Accueil  -  C’hwehved sizunvez amzer Fask (C)

C’hwehved sizunvez amzer Fask (C)

Euz ar 25 d’an 31 a viz Mae 2025

C’hwehved sul Fask

Yn 14, 23-29 (C)

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

23 — « An hini a gar ahanon a zalho d’am Homz ha va Zad a garo anezañ ; dond a raim beteg ennañ, hag on demeurañs a raim ennañ.

24 « An neb ne gar ket ahanon, ne vir ket va Homz. Hogen, ar homzou a glevit n’eo ket va re-me int, med re an Tad e-neus kaset ahanon.

25 « Lavaret em-eus kement-mañ deoh e-keit m’emaon o chom asamblez ganeoh.

26 « Ar Skoazeller, ar Spered-Santel, a vo kaset deoh euz va ferz ; rei a raio deoh kemennadurez war bep tra, ha digas deoh da zoñj euz kement am-eus lavaret deoh.

27 « Ar peoh a laoskan ganeoh, va feoh a roan deoh ; n’eo ket evel ma ro ar béd eo e roan anezañ deoh. Na strafuill, na spont eta en ho kalon.

28 « Klevet ho-peus diganin : « Mond a ran kuit hag e teuan en-dro d’ho kaoud ». Ma karfeh ahanon, e vefeh laouen abalamour ma ’z an da gaoud an Tad, rag brasoh egedon eo an Tad. 29 Kement-se am-eus lavaret deoh bremañ, a-raog ma tigouezo, evid ma kredot pa zigouezo.

Lun

Yn 15, 26 – 16, 4

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

26 « Pa zeuio ar Skoazeller a gasin-me deoh a-berz va Zad, Spered ar Wirionez a zeu euz an Tad, Eñ a roio testeni diwar va fenn. 27 Ha c’hwi ive, a roio testeni din, abalamour m’emaoh ganin abaoe ar penn kenta.

16. 1 Kement-se am-eus lavaret deoh evid mired ahanoh da veza feuket. 2 Taolet e vezot er-mêz euz ar zinagogennou ; dond a ra zokén an eur d’ar re a gaso ahanoh d’ar maro, ma kredo dezo kinnig eur zakrifis da Zoue. 3 Ober a raint kement-se abalamour n’o-deus anavezet nag an Tad na me. 4 Med lavared a ran kement-se deoh, evid m’ho-po soñj, pa zeuio an eur, em-boa lavaret deoh. N’em-eus ket lavaret ze adaleg ar penn kenta, peogwir e oan ganeoh ».

Meurz

Yn 16, 5-11

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

5 « Mond a ran bremañ da gaoud an hini on bet kaset gantañ, ha ne houlenn hini e-béd ahanoh ouzin : « Da beleh emaout o vond ? » 6 Med ablamour m’em-eus lavaret an dra-ze deoh, eo bet karget ho kalon a dristidigez. 7 Koulskoude e lavaran deoh ar wirionez : Eun dra vad eo evidoh ez afen kuit, rag ma ne ’z an ket kuit, ne zeuio ket ar Skoazeller beteg ennoh ; med, ma ’z an kuit, e kasin anezañ deoh. 8 Hag e tiskouezo frêz d’ar béd ar pehed, ar justis hag ar varnedigez. 9 Ar pehed, e kement ha ne gredont ket ennon. 10 Ar justis, e kement ha ma ’z an da gaoud va Zad, ha ne welot mui ahanon. 11 Ar varnedigez, e kement ha m’eo bet barnet dija priñs ar béd-mañ ».

Merher

Yn 16, 12-15

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

12 « Kalz a draou am-eus c’hoaz da lavared deoh, med n’oh ket evid dougenn anezo bremañ. 13 Pa zeuio ar Spered a Wirionez, e viot renet gantañ er wirionez penn-da-benn, rag ar péz a lavaro ne zeuio ket anezañ, med ar péz e-nevo klevet e vo lavaret deoh gantañ ; hag ar péz a zo da zond a vo ziskleriet deoh gantañ. 14 Gloar a roio din, rag kemer a raio euz ar péz a zo din, evid diskleria anezañ deoh. 15 Kement a zo e kerz an Tad a zo din-me ; setu perag em-eus lavaret deoh e tigemero ar Spered euz ar péz a zo din evid diskleria anezañ deoh ».

Ar Yaou-Bask (C)

Lk 24, 46-53

En em ziskouez a reas Jezuz d’e ebestel, 46 hag e tigoras dezo o spered evid intent ar Skrituriou, en eur lavared dezo :

— « Evel-se eo skrivet enno : Diwaska poan a rañko ar Hrist ober, hag e savo a varo da veo d’an trede deiz ; 47 d’an oll boblou, ha da genta-oll da dud Jeruzalem, e vo embannet, en e ano, trei ar galon ouz Doue evid kaoud ar pardon euz ar pehejou.

48 « Deoh-c’hwi avad, eo beza tést a gement-se. 49 Hag emaon-me o vond da gas warnoh promesa va Zad. C’hwi avad, chomit e kêr beteg ma ziskenno warnoh eun nerz o tond euz an Neñvou ».

50 Goude-ze, e kasas Jezuz anezo tost da Vetania. Ha savet gantañ e zaouarn, e vennigas anezo. 51 Ha keid ha ma vennige anezo, e pelleas diouto hag e oe douget d’an Neñv. 52 Stoui a rejont dirazañ, ha distrei e kêr Jeruzalem, levenez vraz en o halon. 53 Hag e vezent dalhmad en Templ o kana meuleudi da Zoue.

Gwener

Yn 16, 20-23a

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

20 « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : gouela hag hirvoudi a reot-c’hwi, endra ma vo laouenedigez gand ar béd ; glaharet e vezot-c’hwi, med trei a raio ho klahar e levenez.

21 « Pa laka he hrouadur er béd, e vez ar vaouez en dristidigez, abalamour m’eo deuet ar mare eviti. Med eur wech ganet he hrouadur, n’he-devez mui a zoñj euz he foan, diwar al levenez ma ’z eus deuet eun dén war an douar.

22 « Evel-se, emaoh-c’hwi en dristidigez bremañ, med gweled a rin ahanoh en-dro, ha laouennaad a raio ho kalon, hag al levenez-se ne vo dén da lemel anezi diganeoh. 23 En deiz-se, ne reot goulenn e-béd kén ouzin war netra ».

Sadorn 31 a viz Mae
Gweladenn ar Werhez
(Gouel Mari e ti Elizabed)

Lk 1, 39-56

39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.

40 Mond a reas e-barz ti Zakarïaz, ha saludi Elizabed.

41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :

— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag, kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».

46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :

— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 abalamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.

« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.

50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.

51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.

52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.

53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.

54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».

56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.