Euz ar 27 a viz Ebrel d’an 3 a viz Mae 2025
Goude maro Jezuz e oa,19 d’an deiz kenta euz ar zizun, diouz an abardaez. Prennet e oa bet gand an diskibien doriou an ti ma oant ennañ, gand aon rag ar Juzevien.
Dond a reas Jezuz, hag e oa aze en e-zav en o-zouez.
Lavared a reas dezo :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! »
20 Goude ar homzou-ze, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e gostez. O weled an Aotrou, e oe laouen-braz an diskibien.
21 A-nevez, e lavaras Jezuz dezo :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! Evel m’e-neus va Zad kaset ahanon, e kasan-me ahanoh d’am zro ».
22 Distaget gantañ ar homzou-ze, e c’hwezas warno, hag e lavaras :
— « Resevit ar Spered-Santel. 23 Ar re ho-po pardonet o fehejou dezo, e vint pardonet dezo ; hag ar re ho-po dalhet o fehejou outo, e vint dalhet ».
24 Tomaz a-vad, unan euz an Daouzeg, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), ne oa ket ganto, pa oa deuet Jezuz.
25 Lavared a reas an diskibien all dezañ :
— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »
Med respont a reas Tomaz dezo :
— « Ma ne welan ket merk an tachou en e zaouarn, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou, ma ne lakan ket va dorn en e gostez, nann, ne gredin ket ! ».
26 Eizteiz goude-ze, e oa adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz asamblez ganto. Degouezoud a reas Jezuz, daoust d’an doriou beza prennet, hag e oa aze en o-zouez. Lavared a reas :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».
27 Da houde e lavaras da Domaz :
— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn ; tosta da zorn, ha lak anezañ em hostez : paouez da veza diskredig, bez dén a feiz ».
28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme Tomaz dezañ.
29 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Abalamour m’az-peus gwelet ahanon, e kredez. Eüruz ar re a gred, hep beza gwelet ».
30 Stank eo ar zînou all bet greet gand Jezuz dirag e ziskibien, ha n’int ket bet skrivet el leor-mañ. 31 Med skrivet eo bet ar re-mañ, deoh-c’hwi da gredi eo Jezuz ar Hrist, Mab Doue, hag e-sèr kredi, kaoud ar vuhez en e ano.
1 E-touez ar Farizianed e oa eun dén, Nikodem e ano, unan euz Pennou-Braz ar Juzevien.
2 Dond a reas da gaoud Jezuz, e-pad an noz, hag e lavaras dezañ :
— « Mestr, gouzoud a ouezom ez oh deuet a-berz Doue da gelenn an dud, rag dén e-béd ne hell ober ar zînou a rez-te, ma ne vez ket Doue gantañ ».
3 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : dén, ma ne vez ket ganet a-nevez, ne hell gweled Rouantèlèz Doue ».
4 Respont a reas Nikodem dezañ :
— « Penaoz e hell eun dén beza ganet pa vez eet koz ? Daoust ha mond a hell adarre e kov e vamm ha beza ganet a-nevez ?
5 Respont a reas Jezuz :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : ne hell dén mond tre e Rouantèlèz Doue, ma ne vez ket ganet euz an dour hag euz ar Spered.
« 6 Kement a zo bet ganet diwar an natur-dén n’eo nemed natur-dén, ha kement a zo bet ganet euz ar Spered a zo spered. 7 Ne d-a ket da veza souezet ma ’m-eus lavaret dit : « Red eo deoh beza ganet a-nevez ».
8 « C’hweza a ra an avel en tu ma kar : kleved a rez he mouez, med ne ouezez ket nag euz peleh e teu, na da beleh ez a. Evel-se ema kont gand kement dén a zo ganet euz ar Spered ».
25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :
— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.
27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».
28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.
29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».
Derhel a ree Jezuz da gomz ouz Nikodem :
16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.
17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ. 18 An neb a gréd ennañ n’eo ket barnet ; an neb ne gréd ket ennañ a zo dija barnet, peogwir n’e-neus ket kredet en ano Mab unganet Doue.
19 « Ha setu ar Varnedigez : deuet eo ar sklêrijenn er béd, hag an dud o-deus kavet gwelloh an deñvalijenn kentoh eged ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberou.
20 Rag kement hini a ra an droug e-neus kas ouz ar sklêrijenn : ne zeu ket er sklêrijenn, gand aon na vefe diskuliet e oberou. 21 Med an hini a ra ar wirionez, a zeu er sklêrijenn, evid ma vo anad ez eo e oberou greet e Doue ».
13 Deuet Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, e houlennas ouz e ziskibien :
— « Piou eo Mab an dén, diouz ar péz a lavar an dud ? »
14 Respont a rejont :
— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Elïaz, evid re all c’hoaz, Jeremïaz pe unan euz ar brofeted ».
15–« Ha c’hwi, emezañ dezo, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »
16 Neuze, e respontas Simon-Pér en eur lavared :
— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo-buezeg ! »
17 Respont a reas Jezuz gand ar homzou-mañ :
— « Eüruz out, Simon, mab da Yonaz, rag n’eo ket ar horv nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : te zo roh, ha war ar roh-ze e savin va Iliz, ha ne vo ket galloud ar Maro treh dezi. 19 Rei a rin dit alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».
Hag e lavare Yann-Vadezour :
31 « An hini a zeu euz an Neh a zo a-uz d’an oll. An hini a zeu euz an douar e-neus da weled gand an douar, hag e komz euz traou an douar. An hini a zeu euz an Neñv a zo a-uz d’an oll ; 32 rei a ra testeni euz ar péz e-neus gwelet ha klevet, med ne ro dén digemer d’e desteni. 33 Med an hini a zigemer e desteni a embann ez eo Doue ar gwirionez.
34 Evid gwir, an hini a zo bel kaset gand Doue a lavar komzou Doue, abalamour ma ro Doue dezañ ar Spered hep konta.
35 Karet eo ar Mab gand an Tad, ha e laka pep tra etre e zaouarn.
36 An hini a gréd er Mab ema ar vuhez peurbaduz ennañ ; an hini na gréd ket er Mab ne welo ket ar vuhez ; med chom a ra kounnar Doue warnañ ».
1 Eet e oa Jezuz en tu all da vor Galilea, anvet ive : lenn Tiberiad.
2 War e lerh e teue e-leiz a dud, abalamour ma oa bet gwelet ganto ar zînou a ree war an dud klañv.
3 Sevel a reas Jezuz war ar menez, hag eh azezas eno, e ziskibien asamblez gantañ. 4 Tost a-vad, e oa ar Pask, gouel ar Juzevien. 5 Savet gantañ e zaoulagad, e welas Jezuz tud e-leiz o tond war-zu ennañ. Lavared a reas da Filip :
— « E peleh e hellfem prena bara evid rei dezo da zebri ? »
6 Komz a ree evel-se evid lakaad anezañ nehet, rag gouzoud a ouie mad-eñ petra e oa o vond da ober.
7 Respont a reas Filip :
— « Yalhad daou-hant deveziad labour ne vefe ket a-walh evid rei eun tammig bennag a vara da bep hini ».
8 Unan euz an diskibien, Andre, breur da Zimon-Pèr, a lavaras da Jezuz :
9 — « Bez’ ez eus amañ eur paotrig, pemp baraenn heiz ha daou besk gantañ. Med petra eo an dra-ze evid kement a dud ? »
10 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Lakait an dud da azeza ».
Founnuz e oa ar yeot en dachenn-ze. Azeza a rejont eta ; war-dro pemp mil gwaz a oa anezo.
11 Neuze e kemeras Jezuz ar baraennou, ha goude beza lavaret ar bedenn a drugarez, e roas anezo d’an dud a oa azezet eno. Rei a reas pesked dezo ive, kement ha ma karent.
12 P’o-doa bet o gwalh, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Dastumit an tammou chomet en dilerh, ma ne ’z aio netra da goll ».
13 Dastum a rejont anezo, ha karga daouzeg panerad gand tammou ar pemp baraenn heiz chomet a zilerh an dud o-doa drebet.
14 O weled ar zîn bet greet gand Jezuz, e lavaras an dud :
— « Hemañ eo, e gwironez, ar profet a zo da zond er béd ».
15 Med gouzoud a ouie Jezuz e oant o tond da dapoud krog ennañ evid lakaad anezañ da veza o roue. Neuze, en em dennas e-unan-penn, war ar menez.
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
6— « Bez ez on-me an hent, ar wirionez hag ar vuhez. N’ez a dén d’an Tad, nemed drezon-me.
7 « Peogwir eh anavezit ahanon, eh anavezit ive va Zad. Diwar-vremañ eh anavezit anezañ, hag ho-peus gwelet anezañ ».
8 Neuze, e lavaras Filip dezañ :
— « Aotrou, diskouez deom an Tad, hag e vo kement-se tra-walh evidom ».
9 Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Keid-all zo emaon asamblez ganeoh, ha ne anavezez ket ahanon, Filip ?
An hini a wél ahanon, a wél an Tad. Penaoz e hellez-te lavared : « Diskouez deom an Tad ? » 10 Ha ne gredez ket emaon en Tad hag an Tad ennon ? Ar homzou a lavaran deoh, n’eo ket ahanon va-unan eo e lavaran anezo. An Tad, Eñ hag a zo ennon, a ra e oberou dezañ e-unan.
11 « Kredit ahanon : Me a zo en Tad hag an Tad a zo ennon ; ha ma ne gredit ket ar péz a lavaran, kredit abalamour d’an oberou-ze.
12 « Ya, e gwirionez, e lavaran deoh kement-mañ : piou bennag a gréd ennon a raio, eñ ive, an oberou a ran, ha re vrasoh zokén, peogwir ez an da gaoud va Zad.
13 « Ober a rin kement a houlennot em ano, hag evel-se, e vo roet gloar d’an Tad dre ar Mab. 14 Ma houlennit eun dra bennag em ano, e roin anezañ deoh ».