Euz an 22 d’ar 27 a viz Mezeven 2025
11b Komz a ree Jezuz d’an dud diwar-benn Rouantèlèz Doue, ha parea ar re glañv.
12 Bez’ e oa an deiz war e ziskar. Tostaad a reas an Daouzeg ouz Jezuz ha lavared dezañ :
— « Lakait an dud-se da vond kuit, ma ’z aint er bourhadennou hag en atanchou tro-war-dro da glask lojeiz ha peadra da zebri, rag amañ emaom en eul leh distro ».
13 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « Roit dezo da zebri, c’hwi hoh-unan ».
Respont a rejont :
— « Ne z’eus ket ganeom ouspenn pemp baraenn ha daou besk ; med ha mond a rafem, ni on-unan, da brena peadra da zebri evid an oll dud-se ».
14 Bez’ e oa anezo war-dro pemp mil gwaz.
Lavared a reas Jezuz d’e ziskibien :
— « Lakait anezo da azeza a reñkadou a hanter-kant ».
15 Senti a rejont, ha lakaad an oll da azeza.
16 Kemer a reas Jezuz ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad war-zu an Neñv, e lavaras trugarez, e torras ar baraennou, hag e roas anezo d’e ziskibien, evid ingala anezo etre an dud.
17 Debri a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet ; ha dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga daouzeg panerad.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
1 « Na varnit ket ha ne vezot ket barnet. 2 Rag en doare ma varnot e vezot barnet, ha gand ar muzul ho-po muzuliet gantañ, e vo muzuliet deoh ive.
3 « Petra ez-peus da zelled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur ? Hag an treust a zo en da lagad-te da unan ne welez ket anezañ ? 4 Ha penaoz e hellez lavared d’az preur : Laosk ahanon da denna kuit ar blouzenn a zo en da lagad, pa ’z eus eun treust en da hini-te ?
5 « Dén faoz a zo ahanout ! Tenn kuit da genta an treust a zo en da lagad, ha neuze e weli sklêr evid tenna kuit euz lagad da vreur ar blouzenn a zo ennan ».
57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouenn ganti.
59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.
60 Lavared a reas e vamm, avad :
— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».
61 Med, lavared a reas ar re all dezi :
— « N’eus dén e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».
62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.
64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.
65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar péz a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :
— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »
Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.
80 Kreski a ree ar hrouadur ha digeri e spered. Mond a reas da jom en dezert beteg an deiz m’ en em ziskouezas da bobl Izrael.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
15 « Diwallit ouz ar fals-profeted : dond a reont etrezeg ennoh gwisket evel deñved, nemed e vint bleizi kriz anezo en diabarz. 16 Diouz o frouez eh anavezot anezo. Daoust ha kutuillet e vez rezin war ar spern, pe fïez war an askol ?
17 Evel-se, e ro kement gwezenn vad frouez kaer, hag e ro kement gwezenn vrein frouez fall. 18 Ne hell ket eur wezenn vad dougenn frouez fall, nag eur wezenn vrein dougenn frouez kaer. 19 Kement gwezenn ha na zoug ket a frouez kaer a vez trohet ha taolet en tan. 20 Diouz o frouez eta, eo eh anavezot anezo ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
21 « N’eo ket kement hini a lavar din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo a yelo e Rouantèlèz an Neñvou, med an hini a ra bolontez va Zad a zo en neñvou.
22 « En deiz-se, e lavaro din kalz a dud : « Aotrou ! Aotrou ! daoust ha n’eo ket en da ano eo on-eus komzet ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus kaset kuit an droug-sperejou ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus greet kalz burzudou ? »
23 « Disklêria a rin dezo neuze : « N’em-eus biskoaz anavezet ahanoh. Kit pell diouzin, c’hwi hag a ra an droug. 24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant vad, savet ti gantañ war ar garreg. 25 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar stèriou, c’hwezet o-deus an aveliou war an ti gand kounnar. N’eo ket pilet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.
26 « Heñvel eo avad an dén a zelaou va homzou hep senti outo, ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar stèriou, savet eo an aveliou hag o-deus c’hwezet war an ti. Pilet eo bet an ti en e boull ha dizahet en e béz ».
28 Echu gand Jezuz komz evel-se, e chome an dud skoet gand e gelennadurez. 29 Rag kelenn a ree anezo evel eun dén galloud dezañ, ha n’eo ket evel o Skribed.
3 Lavared a reas Jezuz ar barabolenn-mañ :
4 — « Pehini ahanoh, kant dañvad dezañ, ma c’hoarvez gantañ koll unan anezo, na zilez ket an naonteg ha pevar-ugent all en dezert, evid mond da glask an hini dianket, beteg m’e-no kavet anezañ ? 5 Pa z’eo bet kavet, e lak anezañ gand levenez war e ziskoaz, 6 hag degouzet er gêr, e halv e vignoned hag e amezeien, hag e lavar dezo : « Bezit laouen ganin, rag adkavet em-eus va dañvad, an hini a oa kollet ».
7 « Lavared a ran deoh : Evel-se, e vo levenez en Neñv diwar eur peher hepken e-neus troet e galon ouz Doue, muioh eged diwar naonteg ha pevar-ugent dén just, ha n’o-deus ket ezomm da drei o halon ouz Doue ».
41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.
42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.
43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.
44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.
46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.
48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :
— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».
49 Lavared a reas dezo :
— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ?»
50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.
51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.
Mired a ree e vamm kement-se oll en he halon.