Euz ar 14 d’an 20 a viz Mezeven 2026
36 O weled ar bobl tud, Jezuz a zavas truez en e galon outo, rag skuiz ha dilezet e oant, evel deñved héb pastor.
37 Neuze e lavaras d’e ziskibien : « Braz eo an eost. Al labourerien a-vad a zo nebeud anezo. 38 Pedit eta mestr an eost, ma kaso labourerien d’e eost ». 101 Gelver a reas neuze e zaouzeg diskibl, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou, evid o c’has kuit ha rei ar pare euz n’eus forz pe-seurt kleñved pe zempladurez. 2 Setu amañ anoiou an daouzeg abostol : Ar c’henta, Simon, anvet Pèr, hag Andre e vreur, Jakez, mab Zebede hag e vreur Yann ; 3 Filip ha Bertele, Tomaz ha Maze ar publikan, Jakez mab Alfe ha Tadde, 4 Simon ar Greduz ha Judaz Iskariot, an hini a werzas Jezuz.
5 An daouzeg-se a gasas en eur gemenn dezo : « N’it ket, emezañ, war-zu ar baianed, ha n’it ket e kêr e-béd euz ar Zamari. 6 It kentoc’h war-zu an deñved dianket euz pobl Izrael. 7 Dre ma ’z eoc’h, embannit eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, glannait an dud lor, roit ar vuez d’ar re varo, argasit an diaoulou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra. »
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
38 « Gouzoud a rit eo bet lavaret : Lagad evid lagad, dant evid dant.
39 Lavared a ran deoh avad chom heb ober kemend-all d’an dén droug ; er hontrol, ma vez skoet ganit war da jod dehou, tro c’hoaz da jod all.
40 « Ma fell da unan bennag ober prosez dit evid kaoud da dunikenn, laosk da vantell ive gantañ. 41 Ha ma teu unan bennag da waska warnout evid mond gantañ e-pad mil paz, chom gantañ e-pad daou vil.
42 « Ro d’an neb a houlenn diganit. Na dro ket kein d’an hini a houlenn diganit presta dezañ.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare deho :
43 « Klevet ho-peus eo bet lavaret : Kared a ri da nesa, ha droug ho-po ouz da enebour. 44 Ahanta ! Lavared a ran deoh : Karit hoh enebourien, ha pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evidoh da veza evel-se gwir vugale d’ho Tad a zo en neñv, rag lakaad a ra e heol da zevel war an dud droug koulz ha war ar re vad, hag ar glao da goueza war an dud just koulz ha war ar re n’int ket.
46 « Ewid gwir, m’ho-peus karantez evid ar re a gar ahanoh, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? Hag ar bublikaned ne reont ket kemend-all ? 47 Ha ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra zo dispar e kement-se ? Ar bayaned zokén, daoust ha ne reont ket kemend-all ?
48 C’hwi eta, bezit parfet, evel m’eo parfet ho Tad euz an neñv ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.
6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.
7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, war ar menez, e lavare dezo :
1 « Diwallit da ober hoh oberou-mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-po digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.
2 « Neuze eta, pa rez aluzenn, arabad dit seni gand ar hornboud dirazout, evel ma ra ar re a vez er zinagogennou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez, e lavaran dit : bez’ o-deus dija o digoll.
3 « Te avad, pa rez aluzenn, ra jomo da zorn kleiz hep gouzoud ar péz a ro da zorn dehou, 4 hag evel-se, e chomo da aluzenn e kuz ; ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento anezi dit ».
5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.
6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.
16 « Ha pa vezit o yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o fenn teñval, evid ma vo sklêr d’an dud emaint o yun. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus bet dija o digoll.
17 « Te avad, pa vezez o yun, taol louzou-c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da fas. 18 Evel-se, ne vo anavezet gand dén e-béd emaout o yun, nemed gand da Dad hag a zo e pep leh kuz, ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».
9 « C’hwi eta, pedit evel-henn :
« On Tad, hag a zo en neñv,
« Hoh ano beza santelleet,
10 « Ho Rouantèlèz deuet deom,
« Ho polontez bezet greet war an douar evel en neñv.
11 « Roit deom hirio or bara pemdezieg.
12 « Pardonit deom or pehejou,
evel ma pardonom d’ar re o-deus manket ouzom.
13 « Mirit ouzom da goueza en tentadur,
« Med on diwallit diouz an Droug.
14 « Rag ma pardonit o mankou d’an dud, e pardono ho Tad euz an neñv deoh ive.
15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
19 « Na zastumit ket teñzoriou evidoh war an douar, el leh ma teu ar preñved hag an tartouzed a-benn euz pep tra, el leh ma teu al laeron da doulla ar mogeriou evid ober o laeroñsiou.
20 Med bergnit evidoh teñzoriou en neñvou, el leh ne ra droug na tartouzed na preñved, el leh ne zeu ket al laeron da doulla ar mogeriou evid ober e laeronsiou. 21 Rag el leh m’ema da deñzor, eno ive e vo da galon.
22 « Lamp ar horv eo al lagad. Mar d-eo sklêr da lagad eta, e vo da gorv a-béz er sklêrijenn. 23 Med mar d-eo fall da lagad, e vo da gorv en e béz en deñvalijenn. Neuze ’ta, mar d-eo teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout, pebez teñvalijenn ! »
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
24 Ne hell dén e-bed servicha daou vestr : pe e-no kasoni ouz unan, ha karantez ouz egile, pe e vo tomm ouz unan hag e tisprijo egile. Ne hellit ket servicha war eun dro Doue hag an Arhant.
25 « Rag-se e lavaran deoh : Na vezit ket chalet evid ho puhez, o klask gouzoud petra ho-po da zebri, nag evid ho korv penaoz e vezot gwisket. Daoust ha ne dalv ket ar vuhez muioh eged ar boued, hag ar horv muioh eged an dillad ?
26 « Sellit ouz al laboused a nij a-zioh ho penn : n’ouzont nag hada na medi, na dastum er grignoliou, koulskoude e vezont maget gand ho Tad euz an neñv. Ha c’hwi, daoust ha ne dalvezit ket kalz muioh egeto ?
27 « Pehini ahanoh a hell, dre forz beza nehet, astenn e vuhez euz eun ilinad hepkén ?
28 « Ha diwar-benn an dillad, perag beza nehet ? Sellit ouz lili ar parkeier, penaoz e kreskont : n’ouzont na labourad na neza. 29 Lavared a ran deoh avad, ar Roue Salomon e-unan, e-kreiz e hloar, ne oa ket gwisket ken kaer hag hini pe hini anezo.
30 « Ma teu eta Doue da wiska ken kaer yeot ar mêziou, hag a zo beo hirio ha warhoaz e vo taolet en tan, pegement muioh ne raio ket evidoh, tud laosk en ho feiz ?
31 « Arabad deoh eta beza ken nehet ; na lavarit ket : petra on-devezo da zebri, pe : petra on-devezo da eva ? Pe c’hoaz : gand petra e vezim gwisket ? 32 Kement-se oll e vez ar bayaned o klask. Med gouzoud a oar mad ho Tad euz an neñv ho-peus ezomm euz kement-se oll.
33 « Klaskit da genta Rouantèlèz Doue hag e zantèlèz, hag e vo roet kement-se oll deoh war ar marhad.
34 « Na vezit ket nehet gand an deiz war-lerh : kemer preder a raio an deiz da zond gantañ e-unan ; da bep devez eo tra-walh e lod a boan ».