Euz ar 14 d’an 20 a viz Gwengolo 2025
13 « Dén n’eo savet d’an Neñv, nemed an hini a zo diskennet euz an Neñv, Mab an Dén.
14 « Evel ma oe savet en uhel an naer arem gand Moïzez, en dezert, evel-se ive e rañko Mab an Dén beza savet en uhel, 15 evid m’e-no drezañ ar vuhez peurbaduz kement hini a gréd ennañ.
16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.
17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ ».
25 E kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwrég Kleofaz, ha Mari-Madalen.
26 O weled e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz dezi :
— « Maouez, setu amañ da vab ».
27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :
— « Setu amañ da vamm ».
Hag diwar an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.
33 Souezet e oa e dad hag e vamm, gand kement a glevent diwar e benn. 34 Rei a reas Simeon e vennoz dezo, hag e lavaras da Vari, e vamm :
— « Setu m’ema ar hrouadur-mañ o kas da goll hag o kas da veza salvet kalz a dud en Izrael ; bez’ e vo eur zîn, hag a lakaio enebiez da zevel war e goust, 35 ken na vo da galon dit-te treuzet gand eur hleze. Evel-se, e vo diskuliet ar zoñjou kuzet e kalon eur halz a dud ».
11 Bez’ e oa Jezuz o vond d’eur gêr, Naïm heh ano, e ziskibien hag e-leiz a dud oh ober hent gantañ. 12 En em gaoud a reas tost da zor-kêr, d’ar mare ma oad o kas eun dén maro d’ar véred. Intañvez e oa e vamm, ha n’he-doa nemetañ. Kalz tud a oa ouz he heul. 13 O weled an intañvez, e-noe Jezuz truez outi, hag e lavaras dezi :
— « Paouez da ouela ! »
14 Tostaad a reas hag e touchas ouz an arched. Ar re a zouge ar horv a jomas a-zav, hag e lavaras Jezuz :
— « Paotr yaouank, me a lavar dit, sao ! ».
15 Neuze, e savas an dén maro e gein, azeza war e hoazez, ha staga da gaozeal. Hag e roas Jezuz anezañ d’e vamm.
16 Kregi a reas aon enno-oll, hag e veulent Doue en eur lavared :
— « Savet ez eus eur profet braz en on-touez, ha deuet eo Doue da weled e bobl ».
17 Hag e redas ar homzou-ze diwar-benn Jezuz dre Vro-Judea a-béz, ha dre ar broiou tro-war-dro.
Lavared a ree Jezuz d’an dud :
31 « Ouz piou keñveria tud ar rummad-mañ ? Ouz piou ez int heñvel ?
32 « Heñvel int ouz bugale azezet war ar blasenn, hag o youhal an eil d’egile : « Sonet on-eus deoh gand ar fleüt, ha n’ho-peus ket dañset ; kanet on-eus klemmganou, ha n’ho-peus ket gouelet ».
33 « Rag deuet eo Yann ar Badezour ; ne zébr ket a vara, ha ne év ket a win, hag e lavarit :« Eun diaoul a zo ennañ ! »
34 « Deuet eo Mab an Dén ; debri hag eva a ra, hag e lavarit : « Setu eul lonteg hag eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien ».
35 « Gand he oll vugale avad eo bet rentet justis da Furnez an Aotrou Doue ».
36 Pedet e oa bet Jezuz gand eur Farizian da zrebi gantañ. Mond a reas d’e di, hag Eñ ouz taol.
37 Ha setu ma tigouezas eur vaouez euz kêr, eur beherez anezi. Klevet he-doa e oa Jezuz ouz taol e ti ar Farizian. Deuet e oa ganti eur podad alabastr leun a louzou-c’hwez-vad.
38 Dour e-leiz ganti en he daoulagad, e chome a-dreñv da Jezuz, e-harz e-dreid. Hag e teuas he daelou da goueza war dreid Jezuz. Seha a ree anezo gand he bleo, ha rei pokou dezo, ha skuilla warno louzou-c’hwez-vad.
39 O weled kement-se, e lavare ennañ e-unan ar Farizian e-noa pedet Jezuz :
« Ma vije bet hemañ eur profet, e-nije gouezet piou ha peseurt maouez eo an hini a zo o touch outañ : eur behéréz ! »
40 Neuze, e lavaras Jezuz :
— « Simon, eun dra bennag am-eus da lavared dit ».
— « Lavar, Mestr », emezañ.
Ha neuze Jezuz :
41 « Bez’ e-noa eur prester-arhant daou zleour : unan a oa dleour dezañ a bemp kant diner, egile a hanter-kant. 42 O veza ne hellent ket paea o dle, e roas diskarg d’an eil ha d’egile euz kement a zleent. 43 Pehini anezo a garo anezañ ar muia ? »
Respont a reas Simon :
« An hini, moarvad, e-neus bet ar brasa diskarg ».
— « Gwir a lavarez », eme Jezuz.
44 Trei a reas neuze war-zu ar vaouez en eur lavared da Zimon :
— « Gweled a rez ar vaouez-se. Deuet on en da di, ha n’az-peus ket skuillet dour war va zreid ; hi he-deus glepiet anezo gand he daelou, ha sehet anezo gand he bleo.
45 « N’az-peus ket poket din ; hi, abaoe m’eo deuet en ti, n’he-deus ket ehanet da rei pokou d’am zreid.
46 « N’az-peus ket skuillet louzou-c’hwez-vad war va fenn ; hi a-vad, he-deus skuillet war va zreid louzou-c’hwez-vad a briz braz.
47 « Abalamour da ze, e lavaran dit : pardonet eo dezi he fehejou, he fehejou ken stank, en abeg m’he-deus diskouezet kalz karantez. Med an hini a vez pardonet nebeud dezañ, a gar nebeud ».
48 Ha neuze d’ar vaouez :
— « Pardonet eo dit da behejou ».
49 Lavared a reas enno o-unan ar re a oa bet pedet : « Piou eo an dén-mañ, hag a ya beteg pardoni ar pehejou zokén ? »
50 Jezuz neuze d’ar vaouez :
— « Saveteet out bet gand da feiz. Kerz e peoh ».
1 C’hoarvezoud a reas gand Jezuz tremen a-dreuz kêriou ha bourhadennou, o prezeg hag oh embann Kelou-Mad Rouantèlèz Doue. Ouz e heul e oa an Daouzeg, 2 hag ive eun nebeud merhed, bet pareet gantañ diouz droug-sperejou ha kleñvejou : Mari, anvet Madalen, kaset kuit seiz diaoul diouti, 3 Janed, gwreg Kouza, merour Herodez, Suzanna ha meur a hini all a zikoure anezo diwar o madou.
4 Dond a ree tud euz pep kêr war-zu Jezuz, hag o veza ma oa e-leiz anezo bodet en-dro dezañ, e lavaras ar barabolenn-mañ :
5 — « Eet e oa an hader da hada e had, ha dre ma ’z ee o hada, e kouezas euz ar greun war bord an hent. Breset e oent gand an treid, ha debret gand laboused an Neñv.
6 « Koueza a reas eul lodenn all war ar vein ; diwan a rejont ha dizeha dre ziouer a hlebor.
7 « Koueza a reas eul lodenn all c’hoaz e-touez an dréz, hag e oent mouget gand an dréz o kreski d’o heul.
8 « Koueza a reas ive lod euz ar greun en douar mad ; sevel a rejont ha teuler frouez : kant evid unan.
Ha Jezuz neuze, a vouez kreñv :
— « An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! ».
9 Goulenn a reas e ziskibien outañ petra a oa da intent gand ar barabolenn-ze. 10 Respont a reas dezo :
— « Deoh-c’hwi eo roet da anaoud misteriou Rouantèlèz Doue ; d’ar re all a-vad eo dre barabolennou hepken. Evel-se : Selled a reont hep gweled, kleved a reont heb intent.
11 « Setu petra a dalvez ar barabolenn : an had eo Komz Doue.
12 « Bez’ ez eus lod tud hag a zo war bord an hent : ar re-ze o-deus klevet ; neuze e teu an diaoul, hag e lam kuit ar Gomz euz o halonou, gand aon na zeufent da gredi ha da veza salvet.
13 « Bez’ ez eus lod hag a zo war ar vein : pa glevont, e tigemeront ar Gomz gand levenez. Med n’o-deus ket a wriziou ; e-pad eur pennad amzer e kredont, med da vare an trubuillou, e troont kein d’ar feiz.
14 « Ar péz a zo kouezet e-mesk an dréz eo ar re a glèv, med diwar goust an trubuillou, ar binvidigez ha plijaduriou ar vuhez, e vezont mouget en hent ha ne zeuont ket da zarevi ».
15 « Hag ar péz a zo kouezet en douar mad eo ar re o-deus klevet ar Gomz gand eur galon eün ha mad, a vir anezi, hag a daol frouez en eur zerhel stard ».