Accueil  -  C’hwezegved sizunvez war ar bloaz (B)

C’hwezegved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 18 d’ar 24 a viz Gouere 2021

C’hwezegved sul war ar bloaz  

Mk 6, 30-34 (B)

30 Bodet en-dro da Jezuz, e tisplegas an ebestel dezañ kement o-doa greet ha kelennet. 31 Hag e lavaras Jezuz dezo :

— « Deuit en eul leh distro diouz an dud, evid diskuiza eun tammig ».

Ken stank e oa an dud o vond hag o tond en-dro dezo, ma n’o-doa ket zokén amzer da zebri. 32 Gand ar vag ez ejont kuit, da gaoud eul leh distro, evid beza en o fart o-unan.

33 Med gwelet int bet o vond kuit, ha komprenet eo bet gand kalz a dud da beleh e oant o vond. War o zroad, e tiredjont di, euz an oll gêriou, hag e oent digouezet en o-raog.

34 En eur ziskenn euz ar vag, e welas Jezuz tud e-leiz, hag e-noe truez outo, abalamour ma oant evel deñved, ha pastor e-béd da ober war o zro. Staga a reas neuze da gelenn anezo war galz a draou.

Lun

Mz 12, 38-42

38 Lavared a reas lod euz ar skribed hag euz ar Farizianed da Jezuz :

— « Mestr, ni a garfe gweled eur zîn euz da berz ».

39 Respont a reas dezo :

— « Eur zîn a houlenn ar rummad droug hag avoultrer-mañ ; med sîn all e-béd ne vo roet dezañ, nemed sîn ar profet Jonaz. 40 « Rag, evel m’eo chomet Jonaz e kov ar pésk braz e-pad tri devez ha teir nozvez, evel-se e chomo Mab an Dén e korv an douar e-pad tri devez ha teir nozvez.

41 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv war eun dro gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegennou Jonaz, ha setu ma ’z eus amañ muioh eged Jonaz.

42 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreisteiz war eun dro gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo, rag deuet eo euz penn pella an douar da zelaou furnez Salomon, ha setu ma ’z eus amañ muioh eged Salomon ».

Meurz

Mz 12, 46-50

46 O komz d’an dud e oa Jezuz, pa zigouezas e vamm hag e vreudeur. Er-mêz, e oant chomet, hag e klaskent komz outañ.

47 Dond a reer da lavared dezañ :

— « Aze er-mêz, ema da vamm ha da vreudeur o klask komz ganit ».

48 Respont a reas Jezuz d’an hini e-noa digaset ar helou-ze dezañ :

— « Piou eo va mamm, ha piou eo va breudeur ? »

49 Hag o tiskouez e ziskibien gand e zorn, e lavaras :

— « Setu va mamm ha setu va breudeur. 50 Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en neñv, hennez a zo breur din, c’hoar din, ha mamm din ».

Merher

Mz 13, 1-9

1 En devez-se, eet er-mêz euz an ti, e oa Jezuz azezet war vord ar mor. 2 Kement a dud a zeuas en-dro dezañ ma savas en eur vag, hag eh azezas enni ; hag e oa an oll dud war an aot. 3 Kentelia a reas anezo war kalz a draou dre barabolennou :

4 — « Setu an hader o vond da hada. E-pad ma oa oh hada, e kouez greun a-hed an hent. Deuet al laboused, hag eet ar greun ganto.

5 « Kouezet ez eus greun ive war eun takad meineg, el leh ma ne oa ket kalz a zouar. Diwan a ra an had raktal, o veza ma ne oa ket kalz a zouar. 6 Pa ’z eo bet savet an heol, eo bet skaotet, ha dizehet dre ma n’e-noa ket a wriziou.

7 « Kouez a ra greun c’hoaz e-touez ar spern. Kreski a ra ar spern, hag e teu da vouga anezo.

8 « Koueza a ra had c’hoaz war an douar mad, ha dougen frouez : kant, tri-ugent, tregont evid unan.

9 « An hini e-neus diskouarn, ra glevo ! »

Yaou 22 a viz Gouere
Gouel Santez Mari-Madalen

Yn 20, 1.11-18

Goude maro Jezuz, 1 d’an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c’hoaz, ez a Mari-Madalen d’ar béz, hag e wél ar mên lamet kuit diwar ar béz.

11 Bez’ e oa en he zav er mêz, e-kichenn ar béz, hag e oa o ouela. E sèr gouela, e soublas war-zu ar béz. 12 Gweled a ra daou Êl, gwisket e gwenn, azezet el leh ma oa bet astennet korv Jezuz, unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.

Lavared a reont dezi :

13 — « Maouez, perag emaout o ouela ? »

Respont a ra dezo :

— « Kaset o-deus kuit va Aotrou, ha ne ouezan ket e-peleh eo bet lakeet ».

14 En eur gomz evel-se, e troas war-dreñv, hag e wélas Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.

15 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou emaout o klask ? »

O veza ma kave dezi e oa al liorzour, e lavaras dezañ :

— « M’az-peus-te kaset anezañ ganit, lavar din e-peleh az-peus lakeet anezañ, hag ez in-me da gerhad anezañ ».

16 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Mariam ! »

Distrei a ra-hi ha lavared en hebreeg :

— « Rabbouni ! » da lavared eo : « Mestr ».

17 Lavared a ra Jezuz dezi :

— « Arabad dit derhel krog ennon, rag n’on ket savet c’hoaz etrezeg va Zad. Kee da gaoud va breudeur, ha lavar dezo : « Sevel a ran etrezeg va Zad hag ho Tad, etrezeg va Doue hag ho Toue ».

18 Mond a ra Mari-Madalen eta da rei da houzoud d’an diskibien :

— « Gwelet am-eus an Aotrou, ha kement-mañ eo bet lavaret din gantañ ».

Gwener 23 a viz Gouere
Gouel Santez Berhed a Zued,
leanez, ken-batronez Europa

Mk 3, 31-35

31 Bez’ e oa Jezuz en eun ti, hag e tigouezas e vamm hag e vreudeur. Chom a rejont er-mêz avad, ha kas unan bennag da houlenn anezañ. 32 En-dro dezañ, e oa kalz tud azezet ; lavared a reer dezañ :

— « Aze er mêz, ema da vamm, da vreudeur ha da hoarezed o klask war da lerh ».

33 Respont a reas dezo :

— « Piou eo va mamm ? Ha piou va breudeur ? »

34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavar :

35 — « Setu va mamm ha va breudeur. An hini a ra bolontez Doue, hennez zo breur din, ha c’hoar din, ha mamm din ».

Sadorn

Mz 13, 24-30

24 Rei a reas Jezuz da gleved eur barabolenn all d’an dud :

— « Bez’ ez eo Rouantèlèz an Neñv heñvel ouz eun dén hadet greun mad gantañ en e bark. 25 Med e-pad ma oa kousket an dud, e teuas e enebour ; hada a reas dreog e-touez ar gwiniz, hag ez eas kuit.

26 « Pa greskas ar gwiniz, hag e teuas pennou enno, e tispakas ive an dreog.

27 Mond a reas servicherien ar mestr da lavared dezañ :

— « Mestr, daoust ha n’eo ket greun mad a oa bet hadet ganit en da bark ? Perag eta ez eus dreog ennañ ?»

28 Respont a reas dezo :

— « Eun enebour eo e-neus greet kement-se ».

Lavared a ra ar zervicherien dezañ :

— « Ha c’hoant az-peus ez afem da denna anezañ kuit ? »

29 Respont a ra :

— « Nann, n’it ket, gand aon na zeufeh, en eur denna an dreog, da denna ive ar gwiniz da heul. 30 Laoskit an eil hag egile da greski asamblez beteg an eost. Ha da vare an eost, e lavarin d’an eosterien : Dastumit da genta an dreog hag erenit anezañ e hordennou evid beza devet ; ar gwiniz a-vad, digasit anezañ em grignol ».