Accueil  -  Naved sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Naved sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Euz an 17 d’an 23 a viz Here 2021

Naved sul warn-ugent war ar bloaz (B)

Mk 10, 35-45

35 Tostaad a reas Jakez ha Yann ouz Jezuz hag e lavarjont dezañ :

— « Mestr, c’hoant or-befe e rafez evidom ar péz on-eus da houlenn diganeoh »

36 Respont a reas dezo :

— « Petra ho-peus c’hoant e rafen evidoh ? »

37— « Gra, emezo, ma vezim lakeet da azeza, unan en tu dehou, egile en tu kleiz dit en da hloar ».

38 Lavared avad a reas Jezuz dezo :

— « N’ouzoh ket petra emaoh o houlenn. Ha gouest oh da eva ar haliriad am-eus-me da eva ? pe da reseo ar vadeziant am-eus-me da gaoud ? ».

39 Respont a rejont :

— « Gouest om ! »

Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Ar haliriad a evan, a evot, hag ar vadeziant ma’z on badezet gantañ, a vezo roet deoh.

40 Evelato, azeza en tu dehou pe en tu kleiz din, n’eo ket din-me rei kement-se deoh. Bez’ e vo evid ar re m’eo dalhet ar plasou-ze ».

41 O veza klevet ar péz a lavare Jakez ha Yann ez eas droug en dég abostol all. 42 Gervel a reas Jezuz anezo d’e gaoud, hag e lavaras dezo :

— « Gouzoud a rit : ar re a weler e penn ar poblou, a ra o mistri warno, hag ar pennou braz a lak o galloud da ober kemend-all. 43 Ganeoh-c’hwi ne vo ket evel-se : piou bennag e-no c’hoant dond da veza braz, ra vo servicher deoh. 44 Ha piou bennag e-no c’hoant beza ar henta, ra vo servicher d’an oll. 45 Rag n’eo ket deuet Mab an Dén evid beza servichet, med evid servicha, ha rei e vuhez evid dasprena an oll dud ».

Lun 18 a viz Here
Sant Lukaz, avieler. Gouel

Lk 10, 1-9

1 E touez e ziskibien, e tibabas Jezuz daouzeg ha tri-ugent all, hag e kasas anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh m’ e-noa e-unan da vond enno. 2 Lavared a reas dezo :

— « Braz eo an eost, med micherourien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso micherourien da ober an eost.

3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na sandalennou.

Arabad chom en hent da zaludi dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : « Peoh d’an ti-mañ ». 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.

7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar péz a vo roet deoh, rag gounid a ra ar micherour e voneiz. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.

8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’ar re glañv a vo er gêr-ze, ha lavarit dezo : « Deuet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue ».

Meurz

Lk 12, 35-38

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

35 « Chomit en ho kwiskamant-servij, ho kouriz en-dro d’ho kroazlez, hag ho lampou war-elum. 36 Bezit heñvel ouz tud o hortoz o mestr pa zistroio euz an eured, evid digeri dezañ kerkent ha ma tigouezo, ha ma skoio war an nor. 37 Eüruz ar zervicherien a vo kavet dihun gand o mestr pa zistroio. E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio e houriz, hag ober dezo azeza ouz taol ; hag e vezint servichet gantañ an eil goude egile.

38 « Ma teu dezañ distrei war-dro hanternoz, pe deir eur diouz ar mintin, ha ma kav anezo evel-se : eüruz an dud-se ! »

Merher

Lk 12, 39-48

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

39 « Gouzoud a rit er-vad : ma ouezfe mestr an ti da béd eur e teuio al laer, ne laoskfe ket toulla moger e di.

40 « C’hwi ive, bezit prést : d’an eur na gav ket deoh, eo e teuio Mab an Dén ».

41 Neuze e lavaras Pèr :

— « Aotrou, evidom-ni eo e lavarez ar barabolenn-ze, pe evid an oll ?

42 Respont a reas an Aotrou :

— « Pehini eo ar merour féal ha fur a vo lakeet gand e vestr e penn e zervicherien, evid rei da bep hini, er poent, e lod gwiniz ? 43 Eüruz ar zervicher-ze a vo kavet gand e vestr oh ober evel-se, pa zistroio. 44 E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio anezañ da vestr war e oll vadou.

45 « Med, ma lavar ar zervicher-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr da zond », ha ma stag da skei gand ar vevelien hag ar mitizien, da zebri, da eva, ha d’en em vezvi, 46 neuze, pa zigouezo ar mestr d’an devez n’ema ket e zervicher o hortoz, ha d’an eur ne oar ket, e kaso anezañ diwar e dro, hag e vo lakeet gantañ e-touez an dud difeiz.

47 « Paka a raio kalz taoliou ar zervicher, hag a anavez bolontez e vestr, ha n’e-neus aozet netra, na greet hervez e volontez.

48 « Med an hini ne anaveze ket e volontez, hag e-neus meritet kaoud taoliou, hennez ne bako nemed nebeud.

Goulennet e vo kalz digand an hini ez eus bet roet kalz dezañ ; goulennet e vo muioh digand an hini ez eus bet fiziet kalz ennañ ».

Yaou

Lk 12, 49-53

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

49 « Deuet on da zigas tan war an douar, ha pegement e karfen e vefe krog a-benn bremañ !

50 « Bez’ ez eus eur vadeziant hag am-eus da reseo, ha pegen enkrezet on beteg ma vo kaset kement-se da benn.

51 « Ha kavoud a ra deoh ez on deuet da lakaad ar peoh war an douar ? N’eo ket, a lavaran deoh, med kentoh an dizunvaniez. 52 Rag diwar-vremañ, en eun tiad a bemp dén e vo dizunvaniez etrezo : tri a-eneb daou, ha daou a-eneb tri ; 53 disparti a vo : an tad a-eneb e vab, ar mab a-eneb e dad, ar vamm a-eneb he merh, ar verh a-eneb he mamm ; ar vamm-gaer a-eneb he merh-kaer, ar verh-kaer a-eneb he mamm-gaer ».

Gwener

Lk 12, 54-59

54 Lavared a ree Jezuz d’an dud :

— « Pa welit eur goumoulenn o sevel diouz tu ar huz-heol, e lavarit kerkent : « Ema ar glao o tond », hag e ra glao neuze.

55 « Ha pa welit an avel o c’houeza diouz tu ar hreizteiz, e lavarit : « Tomm-bah e vo », ar péz a hoarvez.

56 « Sperejou faoz a zo ahanoh ! Gouest oh da anavezoud an amzer diouz doareou an douar hag an oabl. Hag an amzer a-vremañ, penaoz n’oh ket gouest da anavezoud anezi ?

57 « Ha perag ne vuzuliit ket ive, drezoh-c’hwi hoh-unan, ar péz a zo just ? 58 Evel-se, pa ’z ez gand da enebour da gaoud an dén a lezenn, klask an tu, en eur ober hent, d’en em gleved gantañ, gand aon na vefes sachet gantañ dirag ar barner, ha lakeet etre daouarn ar gward, ha taolet er prizon gand hemañ.

59 « Lavared a ran dit : Ne ’z i ket er mêz ahano, ken n’ez-po paeet beteg ar gwenneg diweza ».

Sadorn

Lk 13, 1-9

1 En amzer-ze, e teuas eun nebeud tud da zigas kelou da Jezuz diwar-benn ar Halileaned lazet diwar urz Pilat, ha mesket o gwad gand hini o zakrifisou e oant o kinnig.

2 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ha kaoud a ra deoh e oa ar Halileaned-se brasoh peherien eged an oll dud all a Vro-Halilea, abalamour m’o-deus gouzañvet kement-se ? 3 Ne oant ket, a lavaran deoh. Ha ma ne droit ket ho kalon ouz Doue, ez eot oll da goll evelto.

4 « Hag an triweh a dud eo bet kouezet warno tour Siloe, hag a zo bet lazet : kavoud a ra deoh e oant kablusoh eged an oll dud all a zo o chom e Jeruzalem ? 5 Ne oant ket, a lavaran deoh. Ha ma ne droit ket ho kalon ouz Doue, ez eot oll da goll evelto.

6 Goude-ze, e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ :

— « Bez’ e-noa eun dén eur wezenn fiez plantet en e winieg. Dond a reas da glask frouez enni, ha ne gavas ket.

7 Hag e lavar da baotr ar winieg :

— « Abaoe tri bloaz, e teuan da glask frouez er wezenn fiez-mañ ha ne gavan ket. Troh anezi eta ; da ober petra derhel anezi da zuna an douar ? »

8 Med respont a reas egile :

— « Aotrou, laosk anezi bloaz c’hoaz ; amzer din da balad ha da lakaad teil en-dro dezi. 9 Ken buan all, e roio frouez hiviziken. Ma ne ro ket, e trohi anezi.