Accueil  -  Toute l'actualité FEIZ  -  Keleier  -  Lañs nevez, par le père Corentin Sanson

Lañs nevez, par le père Corentin Sanson

E touez eñvorennoù kaera va yaouankiz ez eus prantadou tremenet gand kamaladed euz va oad e Minihi Levenez, e bro Landerne. Job an Irien, on aluzenner, a ginnige deom dond da jom e kreizenn an eskopti evid ar vrezonegerien e-pad dibennou-sizun. Roet eo bet deom da dañva blaz ar vuez kristen, ar vreudeuriez skoulmet en Aotrou Krist… kement-se a jom beo da viken em c’halon. Daoust d’ar prantad-se beza pell en a-dreñv, e jom eun diazez solud en va feiz, evel den kristen deuet, evel beleg.

Divizet eo bet gand on eskop hag e guzulierien, goude beza bet selaouet aketus an dud a zo bet maget gand frouez ar Minihi, ober eur bazenn en a-raog. Ar pez a zo bet douget gant ar Minihi, Job en e benn – ar bastorellez evid ar vrezonegerien, evid an oll re a en em blij o pedi e brezoneg, hag ar re a zo tomm o c’halonou ouz istor ha sevenadur or bro – a rank kavoud eun nerz nevez, evid tizoud ledan.

Stad ar gevredigez, stad ar bed ha stad an Iliz n’eo ket ken ar pez e oa e 1984 pa oa bet staget gand ar Minihi. Stad or yez a zo cheñchet ivez, a-dra-zur. Ar pez a jom heñvel a-vad, eo karantez an Aotrou Krist, hag a gendalc’h da gaoud c’hoant degas da beb hini silvidigez ha joa. An Iliz (en on eskopti evel e lec’h all) a vez bountet warni gand ar Spered Santel da ijina e peb amzer an doareou da skigna ar joa-ze, hini Jezuz savet beo euz ar bez.

Setu eta ma vo krouet eur zervij euz an eskopti evid embann an Aviel dre ar yez hag ar zevenadur. Evel servijou all an eskopti, e vo unan bennag e penn ar zervij-se, gand eur skipaill en dro dezañ pe dezi, evid labourad er gwinieg ledan-ze : kinnig katekiz ar re yaouank ha stummadur an dud deuet, skigna an Aviel war ar mediaou a-vremañ, aoza kampou ha pelerinajou, kenderc’hel gand embannaduriou, hag all.

Ra zavo lañs ha joa gand ar vrezonegerien gristen diwar ar ragtres-se, ma teuy frealzidigez ar C’helou Mad beteg peb hini, hervez brasa c’hoant an Aotrou !

Tad Kaou SANSON


Nouvel élan

Parmi les plus beaux souvenirs de ma jeunesse, il y a les moments passés avec des camarades au Minihi Levenez, dans le pays de Landerneau. Job an Irien, notre aumônier, nous proposait des week-ends au centre diocésain pour les bretonnants. Nous y avons goûté la saveur de la vie chrétienne, la fraternité dans le Christ. Tout cela demeure vivant dans mon cœur et reste un fondement solide pour ma foi, comme chrétien adulte et comme prêtre.

Après avoir écouté ceux qui ont été nourris au Minihi, l’évêque et ses conseillers ont décidé d’ouvrir une nouvelle page. Ce que le Minihi, avec Job à sa tête, a accompli — une pastorale en langue bretonne, au service de ceux qui aiment prier en breton ou sont simplement attachés à l’histoire et à la culture de notre pays — doit trouver un élan renouvelé.

La société, le monde, la situation de l’Église ont changé depuis 1984. L’état de la langue aussi. Mais l’amour du Christ, lui, demeure : Jésus désire toujours se donner à chacun pour lui offrir le salut et la joie. L’Église, poussée par l’Esprit Saint, cherche à chaque époque les moyens de rassembler dans la joie du Ressuscité.

C’est pourquoi sera créé un service diocésain pour l’évangélisation à travers la langue et la culture bretonnes. Un délégué avec son équipe auront pour mission de travailler à cette vaste vigne : catéchèse, formation, médias, camps, pèlerinages, publications.

Puisse ce projet susciter un élan de joie parmi les chrétiens bretonnants, afin que la consolation de la Bonne Nouvelle parvienne à chacun !

Père Corentin SANSON