Euz ar 30 a viz Eost d’ar 5 a viz Gwengolo 2026
Lavaret e oa bet gand Pèr da Jezuz : « Te eo ar Hrist, mab an Doue beo ».
21 Adaleg ar mare-ze, e stagas Jezuz da ziskouez d’e ziskibien e rañke dezañ mond da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berz Pennou-Braz ar bobl, Priñsed ar Veleien hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha d’an trede deiz, adsevel da veo.
22 Tenna a reas Pèr anezañ gantañ a-gostez, hag e stagas da hrozmolad anezañ :
— « Doue ra viro, Aotrou ! Ne hoarvezo ket kement-se ganit ! »
23 Med en eur zistrei, e lavaras Jezuz da Bèr :
— « Kerz a-dreñv din Satan ! Eur skoill out dirazon : n’ema ket skiant Doue ganit, med skiant an dud. »
24 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz, ha dond d’am heul. 25 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din, a viro anezi.
26 « Petra a dalvezo d’an dén gounid ar béd oll, ma teu dezañ koll e vuhez ? Ha petra a hello an dén rei evid kavoud e vuhez en-dro ? 27 Rag ema Mab an Dén o tond gand e êlez e gloar e Dad ; neuze e roio da bep hini diouz e oberou ».
16 Dond a reas da Nazared, el leh ma oa bet savet, hag ez eas d’ar zinagogenn, evel ma oa boaz da ober da zeiz ar zabat. Sevel a reas en e-zav evid ober al lennadenn.
17 Roet e oe dezañ leor ar Profet Izaïaz. Digoret al leor gantañ, e kavas ar pennad m’eo skrivet ennañ :
18 « Ema Spered an Aotrou warnon,
abalamour m’e-neus sakret ahanon.
19 Kaset on bet gantañ evid prezeg ar Helou Mad d’ar beorien,
evid embann d’ar brizonidi e vezint dijadennet,
ha d’an dud dall, e welint sklêr,
d’ar re zo gwasket, e vezint diboaniet,
19 hag evid embann eur bloavez a vadelez a-berz an Aotrou Doue ».
20 Serri a reas al leor, rei anezañ d’ar zervicher, hag azeza. Bez’ e oa an oll dud er zinagogenn, o daoulagad paret warnañ ganto.
21 Neuze, e lavaras dezo :
— « Hirio eo kaset da benn ar homzou-ze euz ar Skritur emaoh o paouez kleved ».
22 Rentet e veze testeni dezañ gand an oll, ha bamet e oant gand ar homzou leun a hras a zeue euz e henou. Hag e lavarent :
— « Ha n’eo ket hemañ mab Jozef ? »
23 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « Moarvad, emaoh o vond da lavared din ar hrennlavar : Medisin, ro ar pare dit da-unan ! Klevet on-eus pebez traou kaer az-peus greet e Kafarnaom ; gra kemend-all amañ en da vro ».
24 Lavared a reas Jezuz ouspenn :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : Profet e-béd ne vez digemeret mad en e vro. 25 E gwirionez, e lavaran deoh : Bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, en amzer Elïaz, pa jomas kloz an oabl e-pad tri bloaz hanter, ha pa oe eur gernez vraz dre ar vro a-béz. 26 Koulskoude, ne oe ket kaset Elïaz etrezeg hini e-béd anezo, med d’eun intañvez estren euz kêr Sarepta, e Bro-Zidon.
27 « En amzer Elizeaz, e oa kalz tud lor en Izrael, hag hini e-béd anezo n’eo bet pareet, nemed Naaman ar Sirïad ».
28 O kleved ar homzou-ze, ez ejont oll e fulor er zinagogenn. 29 Sevel a rejont en o-zav, ha bounta anezañ er-mêz euz kêr. Kas a rejont anezañ beteg penn eun tarroz euz an dorgenn, m’eo savet kêr warnañ, evid stlepel anezañ d’an traoñ.
30 Med, tremen a reas Jezuz dre o-zouez, hag ez eas gand e hent.
31 Diskenn a reas Jezuz e Kafarnaom, kêr euz Bro-Halilea, hag e veze, eno, o kelenn an dud d’an deveziou sabat. 32 Estlammet braz e vezent gand e gelennadurez, rag gand galloud eo e komze.
33 Hogen, béz’ e oa er zinagogenn eun dén hag a oa ennañ spered eun diaoul hudur. Staga a reas da youhal a-bouez penn :
34 — « A ! Petra a glaskez ouzom, Jezuz a Nazared ? Ha deuet out da gas ahanom da goll ? Gouzoud a ran piou out-te : bez’ ez out Sant Doue ».
35 Gourdrouz a reas Jezuz anezañ :
— « Ro peoh ! Kee er-mêz euz an dén-ze ».
Neuze, e taolas an diaoul an dén d’an douar e-kreiz an dud, hag ez eas er-mêz anezañ heb ober tamm droug e-béd dezañ. 36 Kregi a reas ar spont enno oll, hag e lavarent an eil d’egile :
— « Petra eo ar gomz-se ? Gourhemenn a ra gand galloud ha gand nerz d’ar sperejou hudur, hag ez eont er-mêz ».
37 Hag e oa skignet ar vrud anezañ e pep leh tro-war-dro.
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
18 « M’e-neus ar béd kasoni ouzoh, e ouezot-c’hwi e-neus bet kasoni ouzin da genta.
19 « Ma vijeh euz ar béd, e-nije bet ar béd karantez ouz ar péz a vije dezañ. Med n’oh ket euz ar béd ; me eo am-eus dispartiet ahanoh diouz ar béd, ha setu perag e-neus ar béd kasoni ouzoh.
20 « Dalhit soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh : n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr. M’o-deus gwall-gaset ahanon, e vezot-c’hwi ive gwall-gaset ganto.
21 « Kement-se a raint deoh abalamour d’am ano, rag n’anavezont ket an hini on bet kaset gantañ ».
1 Eun devez, e oa Jezuz war vord lenn Jenezared. Gwasket e oa gand eur mor a dud en em starde en-dro dezañ evid kleved komz Doue.
2 Gweled a reas diou vag, hag a oa war vord al lenn. Diskennet e oa ar besketerien diwarno, hag e oant o walhi o rouejou.
3 Sevel a reas Jezuz en unan euz ar bagou, an hini a oa da Zimon, hag e houlennas digantañ pellaad eun tammig diouz an aot. Azeza a reas, hag euz ar vag, e prezege d’an dud.
4 Pa oe echu gantañ e brezegenn, e lavaras Jezuz da Zimon :
— « Sko d’an donvor, ha taolit ho rouejou evid pesketa ».
5 Respont a reas Simon dezañ :
— « Mestr, goude beza poaniet e-pad an noz penn-da-benn, n’on-eus paket netra. Koulskoude, peogwir e lavarez, ez an da daoler ar rouejou ».
6 Ober a rejont, hag e pakjont kement a besked, ma oa kroget o roued da veza freuzet, pe dost.
7 Ober a rejont sîn d’o henseurted euz ar vag all, da zond da zikour anezo. Dond a rejont, hag e oa ken karget an diou vag, ma ’z eent dôn en dour.
8 O weled kement-se, e penndaoulinas Simon-Pèr dirag Jezuz, en eur lavared :
— « It pelloh diouzin, Aotrou, rag eun dén peher ez on-me ».
9 Evid gwir, e oa kroget ar spont ennañ, hag ive er re all a oa gantañ, o weled na pegement a besked o-doa paket. 10 Ken spontet all e oe Jakez ha Yann, mibien Zebede, kompagnuned Simon.
Med lavared a reas Jezuz da Zimon :
— « Ne d-a ket da gaoud aon ! Tud eo a baki hiviziken ».
11 Neuze, goude beza sachet o bagou d’an douar, ha dilezet pep tra ganto, ez ejont da heul Jezuz.
33 En amzer-ze, e oe lavaret da Jezuz :
— « Ober yun a ra diskibien Yann-Vadezour aliez, hag ober pedennou ; kemend-all ive diskibien ar Farizianed. Er hontrol, drebet hag evet e vez gand da re-te ».
34 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Daoust ha gelloud a rit lakaad tud al lein-eured da ober yun, e-keid ha m’ema an Dén-nevez asamblez ganto ? 35 Med dond a raio deveziou ma vo lamet an Dén-nevez diganto ; neuze, en deveziou-ze, e raint yun ».
36 Lavared a reas eur barabolenn ive dezo :
— « Dén e-béd ne rog eun tamm diouz eun dillad nevez evid peñselia gantañ eun dillad koz. Peotramant, e vezo bet roget an hini nevez, ha ne vo ket a-zere ar peñsel tennet gand an hini koz.
37 « Dén kennebeud ne laka gwin nevez e sehier-lèr koz ; a-néz, e lakaio ar gwin nevez ar zehier-lèr da darza ; fuillet e vo ar gwin, ha kollet ar zehier-lèr.
38 Bez’ e rañker lakaad ar gwin nevez er zehier-lèr nevez.
39 Nep piou bennag bet evet gwin koz gantañ, n’e-neus tamm c’hoant e-béd da gaoud hini nevez. Rag lavared a ra : Gwelloh eo an hini koz. »
1 D’eun deiz sabat, e oa Jezuz o vond dre barkajou gwiniz ; hag e kutuille e ziskibien pennou-éd, da veza dizillet etre o daouarn ganto ha debret.
2 Neuze, e lavaras lod Farizianed :
— « Perag e rit-c’hwi ar péz n’eo ket aotreet ober da zeiz ar zabat ? »
3 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Ha n’ho-peus ket lennet petra a reas eur wech David, deuet naon dezañ ha d’ar re a oa asamblez gantañ ? 4 Mond a reas tre e ti Doue, kemered baraennou ar hinnig, debri e-unan diouto ha rei lod d’ar re a oa gantañ, pa n’eus nemed ar veleien beza aotreet da zrebi ar baraennou-ze ».
5 Lavared a reas dezo c’hoaz :
— « Mestr war ar zabat eo Mab an Dén ».