Accueil  -  Pempzegved sizunvez war ar bloaz (A)

Pempzegved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz 12 d’an 18 a viz Gouere 2026

Pempzegved sul war ar bloaz (A)

Mz 13, 1-23 (A)

1 En devez-se, eet er-mêz euz an ti, e oa Jezuz azezet war vord ar mor. 2 Kement a dud a zeuas en-dro dezañ ma savas en eur vag, hag eh azezas enni ; hag e oa an oll dud war an aot. 3 Kentelia a reas anezo war kalz a draou dre barabolennou :

4 — « Setu an hader o vond da hada. E-pad ma oa oh hada, e kouez greun a-hed an hent. Deuet al laboused, hag eet ar greun ganto.

5 « Kouezet ez eus greun ive war eun takad meineg, el leh ma ne oa ket kalz a zouar. Diwan a ra an had raktal, o veza ma ne oa ket kalz a zouar. 6 Pa ’z eo bet savet an heol, eo bet skaotet, ha dizehet dre ma n’e-noa ket a wriziou.

7 « Kouez a ra greun c’hoaz e-touez ar spern. Kreski a ra ar spern, hag e teu da vouga anezo.

8 « Koueza a ra had c’hoaz war an douar mad, ha dougen frouez : kant, tri-ugent, tregont evid unan.

9 « An hini e-neus diskouarn, ra glevo ! »

10 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, ha goulenn outañ :

— « Perag e komzez d’an dud dre barabolennou ? »

11 — « Deoh-c’hwi, emezañ, eo roet da anaoud misteriou Rouantèlèz an neñv, med d’ar re-mañ n’eo ket. 12 Roet e vo d’an neb e-neus, hag e vo puill-puill ar péz e-no ; an hini n’e-neus ket, e vo dilamet digantañ ar péz e-neus zokén. 13 Ma komzan dezo dre barabolennou, eo abalamour ma welont hep gweled, ha ma klevont hep kleved nag intent.

14 « Evel-se, e teu da wir evito komzou ar profet Izaïaz :

« Kaer ho-po kleved, ne intentot ket,
« kaer ho-po selled, ne welot ket.
15 « Poud eo deuet da veza spered an dud-se,
« stanket o-deus o diskouarn,
« serret o-deus o daoulagad,
« gand aon na zeufe o daoulagad da weled,
« o diskouarn da gleved,
« o spered da intent,
« o halon da drei ouz Doue,
« – hag e vint pareet ganin »
.

16 « Evidoh-c’hwi, eüruz ho taoulagad, peogwir e welont, ho tiskouarn, peogwir e klevont. 17 E gwirionez, e lavaran deoh : c’hoant o-deus bet kalz a brofeted hag a dud santel da weled ar péz a welit, ha n’o-deus ket gwelet, da gleved ar péz a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».

18 « C’hwi eta, intentit parabolenn an hader :

19 « Pa glèv an dén Komz ar Rouantèlèz hep intent anezi, e tigouez an droug-spered, hag e kas gantañ kement a zo bet hadet e kalon an dén-ze. Hennez eo an takad bet hadet a-hed an hent.

20 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had en eun douar meineg, an dén a glèv ar Gomz, a zigemer anezi raktal gand joa ; 21 med n’eus ket a wriziou ennañ, bez’ ez eo eun dén euz eur mare hepken : pa zav trubuill pe heskinèrèz diwar goust ar Gomz, e vez strobet dioustu.

22 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had e-touez ar spern, an dén a glèv ar Gomz ; med trabas ar béd-mañ, touellèrèz ar madou a voug ar Gomz, ha ne zav tamm frouez e-béd diwarni.

23 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had en douar mad, an hini a glèv ar Gomz hag a intent anezi : dougenn a ra frouez : kant, tri-ugent, tregont diwar unan ».

Lun

Mz 10, 34-11, 1

Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg Abostol :

34 « N’it ket da gredi e vefen deuet da zigas ar peoh war an douar ; n’on ket deuet de zigas ar peoh, med ar hleze. 35 Rag deuet on da lakaad ar mab da zevel a-eneb e dad, ar verh a-eneb he mamm, ar verh-kaer a-eneb he mamm-gaer : 36 enebourien pep hini a vo tud e dïad dezañ e-unan.

37 « An neb a gar e dad pe e vamm muioh egedon, n’eo ket dîn ahanon. An neb a gar e vab pe e verh muioh egedon, n’eo ket dîn ahanon.

38 « An neb ne zamm ket e groaz ha ne zeu ket d’am heul, n’eo ket dîn ahanon.

39 An neb e-neus dalhet d’e vuhez, a hollo anezi. An hini e-neus kollet e vuhez abalamour din, a zalho anezi.

40 « An neb a ro digemer deoh, a ro digemer din va-unan ; hag an neb a ro digemer din, a ro digemer d’an Hini on bet kaset gantañ.

41 « Piou bennag a roio digemer d’eur profet, evel profet, e-no digoll eur profet. Piou bennag a zigemero eun dén just, evel dén just, e-no digoll eun dén just.

42 « Piou bennag a roio da eva, pa ne vefe nemed eur werennad dour frésk, da unan euz ar re vihanna-man, abalamour ma ’z eo diskib din, e gwirionez, e lavaran deoh, e vo roet dezañ digoll eun dén just ».

11.1 Echu gantañ rei e genteliou d’e zaouzeg diskib, ez eas Jezuz kuit ahalese, evid mond da gelenn ha da brezeg e kêriou ar vro.

Meurz

Mz 11, 20-24

20 Staga a reas Jezuz da ober rebechou d’ar hêriou m’e-noa greet enno an darn vrasa euz e vurzudou, ha ma oant chomet hep trei o halon ouz Doue :

21 — « Gwaz-a-ze dit, Korozain ! Gwaz-a-ze dit Betsaida ! rag ma vije bet en em gavet gwechall, e Tir hag e Sidon, ar burzudou en em gavet en ho-touez, e vefe bet ar hêriou-ze troet ouz Doue, en dillad reun hag el ludu.

22 « Ya, lavared an ran deoh : da zeiz ar varn, ne vezo ket ken rust evid Tir ha Sidon hag evidoh-c’hwi.

23 « Ha te Kafarnaom, daoust ha savet e vezi eta beteg an neñv ? Ne vezi ket, diskenn a ri beteg an iverniou. Rag ma vije bet en em gavet e Sodom ar burzudou bet en em gavet ennout, e vije bet ar gêr-ze en he-zav hirio c’hoaz. 24 Ya, lavared a ran deoh : da zeiz ar varn, ne vezo ket Bro-Zodom kastizet ken rust hag ar péz a vo greet en da geñver dit-te ».

Merher

Mz 11, 25-27

25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :

— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.

27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».

Yaou

Mz 11, 28-30

En amzer-ze, e lavaras Jezuz ar homzou-mañ :

28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.

29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».

Gwener

Mz 12, 1-8

1 En amzer-ze, d’eun deiz sabat, e oa Jezuz o treuzi parkajou gwiniz ; e ziskibien deuet naon dezo en em lakeas da gutuill pennou-éd, ha debri anezo. 2 O weled kement-se, e lavaras ar Farizianed dezañ :

— « Ema da ziskibien oh ober eun dra ha n’eo ket aotreet ober d’an deiz sabat ».

3 Med lavared a reas Jezuz dezo :

— « Ha n’ho-peus ket lennet ar péz a reas David p’e-noe naon, eñ hag ar re a oa asamblez gantañ ? 4 Mond a reas tre e ti Doue ha debri baraennou ar hinnig ; ne oa ket avad aotreet debri anezo, na dezañ na d’ar re a oa gantañ, med d’ar veleien hepkén.

5 « Pe c’hoaz, n’ho-peus ket lennet el Lezenn, e torr ar veleien ar zabat, da zeiz ar zabat, en Templ, heb ober pehed e-béd ?

6 « Hogen, lavared a ran deoh : bez’ ez eus amañ brasoh eged an Templ. 7 M’ho- pefe komprenet ar homzou-mañ : « An drugarez eo a glaskan, ha n’eo ket ar zakrifis », n’ho-pefe ket kondaonet tud didamall. 8 Rag mestr eo Mab an Dén war ar zabat ».

Sadorn

Mz 12, 14-21

14 Derhel a reas ar Farizianed kuzul a-eneb Jezuz war an doare da gas anezañ da goll. 15 Med bet anaoudègèz dezañ a gement-se, en em dennas Jezuz ahalese. Mond a reas e-leiz a dud d’e heul, hag e pareas anezo oll. 16 Med divenn a reas krenn outo kaozeal diwar e benn. 17 Evel-se, e vefe sevenet komzou ar profet Izaïaz :

18 « Setu va zervicher bet dibabet ganin,
Va mui-karet, a gavan va dudi ennañ.
« Va Spered a lakain warnañ,
« hag e roio da anaoud ar gwir d’ar poblou payan.
19 « Ne glasko ket afer ouz an dud, ne youho ket,
« ne vo ket klevet e vouez war ar plasennou.
20 « Ne flastro ket ar raosklenn vrevet,
« ne vougo ket ar vechenn a zo c’hoaz o tivogedi,
« ken na vo kaset gantañ ar gwir beteg an treh.
21 « En e ano, e lakaio ar poblou o esperañs ».