Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 28

Salm 28

(Heb. 29)

Rentit d’an Aotrou gloar e Ano !

1 Rentit d’an Aotrou, mibien Doue,
Rentit d’an Aotrou gloar ha galloud.

2 Rentit d’an Aotrou gloar e Ano,
Adorit an Aotrou, skeduz a zantelez.

3 Mouez an Aotrou war an doureier *
An Doue a veurdez oc’h ober kurun,
An Aotrou war an doureier meur.

4 Mouez an Aotrou he-deus nerz,
Mouez an Aotrou he-deus splannder !

5 Mouez an Aotrou a zraill ar sedrez,
Drailla a ra an Aotrou sedrez al Liban !

6 Al Liban a lak da lammad evel eul leue,
Hag ar Sirion evel eur c’hole yaouank !

7 Mouez an Aotrou a strink flammou-tan *
8 Mouez an Aotrou a c’hej ar gouelec’h,
Mouez an Aotrou a c’hej gouelec’h Kadesh.

9 Mouez an Aotrou a c’hej ar gwez-dero,
A ziwisk ar c’hoajou,
Hag an oll en e dempl a youc’h : Gloar !

10 Da vare an Dour-beuz, an Aotrou a rene ;
Da viken, evel roue, e ren an Aotrou.

11 An Aotrou a roio nerz d’e bobl,
An Aotrou a vennigo e bobl gand ar peoc’h.

Roue eo an Aotrou, da viken e rouantelez !