Accueil  -  Daouzegved sizunvez war ar bloaz (B)

Daouzegved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 20 d’ar 26 a viz Mezeven 2021

Daouzegved sul war ar bloaz

Mk 4, 35-41 (B)

35 En deiz-se, deuet ar pardaez-noz, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

— « Treizom da vond d’an tu all ».

36 Goude beza lezet an dud, e kemerjont Jezuz ganto er vag, evel ma oa ; hag e oa bagou all ouz e heul.

37 Sevel a reas neuze, eur barr avel diroll. Lammad a ree an tarziou er vag, beteg dezi beza karget a zour.

38 Kousket e oa Jezuz avad, war an dorchenn, e penn-a-dreñv ar vag. Dihun a reont anezañ o lavared :

— « Mestr, kollet om ! ne ra netra kement-se dit ?

39 Eur wech dihunet, e hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor :

— « Chom sioul ! Ro peoh ! »

Ha terri a reas an avel, hag e renas eur peoh kaer.

40 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag kaoud aon evel-se ? N’ho-peus ket c’hoaz ar feiz ? »

41 Hag e krogas eur spont braz enno, hag e lavarent kenetrezo :

— « Piou ’ta eo hemañ, pa zent outañ koulz an avel hag ar mor ? »

Lun

Mz 7, 1-5

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

1 « Na varnit ket ha ne vezot ket barnet. 2 Rag en doare ma varnot e vezot barnet, ha gand ar muzul ho-po muzuliet gantañ, e vo muzuliet deoh ive.

3 « Petra ez-peus da zelled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur ? Hag an treust a zo en da lagad-te da unan ne welez ket anezañ ? 4 Ha penaoz e hellez lavared d’az preur : Laosk ahanon da denna kuit ar blouzenn a zo en da lagad, pa ’z eus eun treust en da hini-te ?

5 « Dén faoz a zo ahanout ! Tenn kuit da genta an treust a zo en da lagad, ha neuze e weli sklêr evid tenna kuit euz lagad da vreur ar blouzenn a zo ennan ».

Meurz

Mz 7, 6.12-14

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

6 « Na roit ket d’ar chas ar péz a zo sakr, ha na daolit ket ho perlez d’ar moh, gand aon na zeufent da bresa anezo, ha da drei war-zu ennoh evid drailla ahanoh.

12 « Kement ho-peus c’hoant eta, e rafe ar re all evidoh, grit kemend-all, c’hwi ive evito : setu aze ar péz a lavar al Lezenn hag ar Brofeted ».

13 « Kerzit tre dre an nor striz. Frank eo an nor, ledan eo an hent a gas da goll ; hag ez a e-leiz a dud dre an hent-se. 14 Med striz eo an nor, hag n’eo ket frank an hent a gas d’ar vuhez, ha n’int ket stank ar re a gav anezañ ».

Merher

Mz 7, 15-20

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

15 « Diwallit ouz ar fals-profeted : dond a reont etrezeg ennoh gwisket evel deñved, nemed e vint bleizi kriz anezo en diabarz. 16 Diouz o frouez eh anavezot anezo. Daoust ha kutuillet e vez rezin war ar spern, pe fïez war an askol ?

17 Evel-se, e ro kement gwezenn vad frouez kaer, hag e ro kement gwezenn vrein frouez fall. 18 Ne hell ket eur wezenn vad dougenn frouez fall, nag eur wezenn vrein dougenn frouez kaer. 19 Kement gwezenn ha na zoug ket a frouez kaer a vez trohet ha taolet en tan. 20 Diouz o frouez eta, eo eh anavezot anezo ».

Yaou 24 a viz Mezeven
Gouel-Meur sant Yann-Vadezour

Lk 1, 57-66.80

57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouenn ganti.

59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.

60 Lavared a reas e vamm, avad :

— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».

61 Med, lavared a reas ar re all dezi :

— « N’eus dén e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».

62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.

64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.

65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar péz a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :

— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »

Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.

80 Kreski a ree ar hrouadur ha digeri e spered. Mond a reas da jom en dezert beteg an deiz m’ en em ziskouezas da bobl Izrael.

Gwener

Mz 8, 1-4

1 Pa ziskennas Jezuz diwar ar menez, ez eas e-leiz a dud d’e heul. 2 Ha setu ma tosteas eun dén lor outañ, hag en eur stoui dirazañ, e lavaras :

— « Aotrou, ma kerez, e hellez parea ahanon ».

3 Oh astenn e zorn, e touchas Jezuz outañ en eur lavared :

— « Felloud a ra din, bez pareet ».

Ha kerkent e oe pareet euz al lorgnez.

4 Hag e lavaras Jezuz dezañ :

— « Selaou mad ahanon : na lavar netra da zén, med kee d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig ar prov gourhemennet gand Moizez : eun testeni e vo kement-se evid an dud ».

Sadorn

Mz 8, 5-17

5 O veza ma oa Jezuz o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas eun ofiser d’e gaoud, hag e reas outañ ar bedenn-mañ :

6 — « Aotrou, ema va zervicher war e wele, em zi, seizet e izili, ha diwaska a ra poaniou kriz ».

7 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Mond a rin hag e parein anezañ ».

8 Respont a reas an ofiser :

— « Aotrou, n’on ket dîn e teufeh em zi, med lavarit eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher. 9 Rag dindan galloud tud all ez on-me, hag ez eus soudarded dindannon, hag e lavaran da unan mond, hag ez a, da unan all, dond, hag e teu, d’am zervicher, ober an dra-mañ-dra, hag e ra ».

10 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz, hag e lavaras d’ar re a oa ouz e heul :

— « E gwirionez, e lavaran deoh, n’em-eus ket kavet eur seurt feiz e Bro-Izrael, 11 ha lavared a ran deoh e teuio kalz a zud euz ar Zao-Heol, hag euz ar Huz-Heol, hag a gemero plas ouz taol gand Abraham, Izaag ha Jakob e Rouantèlèz Doue, 12 e-keid ha ma vo bugale ar Rouantèlèz taolet er-mêz, en deñvalijenn ; eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».

13 Hag e lavaras Jezuz d’an ofiser :

— « Kee d’ar gêr, ha ra vo greet dit hervez da feiz ».

D’an eur-ze, end-eün, e oe pareet ar zervicher.

14 Deuet Jezuz da di Bèr, e kavas mamm-gaer hemañ, war he gwele, dalhet gand an derzienn. 15 Touch a reas ouz he dorn, hag ez eas an derzienn kuit diouti. Sevel a reas raktal, hag e serviche anezo.

16 Deuet an abardaez-noz, e oe digaset dezañ kalz a dud hag a oa dindan galloud an droug-spered. Gand eur gér hepkén, e kasas ar sperejou kuit, hag e pareas an oll glañvourien, 17 evid ma teufe da wir komzou ar profet Izaïaz : « Kemeret e-neus warnañ e-unan or zempladurez, ha sammet or hleñvejou ».