Accueil  -  Pevare sizunvez amzer Fask (C)

Pevare sizunvez amzer Fask (C)

Euz an 11 d’ar 17 a viz Mae 2025

Pevare sul Fask

Yn 10, 27-30 (C)

Lavaret e-noa Jezuz d’ar Juzevien : « Me eo ar Pastor Mad ».

Lavared a reas dezo c’hoaz : 27 « Selaou a ra va deñved va mouez ; anavezoud a ran-me anezo, hag e teuont d’am heul. 8 Rei a ran dezo ar vuhez peurbaduz : ne d-aint biken da goll, ha dén e-béd ne ziframmo anezo euz va dorn. 29 Brasoh eged pep tra eo va Zad, hag e-neus roet anezo din, ha dén ne hell diframma anezo euz dorn an Tad.

30 « An Tad ha me n’om nemed unan ».

Lun

Yn 10, 1-10

Komz a ree Jezuz evel-henn d’ar Farizianed :

1 — « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini ne d-a ket e kraou an deñved dre an nor, med a bign dre eul leh all, hennez zo eul laer hag eur skraper.

2 « An hini a ya dre an nor eo pastor an deñved. 3 Digeri a ra ar porzier dezañ, ha selaou a ra an deñved e vouez. An deñved a zo dezañ, a vez galvet gantañ pep hini dre e ano, hag e lak anezo da vond er-mêz. 4 P’e-neus kaset e oll deñved er-mêz, e kerz en o-raog, hag ez eont d’e heul, rag anavezoud a reont e vouez.

5 « Ne d-aint ket da heul eun dén diavêz, med tehed a raint pell dioutañ, rag ne anavezont ket mouez an dud diavêz ».

6 Setu ar barabolenn lavaret gand Jezuz d’ar Farizianed, med ne gomprenjont ket ar péz e-noa c’hoant lavared dezo.

7 Abalamour da-ze, e lavaras Jezuz dezo adarre :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Me eo dor an deñved. 8 Laeron ha skraperien eo ar re oll a zo deuet em-raog ; med an deñved n’o-deus ket selaouet anezo.

9 « Bez’ ez on-me an nor : ma ’z eus unan o vond tre en eur dremen drezon-me, e vo salvet ; bez’ e hello mond ha dond, hag e kavo peuri. 10 Ne zeu al laer a-vad nemed evid laerez, laza ha distruja. Deuet on-me evid rei ar vuhez d’an deñved, ar vuhez e-leiz ».

Meurz

Yn 10, 22-30

22 Digouezoud a reas gouel Dedi an Templ, e Jeruzalem. Ar goañv e oa. 23 Mond ha dond a ree Jezuz en Templ, dindan porched Salomon. 24 En em voda a reas ar Juzevien en-dro dezañ, hag e lavarjont :

— « Beteg pe vare e laoski ahanom en arvar ? Ma ’z out-te ar Hrist, lavar deom frêz ».

25 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Lavaret em-eus deoh, ha ne gredit ket. An oberou a ran-me en ano va Zad, setu ar péz a ro testeni din. 26  Med c’hwi, ne gredit ket ahanon peogwir n’oh ket euz va deñved. 27 Va deñved a zelaou va mouez ; anavezoud a ran-me anezo, hag e teuont d’am heul. 28 Rei a ran dezo ar vuhez peurbaduz : ne d-aint biken da goll, ha dén e-béd ne ziframmo anezo euz va dorn. 29 Va Zad,hag e-neus roet anezo din, zo brasoh eged an oll, ha dén ne hell diframma anezo euz dorn an Tad.

30 « An Tad ha me n’om nemed unan ».

Merher 14 a viz Mae : Sant Mazeaz, abostol

Yn 15, 9-17

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

9 « Evel m’e-neus va Zad karet ahanon, em-eus, me ive, karet ahanoh. Chomit em harantez. 10 Ma virit va gourhemennou, e chomot em harantez, evel ma choman-me e karantez va Zad en eur vired e hourhemennou. 11 Kement-se am-eus lavaret deoh, evid ma vo va levenez ennoh, ha ma vo leun-barr ho levenez.

12 « Hemañ eo va gourhemenn din-me : En em garit an eil egile, evel m’em-eus karet ahanoh. 13 N’eus ket brasoh karantez eged rei ar vuhez evid ar re a garer.

14 « Mignoned din e vezot, ma rit ar péz a hourhemennan deoh.

15 « N’eo ket an ano a zervicher a roan deoh hiviziken, rag ar zervicher ne oar ket petra a ra e vestr. Bremañ e roan deoh an ano a vignon, rag kement am-eus klevet gand va Zad em-eus roet deoh da anaoud.

16 « N’eo ket c’hwi eo ho-peus dibabet ahanon ; med me eo em-eus dibabet ahanoh, ha roet karg deoh da vond ha da zougenn frouez, ha frouez paduz. Neuze, kement a houlennot digand va Zad, em ano, a vo roet deoh.

17 « Ar péz a hourhemennañ deoh eo en em gared an eil egile ».

Yaou

Yn 13, 16-20

Goude beza gwalhet treid e ziskibien, e komzas Jezuz evel-henn :

16 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr, nag ar hannad brasoh eged an hini e-neus kaset anezañ.

17 « O houzoud kement-se, e vezot eüruz, ma reot evel-se.

18 « N’eo ket ahanoh oll eo e komzan. Bez’ e ouezan-me pe re am-eus dibabet, med red eo d’ar Skritur dond da wir : « An hini a zebre ar bara ganin e-neus savet e zeul a-eneb din ».

19 « Kement-se a lavaran deoh bremañ, a-raog ma tigouezo, evid ma kredot « Ez On-me », pa zigouezo.

20 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : piou bennag a zigemer an hini a gasan, a zigemer ahanon me va-unan ; hag an hini a zigemer ahanon, a zigemer an hini on bet kaset gantañ ».

Gwener

Yn 14, 1-6

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

1 « Na laoskit ket ho kalon da veza strafuillet : kredi a rit e Doue, kredit ennon-me ive.

2 « E ti va Zad, ez eus meur a zemeurañs. Ma ne vije ket bet evel-se, daoust ha lavaret em-bije deoh : « Mond a ran da bourchas deoh eur plas » ? 3 Ha pa vin eet da bourchas deoh eur plas, e teuin en-dro da gemer ahanoh ganin, evid ma vezot, c’hwi ive, el leh m’emaon-me. 4 Evid mond d’al leh ma ’z an, eh anavezit an hent ».

5 Lavared a reas Tomaz dezañ :

— « Aotrou, n’ouzom ket da beleh emaout o vond. Penaoz e hellfem anavezoud an hent ? »

6 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Bez’ ez on-me an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez ; n’ez a dén d’an Tad, nemed drezon-me ».

Sadorn

Yn 14, 7-14

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

7 « Peogwir eh anavezit ahanon, eh anavezot ive va Zad. A-vremañ, eh anavezit anezañ, hag ho-peus gwelet anezañ ».

8 Lavared a reas Filip dezañ :

— « Aotrou, diskouez deom an Tad, hag ez eo tra-walh evidom ».

9 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Keid-all zo emaon ganeoh, ha ne anavezez ket ahanon, Filip ? An hini a wél ahanon a wél an Tad. Penaoz e hellez lavared : « Diskouez deom an Tad ? »

10 « Ha ne gredez ket eta emaon en Tad hag ema an Tad ennon ? Ar homzou a lavaran deoh, n’eo ket ahanon va-unan eo e lavaran anezo. An Tad, hag a zo ennon, a ra e oberou dezañ e-unan.

11 « Kredit ahanon : Me zo en Tad hag an Tad a zo ennon ; ma ne gredit ket ennon, kredit da vihanna abalamour d’an oberou o-unan.

12 « E gwironez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gréd ennon a raio an oberou a ran. Ober a raio reou brasoh zokén, peogwir ez an da gaoud va Zad. 13 Ha kement tra a houlennot em ano, e rin anezañ, hag evel-se e vo roet gloar d’an Tad dre ar Mab. 14 Pa houlennot eun dra bennag em ano, e rin-me anezañ ».