Imprimer cette page

Ensevenaduri al Liderez

Christian Le Borgne,
Minihi Levenez n°93, 2005, p. 43-54 :

Ensevenaduri al Liderez

E-kerz an deveziou-studi diwar-benn an doare da ensevenaduri en eun doare breizad ar c’hatekizerez (gouere 2004), e oa goulennet diganin komz diwar-benn ensevenaduri al liderez. Al linennou-mañ a azlavaro ar pep pouezuza euz va frezegenn, en eun doare eun tamrnig disheñvel eveljust.

Teir eveziadenn da genta, e-giz rag-gér :

Ar studiadenn-mañ a zo da veza lakeet e amdro pastorelez Bro-C’hall, a ’n em zoñj diwar-benn ar c’hatekizerez liammet gand al liderez. An destenn-labour “mond da galon ar feiz”, a zigor eun hent da ginnig ar feiz azaleg kalon lidadenn Pask. Al liderez eo al lec’h kenta euz an deski-beza-kristen, eul lec’h hag a ro d’an deski-ze e stem hag e intentamant.

En deveziou studi-mañ, e labourom diwar-benn “ensevenaduri” : petra eo ensevenaduri al liderez, ha penaoz hen ober, er pez eo hirio sevenadur breizad ar rummadou nevez ? Eun troc’h a zo bet, peogwir n’eo ket bet treuskaset war-eeun ar zevenadur. Petra a ouezom-ni euz ar re yaouank a fell deom kinnig dezo ar feiz ? Pe-seurt sevenaduriou o-deus resevet da vare “Herez ar Gelted” ? Jacques Fedry, jesuist, o komz euz eur zevenadur nevez ha bedel o tond war-wél, a lavar on-eus perz e daou zevenadur, diou herez disheñvel, unan “a-bik”, an hini a resevom euz ar rummadou kosoc’h, unan all “a-rez”, pouezusoc’h hervezañ, an hini a resevom euz on arnzer, euz or c’hempredidi. “E kroaz-hent an diou herez sevenadurel-ze, an hini a-bik hag an hini a-rez, eo e ranko al labour beza greet.”

Rei e blas da zevenadur Breiz da ensevenaduri al liderez, labour da veza atao kaset da-benn en eur reseo Konsil Vatikan II, a zo en em zoñjal war ar pez eo al liderez, e zoare da weled an den, da lavared eo ar pez a zo boutin en oll sevenaduriou, ar pez a ro tro da bep hini da veza tosteet outañ er pez a ra e vuez, e wriziou, e istor, hag a zigor aze eun hent a skiant.

Goude an teir eveziadenn-ze, setu amañ teir Iodenn ar brezegenn-mañ :
- Perag lida ?
- Penaoz en em gemer ?
- Petra ’zo er jeu en eun deskoni (reizerez) hag a joentrfe kenetrezo an oll draou a ra ar vuez kristen ?

 Eun nebeud geriou diêsoc'h, araog kregi :

Sevenadur = Kultur
Deskoni = initiation
Intrudu = initiative
Bodad = assemblée
Treuskas = transmission

Liderez = liturgie
Deskard = novice
Hir-zell = contemplation
Meulgan = hymne
Kiriegez = responsabilité

Lidadenn = célébration
Distro = conversion
Enkorvadur = Incarnation
Luhvann = projection

1 PERAG LIDA ?

Ar c’hatekiz bian a lakee ar pouez war an tri dra-mañ euz ar vuez kristen : ar gwirioneziou da anaoud ha da gredi, ar gourhemennou da heulia, ar zakramañchou da reseo. O c’havoud a reom joentret en tri verb mañ : “beva, kredi, Iida”, med lavaret en eun doare buezekoc’h. Aviela a dremen dre an tri dra-ze. N’eus ket a avielerez heb digemer ar Gomz, da lavared eo antreal en he doare da gompren ha da veva an traou. Da, lavared eo kleved kelou mad ar C’hrist e kalon va buez din-me, hag ar galvadenn d’an Distro a zeu da heul. Al Liderez, ha dreist-oll liderez ar zakramañchou eo al lec’h a zeu, e Iliz, da rei pouez, da wiriekaad intrudu Doue hag a bermet d’an den kredi. Al liderez, a-wechou gwelet ’vel eun termen, a c’hell beza al lec’h ma tizoloer, lec’h eur skiant-prena speredel, eul lec’h a bermet bale tamm-ha-tamm war an hent da zigemer an aviel. Pa vez da heulia katekizidi e tizoloer an dra-ze. Gand ar spered-se eo on-eus da ober brao war-dro ar pardoniou hag a zo “lidadennou dorzigor”.

N’eus ket a droc’h, nebeutoc’h c’hoaz a enebèrèz etre an tri dra med da zikour anezo da c’hoari an eil war egile. War ar poent-se e c’heller adlenn “Al Lizer da Gatoliked Bro-Frañs” : “Daoust ha n’eus ket eur riskl gwirion, p’en em zistager diouz ar vuez liderezel ha sakramantel, e teufe embannidigez ar C’helou Mad da veza bruderez, engouestl ar gristenien da goll e vlaz gwirion hag ar bedenn da drei e huñvre ?”

2 PENAOZ LIDA ?

Al lodenn-mañ a zo tennet euz al leor “Dans vos assemblées” embannet dindan renerez an Tad Joseph Gelineau. Komz euz ensevenaduri, da Iavared eo rei e blas d’eur sevenadur en doare da lida, a zo beza prest da antreal e doare-ober al liderez a ra implij euz ar grouadelez abez hag euz an enkorvadur. Dre-ze, e lavar, e ro da weled intrudu Doue ha respont an dén. Bez’ e c’hell c’hoari gand an oll draou-mañ : korv an dén, ar spas hag an amzer, ar gweled, doareou disheñvel ar parlant ’vel m’eo ar gomz, ar c’han hag ar muzik, ar skeudenn, med ive ar c’hargou disheñvel er strollad a zo o lida. Ne vezo ano amañ ganeom nemed euz al liderez kristen.

Ar c’horv.

Kregi a ra al lidou gand sin ar groaz. Da lavared eo lakaad an dom war an tal, war ar c’hov hag erfin war bep skoaz, en eur lavared eur gomz, “En ano an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel.” Enskriva en or c’horv feiz Pask en eun Doue en em c’hreet dén, maro hag adsavet, en or c’horv merk ar Spered, kement-se a lavar kemer e kont korv an dén, gand ar pez ez eo, pe ’ve an doare d’en em zerhel (azezet, warzao, daoulinet, o vale... ), ar gwiskamant (talvoudegez an dillad gwenn, an dillad gouel, ar garg... ), ar skianchou (gweled, kleved, c’hwesa, tañva, touch), ar jestrou simpl ’vel er pelerinachou : gweled ar feunteun, kleved red an dour, santoud pegen fresk eo an dour... Re aliez e soñjom ’vel m’ on-nefe ket a gorv, en eur sevenadur a implij kalz re ar zantadennou kreñv. Ezomm e-neus ive or c’horv da veva ar Grouidigez Nevez.

Ar grouidigez

Soñjom e Nozvez Fask, en implij a vez greet euz ar Grouidigez : n’eo ket hepkén lennadenn pennad kenta ar C’heneliez, med ive traou ’vel an noz hag ar sklêrijenn, an dour hag an tan, ar cheñchamant lec’h euz an diavêz d’an diabarz. Lida e mechou hag a zo or re deom-ni, euz an Arvor d’an Argoad, kinnig mareou a retred, nann e saliou-skol, med o vale e-touez kaerderiou a c’halv d’en hirzell, kaoud soñj euz pennadou ar Bibl ’lec’h ma reer anao euz al lenn, euz hada ha medi, euz gwez ha bleuniou ar parkeier. Gand ar baleadennou, an droveniou, on-eus ar chañs da ober eun hent a feiz euz ar c’hoant-se, a gaver hirio, da zistrei war-zu an natur. Gand or speredelez kelt e ouezom ouspenn n’om ket troet hepkén war-zu ar zao-heol, med ive war-zu ar c’huz-heol, inizi pell ar yaouankiz peurbaduz, rag o c’hortoz eur bed nevez emaom, eur Grouidigez da zond...

Lida en eur zevenadur

Pa lid Jezuz e bred a gimiad gand e ziskibien, her ra hervez eul lid sakr, pred Pask ar Juzevien, evid rei dezañ eur stér nevez. Buan awalc’h, en eur zerhel stard d’ar jestr a orin, e lido ar c’humunieziou kristen an eñvor sakr-se e doareou disheñvel kenañ. Lida en eun doare kristen a zo da genta chom feal d’ar pez on-eus resevet, rei he stér d’ar vadeziant o walhi en dour en eur zisklêria feiz ar vadeziant, lida ar Beurveuleudi hervez an eñvor losket ganeom gand an Aotrou, med ive benn ober hervez pinvidigeziou pep sevenadur. Beajou Yann-Baol II o-deus roet deom da weled pegen disheñvel ha pegen pinvidig oa an doareou da lida dre ar bed a-bez. An dañs, ar muzik, al luskou, an doareou d’en em zerhel, setu aze tachennou a vefe da labourad warno. Med peb doare-ober ’neus e harzou. En eur pennad diwar-benn ar pardoniou, Mikêl Skouarneg a ziskoueze penaoz an doare da reñka ar prosesionou a lakee da dalvezoud an trohou etre rummajou tud. Lida en eur zevenadur a zo ive rei an aviel d’ar zevenadur-se hag e c’hervel d’an Distro.

Lida en eul lec’h

A gement-se on-eus komzet dija, p’on-eus greet ano euz cheñch lec’h, euz an diavêz d’an diabarz. Pa gomzer euz lec’h, e komzer ive euz lehiou reñket, a ro tro d’eur vodadeg urziet, hag a ro da weled, dre an doare ma vez reñket hag implijet an “ilizou”, an Iliz m’eo Pobl Doue.

Er zantual, ez-eus da rei da bep karg he flas : lec’h ar vodadeg hag a ra ar bodad, lec’h ar rener hag a urz anezañ, lec’h ar Gomz, ar mên-font, an aoter. Peb lec’h a zo evid eun dra bennag, ha ma vez implijet mad, e ro da intent ar jestr a vez greet, hag a ro da bep hini beza ar pez ezeo.

Al lehiou disheñvel a ro tro da veva bodadegou disheñvel, tostoc’h en eun ti-pedi, war an ton braz er bodad braz, leurenn ar pardoniou er Folgoad pe e Santez-Anna ar palud, disheñvel c’hoaz er chapeliou hag el lehiou-parrez.

Or savaduriou relijiel a ro tro deom da gaoud lidou tro-dro d’ar feunteuniou, d’an norojou, d’ar c’halvariou, prosesionou hag a verk eul lec’h, a lavar ez or euz al lec’h-se, euz ar strollad-se...

Lida en amzer

Al lidou a vez greet hervez eur c’halander, stag e-unan euz kelc’h amzeriou ar bloaz. Or Zalver Jezuz-Krist ’neus bevet e Basion da vare Pask ar Juzevien, da lavared eo da loar genta an nevez-arnzer. Ginivelez or Zalver a vez lidet e kalon an noz, pa vezo an deveziou o vond da hirraad.

Kinnig hent ar feiz heb derhel kont euz kelc’h al lidou, a zo kemer ar riskl da veva eun dra bennag e diavêz euz arnzer an Iliz. Evel-se, ar mare gwella evid badeziant ar re yaouank hag ar gomunion genta eo amzer ’Fask, evid ar gonfirmasion eo beteg ar Pantekost. Eun diêzamant a gavom hirio peogwir eo bet distaget kalender ar skol diouz hini al lidou, ha kalander buez kêriz diouz hini al labour douar.

Lida gand ar Gomz

Evid ensevenaduri al liderez e brezoneg, n’eo ket awalc’h trei leor al lennadennou pe al leor-overenn e brezoneg. Red eo c’hoaz e vefe ar re-mañ digoret ha lennet. Red eo ive e klevfe ar bodad hag e respontfe. Meur a zoare a zo da gomz evid embann Komz Doue, evid lavared pedenn ar bodad, evid lavared an daremprejou etre an dud. Rei da gleved burzudou Doue “da bep hini e yez e vamm”, rei tro da zevel eur respont, setu aze eul labour a c’houlenn kalz evez ha deskamant.

Lida gand ar c’han hag ar musik

N’on-eus ket amañ da zevel eun daolenn diwar-benn ar c’han el liderez. Ar c’han relijiel ne c’hell ket kemer plas ar meulgan pe kan allid. (Da skwer, ar c’han broadel hag a zo heb par, greet ma ’z eo evid boda ar strollad, ne c’heller lakaad hini all ebed en e blas). Dibab ar c’hantikou, ober kantikou nevez, heulia ar c’han gand binviou-seni, da hir-zoñjal gand an delenn, da verka ar gouel gand ar vombard, kement-se a ro tro da vuzikerien a bep seurt da gemer perz e mareou ispisial euz al liderez.

Lida gand skeudennou

Aze ez-eus eur gwir labour da ober evid lenn ar skeudennou niveruz on-eus : kalvariou, aztaoliou, gwer-livet... Bez’ ez int skrin anad on lidou. Bez’ e stummont or pedenn. Da skwer, lidadenn Devez an Aotrou e Plougastell ’deus roet da weled penaoz e c’heller tenna gounid a gement-se. An teknologieziou nevez (luhvann dre video) a ro kalz muioc’h a frankiz, med o-deus ive o harzou (beza eun tele-seller, ha nann ezel beo eur bodad).

Lida gand liderien

Ar bodad a zo o lida a zo eur bodad a Iliz, poblad tud vadezet, hag a zegemer aliez tud “war an treuzou”; bez’ eo eur bodad gand kargou ha ministrereziou disheñvel, lod urziet-sakr ha lod all nann. A bouez braz eo rei da weled liested ar c’hiriegeziou, ar c’hargou, ar vinistrereziou, rag “eun dremm” a roont d’an Iliz bodet : bez’ e roont da weled pegen disheñvel eo donezonou ar Spered d’an Iliz. Sened on eskopti ’neus galvet da anaoud ha rei ton d’al liested-se. Al liderez eo al lec’h kenta evid-se. Pa vezer o sevel eul lidadenn bennag, pe ’ve eul lidadenn evid ar c’hatekiz, pe pardon eur japel, e tlefed bep tro en em c’houlenn : piou a reno al lidadenn, gand piou en e gichenn (pe en he c’hichenn) ? Piou a raio petra (lennadennou ar Bibl, pedenn, kan... ). Daoust hag e ro da weled piou e-neus resevet ar garg da heñcha an Iliz lehel, d’he c’helenn ? Daoust ha talvoudegez a vez roet d’an dud a ra eur zervij bennag (gweladenni ar re glañv pe ar re goz ?) Ar re a gemer ar gomz, daoust hag int a beb oad, gwazed hepkén, pe merhed hepkén ? Kement-se, eveljust, a c’houlenn skiant-prenet, med deski a c’heller atao.

3 PETRA ’ZO ER JEU EN DESKONI KRISTEN ?

Ar c’hiz a zo da gleved gand an dud a Iliz an dro-lavar “deskoni kristen”. Red eo displega ar pei ez eo : lakaad da vond asamblez deski-beza, anaoudegez, skiant-prena, dre eur c’hompagnunaj, gwelloc’h c’hoaz eur paeroniaj, setu ar pez a lakom dindan ar geriou-ze.

Beva eor skiant-prenet

Bez’ emaom o paouez komz euz doareou disheñvel al liderez, hag ar pez a ra anaezañ. Greet eo evid ma c’hellfem en em gavoud gand an Doue a garantez roet deom da anaoud e Jezuz-Krist. Beva eun dra bennag, santoud an dra-ze ennor an-unan, ha beva kement-se en eur bodad dibar, karget a istor. Ar Gomz klevet, ar pedennou lavaret, ar jestrou greet a deu neuze da veza kemend-all a vein-gortoz evid mond donnoc’h e intentamant ar feiz. Setu ar pez o-deus bevet diskibien Emmaüz, “penaoz o-deus e anavezet dre ar Rann-Vara”, jestr hag a lavar ar c’hompagnunaj bevet “Daoust ha ne oa ket entanet ennom or c’halon, pa oa o komz deom en hent hag o tigeri deom ar Skrituriou ?”. An adlenn-se a vez anvet gand eun ano barbar “mistagogiez”, katekizerez ar jestrou, GOUDE beza bevet anezo. Na zisplegom ket perag e vezo greet eur brosesion, lakaom eur banniel etre an daouarn, ha deom en hent ! M’eo bet urziet mad an traou, e vezo peadra da gomz goude-ze.

Rei talvoudegez d’eor c’hompagnunaj

An deskoni a c’houlenn eur c’hompagnunaj, eur paeroniaj. Kement-se a c’houlenn e vefe eun darempred ispisial etre eur mestr-deski hag eun deskard, med ive eur perz euz ar strollad a zegemer. Poent eo chom a-zav da gatekiza “e-diavêz euz an douar” ’neus disklêriet gand rezon eun eskob e Lourd. Kement-se a lavar e rank or bodadou beza prest da zegemer, da rei plas, da stumma ar re on-eus c’hoant rei tro dezo da zizoloi or buez a grederien. E pelec’h ema ar rouejou, al liammou a garter a raio posubl eur seurt paeroniaj ?

Eor gounid evid an oll

Ar pez a vez bevet gand ar re a ambroug ar c’hatekizidi a ziskouez mad o-deus ar c’humunieziou kristen kalz da c’hounid o kemer perz el labour-se a zeskoni. N’eus netra gwelloc’h evid beza neveseet en on doare da veza, beza goulennateet diwar-benn on doare da ober, or faziou, med ive evid dizoloi en-dro teñzoriou kuzet, freskadurez an eien.

 

En em c’houlenn a reom amañ diwar-benn an doare da dreuskas ar feiz er sevenadur breizad, med daoust hag al labour-se a dreuskas en eur sevenadur ne ra ket deom beza pinvidikoc’h er sevenadur-se, hag an digor-se d’ar feiz ne c’halvfe ket ahanom d’an “Distro” ha da gredi muioc’h ?

Eun treuskas war an daou du a zo aze : treuskas ar pez on-eus resevet, med ive staga gand eul labour a gendiviz ’lec’h ma resevom kement ha ma room.

Christian Le Borgne (brezoneg gand Job an Irien)