Accueil  -  C’hwehved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

C’hwehved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Euz ar 27 à viz Gwengolo d’an 3 a viz Here 2026

C’hwehved sul warn-ugent war ar bloaz (A)

Mz 21, 28-32 (A)

Lavared a ree Jezuz d’ar Briñsed ar Veleien ha da Bennou-Braz ar bobl :

28 — « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? Eun dén e-noa daou vab. Mond a reas da gaoud ar henta hag e lavaras dezañ : Va mab, kee da labourad hirio d’am gwinïeg ».

29 Respont a reas :

— « Ne fell ket din ».

Med goudeze, savet keuz gantañ, ez eas.

30 Mond a reas an tad da gaoud egile, hag e lavaras ar memez tra dezañ.

Respont a reas hemañ :

— « Mond a ran, Aotrou ! » Med n’ez eas ket.

31 — « Pehini anezo e-neus greet bolontez e dad ? »

Respont a rejont :

— « An hini kenta ! »

Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Mond a ra ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv, en ho-raog e Rouantèlèz Doue. 32 Rag deuet eo Yann d’ho kaoud o veva hervez ar Justis, ha n’ho-peus ket kredet ennañ. Med, kredet o-deus ennañ ar bublikaned hag ar merhed a vuhez skañv. Ha c’hwi, goude beza gwelet ar pez ho-peus gwelet, n’oh ket deuet da jeñch buhez evid kredi ennañ ».

Lun

Lk 9, 46-50

46 Sevel a reas trouz etre an diskibien evid gouzoud pehini anezo a oa ar brasa ?

47 O houzoud petra a zoñjent, e kemeras Jezuz eur paotrig ; lakaad a reas anezañ en e-gichenn, 48 hag e lavaras :

— « An neb a zigemer ar bugel-mañ em ano, am digemer, me va-unan. Hag an neb am digemer, a zigemer an hini on bet kaset gantañ. Rag an hini bihanna en ho-touez, hennez eo ar brasa ».

49 Lavared a reas Yann, unan euz an Daouzeg, da Jezuz :

— « Mestr, gwelet on-eus eun dén o kas kuit droug-sperejou en da ano ; miret on-eus outañ da ober kement-se, peogwir ne zeu ket ganeom d’az heul ».

50 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Na virit ket outañ : an neb n’ema ket a-eneb deoh, a zo a-du ganeoh ».

Meurz 29 a viz Gwengolo
Gouel sant Mikael, sant Gabriel ha sant Rafael, arhêl

Yn 1, 47-51

47 Pa wél Jezuz Natanael o tond war-zu ennañ, e lavar diwar e benn :

— « Setu evid gwir eun Izraelad : n’eus netra faoz ennañ ».

48 Goulenn a ra Natanael outañ :

— « A-beleh eh anavezez-te ahanon ? »

Respont a ra Jezuz dezañ :

— « Araog ma ’z out bet galvet gand Filip, pa oas dindan ar wezenn-fïez, em-eus gwelet ahanout ».

49 Ha Natanael dezañ :

— « Rabbi, bez’ ez out Mab Doue ! Bez’ ez out Roue Izrael ! »

50 Respont a ra Jezuz dezañ :

–-« Abalamour m’em-eus lavaret dit : « Gwelet em-eus ahanout dindan ar wezenn- fiez », e kredez ! Brasoh eged-se e weli. »

51 Hag e lavar c’hoaz :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Gweled a reot an Neñv digor, hag Êlez Doue o sevel hag o tiskenn a-uz da Vab an Dén ».

Merher

Lk 9, 57-62

57 Dre ma oa Jezuz oh ober hent, e lavaras eun dén dezañ :

— « Mond a rin en da heul, e kement leh ma ’z i.

58 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Bez’ o-deus al louarned o zoullou, laboused an neñv, o neiziou. Mab an Dén a-vad, n’e-neus leh e-béd da lakaad e benn da ziskuiza ».

59 Da unan all, e lavaras :

— « Deus d’am heul ».

Respont a reas an dén :

— « Laosk ahanon da vond da zebelia va zad da genta.

60 Ha Jezuz dezañ d’e dro :

— « Laosk ar re varo da zebelia o zud varo. Evidout-te, kerz da embann Rouantèlèz Doue ».

61 Lavared a reas unan all dezañ c’hoaz :

— « Aotrou, mond a rin d’az heul, med a-raog, ro aotre din da lavared kenavo da dud va ziad ».

62 Ha Jezuz dezañ :

— « N’eo ket greet evid Rouantèlèz Doue, an hini a zell a-dreñv, goude beza kroget en alar ».

Yaou

Lk 10, 1-12

1 E touez e ziskibien, e tibabas Jezuz daouzeg ha tri-ugent all, hag e kasas anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh m’ e-noa e-unan da vond enno. 2 Lavared a reas dezo :

— « Braz eo an eost, med micherourien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso micherourien da ober an eost.

3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na sandalennou.

Arabad chom en hent da zaludi dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : Peoh d’an ti-mañ. 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.

7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar péz a vo roet deoh, rag gounid a ra ar micherour e voneiz. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.

8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’ar re glañv a vo er gêr-ze, ha lavarit dezo : Deuet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue.

10 « Med e kement kêr ma ’z eot, ha ne vo ket greet digemer deoh, it war ar plasennou, ha lavarit d’an dud : 11 « Ho poultrenn zokén, staget ouz on treid, a dennom kuit hag a laoskom ganeoh. Med intentit koulskoude : deuet eo tost ouzoh Rouantèlèz Doue ». 12 Lavared a ran deoh : D’an deiz diweza, ne vo ket barnet ken kriz Sodom hag ar gêr-ze.

Gwener 2 a viz Here
An Êlez Santel

Mz 18,1-5.10

1 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ :

— « Piou ’ta eo ar brasa e Rouantèlèz Doue ? »

2 Neuze, e halvas Jezuz eur bugelig ; lakaad a reas anezañ dirazo, 3 hag e tiskêrias :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : ma ne jeñchit ket evid dond da veza heñvel ouz ar vugale, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue. 4 Med an hini en em lakaio izel evel ar bugel-mañ, hennez eo ar brasa e Rouantèlèz Doue. 5 Hag an hini a zigemer, em ano, eur bugel evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan.

10 « Diwallit da zisprizoud hini e-béd euz ar re vihan-mañ, rag, lavared a ran deoh : ema o êlez en Neñv o daoulagad o para dalhmad war va Zad hag a zo en Neñvou ».

Sadorn

Lk 10, 17-24

17 Laouen braz e teuas en-dro an daouzeg diskib ha tri-ugent, hag e lavarent :

— « Aotrou, plega deom a ra an diaouled o-unan en da ano ».

18 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Gweled a reen Satan o koueza euz an neñv evel eur flamm-tan. 19 Roet am-eus deoh galloud da vale war an naered hag ar hruged, ha da drehi oll nerz an enebour, heb na hellfe noazoud deoh.

20 « Koulskoude, n’eo ket abalamour ma sent ouzoh ar sperejou eo ho-peus da veza laouen, med abalamour m’eo sknvet hoh ano en Neñvou ».

21 D’an ampoent, e tridas kalon Jezuz gand al levenez er Spered-Santel, hag e lavaras :

— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, a zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.

22 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».

23 O trei neuze war-zu e ziskibien, e lavaras dezo en o fart-o-unan :

— « Eüruz an daoulagad a wél ar péz a welit. 24 Rag lavared a ran deoh : Stank eo bet ar brofeted hag ar rouaned o-deus bet c’hoant gweled kement a welit-c’hwi, ha n’o-deus ket gwelet, kleved kement a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».