Gwriziou breizeg ha Feiz kristen

Fañch Morvannou,
Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15.

Gwriziou breizeg ha Feiz kristen

 

Bez’ ez eus broadou speredel

Bez’ ez-eus “broadou speredel”, da lavared eo strolladou tud hag o-deus eur zevenadur unvan dre vraz, hag eul levezon speredel a zoug o merk dezo. Ar “broadou-ze” n’int ket dre red Stadou, ar pez eo koulskoude Bro-Pologn ha Bro-Iwerzon da skwer : Er Grenn-Amzer e talveze ar gér “broad” eun dra bennag tostig awalc’h euz ar pez a lakom hirio dindan ar gér “rann-vro”, en eur zerhel soñj koulskoude e oa unvanet ar vroad-ze gand eur yez, ha marteze muioc’h c’hoaz gand an istor, houmañ o veza roet dezi he ment resiz. Studierien ar Sorbon e Pariz a ’n em vode evel-se dre vroad : bez’ e oa ar vroad vreizad, med ive ar vroad pikard ha meur a hini all. Peb broad a oa rannet e eskoptiou : da skwer, studierien eskopti Kerne, frank meurbed, a ’n em vode kentoc’h kenetrezo, ar pez ne vire ket outo d’en em zantoud euz ar “vroad vreizad”, a-unan gand studierien an eskoptiou breizad all.

Ar “vroad” vreizad (pe ar pikard, pe an normant) eo an oll re a zo ganet (natus “né”, natio “ar re a zo ginidig euz bro-mañ-bro”) e Breiz (e Pikardi, e Normandi). Netra da weled eta gand ar Stadou-broadou modern, hag a zo a-wechou savaduriou nevez, gand douarou gounezet dre “nerz ar c’hleze”, da geñver brezeliou, aloubadennou, erngleviou lec’h rna teu antreher da lakaad samm e lezenn da boueza war ar vro drehet. Tamm ha tamm e teu ar Stad-broad da stabilaad dre he rnelestradur hag he lezennou. E-pad pell e-neus ar Priñs rediet (pe klasket redia) e zujidi da heulia ar rnemez relijion egetañ : ar re ne felle ket dezo pe a veze lazet, pe konvertiset dre nerz, pe harluet. Diwezatoc’h eo deuet ar Stad-broad da veza unvanet gand eur yez hepkén, nemed er Stadou-kevredet, ’vel ar Suis, ar Beljik, ’lec’h rn’eo deuet ar yezou irnplijet e lodenn pe lodenn euz ar c’hontre da veza yezou ofisiel er c’hontreou-ze. Poblou ’zo koulskoude, ’vel ar Tziganed, hag e-pad pell ar Juzevien, ha n’o-deus morse bet a zouarou dezo o-unan, ar pez ne vir ket outo da veza gwir vroadou speredel.

Frouezusted speredel Breiz

D’ar 4 a viz here 1987, da geñver digouezou a vo gwelet pelloc’h, e-neus ar pab Yann-Baol II greet ano euz“frouezusted speredel Breiz pa oar beva hervez feiz he zadou”. Frouezuz eo Breiz eta en eun doare speredel pa vev gand feiz an oll gristenien, med ive pa vev gand ar feiz-se resevet a-berz he zadou. Ar feiz kristen ollvedel a zank gwriziou en oll boblou, e sevenadur peb pobl : doare da veva, da zebri, da eva, da bedi, da enori an anaon, da weled an traou, doare da veva er gevredigez, gand he oll liammou : ar farnill, an amezeien, roued ar famillou ledannoc’h rn’eo ar barrez, ar gomun, ar c’horn-bro, ar rann-vro, ar Stad-broad, an douar-braz, ’vel m’eo an Europ, beteg famill ollvedel an oll wazed ha merhed a vev war boul ar bed. Sevenadur eur bobl eo ive ar zell a daol war ar bed all, ar bed da zond, al liammou a vag gand hec’h anaon. Sevenadur eur bobl eo ive he diduiou, ha penaoz he lavar hec’h ene dre an arzou, al livaduriou, ar c’hizellerez, ar c’han, an dañs, e liammou gand an natur tro-dro dezi, he doare da veza gand al loened... Sevenadur eur bobl eo he yez, pe he yezou, ha dreist-oll he yez dezi m’he-deus unan, a ra dezi merzoud ha lavared ar real en eun doare nemetañ. Sevenadur eur bobl eo ive an doare m’he-deus, disheñvel eñ ive, da ober al liamm etre ar bed koz hag ar bed modern, heb foara ar c’henta, heb rnouzad ouz an eil, na kennebeud e veuli dreist-muzul. Ar zevenadur eo an doare m’e-neus an den da veza gand an natur. N’eus ket a zevenadur-aneval, med pleustradeg hebkén a-wechou. Sevenadur eur bobl, ’vel m’eo ar bobl vreizad, pe an diou bobl ma soñjer en diou yez a gaver e Breiz, sevenadur ar bobl vreizad eta, ’vel hini peb pobl wirion, a zo dibar awalc’h evid beza merzet gand he amezeien hag he bizitourien. Evid abegou istorel pe zikologel, eo bet nahet a-wechou ha diarbennet sevenadur Breiz gand ar re a veve anezañ war-eeun, diskouezet ma oa gand galloudou estren ’vel dister ha didalvez, ha malle nac’h hag e zistaoler evid dond a-benn da veza modern ha libr, war o meno.

Santez Anna, mamm ar vro ; Marsel Callo, josist a Vreiz ha merzer

D’an 20 a viz gwengolo 1996, e Santez-Anna-Wened, ar pab Yann-Baol II ’neus disklêriet eur wech c’hoaz gwir ar poblou da zifenn o sevenaduriou dezo ha d’en em lavared drezo, gand doujañs evid ar zevenaduriou all, hag a-unan gand famill ollvedel mabden. D’ar 26 a viz gouere 1954, ar pab Pi XII, en eun abadenn radio a zo bet klevet war-eeun e Santez-Anna-Wened peogwir e oa ar pardon braz, a gensakras Breiz da Galon Dinamm Mari, kensakradur a echuas gand eur brezegenn verr d’ar belerined hag eur bedenn da zantez Anna, lavaret o-diou e gwenedeg. E gwirionez, an enor a rent ar Vretoned da zantez Anna, zokén mac’h adkemer en eun doare kristen an hini rentet gand an Arvoriz payan d’an doueez keltieg Ana, an enor-se da zantez Anna a ziskouez mad pegen talvouduz eo evid ar Vretoned al liamm gand o zud koz. Pedenn overenn ispisial gouel santez Anna a grog gand ar c’homzou-mañ : “Aotrou, c’hwi hag a zo Doue on tadou...” Ar pez a c’hoarvezas e 1623, 1624, 1625 e Keranna a adskoulme gand eun istor o kas beteg ar bloavez 700, pa oe distrujet eur japel genta er park a vo anvet diwezatoc’h park ar Bosenno. Med adaleg ar 16ved kantved dija, e oa war Palud Ploneve-Porze eur japel en enor da zantez Anna. En ofis ispisial evid ar pemp eskopti breizeg ez-eus eun antifonenn d’ar Magnificat gand eun doare breizeg souezuz :

Ô Mamm ar vro, Anna oll-c’hallouduz,
Bezit silvidigez ho Pretoned karet,
Dalhit dezo ar feiz, kennerzit o buez kristen,
Roit dezo ar peoc’h dre ho pedenn zantel.

Ar pab Yann-Baol II, d’ar 4 a viz here 1987, pa oa o lakaad war roll an dud eüruz ar josist Marsel Callo euz Roazon, o c’houzoud mad he-deus Breiz he doare dezi da lavared he feiz kristen, a ree ano euz “frouezusted speredel Breiz pa oar beva hervez feiz he zadou”.

Teñzor feiz kristen ar Vretoned

Greom ’vel an den-ze a gomz anezañ sant Vaze 13/52 evel-henn : “Pep skrib desket war Rouantelez an Neñv a zo heñvel ouz eur Penn-tiegez a denn euz e deñzor traou nevez ha traou koz !”. En on amzer dremenet vreizad on-eus eun teñzor speredel, a zo eur gwir herez da rei da c’houzoud. Eun hengoun a zo da veza treuskaset. Ar pez a roer d’an diskennidi eo ar yez, ar giziou, ha da echui ar madou, ma vez anezo. Kalz talvoudusoc’h egeto eo ar madou speredel. Dizoloom lod euz on teñzoriou kuzet.

Skwer peurbaduz Salaün ar Foll

Marvet eo Salaün ar Foll gand ar vosenn vraz wardro 1350, ar walenn-ze a gasas d’ar bez an drederenn euz an Europ. Berr a spered, Salaün a oa penn-da-benn eur paour. O veza ne c’helle kaoud lorc’h ebed e-giz den, e-neus bevet war zouar Breiz, n’eo ket hepkén ’vel eun den distag diouz pep tra, med ’vel eun den dibourvez a bep tra. Med an ezommeg penn-da-benn m’edo a oa pinvidig gand e galon a baour. E Salaün e splanna ar veuleudi d’an digoust, d’an dihalloud, d’an diamplet. Digand an dud e c’houlenn peadra da veva : “Salaün a zebrfe bara”. Digand an Aotrou Doue hag ar Werhez Vari ne c’houlenn netra evid doare ; troet war-zu enno, ha dreist-oll war-zu an Itron Varia, n’eo nemed meuleudi : “Ave Maria”, daou c’hér lavared c’hwec’h kwech, hag a echu gand eur youhadenn a estlam : O Maria. E Salaün e splanna furnez ar foll ; e vuez n’eo nemed meuleudi da Vari, hag hi a zo penn-da-benn meuleudi da Zoue. Salaün Ar Foll, an den lakeet a-gostez, lezet a-gostez, a gavo, heb felloud na gouzoud dezañ, eun diskib, abad Landevenneg ; kanet e vez : “C’hwi ’zo an aviel evid ho preudeur”. Gwir eo bet kement-se evid Yann a Langoueznou, rag eñ ive oa digor e galon, hag ec’h heulias skwer foll Doue, beteg c’hoantaad hepkén kaoud eur plas er baradoz e-kichenn foll Doue ha Mari.

Levenez c’hlan ar bedenn mintin-mad

Er Releg, e Plounéour-Menez, e krog pardon hanter-eost gand overenn 4 eur, hag e tireder di war droad euz meur a lec’h. Eur c’hiz eo hag a dalvezfe ar boan da heulia e meur a lec’h : rei da Zoue gwella eurveziou an devez, re ar mintin abred. E Evry, er bloaz-mañ, ofis hag overenn beilladeg Pask a zo bet da zeiz Pask, da 5 eur, araog goulou-deiz. Ofisou an abardaez n’emaint ket koulskoude da daoler kuit : d’an eurveziou ’lec’h ma vez kalz oc’h en em zidui, ha n’eo ket bepred en eun doare santel, eo made vefe reou all o pedi, unanet en eur genunvaniez a vreudeur.

Doareou paduz ar gristeniez keltieg

En em zanket eo bet an Iliz er broiou keltieg heb na vefe skuillet gwad : er giziou payan, n’eo bet taolet kuit nemed ar re ne glotent ket gand an aviel. Sant Donasian ha sant Rogasian e Naoned, sant Alban e Breiz-Veur a zo merzerien an impalaerez roman, ha n’he-deus o merzerenti netra da weled gand emgav misionerien an aviel hag ar bed keltieg. Ar gristeniez keltieg genta a zo merket gand ar plas dreist roet d’ar verzerenti c’hlaz, da lavared eo ar vuez a ermit hag a vanac’h er c’hoajou, er vougeviou, en inizi. Keñveriet gand reolenn sant Benead (ha n’eo nemed euz ar 6ved kantved, ha ne vo heuliet e peb lec’h nemed en 9ved), ar vuez a vanac’h er bed keltieg a zo eun tammig “gouez”, da lavared eo n’eo ket ken reoliet, liproc’h eo, hag eo troet war an dreist-muzul, an amplet : pedennou heb fin (ar 150 salm bemdez), pinijennou spontuz (ha n’oufed ket ober heñvel). O c’huriou a oa oberou pôtred kreñv ha kaled : Patrig, Iltud, Maodez, Budog a oa tud nerzuz kenañ ; o c’huriou a skoe ar baianed, hag a ziskoueze pegen dreist oa ar gwir Doue. Ar venec’h a oa baleerien-bro er gristeniez keltieg, er c’hontrol da venec’h sant Benead, ha ne ziblasent ket ; eur pirhirin eo ar manac’h kelt war an douar-man, en hent war-zu an neñv e wir vro ; pirhirina a ra e gwirionez, o cheñch lec’h aliez, kontant awalc’h gand eul lojamant diasur (lochenn baour, gwasked e toull eur roc’h). En on amzer, e vev eun Eric Guyader, er Brezil, tra pe dra euz ar pirhirinaj-se, a oe ive doare-beva sant Benead Labr, Eric o ranna ouspenn gand ar re baourra. Lenn, diwar bluenn Eric Guyader : Pèlerin de la Trinité, A la rencontre des exclus.

Gwad kristenien euz Breiz o redeg evid ar feiz

Eun nebeud beleien a Vreiz a oe lazet e-kerz brezeliou ar Re Unanet. Ar Bonedou Ruz a dagas ive hini pe hini, me ne oe ket dre gasoni evid ar feiz. Red eo gortoz an Dispac’h Braz evid kavoud gwir verzerien hag a zo bet skuillet o gwad dre gasoni evid ar feiz katolik. E deveziou kenta miz gwengolo. 1792, e varvas ouspenn mil a eskibien, beleien (e-touez ar re-mañ 4 euz eskopti Kemper ha Leon a-vremañ) ha laiked lazet e prizoniou Pariz. Ar beleg kenta gillotinet e Penn-ar-Bed a oe Frañsez ar C’hoz, person didou Poulaouen : ganet e Koloreg, e oe lazet e Brest d’an 13 a viz meurz 1794. Pa bigne d’ar chafod, e savas youhadennou a-douez an dud : “Bevet ar Republik”. Araog mervel, Frañsez ar C’hoz a laoskas ive youhadenn e galon : “Bevet Jezuz ha Mari”. Kant vloaz goude al lazadenn-ze, e veze kanet e oll ilizou Bro-Frañs, war-lerc’h ar gomunion : Domine, salvam fac Rempublicam, “Aotrou, salvit ar Republik”...

E 1900, p’en em zavas ar Boxers e Bro-Chin, e oe lazet, ha reou all ganto, 7 leanez euz urz fransiskanezed misioner a Vari, daou eskob, beleien, kloer ha laiked a Vro-Chin. E-touez al leanezed, e oa Jeanne-Marie Guerguin, ganet e Benac’h e 1864, savet e Pluzuned. D’an oad a 23 vloaz, ec’h en em gav gand he c’hoef hag he dillad tregeriadez e novisiad Ploufragan. Kaset eo d’ar Chin e 1899 hag eo merzeriet bloaz war-lerc’h. Lakêt eo bet ar strollad en e bez war reñk an dud eüruz e 1947, ha war reñk ar zent d’an devez kenta a viz here 2000.

Kristenien Breiz laouen o vale hag o foeta bro

N’e-neus ket ar Breizad kollet ar c’hoant da foeta bro, eun doare beva a gaver aliez er poblou kelt. Euz Breiz ez-eus kalz misionerien ha tud a ya da zikour reou all ; med niveruz eo ive misionerien ar misionou breizeg hervez spered ha doare ober Mikêl an Nobletz hag an Tad Maner. Menegom al leanez Marie Salomé, Marie Roudot, euz Plougerne, hag a zavas gand ar c’hardinal Lavigerie Seurezed Gwenn an Afrik.

Ez awalc’h e kuita ar Breizad e vro Breiz, gand ar c’hoant a verv ennañ da vond dreist an harzou, a-wechou en eun doare diremed, ’vel Félicité de Lamennais. Jeanne Jugan, Marcel Callo, an Tad Lebret a zo pennou-braz breizad ha kristen. En eur jom feal da feiz o zadou, e teuont a-benn da vond dreisto o-unan. Greom ano euz daou gardinal, unan jesuist, egile dominikan, o anoiou o tiskouez deom int ginidig a Vreiz a-dost pe a belloc’h, Jean Daniélou hag Yves Congar. Ar c’henta ’neus roet da anaoud Tadou an Iliz, en eur embann o oberou en eun doare skiantel kenañ, ha gand ar mennad da rei da anaoud d’al lenner ar gwella euz hengoun an Iliz en he mareou kenta. An eil e-neus pelleet harzou ar gristeniez, kresket liorz ar gristeniez, en eur anavezoud labour ar Spered Santel koulz e diavêz an Iliz eged en he diabarz, o saludi al labour-se gand levenez, ha zokén dre ar poaniou e-neus bet da zougen ’giz difraoster, o tigeri klas evel-se da heñchou frank Vatikan II : entanet eo bet, eñ hag e genvreur Danielou, gand ar spered a frankiz a deu euz an aviel.

Ar galv d’ar zantelez, ar zehed euz Doue

Beva heb êzamant speredel, hag aliez a vadou, ’vel a ra ar zant, a zegas, anad eo, frouez speredel d’an Iliz a-bez ha d’ar bed. Ene ar Breizad a zo chalet gand Doue, e glask hag e glask a ra heb fin, heb gouzoud mad a-wechou, hag a-wechou all er mêz pe pell diouz an Iliz : ar pleg mistik a zo ennañ a zikour hag a boulz anezañ da vond pelloc ’h eged gounid ha kaoud madou ar bed, daoust dezañ beza aliez prest da zastum ha piz war e voneiz, dreist-oll p’e-neus glepiet e roched evid gounid anezo. Stag ’vel ma ’z eo ouz madou ar bed-mañ, hag er memez amzer o kaoud c’hoant, en eun doare rouestlet marteze, euz madou uhelloc’h, kement-se a ra ennañ eun emgann diabarz, hag a c’hell beza eun digor ’vid en em staga da vad ouz an aviel. ’Vel pep kristen, e oar mad n’eo ket prest al lodenn bayan a zo ennañ da lezel ar plas war eeun gand ar vuez kristen. Gouzoud a ra evel-se, paneve nemed ennañ e-unan, pegen gwir eo ar pez a lavare sant Paol d’ar gristenien genta : “Kement-mañ a lavaran hag a destenian : na valeit ket kén evel ma vale ar Baganed” (Ef. 4, 17).

Euz eur vamm-vro, Breiz, d’eur vamm-vro all, ar baradoz

Aliez e teu ar Breizad en-dro da eien an dour beo : pardoniou e barrez, pelerinachou, baleadennou mintin mad war-zu lec’h pe lec’h a bardon hag a ro tro da weled an heol o sevel, troveniou, Tro Breiz. Eur feiz a lak da loc’h ha da ober hent eo ar feiz kristen e Breiz, eur feiz tostig-tost ouz an natur, a gred eur c’hristen envel dre hec’h ano, ar Grouidigez. Ar gristeniez-se a valeerien a zo disheñvel krenn diouz hini pozet kalz kumunieziou a venec’h a-vremañ, hag eur seurt kristeniez a zoug nebeud da brederiadennou ha ne vefent nemed poelladuz. Pa oar brezoneg, ha p’en em gav gand unan bennag a ya ive e brezoneg, e sant ar Breizad pegen don eo e wriziou douarel, ha pegement eo ar gwriziou-ze kuzet ha sanket en eun teil-douar kristen. Mistik ha douget d’an “dengar” er memez tro, ar Breizad, p’eo goulaouet ha sklêrijennet e zoare-beza gand eur spered kristen, a zo war an douar-mañ eun dro-vad a-berz Doue. Ha pegement a erbederien, diwanet euz ar memez pobl egetañ, n’e-neus ket ’ta e baradoz kaer an Aotrou Doue !

Fañch Morvannou

Stummadur

  • On Tad - Notre Père en breton

    On Tad - Notre Père en breton

    Texte en usage aujourd'hui (skritur skolveurieg) On Tad hag a zo en neñv, Hoc’h ano bezet santeleet, Ho rouantèlèz deuet deom, Ho polontez bezet greet, war an douar evel en neñv. Roit deom hirio or bara pemdezieg. Pardonit deom or pehejou, Evel ma pardonom d’ar re o deus manket ouzom,

    Lire la suite...
  • Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Le Pater en breton, quatre siècles de variation

    Depuis le 3 décembre dernier [2017], premier dimanche de l’Avent, le texte de la prière du Notre Père en français a été légèrement modifié. La phrase « Et ne nous soumets pas à la tentation » de la traduction de 1966 est désormais remplacée par « Et ne nous laisse pas entrer en

    Lire la suite...
  • Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Le Kantikou Brezonek de 1942 et 1946

    Au cours du XXe siècle, un important travail de révision des cantiques traditionnels bretons a été effectué. Dans le recueil Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon qu’il avait publié en 1942, l’abbé Pierre-Jean Nédélec, alors professeur au Grand séminaire de Quimper, avait opéré une sélection parmi les vieux cantiques bretons

    Lire la suite...
  • Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si, pab Frañsez - eur pennad-kinnig

    Laudato Si. Kenta lizer-meur sosial ar Pab Frañsez (24 a viz mae 2015) Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez "Meuleudi dit-te va Aotrou" euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, "vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza,

    Lire la suite...
  • Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

    {tab Pennad e brezoneg} Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus

    Lire la suite...
  • Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    Pedenn ar pab Frañsez evid ar Jubile

    PEDENN AR PAB FRANSEZ EVID AR JUBILE Salver Jezuz-Krist, te hag az-peus desket deom beza trugarezuz ’vel on Tad euz an neñv, hag az-peus lavaret deom da weled eo e weled, diskouez deom da zremm hag e vezim salvet. Da zell leun a garantez ’neus frankizet Zache ha Maze euz

    Lire la suite...
  • Racines bretonnes et Foi chrétienne

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Racines bretonnes et Foi chrétienne Il existe des nations spirituelles Il existe des “nations spirituelles”, c’est-à-dire des groupes humains dont la culture est à peu près homogène et qui ont un rayonnement spirituel spécifique. Ces “nations” ne sont pas forcément des Etats, ce

    Lire la suite...
  • Gwriziou breizeg ha Feiz kristen

    Fañch Morvannou, Minihi Levenez n°89, 2004, p. 3-15. Gwriziou breizeg ha Feiz kristen   Bez’ ez eus broadou speredel Bez’ ez-eus “broadou speredel”, da lavared eo strolladou tud hag o-deus eur zevenadur unvan dre vraz, hag eul levezon speredel a zoug o merk dezo. Ar “broadou-ze” n’int ket dre red Stadou,

    Lire la suite...
  • lnculturer la liturgie

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : lnculturer la liturgie Au cours de la session de recherche pour une inculturation bretonne de la catéchèse, il m’était demandé d’intervenir sur l’inculturation de la liturgie. Ces quelques lignes voudraient reprendre l’essentiel de mon apport. Vous excuserez le décalage entre l’apport oral

    Lire la suite...
  • Ensevenaduri al Liderez

    Christian Le Borgne, Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 : Ensevenaduri al Liderez E-kerz an deveziou-studi diwar-benn an doare da ensevenaduri en eun doare breizad ar c’hatekizerez (gouere 2004), e oa goulennet diganin komz diwar-benn ensevenaduri al liderez. Al linennou-mañ a azlavaro ar pep pouezuza euz va frezegenn, en eun doare eun

    Lire la suite...
  • Cultures bretonnes et Foi

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Conférence à l'occasion du 25e anniversaire du Minihi. Tréflévenez, 24 octobre 2009 Cultures bretonnes et Foi En donnant à cette conférence ce titre “Cultures bretonnes et foi”, je me suis demandé s’il était sensé, en ce début de XXIème siècle de

    Lire la suite...
  • Kulturiou Breiz hag ar Feiz

    Minihi Levenez n°117, 2009, p. 34-59. Job an Irien, Prezegenn da geñver 25ed deiz-ha-bloaz ar Minihi. Trelevenez, 24 a viz here 2009 Kulturiou Breiz hag ar Feiz En eur rei d’ar brezegenn-mañ an ano “Kulturiou Breiz hag ar feiz”, ’m-eus en em c’houlennet ha deread e oa, e penn kenta

    Lire la suite...
  • La porte de la Foi

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. La porte de la Foi On trouvera ici un résumé de l’article écrit par Michel Fédou sj. dans le numéro de janvier 2013 de la revue “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), suivi de quelques réflexions qui me sont venues. Ouvrir la “Porte de

    Lire la suite...
  • Dor ar Feiz

    Minihi Levenez 133B, 2013, p. 32-39. Dor ar Feiz Amañ e vo kavet eun diverra euz eur pennad bet skrivet gand Michel Fédou sj. e niverenn miz genver 2013 euz ar gelaouenn “Etudes” (“La foi chrétienne aujourd’hui”, p. 53-62), ha warlerc’h, eun nebeud soñjou a zo deuet din dre-ze. Digeri “Dor

    Lire la suite...
  • Célébrer en langues ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Célébrer en langues ? Conférence de Job an Irien le 29 avril 2000 à Landévennec. - Place du breton à l’Eglise à l’issue de la guerre - La Réforme liturgique - L’enquête de 1973 - Après 1973 Entre 1945 et 1975 s’est joué l’un des actes les plus importants

    Lire la suite...
  • Lida e yezou ?

    Minihi Levenez n°64, 2000, p. 7-41. Lida e yezou ? Prezegenn gand Job an Irien d’an 29 a viz ebrel 2000 da gever devez studi hanter kant vloaz Landevenneg.  - Plas ar brezoneg en Iliz da fin ar brezel - Adstummadur al Liderez - Enklask 1973 - Warlec’h 1973  Ar bloaveziou etre 1945 ha

    Lire la suite...
  • Dieu, le Riche en miséricorde

    Père Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Dieu, le Riche en miséricorde » par le Père Abbé de Landévennec Préambule : Le pape François ouvre la bulle d’indiction du jubilé de la miséricorde par ces mots : « Jésus-Christ est le visage de la miséricorde du Père ». Ce Père Riche en Miséricorde

    Lire la suite...
  • Doue, pinvidig e trugarez

    Tad Jean-Michel Grimaud Minihi Levenez n°148, meurz 2016, p. 20-35 « Doue, pinvidig e trugarez » Eur ger araog : Ar pab Fransez a zigor al lizer-embann jubile an drugarez gand ar c’homzou-mañ : « Jezuz-Krist eo dremm trugarez an Tad. » An Tad-se Pinvidig e trugarez hervez Ef 2,4 : « Doue avad, - pa z’eo pinvidig e trugarez

    Lire la suite...
  • L’année de la miséricorde (extraits)

    Job an Irien L’année de la miséricorde (extraits) Minihi Levenez n°148, mars 2016 Le mot breton miséricorde « trugarez » signifie en fait deux réalités différentes, enracinées pourtant dans la même réalité, comme deux branches du même arbre, ou les deux faces d’une même pièce. Ce n’est pas la même chose de

    Lire la suite...
  • Bloavez an Drugarez (tennadou)

    Job an Irien Bloavez an Drugarez (tennadou) Minihi Levenez n°148, meurz 2016 Ar ger trugarez a dalvez daou dra zisheñvel, gwriziennet koulskoude war ar memez gwrizienn, ’vel daou skourr euz ar memez gwezenn, ’vel an daou du euz ar memez gwenneg. N’eo ket ar memez tra trugarekaad unan bennag ha

    Lire la suite...
  • 1
  • 2