Euz an 23 d’an 29 a viz Eost 2026
13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :
— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »
14 Respont a rejont :
— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».
15 Lavared a reas Jezuz dezo :
– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »
16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :
— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »
17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :
— « Eüruz out, Simon, mab da Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po ereet war an douar, a vo ereet en neñv, ha kement az-po diereet war an douar, a vo diereet en neñv ».
20 Neuze e roas urz d’e ziskibien da jom hep lavared da zén e oa Eñ ar Hrist.
45 Mond a ra Filip da gaoud Natanael, hag e lavar dezañ :
— « An hini a zo bet skrivet diwar e benn gand Moizez el Lezenn ha gand ar Brofeted, kavet on-eus anezañ : Jezuz eo, mab Jozef euz Nazared ».
Respont a ra Natanael dezañ :
— 46 Daoust hag euz Nazared e hell dond eun dra bennag a vad ? »
— « Deus hag e weli », eme Filip dezañ.
47 Pa wél Jezuz Natanael o tond war-zu ennañ, e lavar diwar e benn :
— « Setu evid gwir eun Izraelad : n’eus netra faoz ennañ ».
48 Goulenn a ra Natanael outañ :
— « A-beleh eh anavezez-te ahanon ? »
Respont a ra Jezuz dezañ :
— « Araog ma ’z out bet galvet gand Filip, pa oas dindan ar wezenn-fïez, em-eus gwelet ahanout ».
49 Ha Natanael dezañ :
— « Rabbi, bez’ ez out Mab Doue ! Bez’ ez out Roue Izrael ! »
50 Respont a ra Jezuz dezañ :
–-« Abalamour m’em-eus lavaret dit : « Gwelet em-eus ahanout dindan ar wezenn-fiez », e kredez ! Brasoh eged-se e weli. »
51 Hag e lavar c’hoaz :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Gweled a reot an Neñv digor, hag Êlez Doue o sevel hag o tiskenn a-uz da Vab an Dén ».
Lavared a ree Jezuz :
23 « Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a bae an deog war ar vent, ar fanouill hag ar houmin, e-keid ha ma rit fae war ar péz a zo ar pouezusa el Lezenn : ar justis, an drugarez hag al lealded. Setu ar péz e oa réd ober heb lezel a-gostez ar peurest. 24 Blenierien zall : diwall a rit da lonka eur huibuenn, e-keid ha ma lonkit eur hañval !
25 « Gwaz-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a gempenn an diavêz euz ar werenn hag euz ar plad, e-keid ha ma ’z eo leun an diabarz euz frouez al laeronsi hag al lontègèz. 26 Farizian dall ! Kempenn da genta diabarz ar werenn evid ma teuio an diavêz da veza nêt ive ».
Lavared a ree Jezuz :
27 « Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz ! C’hwi hag a zo heñvel ouz beziou gwennet gand lêz-raz : kaer ez int da weled diouz an diavêz, med en diabarz, ez int leun a eskern tud varo hag a bep seurt loustoni.
28 « Evel-se ive, diouz an diavêz, ez oh, evid an dud, tud just da weled ; en diabarz avad, ez oh leun a falsentez hag a fallagriez.
29 Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a zav beziou ar brofeted, hag a laka kinkladuriou en-dro da veziou an dud just. 30 Hag e lavarit : « Ma vefem bet war an douar en amzer on tadou-koz, n’or-befe ket kemeret perz ganto da skuill gwad ar brofeted ». 31 Evel-se, e tougit testeni a-eneb deoh hoh-unan : bugale oh d’ar re o-deus lazet ar brofeted. 32 Dalhit da ober gwasoh eged ar péz o-deus greet ho takou-koz ! ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez :
42 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da zeiz e teuio ho Mestr.
43 « Intentit mad : m’e-nefe gouezet mestr an ti, da béd eur euz an noz e oa al laer da zond, e vefe chomet war héd, ha n’e-nefe ket laosket toulla moger e di. 44 Bezit eta prést, c’hwi ive : dond a raio Mab an Dén d’an eur na zoñjit ket deoh ».
45 Pehini eo eta ar zervicher féal ha fur, bet karget gand ar mestr da rén war dud e di, ha da rei dezo o boued d’ar mare ?
46 « Eûruz ar zervicher a vo kavet hoh ober evel-se, gand e vestr pa zigouezo ! 47 E gwirionez, e lavaran deoh : rei a raio dezañ ar garg euz e oll vadou.
48 « Med ma lavar ar zervicher fall-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr » 49 ha ma stag da skei gand e gompagnuned, da zebri ha da eva gand al lonkerien, 50 neuze, pa zistroio ar mestr d’an deiz n’ema ket e zervicher o hortoz anezañ ha d’an eur ne oar ket, 51 e kaso ar zervicher-ze kuit, hag e raio dezañ evel d’an dud faoz. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :
1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.
2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.
5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.
6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :
— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »
7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :
— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».
9 « Respont a reas ar re fur dezo :
— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».
10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :
— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »
12 « Med respont a reas dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».
13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».
17 Kaset e oa bet tud gand ar roue Herodez da dapoud krog e Yann-Vadezour, ha chadenna anezañ er prizon, abalamour da Herodiadez : deuet e oa houmañ da veza gwrég da Herodez daoust ha ma oa pried d’e vreur Filip. 18 Lavared a ree Yann da Herodez : « N’az-peus ket ar gwir da zelher ganit gwrég da vreur ».
19 Kasoni he-doa eta Herodiadez outañ, hag he-doa c’hoant da gas anezañ d’ar maro, med ne helle ket, 20 rag aon e-noa Herodez ouz Yann, o houzoud e oa eun dén just ha santel ; difenn a ree anezañ. P’e-neze klevet anezañ, e veze nehet braz, ha koulskoude e plije dezañ selaou anezañ.
21 Med digouezoud a reas eun dro vad, pa roas Herodez, da geñver e zeiz-ha-bloaz, eur bañvez d’e dud e karg, d’e ofïserien ha d’an dud a reñk uhel euz Bro-Halilea.
22 Dond a reas merh Herodiadez da zañsal, hag e plijas da Herodez ha d’e gouvidi. Neuze, e lavaras ar roue d’ar plah yaouank :
— « Goulenn diganin ar péz a gerez, hag e roin dit ».
23 Hag e touas dezi :
— « Kement a houlenni diganin, a roin dit, ha pa vefe an hanter euz va rouantèlèz ».
24 Mond a reas ar plah er-mêz, hag e lavaras d’he mamm :
— « Petra a houlennin ? »
Respont a reas hi :
— « Penn Yann, ar Badezour ».
25 Gand mall, e tistroas ar plah yaouank da gaoud ar roue, hag e lavaras dezañ :
— « Felloud a ra din, e rofez din dioustu, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».
26 Rannet braz e oe kalon Herodez, med abalamour d’e le ha d’e gouvidi, ne fellas ket dezañ nah he goulenn outi.
27 Dioustu, e kasas ar roue eur gward, gand an urz da zigas penn Yann. Mond a reas ar gward da zibenna Yann en e brizon. 28 Digas a reas ar penn war eur plad, rei anezañ d’ar plah yaouank, hag ar plah yaouank a roas anezañ d’he mamm.
29 Pa glevas diskibien Yann ar helou-ze, e teujont da gemer e gorv, hag e lakejont anezañ en eur béz.