ar muzik relijiel n’eo ket chomet warlerc’h, dre labour tud ’vel Roger Abjean, Mikêl Skouarneg, René Abjean, Christian Desbordes... hag eo dipituz awalc’h ne vefe k’et bet ken anavezet, daoust d’al labour kaset da benn gand lazou-kana ’vel hini Penn-ar-Bed, hini Sant-Vaze, hini Karanteg... hag hirio Bann-Heol hag Allah’s-Kana. Penaoz kompren e vije eur seurt pinvidigez chomet er-mêz euz on ilizou, nemed a-wechou en eun hinienn bennag ? Diskred pe nebeud a interest a-berz ar veleien, dizeblanted ar skipaillou lide-rez, plas ebed koulz lavared evid an diouyezegez el liderez, eun dra chomet sahet abaoe hanter kant vloaz...

Kendalhom eta da ober ano euz ar pez a ra eur zevenadur. Menegom plas an c’hoariva e brezoneg, dreist-oll ar Vro Bagan, med ive levezon ar radio e brezoneg, ’vel m’eo Arvorig FM, Radio-Kerne ha Radio Kreiz-Breiz, heb ankounac’haad plas brasoc’h brasa ar brezoneg war lehiennou ar roued. Red e vefe ive komz euz “Ya” hag euz ar c’helaouennou evid bugale. Anad eo hirio ne varvo ket sevenadur Breiz, rag harpet eo hiviziken gand lañs nevez ar yez, frouez labour ar skoliou Diwan, ar skoliou diouyezeg hag ar c’henteliou noz. M’ema pell bremañ diouzom ar mare ’lec’h ma yee an oll e brezoneg, e welom hirio gwazed ha merhed hag a ya war-eeun e brezoneg heb an disterra skoill, heb an disterra méz : re yaouank int, leun a c’hred, hag a lak o donezonou e servij allennegez, an arzou, hag eun doare-beva doujusoc’h e-keénver an natur... med ar peb brasa anezo n’ o-deus nemed nebeud, ha zokén aliez tamm anaoudegez ebed euz sevenadur relijiel Breiz. O bed speredel a vezo disheñvel krenn diouz ar pez on-eus ni resevet. Hag e sao dioustu ar goulenn-mañ : Daoust hag ez-eus er pez on-eus ni, brezonegerien a-viannig, resevet ’giz teñzor relijiel tra pe dra a c’hellfe sikour ar re yaouank-se da zizolei ar feiz ha da veva euz ar feiz-se ? Daoust hag ez-eus c’hoaz euz an traou-ze pe daoust hag e ranker o ijina en-dro ? Piou a zifraosto an dachenn-ze ?

Anad eo ez-eus hirio euz sevenadur Breiz, med red ’vefe lavared eur zevenadur nevez, gand nebeud a wriziou e hini ar re goz, peogwir eo merket don gand ar pez a anver ar “mid-atlantic culture”. N’ eo nemed afer eun nebeud a dud, a lavaro lod, med disheñvel eo diouz an hini koz, rag labourad a ra gand dalhusted war gement tachenn kulturel a zo. Aze e kaver stourmerien siriuz hag efeduz, a glask rei d’ar Vretoned a-warhoaz gwriziou war eun dro breizeg ha digor war ar bed, hag evito peurliesa eo ar yez an diazez red evid amzer da zond ar vro. Daoust hag ema an lliz ganto ? Daoust ha kristenien a gemer perz e kement-se ? D’ar goulenn-mañ, e ranker respont Ya, daoust dezo beza nebeud ’vel kristenien. Ha gortoz a reont eun dra bennag euz an Iliz ? N’ eo ket anad respont, rag kalz anezo o-deus rebechou da ober d’an Iliz, pe ablamour d’an doare m’he-deus nahet ar brezoneg en he liderez epad an daou ugent vloaz diweza, pe c’hoaz ablamour d’he reolennou moral. Evid ar peb brasa anezo, eo dreist-oll eur seurt dizeblanted, an hini a gaver e-touez kalz tud hirio. Laik eo da genta ar zevenadur a zo o hini, hag ar pez a zo relijiel n’e-neus ket a blas ennañ koulz lavared. Eur skwer : da geñver beilladeg Nedeleg, er skolajou Diwan, ne vez ket zokén eur c’hantik nedeleg e brezoneg, ar pez a gavan memestra iskiz awalc’h. Daoust ha ne c’hortozont netra a-berz an Iliz ? D’am zoñj, e vefent laouen ma vefe dalhet kont anezo gand an lliz, ma vefe anavezet ganti al labour divent a reont evid ar yez hag ar zevenadur, hag e teufe teñzor relijiel Breiz da gomz outo ma c’h anavezfent anezañ. Test a gement-se, allevenez a weler war penn ar re a gemer perz en or pelerinajou e Breiz peer Broiou Keltieg, pe c’hoaz da fin lidou Nedeleg, pe Bask pe diskleriadur ar feiz aman e iliz Trelevenez. Med siwaz, bian eo niver ar re a welom !

Hag ez-eus an oll re all, dreist-oll ar re o-deus anavezet en o yaouankiz ar zevenadur relijiel hengounel, ar bedenn e brezoneg er gêr, beilladegou ar re varo, tantajou Sant-Yann ha zokén hini Sant-Pèr, overenn ar zul e latin gand kantikou ha prezegenn e brezoneg, ar gousperou, prosesion ar Zakramant, prosession ar pardon, ar pardo-niou braz a ’z-eer dezo war droad a vandennajou laouen, gouel an Oll-Zent hag an Anaon, ar misionou... ha rouantelez ar personed. Kement-se a zo bet distroadet en eun taol gand ar brezel hagar cheñchamañchou ekonomikel, sokial ha kulturel deuet buan warlerc’h ar brezel : a-nebeudou eo deuet ar brezoneg da veza yez tud diwarlerc’h, chomet plouked, ha daoust da stourm an aotrou ’n Eskob Fave hag ar Bleun-Brug, eo eet an Iliz dre vraz da heul ar cheñchamañchou. Gwir eo e felle da galz tud, ha da genta d’ar yaouankiz, en em zizober euz yeo an Iliz, ha tenna gounid euz ar cheñchamañchou buan er gevre-digez evid en em zizober er memez tro euz eun amzer dremenet gwe-let ’vel ponner. Anaoud a reom an istor-se.

Tri ugent vloaz hag ouspenn eo bremañ ar re ziweza o-deus anavezet ar bed relijiel-se. Int-i eo, dreist-oll, en or parreziou diwar ar mêz, a gemer perz e ofis ar zul : n’o-deus ket kuiteet an Iliz. Int-i eo ive a ra al lodenn vrasa euz ar re a weler, da skwer, e overenn vrezoneg pardon ar Folgoad, ’lec’h ma vez war-dro daou vil a dud. Lavarom dioustu e kaver ive en overenn-ze tud yaouankoc’h, ha ive brezonegerien yaouank. Red eo anzao c’hoaz ez-eus kalz euz or pardoniou a zalc’h an taol dre volontez ha dre emroüsted tud euz ar rummad-se ; klask a reont gervel tud yaouankoc’h da gemer perz ganto. Eun dra bennag euz sevenadur relijiel ar vro ’neus maget anezo hag a ra berz c’hoaz en o buez.

Eur bobl souezuz om, renet peurliesa gand ar galon muioc’h eged gand ar rezon, ha gand or c’halon eo ez eom war-zu Doue. An dud a hirio, hervez lehienn “Culture et Foi” ar Jesuisted, “a glask muioc’h “heñchou” eged Lezenn, hag e roont ar plas kenta d’ar skiant-prenet. Ar skiant-prenet personel eo a lakont da genta : Doue a zo da veza anavezet dre skiant-prenet.” Sklêr eo neuze e teu ar c’hultur relijiel, hag evidom-ni kultur relijiel or bro, da veza talvou-duz meurbed, rag drezañ eo moarvad e c’hello lod dond a-benn da anaoud Doue ha da anaoud eur gumuniez.

N’eus ket ano amañ euz hirnez, ha nebeutoc’h c’hoaz euz adsevel eun amzer dremenet ha ne roe ket ar frankiz, merket ma oa gand eur seurt “jansenism” ha ne glote ket kalz gand kalon on istor relijiel. Euz petra ’z-eus ano neuze ? Euz gelloud rei da re yaouank ha da dud deut euz on amzer, hag a zo dedennet tamm pe damm gand sevenadur Breiz, pe a zo merket gantañ heb en em renta kont marteze, ya, gelloud rei dezo ar c’hoant da anaoud Doue hag o breudeur dre zoareou a gomzfe d’o c’halon, o veza ma ’z-int ahalenn, heb eveljust en em zizober euz ar pez a zeu a lec’h all. Ezomm on-eus euz eur c’hultur relijiel a gomzfe d’ar galon, eur c’hultur a vreudeuriez hag a zarempred, eur c’hultur a druez ha nann a varnedigez, eur c’hultur a esperañs hag a levenez. Kultur relijiel Breiz a c’hell beza eun nor evid kement-se. Siwaz e chom c’hoaz kultur relijiel Breiz da veza “eur c’hultur barbar” hervez lavar Per-Jakez Helias, hag hervez ar ster a roe ar C’hresianed d’ar gér-se, da lavared eo eur c’hultur ha n’eo ket bet studiet, ha n’eo ket anavezet mad. N’eo ket eun dra sklêr, daoust d’al labouriou bet kaset da benn er c’hantved diweza. Menegom koulskoude lod euz ar pez a gaver ennañ : pardoniou, pelerinajou, troveniou, plas an Anaon, ar Werhez Vari, Santez Anna hag ar zent o-deus diazezet ar vro, ha kement-se gand eur c’hoant kreñv da embann piou om ha penaoz ec’h en em blijom asamblez.

Doareou ’zo a c’houlenn beza lakeet muioc’h war wél, peog-wir int Kelou Mad evidom.

Ar c’henta eo ar zantimant ema Doue tostig tost ouzom, Doue hag en em ro da anaoud dre an natur, o komz deom evel-se euz e vadelez hag o tisklêria eo Tad. Tostig tost ouzom ema Doue, hag ar grouidigez a gomz anezañ. Kenta leor an Diskuliadur eo evidom an natur, ha kement-mañ a ra deom en em gavoud a-unan gand menoziou ekologel a-vremañ. An eil eo ema tostig tost ouzom ive ar C’hrist, a anvom ablamour da ze kalz muioc’h gand e ano a zen, “Jezuz”, pe “Jezuz or Zalver”, eged gand an titl Krist. Rag sklêr eo : dre zantez Anna ha Mari, ez eo euz famill an dud, euz ar famill eo, or breur eo hag e c’hellom lavared pep tra dezañ ha konta warnañ. Anad eo ouspenn eo ar C’hrist maro hag adsavet da veo a zoe kalon or feiz, ha n’eo ket dre zigouez eo bet roet deom Anna ha Mari evid on heñcha beteg Jezuz. Pedenn ar gristenien amañ a dro war-zu ar Werhez Vari, hag he imaj a gaver en on oll ilizou : iskiz awalc’h eo neuze n’he defe plas ebed en on liderez. Daoust ha red e vefe e kemerfe an oll ar memez hent, euz an eil penn d’egile d’ar bed, evid mond war-zu Doue ?

An trede eo plas an Dreinded amañ : eur famill a garantez eo Doue, Tad, Mab ha Spered Santel, eur famill ’lec’h ma reseo ha m’en em ro pep hini. Tri int en unan, ha kement-se a zo an unanded a ziazez er bed keltieg. D’an Dreinded Sakr eo bet gouestlet on ilizou kosa. Ankounac’haad a reom re aliez imaj an Dreinded en on ilizou : n’am-eus morse klevet prezeg e iliz Bodiliz diwar-benn imaj kaer Doue an Tad o kinnig deom e Vab, hag a oa gwechall e nec’h ar mên-font !

Ar pevare eo ar famill, gwelet ’vellec’h diazez kement karan-tez wirion, kement diorren, kement buez sokial. Doareou rediuz hag eur stumm kloz warni hec’h-unan he-deus bet, med bet eo ive eul lec’h a genskoazell evid he memprou, hag etre an amezeien : ar zervij a genskoazell war ar mêz a jorn beo c’hoaz. Eur C’helou Mad eo ar famill rag tro a ro d’en em voda ha da ober gouel, treuskas a ra he istor d’he memprou, hag e c’hell ive teuskas munudou kenta ar feiz, eur feiz bevet.

Kalz traou alla vefe c’hoaz da lakaad war wél, peogwir emaint kuzet e donded koustiañs an dud : menegom anezo hepkén, rag pep hini anezo a c’houlennfe eun displegadenn hir awalc’h.

- Plas ar maro, ar zoñj euz an anaon, ar bedenn evito, hag ar zantimant emaint tost ouzom.

- Plas ispisial ar vaouez : n’eo ket dre zigouez e vefe c’hoarve-zet e-touez Bretoned afer ar “conhospitae”, ar merhed-se a grede rei d’an dud fidel kalur prisiuz ar Zakramant, e penn kenta ar 6ved kantved. Stad ar vaouez a oa disheñvel diouz he hini e poblou all. Hag eo gwir c’hoaz tamm-pe-damm, ha kement-mañ a ziskouez mad eo da genta eur gudenn kulturel kudenn plas ar vaouez elliderez.

- Eur bem jestrou ha devosionou a oa koulz lavared eet oll da get, hag a zo bet, lod anezo, roet buez dezo en-dro er bloaveziou tremenet : sin ar groaz gand dour benniget en eur antreal en iliz, daoulina, ober an troiou tro-dro da feunteuniou pe chapeliou, ar pardoniou mud, pok ar c’hroaziou ha salud ar bannielou d’ar pardoniou braz, pokad d’ar relegou, ar bara benniget, prosesion ar Zakramant, lakaad eur ouel war imajou ar zent da vare ar Basion, pokad d’an douar da Zul ar Bleuniou ha da Wener ar Groaz e kerz lennadenn ar Basion hent ar groaz, ar chapeled, miz Mari, goulaouennou e-kichenn imaj ar Werhez pe ar zant patron, lidou an Oll-Zent... Er famill : ar bedenn war an daoulin, ’lec’h ma lavare pep hini, zokén ar vugale eun “de profundis” evid anaon ar famill ; ar pennad lennet e “Buez ar Zent” ; ar pisin dour benniget e-kichenn ar gwele-kloz ; an tad a famill o walhi treid e vugale d’ar Yaou-Gamblid ; ar benedicite araog ar pred hag an anjeluz da echui ; an arvest tro-dro d’an den maro er gêr, pedenn renet gand eun den lik, hag eun askoan goude ar bedenn ; ar bodou beuz benniget lakeet en ti, er c’hreier hag er parketer da Zul ar Bleuniou ; benniga an ti hag ar savaduriou nevez ; troiad ar vadeziant hag hini ar bloaz nevez...

Kalz euz ar jestrou-ze a zo eet da get peogwir e vezent greet dre voazamant, heb beza maget dre an diaharz. Echu eo bet, en eun taol koulz lavared, gand ar jestrou sakr hag al lidou a veze greet er famill, ha d’am zonj, e-neus kement-se da weled gand ar cheñchamant yez hag ar cheñchamant bed. Ar jestrou-ze n’ o-doa ket oll ar memez interest, hag ouspenn-ze n’on-eus ket gouezet o lakaad da vond mad gand an doareou nevez da veva. Gouezet o-deus, epad pell, rei korv d’ar feiz. Eun doare int da embann eo sakr on istor, eo saveteet ar grouidigez gand maro hag adsao Jezuz-Krist, eo karet ar bed-mañ gand Doue. Daoust hag e ouezim ijina jestrou nevez pe rei buez nevez da jestrou koz, evid gelloud rei muioc’h a gorv d’or feiz, en or bed a-vremañ ? Digemer hag embann ar C’helou Mad !

Unan euz an irvi da zigeri en-dro eo ar pelerinaj wat droad. Unan all eo hini on istor relijiel, dreist-oll en e vareou kenta. Santier ar c’hatekiza diouz e du a zo braz spontuz, ma feil deom poueza war ar pez a zo diazez ar C’helou Mad evidom. Ar pez a gont n’eo ket hepkén ober e brezoneg, da skwer rei muioc’h a blas d’ar brezoneg ha da vuzik relijiel or bro elliderez, ar pez ne vefe ket fall dija, med ober “breizeg”, da lavared eo ober hervez ar pez ez om, gand on doareou deom-ni, pe ’ve e galleg pe e brezoneg. Penaoz kompren, da skwer, e kavfen ar memez liderez, gand ar memez kantikou, e Bro-Vendée hag e Plouziri ? Daoust ha mad eo heñvellaad beteg azpenn-da-benn dre ar galleg ? Daoust hag al liderez-se he deus c’hoaz blaz or bro ? Daoust hag e ’z a deom e gwirionez ? Kenderhel a ran da zoñjal ne ’z a ket, hag e kav din on-eus eun dever e-keñver an nevez-brezonegerien ma ne feil ket deom ober anezo estrañjourien en o bro. Forz petra a zoñjfem diwar-benn kement-se, eo red deom anzao o-deus dija eun doare nevez da veza Bretoned, hag ez int amzer da zond eun idañtite adkavet ha neveseet, ha siwaz e-diavêz d’an Iliz.

Ha neuze, petra a vank deom evid rei d’ar Vretoned a-hirio, ha dreist-oll d’ar vrezonegerien, eun Aviel a vefe war eun dro ollvedel ha gand liou or bro ? E gwirionez, e vank deom menoziou ha tud.

Menoziou : meneget am-eus eun nebeud anezo, med anzao a ran ez-eus c’hoaz da glask. Hag ar c’hlask-se ne c’hello beza greet nemed asamblez ha diwar vond. Evid ar strolladig a gemer perz amañ e overenn vrezoneg ar zadorn d’an noz, e-neus greet berz an taol-esa a “stasionou” greet ganeom er bloaz-mañ ’doug ar c’horaiz, hag ive ar pred kenetrezom eur wech ar miz. Red e vo ijina c’hoaz.

Ar menoziou kinniget gand Komision yez ha sevenadur Breiz evid al liderez, hag embannet gand an Aotrou ’n eskob Guillon, a dalvez hirio c’hoaz, med n’o-deus ket bet kalz a efed. Daoust hag e vezint adnevezet ? Daoust hag ar gomison he-unan a c’hell ober muioc’h eged sacha an evez ? He c’harg a vefe ive kinnig menoziou hag heñchou nevez da zifraosta. Hag adsavet e vezo ?

An dud : bez’ e reont diouer braz deom, pa zeller ouz an ezommou. Ha koulskoude, nag a nevezentiou er bloaveziou treme-net, dre youl kreñv eun nebeud tud : katekizadur e brezoneg e Plougerne, a-unan gand ar barrez, e Gwiseni, e Landerne hag e Plougastell. Gwerz Nedeleg hag ar Basion Vraz e Plougerne. Eun overenn e brezoneg beb an amzer e korn-bro Landerne, Landivizio ha Kastell-Paol ; taoliou esa e kostez Kemperle. An abadenn relijiel war Arvorig-FM ha Radio-Kerne, ar bedenn vintin bemdez war Radio an Aochou. Pardoniou neveseet pe nevez-flamm zokén, ’vel hini sant Korantin e Skrignag ; ar c’henskoazell etre strolladou pardoniou ’vel re Kerdevod, Ti-Mamm-Doue, Lotea, Kallod... Sizun, Lambaol, Bodiliz... Pardoniou ive kaset da benn gand laiked, evid ma kendalhfent da veza beo. War eun dachenn all, baleadennou koraiz ar Santualiou hag o fardoniou braz. Ya, eun dra bennag a zalc’h penn d’an “heñvellaad”.

Ha koulskoude e chom ar gudenn : piou, warhoaz, a raio eun tamm katekizadur e brezoneg d’ar vugale brezonegerien, er c’henta derez ha dreist-oll er skolajou, e skolajou hag e lise Diwan ? Peseurt stummadur kinnig evid se d’ar c’hatekizerien ? Piou a gendalho da zelher beo pardoniou pa ne vo beleg ebed da ober war-dro ? Piou a vodo brezonegerien yaouank da glask ganto o flas hag o c’harg en Iliz ? Pep hini euz ar goulennou-ze a c’houlennfe labour en em zoñjal ha klask.

Daoust d’ar goulennou-ze, n’on-eus ket peadra da goll kalon, rag an ijin ne vank ket amañ hag ahont. Piou ’nije soñjet e vefe bet eun deiz euz eur strollad ’vel Allah’s Kanañ, ha zokén Bann-Heol ? O doare da veza euz an Iliz n’eo ket ar pez on-eus-ni bevet, med o hini eo, hag e roio frouez. Beza brezoneger kristen a zo hirio eun dra diouyezeg : eur binvidigez eo, zokén ma ne blij ket re an dra-ze d’an nevez-brezonegerien. Galvet om da gaoud doujañs ha zokén da gared an disheñvelded, heb morse nac’h ar pez ez om : aze ema an diêsa evidom aliez. Forz penaoz eo dre ar garantez on-no an eil evid egile e lavarim eun dra bennag euz an Aviel er bed a-hirio : ablamour da ze eo on-eus savet an devez-mañ.

Job an Irien

 

Stummadur

  • On Tad - Notre Père en breton

    On Tad - Notre Père en breton

    Texte en usage aujourd'hui (skritur skolveurieg) On Tad hag a zo en neñv, Hoc’h ano bezet santeleet, Ho rouantèlèz deuet deom, Ho polontez bezet greet, war an douar evel en neñv. Roit deom hirio or bara pemdezieg. Pardonit deom or pehejou, Evel ma pardonom d’ar re o deus manket ouzom,

    Lire la suite...
  • Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Depuis le 3 décembre dernier [2017], premier dimanche de l’Avent, le texte de la prière du Notre Père en français a été légèrement modifié. La phrase « Et ne nous soumets pas à la tentation » de la traduction de 1966 est désormais remplacée par « Et ne nous laisse pas entrer en

    Lire la suite...
  • Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Au cours du XXe siècle, un important travail de révision des cantiques traditionnels bretons a été effectué. Dans le recueil Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon qu’il avait publié en 1942, l’abbé Pierre-Jean Nédélec, alors professeur au Grand séminaire de Quimper, avait opéré une sélection parmi les vieux cantiques bretons

    Lire la suite...
  • Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si. Kenta lizer-meur sosial ar Pab Frañsez (24 a viz mae 2015) Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez "Meuleudi dit-te va Aotrou" euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, "vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza,

    Lire la suite...
  • Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    {tab Pennad e brezoneg} Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus

    Lire la suite...
  • Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    PEDENN AR PAB FRANSEZ EVID AR JUBILE Salver Jezuz-Krist, te hag az-peus desket deom beza trugarezuz ’vel on Tad euz an neñv, hag az-peus lavaret deom da weled eo e weled, diskouez deom da zremm hag e vezim salvet. Da zell leun a garantez ’neus frankizet Zache ha Maze euz

    Lire la suite...
  • Racines bretonnes et Foi chrétienne

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Racines bretonnes et Foi chrétienne Il existe des nations spirituelles Il existe des “nations spirituelles”, c’est-à-dire des groupes humains dont la culture est à peu près homogène et qui ont un rayonnement spirituel spécifique. Ces “nations” ne sont pas forcément des Etats, ce

    Lire la suite...
  • Gwriziou breizeg ha Feiz kristen

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Gwriziou breizeg ha Feiz kristen   Bez’ ez eus broadou speredel Bez’ ez-eus “broadou speredel”, da lavared eo strolladou tud hag o-deus eur zevenadur unvan dre vraz, hag eul levezon speredel a zoug o merk dezo. Ar “broadou-ze” n’int ket dre red Stadou,

    Lire la suite...
  • lnculturer la liturgie

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : lnculturer la liturgie Au cours de la session de recherche pour une inculturation bretonne de la catéchèse, il m’était demandé d’intervenir sur l’inculturation de la liturgie. Ces quelques lignes voudraient reprendre l’essentiel de mon apport. Vous excuserez le décalage entre l’apport oral

    Lire la suite...
  • Ensevenaduri al Liderez

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : Ensevenaduri al Liderez E-kerz an deveziou-studi diwar-benn an doare da ensevenaduri en eun doare breizad ar c’hatekizerez (gouere 2004), e oa goulennet diganin komz diwar-benn ensevenaduri al liderez. Al linennou-mañ a azlavaro ar pep pouezuza euz va frezegenn, en eun doare eun

    Lire la suite...
  • Cultures bretonnes et Foi

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Conférence à l'occasion du 25e anniversaire du Minihi. Tréflévenez, 24 octobre 2009 Cultures bretonnes et Foi En donnant à cette conférence ce titre “Cultures bretonnes et foi”, je me suis demandé s’il était sensé, en ce début de XXIème siècle de

    Lire la suite...
  • Kulturiou Breiz hag ar Feiz

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Prezegenn da geñver 25ed deiz-ha-bloaz ar Minihi. Trelevenez, 24 a viz here 2009 Kulturiou Breiz hag ar Feiz En eur rei d’ar brezegenn-mañ an ano “Kulturiou Breiz hag ar feiz”, ’m-eus en em c’houlennet ha deread e oa, e penn kenta

    Lire la suite...
  • La porte de la Foi

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. La porte de la Foi On trouvera ici un résumé de l’article écrit par Michel Fédou sj. dans le numéro de janvier 2013 de la revue “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), suivi de quelques réflexions qui me sont venues. Ouvrir la “Porte de

    Lire la suite...
  • Dor ar Feiz

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. Dor ar Feiz Amañ e vo kavet eun diverra euz eur pennad bet skrivet gand Michel Fédou sj. e niverenn miz genver 2013 euz ar gelaouenn “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), ha warlerc’h, eun nebeud soñjou a zo deuet din dre-ze. Digeri “Dor

    Lire la suite...
  • Célébrer en langues ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Célébrer en langues ? Conférence de Job an Irien le 29 avril 2000 à Landévennec. - Place du breton à l’Eglise à l’issue de la guerre - La Réforme liturgique - L’enquête de 1973 - Après 1973 Entre 1945 et 1975 s’est joué l’un des actes les plus importants

    Lire la suite...
  • Lida e yezou ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Lida e yezou ? Prezegenn gand Job an Irien d’an 29 a viz ebrel 2000 da gever devez studi hanter kant vloaz Landevenneg.  - Plas ar brezoneg en Iliz da fin ar brezel - Adstummadur al Liderez - Enklask 1973 - Warlec’h 1973  Ar bloaveziou etre 1945 ha

    Lire la suite...
  • Dieu, le Riche en miséricorde

    Père Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Dieu, le Riche en miséricorde » par le Père Abbé de Landévennec Préambule : Le pape François ouvre la bulle d’indiction du jubilé de la miséricorde par ces mots : « Jésus-Christ est le visage de la miséricorde du Père ». Ce Père Riche en Miséricorde

    Lire la suite...
  • Doue, pinvidig e trugarez

    Tad Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Doue, pinvidig e trugarez » Eur ger araog : Ar pab Fransez a zigor al lizer-embann jubile an drugarez gand ar c’homzou-mañ : « Jezuz-Krist eo dremm trugarez an Tad. » An Tad-se Pinvidig e trugarez hervez Ef 2,4 : « Doue avad, - pa z’eo pinvidig e trugarez

    Lire la suite...
  • L’année de la miséricorde (extraits)

    Job an Irien L’année de la miséricorde (extraits) Minihi Levenez n°148, mars 2016 Le mot breton miséricorde « trugarez » signifie en fait deux réalités différentes, enracinées pourtant dans la même réalité, comme deux branches du même arbre, ou les deux faces d’une même pièce. Ce n’est pas la même chose de

    Lire la suite...
  • Bloavez an Drugarez (tennadou)

    Job an Irien Bloavez an Drugarez (tennadou) Minihi Levenez n°148, meurz 2016 Ar ger trugarez a dalvez daou dra zisheñvel, gwriziennet koulskoude war ar memez gwrizienn, ’vel daou skourr euz ar memez gwezenn, ’vel an daou du euz ar memez gwenneg. N’eo ket ar memez tra trugarekaad unan bennag ha

    Lire la suite...
  • 1
  • 2