Accueil  -  Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Euz an 9 d’ar 15 a viz Du 2025

Sul 9 a viz Du
Gouel Dedi Iliz-Rouanez Sant Yann Latran,
iliz-veur ar Pab

Yn 2, 13-22

13 Pa oa gouel Pask ar Juzevien o tostaad, ez eas Jezuz da Jeruzalem.

14 E diabarz an Templ, e kavas ar varhadourien o werza ejenned, dañvadezed ha koulmed, hag an drokerien arhant.

15 Neuze, greet gantañ eur skourjez euz kerdin, e taolas kuit anezo oll er-mêz euz an Templ, dañvadezed, ejenned hag all ; strewi a reas moneiz an drokerien, ha taoler o zaoliou d’an traoñ.

16 D’ar varhadourien koulmed, e lavaras :

— « Kasit an traou-ze kuit ahalenn ; na rit ket euz ti va Zad eur stal-genwerz ».

17 Soñj a zeuas d’e ziskibien euz komzou ar Skritur-Zakr : « Devet on gand tan ar garantez evid da di ».

18 Med lavared a reas ar Juzevien dezañ :

— « Peseurt sîn a hellez diskouez deom evid ober kement-se ? »

19 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Diskarit ar zantual-mañ, hag en eur ober tri devez, e lakin anezañ en e-zav en-dro ».

20 Respont a reas ar Juzevien dezañ :

— « C’hweh bloaz ha daou-ugent zo eet da zevel ar zantual-mañ, ha te a adsavfe anezañ en eur ober tri devez ? »

21 Med komz a ree Jezuz euz ar zantual ma oa e gorv. 22 Setu pa oe savet Jezuz a-douez ar re varo, e teuas da zoñj d’e ziskibien e-noa lavaret kement-se ; kredi a rejont er Skrituriou hag e komzou lavaret gand Jezuz.

Lun

Lk 17, 1-6

1 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « Ne heller ket miroud ma vefe gwall-skweriou ; med gwaz-a-ze d’an neb a zo penn-kaoz !

2 « Gwelloh e vefe dezañ e vije staget eur mên milin ouz e houzoug, hag e vefe stlapet er mor, kentoh eged beza eur skoill evid unan hepkén euz ar re vihan-mañ.

3 Taolit evez eta ! Ma teu da da vreur da ober eur pehed, gourdrouz anezañ, ha m’e-neus keuz, pardon dezañ. 4 Ma vank ouzit seiz kwech bemdez, ha ma tistro seiz kwech diouz reñk da gaoud ahanout en eur lavared : « Keuz am-eus », pardoni a ri dezañ ».

5 Lavared a reas an ebestel d’an Aotrou :

— « Laka da greski ennom ar feiz ! ».

6 Respont a reas an Aotrou :

— « Ma vefe ken braz ho feiz hag eur hreunenn zezo, e lavarfeh d’ar wezenn-vouar-mañ : « Diframm da wriziou, ha kee da blanta anezo er mor », hag e sentfe ouzoh ».

Meurz

Lk 17, 7-10

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

7 « Pehini ahanoh, dezañ eur zervicher bet oh arad, pe o vêsa al loened, a lavaro dezañ, pa vo distro euz ar park : « Deus buan ouz taol » ? 8 Daoust ha ne lavaro ket dezañ kentoh : « Aoz din va hoan, ha stard da houriz da zervicha ahanon, ken n’am-bo debret hag evet. Goude-ze, e helli debri, hag eva ».

9 « Daoust hag anaoudègèz vad e-no d’ar zervicher-ze evid beza sentet outañ ?

10 « Evel-se, c’hwi ive, greet ganeoh kemend a vo bet gourhemennet deoh, lavarit : « N’om nemed servicherien, o-deus greet nemed ar péz a rañkem ober ».

Merher

Lk 17, 11-19

11 Bez’ e oa Jezuz oh ober hent da vond da Jeruzalem, hag e tremenas war harzou Bro-Zamaria ha Bro-Halilea.

12 Pa oa o tigouezoud en eur gêriadenn, e teuas dég dén lor en arbenn dezañ. Chom a rejont pellig a-walh dioutañ, hag hopal dezañ :

13 — « Mestr Jezuz, ho-pet truez ouzom ! ».

14 Kerkent ha ma welas Jezuz anezo, e lavaras dezo :

— « It d’en em ziskouez d’ar veleien ».

E-keid ha ma oant o vond, e tigouezas dezo beza pareet. 15 Unan anezo, o weled e oa pare, a zeuas war e giz en eur gana meuleudi da Zoue a vouez kreñv. 16 En em deurel a reas, e dal d’an douar, e-harz treid Jezuz, o trugarekaad anezañ. Hogen, eur Zamaritan e oa anezañ.

17 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Daoust ha n’eo ket bet pareet an dég ? An nao all, e peleh emaint ? 18 N’eus ket bet eta nemed hemañ, eun estren anezañ, da zond en-dro da veuli Doue ».

19 Hag e lavaras dezañ :

— « Sav en da zav ha kerz : da feiz he-deus saveteet ahanout ».

Yaou

Lk 17, 20-25

20 Goulenn a reas ar Farizianed ouz Jezuz :

— « Pegoulz eta e teuio Rouantèlèz Doue ? »

Respont a reas dezo :

— « Ne zeu ket Rouantèlèz Doue evel eun dra êz da weled. 21 Ne vo ket lavaret : « Setu, amañ ema ! » pe : « Aze ema ! » Rag en ho-touez ema Rouantèlèz Doue ».

22 Lavared a reas c’hoaz d’e ziskibien :

— « Dond a raio eun amzer hag ho-po c’hoant gweled, pa ne vefe nemed unan euz deiziou Mab an Dén, ha ne vo ket gwelet ganeoh.

23 « Lavaret e vo deoh : « Setu, a-hont ema ! » pe « Setu, amañ ema ! » Arabad deoh mond, na redeg di. 24 Rag evel ma skéd eul luhedenn o tarza, euz an eil penn d’egile d’an oabl, evel-se e vo Mab an Dén da vare e Zeiz.

25 « Med en-araog, e rañko gouzañv poaniou kaled, ha beza distaolet gand ar rummad-mañ.

Gwener

Lk 17, 26-37

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

26 « Evel ma oe kont e amzer Noe, evel-se ive e vo e amzer Mab an Dén. 27 Bez’ e oa an dud o tebri, oh eva, o kemer gwrég, o kemer gwaz, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arh, ha ma teuas an dour-beuz da zistruja anezo oll.

28 « Evel-se e oa ive e amzer Lot : debri, eva, prena, gwerza, planta, sevel tiez a ree an dud. 29 Med d’an deiz ma ’z eas Lot kuit euz Sodom, e kouezas euz an neñv eur gaouad-hlao a dan hag a zoufr a zistrujas anezo oll.

30 « Evel-se e vo kont ive d’an deiz m’en em ziskouezo Mab an Dén.

31 « D’an deiz-se, an hini a vo war al leur-doenn hag a vezo e draou en ti, arabad dezañ diskenn da gerhad anezo, hag an hini a vo er park, arabad dezañ kennebeud distrei war e giz. 32 Dalhit soñj euz gwrég Lot.

33 « An neb a glasko mired e vuhez a gollo anezi, hag an neb a gollo anezi, e vo miret gantañ.

34 « Lavared a ran deoh : En noz-se, e vo daou zén war eur gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet. 35 Diou vaouez a vo o vala asamblez : unan a vo kemeret hag e-bén lezet ».

36 37 Neuze, e houlennas an diskibien outañ :

— « E peleh e vo eta, Aotrou ? »

Respont a reas :

— « El leh ma vo ar horv, eno ive en em vodo ar guped ».

Sadorn

Lk 18, 1-8

1 Lavared a reas Jezuz d’e ziskibien eur barabolenn da gelenn ez eo red pedi dalhmad hep koll kalon :

-– 2 « Bez’ e oa, emezañ, en eur gêr bennag, eur barner ha ne oa ket ennañ tamm doujañs ebed evid Doue ; ne oa ket nehet kennebeud gand an dud.

3 « Bez’ e oa ive er gêr-ze, eun intañvez hag a zeue d’e gaoud o lavared : « Ro eur varnedigez din a-eneb va enebour ».

4 « E-pad hir amzer ne fellas ket dezañ. A-benn ar fin, e lavaras ennañ e-unan : « Daoust ma n’em-eus ket a zoujañs evid Doue, ha daoust ma n’on ket nehet gand an dud, 5 koulskoude, gand ar skuiz ma ’z on eet o kleved anezi, ez an da rei dezi he goulenn, gand aon na zalhfe da derri din va fenn ».

6 « Lavared a reas an Aotrou ouspenn :

— « Selaouit mad ar péz a lavar ar barner disleal-ze. Ha Doue ne rentfe ket justis d’an dud dibabet gantañ, a zo o youhal noz-deiz war-zu ennañ ? Hag ober a ra dezo gortoz ?

7 « Lavared a ran deoh : Ne vezo ket pell evid rei o gwir dezo. 8 Evelato, pa zistroio Mab an Dén, daoust ha kavoud a raio ar feiz war an douar ? »