Accueil  -  Toute l'actualité FEIZ  -  Keleier  -  Joyful 2019 e Landerne

Joyful 2019 e Landerne

D’an 18 ha d’an 19 a viz Mae oa deut ouzhpenn 1 000 skolajiad ha lisead betek Landerne evit kemer perzh e « Joyful ».
Ur bern traoù zo bet kinniget dezho : abadennoù sonnerezh, c’hoariva, c’hoarioù a bep seurt, pourmenadennoù e kêr Landerne evit dizoleiñ an ilizoù hag ivez eveljust prantadoù evit pediñ.
Deuet eo an Aotroù n’Eskob da welet anezho d’ar Sadorn. Klozet eo bet ar gouel gant an oferenn d’ar Sul goude lein, gant lennadennoù ha diskanoù e brezhoneg !
Fromus eo bet ! Reiñ a ra kalon deomp. Un tañva eus dazont an Iliz hon eus bet !
Ha gourc’hemennoù d’ar re o deus kaset an afer da benn !

Plus de 1 000 collégiens et lycéens ont pris part au rassemblement diocésain « Joyful » à Landerneau les 18 et 19 mai.
Plusieurs activités leur ont été proposées : concerts, théâtre, jeux en tout genre, découverte des églises de Landerneau et bien sûr des temps pour méditer et prier.
Notre évêque est venu à leur rencontre le samedi et la fête s’est achevée par la messe le dimanche après-midi ; une place non négligeable a tété donnée à la langue bretonne !
Ce fut une belle fête, qui nous permet de garder confiance en l’avenir de l’Eglise !
Et félicitations aux organisateurs !