E miz genver tremenet, em-oa bet tro da vond da vro Gameroun. Gand an Aotrou Donatien Fotsi, beleg euz eskopti Nkongsamba ha person-kanton Loum, e oan bet pedet da vond du-hont. En Hañv diweza, em-oa bet tro d’en em gaoud gantañ pa oa deuet e parrez Kerhuon da rei eun tamm sikour d’ar Person ‘pad daou viz. Mignoniaj a oa bet savet etrezom ha kinniget e-noa din da vond da weladenni e vro.
Bro Gameroun, evid ar pez a zell ouz ar vraster, a zo 85 % euz ar Frañs. Konta a reer enni war-dro ouspenn 30 milion a dud, eun hanter nebeutoc’h neuze eged ar Frañs eo douar evid douar. Ouspenn 300 yez a vez komzet enni ha daou yez ofisiel a zo : galleg, hag a vez greet gantañ war eiz rannvro, ha saozneg, e diou rannvro-all, e kornog, harp da bleg-mor Ginea.
Abaoe 10 vloaz, ez euz brezel e rannvroiou-ze etre an dizalc’herien hag ar stad : « Anglophone crisis », pe « Noso crisis » a vez greet ouz ar vrezel-ze. 800 000 den a zo eet kuit da glask repu e lec’h pe lec’h, strewet eun tammig e tu pe du euz ar vro. E kêr Lom, e-lec’h m‘edon, ez euz bet meur a hini o kavoud repu enni. Ar gêr-ze ma oa nemet galllegerien enni deg vloaz ’zo, a zo bremañ diouyezeg. Digemeret mad kenañ eo bet ar repuidi zaozneger ha roet ez eus bet lañs d‘an ekonomiez ganto.
E 100 km euz Douala ha 70 km euz rannvro Noso (ranvro ar zaoznegerien) emañ Loum, 50 000 annezer enni, o chom, an darn vrasa anezo, e tiez bihan koad pe e lochennou. Souezet on bet o weled kement a dud o veva asamblez e-barz tiez koad ken bihan-ze. Iliz parrez Loum, hag a zo nevez a-walc’h, zo kaer : gwestlet eo da Zant Yann-Vari Vianney. Ar zul kenta edon ahont, ez oa gouel ar barrez evid hetou ar bloaz nevez. Diouz ar mintin, ez oa bet eun overenn, kanet war an ton braz evel-just ! En eur zañsal e vez kanet ar c’hantikou hag ar zalmou, eilet gand tam-tam ha balafon. Kaer ha plijuz meurbed eo klevet anezo o kana en o yezou (c’hwec’h yez disheñvel a vez greet ganto en eskopti ) ha gweled anezo o tañsal, dañsou modest evel-just e-giz ma ree gwechall ar roue David dirag an Arh-a-Aliañs. Diouz an abardaez e oa bet aozet koan gand tud hag a zo e penn ar barrez, boued a-zoare, saouruz ha founnuz. : Ndolé, Koki, taro, pesked, bananez plantin, kig yar, fao, yod maniok,…. Nag a liou hag a c’hwez vad – eul lib-e-bao ! Hag ar pebr hag ar pimant n’int ket ker er vro-ze, peadra da boaza ar genou ! Ha pa oa echu koania, dañsou kof ha kof da heul ‘pad an noz gand an holl dud, beleien hag all !
Gand an Aotrou Donatien on bet kaset ha digaset en e oto da weladenni an eskoti hag ar rannvro : manati, ilizou, kloerdi bihan ha braz an eskopti, toull-bac’h Nkonsamba zoken mez an droad a gavan anezi dedennuz da gonta deoc’h eo hini ‘m-oa greet e eskopti Bafang, harp da eskopti Nkonsamba, war douar ar Vamilikeed (Bamiliké). Ar Vamilekeed a zo eur boblad vrudet anezi, hag a zo 18% euz poblañs ar Gameroun. Eun tammig evel al Leoniz amañ, ar Vamilikeed a zo tud a oar labourad ha kounta, hag o-deus dalc’het d’o giziou ha d’o yezou.
E kornog ar vro, ema Eskopti Bafang. Ahont em-eus kavet gras beza, en abeg m’emaer war an uhel : 1500 metrad uhelloc’h eged ar mor, klouar e vez an amzer, 25 derez ‘pad an deiz ha 18 derez ’pad an noz. An henchou ne vezont ket meinet : ruz int a bri-prad, ha pa vezont sec’h e sao diwarno eur boultrenn ruz a c’holo bizaj ha dilhad. Ar pri prad-se a vez greet brikennou diwarnañ da zevel tiez ha lochennou. Neuze pep tra zo liou ruz warno ahont : hentchou, parkeieir, tiez. Ha pa vez ar bannou heol o skei war an douar, e teu da veza pep tra aouret. Eun dudi da zelled ! Tiez braz, toennou beget warno, a vez kavet stank.
E Bamendjou, kêr gosa bro ar Vamilikeed, e oan bet kaset gand an Aotrou Donatien da balez an Aotrou Jean-Rameau Sokoudjou, unan euz ar chefou vrasa euz a Gameroun. Oajet a 90 vloaz eo, med yac’h ha lemm e spered atao, ha 30 gwreg gantañ. Red eo gouzoud eo liez-gwreg ar chefou e Kameroun. N’int ket kristen ha dalc’het o-deus d’o giziou ha d’o c’hredennou koz. Chomet int stag ouz o lidou payan a zeu dezo euz an amzer goz. Greet eo palez an Aotrou Jean-Rameau Sokoudjou gand meur a di braz kelc’heg, savet e koad ha toennou beget warno. Kontet e-noa deom eul lodenn euz e vuhez : gwallgaset ha lakeet e oa bet e toull-bac’h e-pad daou vloaz, euz 1959 beteg 1961, gand ar Fransizien ablamour ma oa e penn ar stourm evid frankiza ar Gameroun. Gwaleet e oa bet e wregez gand sourdarded ar Frañs ha distrujet e balez ganto. Adsavet eo bet gand sikour an UNESCO. Digemeret e oa bet gand ar Pap Paol VI e 1975 ive. Deuet e oa e Vatican da c’houlenn ma viche lakeet war roll ar zent eur c’hamerounad, roet e vuhez gantañ evid savetei eur beleg da vare brezel an dizalc’h.

Setu pennadou euz va zroiad e Kameroun kontet deoc’h. Kaer em-eus kavet ar vro ha plijuz kenañ an dud. Digemeret mad on bet gand an oll. Fiziañs ‘m-eus ez in adarre en-dro du-hont.
En hañv-mañ, e teuio an Tad Donatien evid rei eun tamm sikour e parrez Sant-Tivizio Bro-Landi. Fiziañs braz ‘m-eus e vo digemeret mad gand al Leoniz, hag e vo kavet mad gantañ ar hig ha farz aozet da geñver Gouel Maria Hanter-Eost e Bodiliz.
An Aotrou Bastian Davy
Mon voyage au Cameroun (traduction littérale du breton)
En début d’année, j’ai eu la chance de de passer 4 semaines au Cameroun, grâce à une invitation du Père Donatien Fotsi. Prêtre du diocèse de Nkongsamba et curé de Loum, il était venu l’été précédent dans notre diocèse pour un service pastoral sur la paroisse de Brest-Elorn. Notre rencontre a donné naissance à une vraie amitié, et il m’a proposé de me faire découvrir son pays.
La superficie du Cameroun, pays d’Afrique central équivaut à 85 % de celle de la France. Avec un peu plus de 30 millions d’habitants — soit la moitié de la population française pour une surface équivalente —, ce pays est riche d’une diversité linguistique et culturelle exceptionnelle : on y parle plus de 300 langues ! Le français et l’anglais sont les deux officielles : le français utilisé dans huit régions, et l’anglais dans deux régions de l’ouest, bordant le golfe de Guinée.
Depuis une décennie, ces régions anglophones sont secouées par un conflit opposant séparatistes et État qui est appelé : « Noso crisis » ou « Anglophone crisis ». Cette guerre a poussé 800 000 personnes à fuir leur foyer. À Loum, où je séjournais, beaucoup ont trouvé refuge. Autrefois exclusivement francophone, la ville est désormais bilingue. Les réfugiés anglophones y ont été bien accueillis, dynamisant au passage l’économie locale.
Située à 100 km de Douala et à 70 km de la région de Noso (région anglophone), Loum compte 50 000 habitants. La plupart vivent dans de modestes maisons ou cabanes en bois. J’ai été étonné de voir autant de personnes loger sous un même toit.

Au cœur de la ville, se trouve la belle église Saint-Jean-Marie Vianney construite récemment. Le premier dimanche de mon séjour coïncidait avec la fête paroissiale pour les vœux de la nouvelle année. Le matin, une messe solennelle a été célébrée, rythmée par des chants et des danses au son des percussions et du balafon. Quelle émotion d’entendre les fidèles chanter dans leurs langues locales — six sont parlées dans le diocèse — et de les voir danser avec la même ferveur que le roi David devant l’Arche d’Alliance ! Le soir, les responsables de la paroisse nous avaient préparé un dîner somptueux et copieux : Ndolé, Koki, poissons braisés, bananes plantains, poulets DG… Le poivre et le piment cultivés dans la région donnent un goût unique aux différents plats. Et bien sûr, la soirée s’est achevée par un bal, où prêtres et paroissiens ont dansé ensemble, dans une ambiance joyeuse et fraternelle.
Le Père Donatien a pris le temps de me faire découvrir son diocèse et sa région : communautés religieuses, monastères, églises, petit et grand séminaires… J’ai même eu l’opportunité de visiter la prison de Nkongsamba pour y rencontrer les détenus. Mais c’est un autre voyage qui m’a particulièrement marqué : celui que j’ai effectué dans le diocèse voisin de Bafang, en pays Bamiléké.
Les Bamilékés, qui représentent 18 % de la population camerounaise, sont un peuple, à l’image des Léonards ici, qui sait travailler et compter. Fiers de leurs traditions, ils ont su préserver leurs coutumes et leurs langues. Le diocèse de Bafang, situé à l’ouest du pays, est situé à 1 500 mètres d’altitude. Le climat y est doux, avec des températures oscillant entre 18 °C la nuit et 25 °C le jour. Les routes, non goudronnées, sont tracées dans une argile rouge qui, une fois sèche, soulève des nuages de poussière. Cette terre argileuse sert aussi à fabriquer des briques pour la construction des maisons. Sous les rayons du soleil, elle teinte les visages et les paysages d’une lueur dorée, offrant un spectacle magnifique.
À Bamendjou, l’une des plus anciennes cités bamilékés, le Père Donatien m’a conduit au palais de M. Jean-Rameau Sokoudjou, l’un des plus grands chefs du Cameroun. À 90 ans, cet homme impressionne par sa vitalité et sa lucidité. Polygame — comme le veut la tradition des chefs camerounais, restés fidèles à leurs croyances ancestrales —, il compte trente épouses. Il nous a partagé un pan poignant de son histoire : torturé et emprisonné deux ans, de 1959 à 1961, par les Français pour son engagement dans la lutte pour l’indépendance du Cameroun, il a vu ses femmes violées par les soldats français et son palais détruit. Grâce à l’UNESCO, ce dernier a pu être restauré. En 1975, il a même été reçu par le pape Paul VI pour solliciter la canonisation d’un Camerounais ayant sacrifié sa vie pour sauver un prêtre pendant la guerre d’indépendance.
Ce voyage au Cameroun m’a marqué. Les paysages sont magnifiques, mais ce qui m’a le plus ému, c’est l’accueil des gens. Leur piété, leur chaleur et leur hospitalité m’ont donné envie de revenir très vite.