Euz an 21 d’ar 27 a viz Mezeven 2026
Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :
26 « Arabad deoh kaoud aon rag an dud, rag n’eus netra goloet ha na zeuio ket da veza dizoloet, netra kuzet ha na zeuio ket da veza anavezet.
27 « Kement a lavaran deoh en deñvalijenn, lavarit anezañ er sklêrijenn ; ha kement a glevit e plég ho skouarn, embannit anezañ diwar an toennou.
28 « Arabad deoh kaoud aon rag ar re a laz ar horv, hep gelloud laza an ene. Ho-pet aon kentoh rag an hini a hell kas da goll ar horv koulz hag an ene er jehen.
29 « Daoust ha ne vez ket gwerzet daou filip evid eur gwenneg ? Koulskoude, ne gouez hini e-béd anezo d’an douar, heb aotre ho Tad.
30 « Evidoh-c’hwi, kement blevenn a zo war ho penn zo kontet. 31 Bezit dienkrez eta : talvezoud a rit muioh eged oll laboused an neñv.
32 « Kement hini a anzavo dirag an dud beza a-du ganin, a vo anzavet ive ganin-me dirag va Zad beza a-du gantañ. 33 Med kement hini a naho ahanon dirag an dud, e vo nahet ganin-me ive dirag va Zad a zo en neñv.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
1 « Na varnit ket ha ne vezot ket barnet. 2 Rag en doare ma varnot e vezot barnet, ha gand ar muzul ho-po muzuliet gantañ, e vo muzuliet deoh ive.
3 « Petra ez-peus da zelled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur ? Hag an treust a zo en da lagad-te da unan ne welez ket anezañ ? 4 Ha penaoz e hellez lavared d’az preur : Laosk ahanon da denna kuit ar blouzenn a zo en da lagad, pa ’z eus eun treust en da hini-te ?
5 « Dén faoz a zo ahanout ! Tenn kuit da genta an treust a zo en da lagad, ha neuze e weli sklêr evid tenna kuit euz lagad da vreur ar blouzenn a zo ennan ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
6 « Na roit ket d’ar chas ar péz a zo sakr, ha na daolit ket ho perlez d’ar moh, gand aon na zeufent da bresa anezo, ha da drei war-zu ennoh evid drailla ahanoh.
12 « Kement ho-peus c’hoant eta, e rafe ar re all evidoh, grit kemend-all, c’hwi ive evito : setu aze ar péz a lavar al Lezenn hag ar Brofeted ».
13 « Kerzit tre dre an nor striz. Frank eo an nor, ledan eo an hent a gas da goll ; hag ez a e-leiz a dud dre an hent-se. 14 Med striz eo an nor, hag n’eo ket frank an hent a gas d’ar vuhez, ha n’int ket stank ar re a gav anezañ ».
57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouenn ganti.
59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.
60 Lavared a reas e vamm, avad :
— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».
61 Med, lavared a reas ar re all dezi :
— « N’eus dén e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».
62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.
64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.
65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar péz a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :
— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »
Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.
80 Kreski a ree ar hrouadur ha digeri e spered. Mond a reas da jom en dezert beteg an deiz m’ en em ziskouezas da bobl Izrael.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
21 « N’eo ket kement hini a lavar din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo a yelo e Rouantèlèz an Neñvou, med an hini a ra bolontez va Zad a zo en neñvou.
22 « En deiz-se, e lavaro din kalz a dud : « Aotrou ! Aotrou ! daoust ha n’eo ket en da ano eo on-eus komzet ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus kaset kuit an droug-sperejou ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus greet kalz burzudou ? »
23 « Disklêria a rin dezo neuze : « N’em-eus biskoaz anavezet ahanoh. Kit pell diouzin, c’hwi hag a ra an droug. 24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant vad, savet ti gantañ war ar garreg. 25 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar stèriou, c’hwezet o-deus an aveliou war an ti gand kounnar. N’eo ket pilet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.
26 « Heñvel eo avad an dén a zelaou va homzou hep senti outo, ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar stèriou, savet eo an aveliou hag o-deus c’hwezet war an ti. Pilet eo bet an ti en e boull ha dizahet en e béz ».
28 Echu gand Jezuz komz evel-se, e chome an dud skoet gand e gelennadurez. 29 Rag kelenn a ree anezo evel eun dén galloud dezañ, ha n’eo ket evel o Skribed.
1 Pa ziskennas Jezuz diwar ar menez, ez eas e-leiz a dud d’e heul. 2 Ha setu ma tosteas eun dén lor outañ, hag en eur stoui dirazañ, e lavaras :
— « Aotrou, ma kerez, e hellez parea ahanon ».
3 Oh astenn e zorn, e touchas Jezuz outañ en eur lavared :
— « Felloud a ra din, bez pareet ».
Ha kerkent e oe pareet euz al lorgnez.
4 Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Selaou mad ahanon : na lavar netra da zén, med kee d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig ar prov gourhemennet gand Moizez : eun testeni e vo kement-se evid an dud ».
5 O veza ma oa Jezuz o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas eun ofiser d’e gaoud, hag e reas outañ ar bedenn-mañ :
6 — « Aotrou, ema va zervicher war e wele, em zi, seizet e izili, ha diwaska a ra poaniou kriz ».
7 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Mond a rin hag e parein anezañ ».
8 Respont a reas an ofiser :
— « Aotrou, n’on ket dîn e teufeh em zi, med lavarit eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher. 9 Rag dindan galloud tud all ez on-me, hag ez eus soudarded dindannon, hag e lavaran da unan mond, hag ez a, da unan all, dond, hag e teu, d’am zervicher, ober an dra-mañ-dra, hag e ra ».
10 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz, hag e lavaras d’ar re a oa ouz e heul :
— « E gwirionez, e lavaran deoh, n’em-eus ket kavet eur seurt feiz e Bro-Izrael, 11 ha lavared a ran deoh e teuio kalz a zud euz ar Zao-Heol, hag euz ar Huz-Heol, hag a gemero plas ouz taol gand Abraham, Izaag ha Jakob e Rouantèlèz Doue, 12 e-keid ha ma vo bugale ar Rouantèlèz taolet er-mêz, en deñvalijenn ; eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».
13 Hag e lavaras Jezuz d’an ofiser :
— « Kee d’ar gêr, ha ra vo greet dit hervez da feiz ».
D’an eur-ze, end-eün, e oe pareet ar zervicher.
14 Deuet Jezuz da di Bèr, e kavas mamm-gaer hemañ, war he gwele, dalhet gand an derzienn. 15 Touch a reas ouz he dorn, hag ez eas an derzienn kuit diouti. Sevel a reas raktal, hag e serviche anezo.
16 Deuet an abardaez-noz, e oe digaset dezañ kalz a dud hag a oa dindan galloud an droug-spered. Gand eur gér hepkén, e kasas ar sperejou kuit, hag e pareas an oll glañvourien, 17 evid ma teufe da wir komzou ar profet Izaïaz : « Kemeret e-neus warnañ e-unan or zempladurez, ha sammet or hleñvejou ».