Accueil  -  C’hwezegved sizunvez war ar bloaz (A)

C’hwezegved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz an 19 d’an 25 a viz Gouere 2026

C’hwezegved sul war ar bloaz (A)

Mz 13, 24-43 (A)

24 Rei a reas Jezuz da gleved eur barabolenn all d’an dud :

— « Bez’ ez eo Rouantèlèz an Neñv heñvel ouz eun dén hadet greun mad gantañ en e bark. 25 Med e-pad ma oa kousket an dud, e teuas e enebour ; hada a reas dreog e-touez ar gwiniz, hag ez eas kuit.

26 « Pa greskas ar gwiniz, hag e teuas pennou enno, e tispakas ive an dreog.

27 Mond a reas servicherien ar mestr da lavared dezañ :

— « Mestr, daoust ha n’eo ket greun mad a oa bet hadet ganit en da bark ? Perag eta ez eus dreog ennañ ?»

28 Respont a reas dezo :

— « Eun enebour eo e-neus greet kement-se ».

Lavared a ra ar zervicherien dezañ :

— « Ha c’hoant az-peus ez afem da denna anezañ kuit ? »

29 Respont a ra :

— « Nann, n’it ket, gand aon na zeufeh, en eur denna an dreog, da denna ive ar gwiniz da heul. 30 Laoskit an eil hag egile da greski asamblez beteg an eost. Ha da vare an eost, e lavarin d’an eosterien : « Dastumit da genta an dreog hag erenit anezañ e hordennou evid beza devet ; ar gwiniz a-vad, digasit anezañ em grignol ».

31 Eur barabolenn all a roas Jezuz da gleved d’an dud :

— « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur hreunenn zezo, e-neus eun dén kemeret hag hadet en e bark. 32 Ar bihanna euz an hajou eo. Med p’he-devez kresket, e vez ar brasa euz al legumachou. Sevel a ra da wezenn, ken ne teu al laboused an neñv da neizia en he skourrou ».

33 Eur barabolenn all a lavaras dezo :

— « Heñvel eo Rouantèlèz an Neñv ouz eun tamm goell, kemeret gand eur vaouez, ha sanket e tri vuzuliad bleud, beteg ma vo savet an toaz en e béz ».

34 Kement-se a lavare Jezuz dre barabolennou d’an dud, ha gwech e-béd ne gomze dezo nemed dre barabolennou.

35 Evel-se, e teue da wir ar gomz lavaret gand ar profet : « Komz a rin dre barabolennou, embann a rin traou kuzet abaoe ar penn kenta ».

36 Dilezet an dud gantañ, e teuas Jezuz d’ar gêr. Tostaad a reas e ziskibien outañ o lavared dezañ :

— « Displég deom frêz parabolenn an dreog er park ».

37 Respont a reas :

— « An hini a had ar greun mad eo Mab an Dén. 38 Ar park eo ar béd. Ar greun mad eo bugale ar Rouantèlèz. An dreog eo bugale an Droug. 39 An enebour hadet an dreog gantañ eo an diaoul. An eost eo fin ar béd. An eosterien eo an êlez.

40 « Evel ma vez tennet kuit an dreog da veza lakeet an tan, evel-se ive, e vo kont da fin ar béd. 41 Kaset e vo e êlez gand Mab an Dén, hag e vo tennet kuit ganto euz e Rouantèlèz, kement skwer fall ha kement dén a ra an droug ; 42 Taolet e vezint ganto e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 43 Neuze, e skedo an dud santel evel an heol e Rouantèlèz o Zad. An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »

Lun

Mz 12, 38-42

38 Lavared a reas lod euz ar skribed hag euz ar Farizianed da Jezuz :

— « Mestr, ni a garfe gweled eur zîn euz da berz ».

39 Respont a reas dezo :

— « Eur zîn a houlenn ar rummad droug hag avoultrer-mañ ; med sîn all e-béd ne vo roet dezañ, nemed sîn ar profet Jonaz. 40 « Rag, evel m’eo chomet Jonaz e kov ar pésk braz e-pad tri devez ha teir nozvez, evel-se e chomo Mab an Dén e korv an douar e-pad tri devez ha teir nozvez.

41 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv war eun dro gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegennou Jonaz, ha setu ma ’z eus amañ muioh eged Jonaz.

42 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreisteiz war eun dro gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo, rag deuet eo euz penn pella an douar da zelaou furnez Salomon, ha setu ma ’z eus amañ muioh eged Salomon ».

Meurz

Mz 12, 46-50

46 O komz d’an dud e oa Jezuz, pa zigouezas e vamm hag e vreudeur. Er-mêz, e oant chomet, hag e klaskent komz outañ.

47 Dond a reer da lavared dezañ :

— « Aze er-mêz, ema da vamm ha da vreudeur o klask komz ganit ».

48 Respont a reas Jezuz d’an hini e-noa digaset ar helou-ze dezañ :

— « Piou eo va mamm, ha piou eo va breudeur ? »

49 Hag o tiskouez e ziskibien gand e zorn, e lavaras :

— « Setu va mamm ha setu va breudeur. 50 Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en neñv, hennez a zo breur din, c’hoar din, ha mamm din ».

Merher 22 a viz Gouere
Gouel Santez Mari-Madalen

Yn 20, 1.11-18

Goude maro Jezuz, 1 d’an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c’hoaz, ez a Mari-Madalen d’ar béz, hag e wél ar mên lamet kuit diwar ar béz.

11 Bez’ e oa en he zav er mêz, e-kichenn ar béz, hag e oa o ouela. E sèr gouela, e soublas war-zu ar béz. 12 Gweled a ra daou Êl, gwisket e gwenn, azezet el leh ma oa bet astennet korv Jezuz, unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.

Lavared a reont dezi :

13 — « Maouez, perag emaout o ouela ? »

Respont a ra dezo :

— « Kaset o-deus kuit va Aotrou, ha ne ouezan ket e-peleh eo bet lakeet ».

14 En eur gomz evel-se, e troas war-dreñv, hag e wélas Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.

15 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou emaout o klask ? »

O veza ma kave dezi e oa al liorzour, e lavaras dezañ :

— « M’az-peus-te kaset anezañ ganit, lavar din e-peleh az-peus lakeet anezañ, hag ez in-me da gerhad anezañ ».

16 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Mariam ! »

Distrei a ra-hi ha lavared en hebreeg :

— « Rabbouni ! » da lavared eo : « Mestr ».

17 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Arabad dit derhel krog ennon, rag n’on ket savet c’hoaz etrezeg va Zad. Kee da gaoud va breudeur, ha lavar dezo : « Sevel a ran etrezeg va Zad hag ho Tad, etrezeg va Doue hag ho Toue ».

18 Mond a ra Mari-Madalen eta da rei da houzoud d’an diskibien :

— « Gwelet am-eus an Aotrou, ha kement-mañ eo bet lavaret din gantañ ».

Yaou 23 a viz Gouere
Gouel Santez Berhed a Zued,
leanez, ken-batronez Europa

Mk 3, 31-35

31 Bez’ e oa Jezuz en eun ti, hag e tigouezas e vamm hag e vreudeur. Chom a rejont er-mêz avad, ha kas unan bennag da houlenn anezañ. 32 En-dro dezañ, e oa kalz tud azezet ; lavared a reer dezañ :

— « Aze er mêz, ema da vamm, da vreudeur ha da hoarezed o klask war da lerh ».

33 Respont a reas dezo :

— « Piou eo va mamm ? Ha piou va breudeur ? »

34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavar :

35 — « Setu va mamm ha va breudeur. An hini a ra bolontez Doue, hennez zo breur din, ha c’hoar din, ha mamm din ».

Gwener

Mz 13, 18-23

Lavared a reas Jezuz d’e ziskibien :

18 « C’hwi eta, intentit parabolenn an hader :

19 « Pa glèv an dén Komz ar Rouantèlèz hep intent anezi, e tigouez an droug-spered, hag e kas gantañ kement a zo bet hadet e kalon an dén-ze. Hennez eo an takad bet hadet a-hed an hent.

20 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had en eun douar meineg, an dén a glèv ar Gomz, a zigemer anezi raktal gand joa ; 21 med n’eus ket a wriziou ennañ, bez’ ez eo eun dén euz eur mare hepken : pa zav trubuill pe heskinèrèz diwar goust ar Gomz, e vez strobet dioustu.

22 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had e-touez ar spern, an dén a glèv ar Gomz ; med trabas ar béd-mañ, touellèrèz ar madou a voug ar Gomz, ha ne zav tamm frouez e-béd diwarni.

23 « Bez’ ez eo an hini e-neus resevet an had en douar mad, an hini a glèv ar Gomz hag a intent anezi : dougenn a ra frouez : kant, tri-ugent, tregont diwar unan ».

Sadorn 25 a viz Gouere
Sant Jakez, mab Zebede, abostol

Mz 20, 20-28

20 Tostaad a reas ouz Jezuz mamm Jakez ha Yann, paotred Zebede, gand he bugale. Stoui a reas dirazañ evid ober outañ eur goulenn.

21 Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Petra az-peus c’hoant ? »

Respont a reas :

— « Setu amañ va daou vab : gourhemenn ma vezint azezet, unan en tu dehou dit, hag egile en tu kleiz, en da rouantèlèz ».

22 Respont a reas Jezuz :

— « N’ouzoh ket petra emaoh o houlenn ! Ha gouest oh da eva ar haliriad ez an da eva ? »

— « Ya, emezo, gouest om ! »

23 Ha Jezuz dezo :

— « Va haliriad, eva a reot anezañ, med, beza azezet a-zehou pe a-gleiz din, me n’on ket evid an dra-ze. Roet e vo ar plasou-ze d’ar re e-neus va Zad kempennet anezo evito ».

24 O kleved kement-se, ez eas an dég all droug enno a-eneb an daou vreur.

Med gervel a reas Jezuz anezo, ha lavared dezo :

25 — « Gouzoud a ouezoh e ra renerien ar poblou payan o mistri warno, hag e lak ar pennou-braz-se o galloud da boueza warno.

26 Ganeoh a-vad, ne vo ket kont evel-se. Er hontrol, an hini ahanoh a glask beza braz en ho touez, ra vo ho servicher deoh. 27 Hag an hini ahanoh a glask beza ar henta, a vo sklav deoh.

28 « Evel-se, n’eo ket deuet Mab an Dén evid beza servichet, med evid servicha, ha rei e vuhez evel dasprén evid an dud ».