Accueil  -  C’hwehved sizunvez war ar bloaz ha penn kenta ar Horaiz (A)

C’hwehved sizunvez war ar bloaz ha penn kenta ar Horaiz (A)

Euz ar 15 d’an 21 a viz C’hwevrer 2026

C’hwehved sul war ar bloaz

Mz 5, 17-37 (A)

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

17 — « N’it ket da gredi ez on deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurechui anezo.

18 « Rag e gwirionez e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit diouz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.

19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou-ze, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo lakeet e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuillo anezo hag a zougo ar re all da ober kemend-all, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz Doue.

20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.

21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.

22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.

23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.

25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ha ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.

26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.

27 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : Na reot ket avoultriez. 28 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a daol sellou a hoantegez war eur vaouez, e-neus dija greet ganti avoultriez en e galon.

29 « Ma kas da lagad dehou ahanout da goueza er pehed, tenn anezañ ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije taolet da gorv a-béz er jehen.

30 « Ha ma kas da zorn dehou ahanout da goueza er pehed, troh anezañ, ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije kaset da gorv a-béz er jehen.

31 « Lavaret ez eus bet ive : Piou bennag a gas kuit e wrég, eo red dezan rei dezi eul lizer a zisparti. 32 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a gas kuit e wrég, nemed hag eur falz-dimezi e vefe, a boulz anezi da ober avoultriez. Hag an hini a zimez d’eur vaouez dilezet, a zo avoultrer.

33 « Klevet ho-peus c’hoaz ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne vanki ket d’ar péz az-peus touet ; med ober a ri ar péz az-peus prometet da Zoue. 34 Ahanta ! Lavared a ran deoh chom hep toui e doare e-béd, na dre an neñv rag trôn Doue eo, 35 na dre an douar rag skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem rag Kêr ar Roue braz eo.

36 « Arabad dit kennebeud toui war da benn da-unan, rag n’az-peus ket an disterra galloud war da vleo da zigas anezo gwenn pe zu.

37 « Lavarit hepkén : Ya, mar d-eo ya ! Nann, mar d-eo nann ! Dond a ra ar péz a vez lavaret ouspenn a-berz an droug-spered ».

Lun

Mk 8, 11-13

11 En em gaoud a reas ar Farizianed, hag e krogas an tabut etrezo ha Jezuz. Klask a rejont, evid lakaad anezañ diêz, kaoud digantañ eur zîn euz an neñv.

12 Goude beza tennet e alan e-pad hir amzer, e lavaras Jezuz :

— « Perag ema ar rummad tud-mañ o klask kaoud eur zîn ? Lavared a ran deoh e gwirionez : ne vo roet sîn e-béd d’ar rummad-mañ ».

13 Kuitaad a reas anezo, sevel er vag en-dro, ha treiza da vond en tu all d’ar mor.

Meurz

Mk 8, 14-21

14 Ankounaheet e oa bet gand an diskibien kas bara ganto, ha ne oa nemed eur varaenn hepkén er vag ganto. 15 Rei a reas Jezuz an ali-mañ dezo :

— « Bezit war evez ! Diwallit ouz goell ar Farizianed hag ouz goell Herodez ».

16 Med ar gaoz a oa etrezo diwar-benn an defot a vara. 17 O houzoud kement-se, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag e chomit keid-all da gaozeal etrezoh dre ma n’ho-peus ket a vara ? Ne intentit ket ? N’ema ket o skiant vad ganeoh c’hoaz ? Daoust ha kaledet e vefe ho kalon ? 18 Daoulagad ho-peus, ha ne welit ket ? Diskouarn ho-peus, ha ne glevit ket ? Ha n’ho-peus ket soñj ken ? 19 Pa ’m-eus torret ar pemp baraenn evid pemp mil dén, péd panerad a vara chomet en dilerh ez eus bet dastumet ganeoh ? »

— « Daouzeg, emezo.

20— « Ha pa ’m-eus torret ar zeiz baraenn evid ar pevar mil dén, péd panerad ez eus bet dastumet ganeoh ? »

— « Seiz », emezo.

21 Hag e lavaras dezo :

— « Ha ne intentit ket c’hoaz ? »

Merher al Ludu

Mz 6, 1-6.16-18

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, war ar menez, e lavare dezo :

1 « Diwallit da ober hoh oberou-mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-po digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.

2 « Neuze eta, pa rez aluzenn, arabad dit seni gand ar hornboud dirazout, evel ma ra ar re a vez er zinagogennou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez, e lavaran dit : bez’ o-deus dija o digoll.

3 « Te avad, pa rez aluzenn, ra jomo da zorn kleiz hep gouzoud ar péz a ro da zorn dehou, 4 hag evel-se, e chomo da aluzenn e kuz ; ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento anezi dit ».

5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.

6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.

16 « Ha pa vezit o yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o fenn teñval, evid ma vo sklêr d’an dud emaint o yun. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus bet dija o digoll.

17 « Te avad, pa vezez o yun, taol louzou-c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da fas. 18 Evel-se, ne vo anavezet gand dén e-béd emaout o yun, nemed gand da Dad hag a zo e pep leh kuz, ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit ».

Yaou goude al Ludu

Lk 9, 22-25

22 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « Red eo da Vab an Dén gouzañv kalz poaniou, beza distaolet gand Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha sevel da veo d’an trede deiz ».

23 Hag e lavare d’an oll :

— « M’e-neus unan bennag c’hoant dond d’am heul, dezañ trei kein dezañ e-unan, dougenn e groaz bemdez ha dond war va lerh.

24 « Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a hollo anezi, med an hini a goll e vuhez abalamour din, a zaveteio anezi.

25 « Da betra e talvez d’an dén gounid ar béd a-béz, ma ’z a e-unan d’ar maro pe da goll.

Gwener goude al Ludu

Mz 9, 14-15

14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :

— « Perag ’ta, en-dra ma yunom, ni hag ar Farizianed, ne yun ket da ziskibien-te ?

15 Hag e respontas Jezuz dezo :

— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.

Sadorn goude al Ludu

Lk 5, 27-32

27 Gweled a reas Jezuz eur publikan, Levi e ano, azezet e bureo ar maltoutèrèz, hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

28 Dilezet pep tra gantañ, e savas hag ez eas d’e heul.

29 Ober a reas Levi eur préd braz evid Jezuz, en e di. Bez’ e oa publikaned e-leiz ha maread a dud all ouz taol ganto.

30 Grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed ouz e ziskibien, en eur lavared :

— « Perag emaoh-c’hwi o trebi hag oh eva gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

31 Respont a reas Jezuz dezo :

— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 32 N’on ket deuet da hervel an dud just, med ar beherien, ma troint o halon ouz Doue ».