Imprimer cette page

Visant FAVÉ. War roudou or Misionerien

Pennad e brezoneg

Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus Penn-ar-Bed, strewet a-dreuz ar bed-oll. Mond d’o c’haout a reas, e kement lec’h ma oa anezo. Evelse eo eta e teuas war wel, adaleg miz Here beteg miz Kerzu eus ar bloaz 1965, eun displegadur eus beajou an Aotrou ’n eskob FAVÉ : kavet e veze anezo e-barz « Lizeri Breuriez ar Feiz», kavell Skignerez ar Feiz en eskopti : e veajou eta, Afrika Zu, ha goude-ze, an lndez. Eun deiz e teuas al « Lizeri » da jench ano : « Or misionerien ». War an oad avad ez eê an Aotrou FAVÉ, en desped da ze e oa anezañ eur gwall foeter-bro, o terc’hel da vond war e droiou-bale, ha da gonta anezo en e vrezoneg saourus, anavezet mad ganeom-ni : konta ’ree eta Amerika ar Su, an Azia, Polinezia, an Antillez, Gwiana, beteg ar bloaz 1986.

Fave War roudouKement-se oll ez eo ar pez a veze bet kutuillet gantañ ha lakeet en e oberenn, 300 pajennad enni. Gand e vrezoneg c’hweg ha birwidig, e tigas an eskob FAVÉ deom, eun dra bennag heñvel ouz an diweza pajennad eus meurdez misionerien Breiz-lzel, ar pez a gane, Yann-Ber Kalloc’h : « Samm ho kroaz santel war e skoaz, Ar C’helt e-neus greet tro ar bed ».

Visant FAVÉ (1902-1997). War roudou or Misionerien. Kastellin, ti-embann « Skol dre lizer », 1989, 312 p. ISBN : 978-2-900828-59-5

Diviet eo al leor-mañ, med war al lehienn Embann An Hirwaz e c’heller e lenn.

Article en français

Evêque auxiliaire de Quimper et Léon de 1957 à 1977, Mgr Vincent FAVÉ prit à cœur d’être un lien vivant entre le diocèse et la nombreuse cohorte des missionnaires finistériens répandus à travers le monde. Il alla les rencontrer chez eux. Et c’est ainsi que dès octobre-décembre 1965, dans la revue « Lizeri Breuriez ar Feiz », organe de la Propagation de la Foi dans le diocèse, paraissaient les premiers récits de ses voyages : l’Afrique noire, puis l’Inde. Les Lizeri devinrent un jour « Nos Missionnaires » ; Mgr Favé prit de l’âge ; malgré cela, infatigable globe-trotter, il poursuivit ses randonnées, et les raconta dans le breton savoureux que nous lui connaissons : l’Amérique du Sud, l’Asie, la Polynésie, les Antilles (Haïti, Martinique), la Guyane..., jusqu’en 1986.

Fave War roudouC’est tout cela qu’il recueille en cet ouvrage de 300 pages. Dans un breton vivant et exaltant, il livre quelque chose comme l’ultime page de l’épopée missionnaire bretonne, que chantait Jean-Pierre Calloc’h : « Samm ho kroaz santel war e skoaz, Ar C’helt en-eus greet tro ar bed » [le poids de votre sainte croix sur l’épaule, le Celte a fait le tour de la terre].

Visant FAVÉ (1902-1997). War roudou or Misionerien. Châteaulin, Ed. « Skol dre lizer », 1989, 312 p. ISBN: 978-2-900828-59-5

L’ouvrage est épuisé, mais consultable en ligne grâce au site Embann An Hirwaz