Accueil  -  Toute l'actualité FEIZ  -  Keleier  -  Ar Zizun Zantel / La Semaine Sainte

Ar Zizun Zantel / La Semaine Sainte

Ar Zizun Zantel n’eo ket sizunvez laouenna ar bloaz. Ha koulskoude, pegen kaer eo ! Evel-just, n’eo ket abalamour d’ar poaniou a vez ano anezo doug ar zizun-mañ ; abalamour d’ar Garantez, ne lavaran ket.
N’eus stér e-béd da glask er poaniou dre vraz. Hag ar re a c’houzañv a rank asanti, aliez-mad, ne vije stér e-béd d’o foaniou. Ouspenn-se, anzavom on-eus aon aliez rag ar re a c’houzañv… Kalz plijusoc’h e vez kaoud tud laouen tro-dro deom!
N’e-neus ket klasket or Zalver displega perag e oa euz ar poaniou, med n’e-neus ket klasket kennebeud mond e-biou dezo. Na pa ’z ae e darempred gand an dud : n’e-neus ket bet aon da dostaad ouz an dud a rae an oll fae warno ! Evitañ e-unan kennebeud, n’e-neus ket bet aon rag ar poaniou. Dre garantez eo deuet e darempred gand ar re a c’houzañve, hag asantet e-neus gouzañv e-unan. Dre garantez evidom. Ha setu eur stér nevez roet d’ar pez n’e n-oa stér e-béd…
N’e-neus ket Jezuz-Krist aon da dostaad ouzom pa vezom bresk pe glañv. Gwelloc’h c’hoaz : samma a ra or poaniou warnañ e-unan, beva a ra anezo ganeom. Ha ni, daoust-ha beva a rim ar zizun-mañ gantañ ?
Daoust hag asanti a rim e tostafe ouzom, e sikourfe ahanom ?
Daoust hag asanti a rim tostaad outañ, anavezoud anezañ war dremm ar re a c’houzañv ?
Ar zizun-mañ a zo kinniget deom, profet deom, evid sikour ahanom da jom heb naha peb tra a zo bresk ha paour ennom. Fiziom anezo e Jezuz. Na pebez burzud : an Aotrou Krist ne dro ket kein deom abalamour da ze ! Evidom eo e ro e vuez ! Karet om gantañ, ha pedet da gared.

La Semaine Sainte, ce n’est pas la semaine la plus joyeuse de l’année. Mais pourtant, elle est belle ! Non pas parce qu’on y parle de souffrances, mais parce qu’on y parle d’Amour.
La souffrance en soi n’a aucun sens. Et ceux qui souffrent doivent en plus supporter le poids de ce non-sens. Ajoutez à cela que quelqu’un qui souffre fait souvent peur… On préfère trouver de la compagnie joyeuse, c’est plus agréable !
Le Christ n’a pas cherché à expliquer la souffrance, mais il n’a pas cherché à l’éviter. Ni dans ses fréquentations : il n’a pas eu peur d’approcher ceux qui en rebutaient tant ! Ni pour lui-même. C’est par amour qu’il s’est approché de ceux qui souffraient et qu’il a lui-même accepté la souffrance. Par amour pour nous. Et cela donne un sens nouveau à ce qui n’en avait pas…
Le Christ n’a pas peur de nous approcher lorsque nous sommes fragiles ou malades. Mieux : il prend sur Lui nos souffrances, il les vit avec nous. Vivrons-nous cette semaine avec Lui ?
Acceptons-nous de nous laisser approcher par Lui, de nous laisser aider par Lui ?
Acceptons-nous de nous approcher de Lui, de le reconnaître dans le visage de ceux qui souffrent ?
Cette semaine nous est offerte, comme un cadeau, pour nous aider à accepter nos fragilités, nos pauvretés, et pour les Lui offrir. Contemplons avec émerveillement que tout cela ne rebute pas le Christ : c’est pour nous qu’il donne sa vie ! Il nous aime et nous invite à aimer.

Daniel