Euz ar 17 d’an 23 a viz Eost 2025
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
49 « Deuet on da zigas tan war an douar, ha pegement e karfen e vefe krog a-benn bremañ !
50 « Bez’ ez eus eur vadeziant hag am-eus da reseo, ha pegen enkrezet on beteg ma vo kaset kement-se da benn.
51 « Ha kavoud a ra deoh ez on deuet da lakaad ar peoh war an douar ? N’eo ket, a lavaran deoh, med kentoh an dizunvaniez. 52 Rag diwar-vremañ, en eun tiad a bemp dén e vo dizunvaniez etrezo : tri a-eneb daou, ha daou a-eneb tri ; 53 disparti a vo : an tad a-eneb e vab, ar mab a-eneb e dad, ar vamm a-eneb he merh, ar verh a-eneb he mamm ; ar vamm-gaer a-eneb he merh-kaer, ar verh-kaer a-eneb he mamm-gaer ».
16 Tostaad a reas eun dén ouz Jezuz o lavared dezañ :
— « Mestr, petra a vad am-eus da ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz ? »
17 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Perag e rez goulennou ouzin diwar-benn ar péz a zo mad ? Doue eo an hini a zo mad, ha Doue hepkén ! M’az-peus c’hoant mond er vuhez, mir ar gourhemennou ».
18 — « Pere ? » emezañ.
Respont a reas Jezuz :
– « Ne lazi ket. Ne ri ket avoultriez. Ne laeri ket. Ne lavari ket falz-testeni. 19 Da dad ha da vamm a enori ; hag ive : da nesa a gari eveldout da-unan ».
20 Lavared a reas ar paotr yaouank dezañ :
— « Kement-se am-eus miret penn-da-benn. Petra a vank din c’hoaz ? »
21 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « M’az-peus c’hoant beza parfet, kee, gwerz kemend a zo dit, ha ro anezañ d’ar re baour, hag ez-po eun teñzor en neñvou. Goude-ze, deus d’am heul ».
22 O kleved kement-se, ez eas kuit ar paotr yaouank, pounner e galon, rag pinvidig braz e oa ».
23 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : Eun dén pinvidig a vo dïêz braz dezañ mond e Rouantèlèz Doue. 24 Lavared a ran deoh, eur wech c’hoaz : Êsoh eo d’eur hañval tremen dre eun toull-nadoz, eged d’eun dén pinvidig mond e Rouantèlèz Doue.
25 O kleved ar homzou-ze, e oe souezet-maro an diskibien, hag e lavarent :
— « Piou eta a hello beza salvet ? »
26 En eur zelled outo, e lavaras Jezuz :
— « An dud ez eo an dra-ze dreist d’o galloud, med Doue n’eus netra dreist d’e halloud ».
27 Neuze e lavaras Pèr da Jezuz :
— « Ha ni hag on-eus dilezet pep tra evid mond d’az heul, petra a dalvezo kement-se deom ?
28 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : Pa vo renevezet ar béd a-béz, pa azezo Mab an Dén war e drôn a hloar, e vezot, c’hwi ive hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzeg trôn evid barn daouzeg meuriad Izrael.
29 « Ha kement hini e-no dilezet tiez, breudeur, c’hoarezed, tad ha mamm, bugale pe barkeier, abalamour d’am ano, a resevo kant kwech muioh, ha da lod ar vuhez peurbaduz. 30 Kalz re genta a vo da ziweza, kalz re ziweza a vo da genta ».
Lavared a ree Jezuz ar barabolenn-mañ :
1 « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur penn-tiègèz, a yeas er-mêz kerkent ha tarz an deiz, da gemer e koumanant devezourien evid e winïeg.
2 « Marhad a reas ganto evid eun diner an devez (da lavared eo : eur péz arhant), hag e kasas anezo d’e winïeg.
3 « Eet er-mêz war-dro nav eur, e welas reou all aze, war ar blasenn, oh ober netra. 4 Ha da re-ze, e lavaras :
— « Kit, c’hwi ive, d’am gwinïeg, hag e roin deoh ar péz a zo just ».
5 « Hag ez ejont.
« Eet adarre war-dro kreisteiz, ha war-dro teir eur, e reas kemend-all.
6 War-dro pemp eur, ez eas c’hoaz er-mêz, hag e kavas reou all eno, hag e lavaras dezo :
— « Perag oh chomet aze, a-héd an deiz, oh ober netra ?
7 « Respont a rejont dezañ :
— « Peogwir n’eus deuet dén e-béd da glask ahanom ».
« Lavared a reas dezo :
— « Kit c’hwi ive d’am gwinieg ».
8 « Deuet an abardaez, e lavaras mestr ar winieg d’e verour :
— « Galv an devezourien ha ro dezo o fae, en eur vond euz ar re ziweza d’ar re genta ».
9 « Dond a reas ar re a oa staget da labourad da bemp eur, hag e oe roet dezo beb a ziner.
10 Pa zeuas tro ar re genta, e soñje dezo kaoud muioh, med reseo a rejont, int ive, beb a ziner.
11 En eur reseo o fae, e hrosmolent a-eneb ar penn-tiegez en eur lavared :
12 « Ar re-mañ, digouezet da ziweza, n’o-deus greet nemed eun eurvez labour, hag ho-peus roet dezo kement ha deom-ni, hag on-eus bet da houzañv beh an deiz hag an dommder ».
13 « Respont a reas ar mestr da unan anezo :
— « Va mignon, ne ran tamm gaou e-béd ouzit. Daoust ha n’eo ket evid eun diner eo ez-poa greet marhad ganin ? 14 Kemer ar péz a zo dit, ha kerz en da hent. Felloud a ra din rei d’an diweza-mañ kement ha dit. 15 Daoust ha n’em-eus ket aotre da ober ar péz a garan gand ar péz a zo din ? Pe gwarizi a vefe en da galon abalamour ma ’z on mad ? »
16 « Evel-se e vo ar re ziweza da genta, hag ar re genta da ziweza ».
1 Staga a reas Jezuz da gomz dre barabolennou :
2 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur roue oh ober lein-eured e vab. 3 Kas a reas e zervicherien da helver d’al lein ar re a oa bet pedet, med n’o-doa ket c’hoant ar re-mañ dond. 4 Kas a reas c’hoaz servicherien all en eur lavared dezo :
-– « Lavarit d’ar re a zo pedet : « Setu, pourchaset eo ar préd, lazet eo an tirvi hag al loened lard ; prést eo pep tra : deuit d’al lein-eured ».
5 « Med ne rejont ket a van, hag ez ejont, unan d’e bark, egile d’e genwerz. 6 Tapoud krog a reas ar re all er zervicherien, gwallgas anezo hag e oent lazet ganto.
7 « Eet droug ennañ, e kasas ar roue e zoudarded, hag e oe lazet ar vuntrerien ha lakeet an tan en o hêr.
8.« Lavared a reas neuze d’e zervicherien :
— « Prést eo al lein-eured, med an dud a oa bet pedet ne oant ket dîn da zond. 9 Kit eta dre ar hroaz-heñchou : pedit da zond d’al lein-eured an oll dud a gavot ».
10 « Mond a reas ar zervicherien dre an heñchou, boda an oll re a zigouezas ganto, fall ha mad, hag e oe leun a dud ar zal-eured.
11 « Dond a reas ar roue da zelled ouz an dud a oa ouz taol, hag eno, e welas eun dén ne oa tamm dillad-eured.e-béd gantañ. 12 Lavared a reas dezañ :
— « Va dén mad, penaoz out deuet amañ hep kaoud eun dillad-eured en dro dit ? »
« Ne lavaras grig. 13 Neuze e lavaras ar roue d’ar zervicherien :
— « Liammit dezañ e dreid hag e zaouarn, ha taolit anezañ er-mêz en deñvalijenn. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 14 Rag kalz a zo galvet, nebeud a-vad a zo dibabet ».
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz ebed ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.
En amzer-ze, e tisplegas Jezuz kement-mañ d’ar bobl ha d’e ziskibien :
2 — « Kelenn a ra ar Skribed hag ar Farizianed diwar gador Voizez. 3 Grit eta, ha mirit kement a lavaront deoh. N’it ket a-vad, da gemer skwer diwar o oberou, rag lavared a reont, ha ne reont ket.
4 « Eren a reont sammou pounner, ha karga anezo war ziouskoaz an dud, med ne fell ket dezo o-unan o diblas gand penn o biz.
5 « Kement a reont a-vad, eo evid beza gwelet gand an dud. Dougenn a reont warno o-unan rubanou ledan-kenañ, warno c’hoaz pennadou-skrid al Lezenn, hag ez eo hir-kenañ ar fleñch euz o mantilli. 6 Plijoud a ra dezo ar plasou a enor er prejou, ar plasou kenta er zinagogennou, 7 beza saludet war ar plasennou, ha beza anvet « rabbi » gand an dud.
8 « C’hwi a-vad, n’it ket da rei deoh an ano a « rabbi », rag n’ho-peus nemed eur mestr evid kelenn ahanoh, hag ez oh breudeur oll.
9 « Na roit da zén war an douar an ano a dad, rag n’ho-peus nemed eun Tad : an hini a zo en neñvou.
10 Na rit ket kennebeud rei deoh an ano a zoktor, rag n’ho-peus nemed eun doktor : ar Hrist.
11 « An hini brasa en ho-touez, ra vo servicher deoh. 12 Piou bennag en em lakaio uhel, a vo izelleet, ha piou bennag en em lakaio izel, a vo uhelleet.