Accueil  -  Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz (C)

Euz ar 6 d’an 12 a viz Du 2022

Eil sul ha tregont war ar bloaz (C)

Lk 20, 27-38

27 Dond a reas da gaoud Jezuz eun nebeud saduseaned, – euz ar re hag a lavar ne zav ket ar horvou euz a varo da veo, – hag e houlennjont outañ :

28 « Mestr, roet e-neus Moïzez al Lezenn-mañ deom : Ma ’z eus eun dén dimezet, dezañ eur breur, hag a varv hep beza bet bugale, ez eo red e timezfe e vreur gand an intañvez evid sevel lignez d’an hini a zo maro.

29 « Bez’ e oa eta seiz breur. Dimezi a reas an hini kenta, ha mervel heb lezel bugale. 30 Kemer an intañvez a reas an eil, 31 hag an trede a reas kemend-all. C’hoarvezoud a reas ar memestra gand ar zeiz gwitibunan, hag e varvjont hep lezel bugale. 32 Ha da echui, ez eas ar vaouez da anaon ive.

33 « Ahanta ! ar vaouez-se, da vare an adsao, da behini anezo e vo-hi gwrég ? Peogwir o-deus bet, o zeiz, anezi da bried ? »

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Kemer gwrég pe waz a ra bugale ar béd-mañ. 35 Med ar re a zo bet kavet dîn da gaoud lod er béd da zond hag en adsao ar re varo da veo, ne gemeront na gwrég na gwaz, 36 rag ne hellont mui mervel : par int d’an êlez, bugale int da Zoue ha bugale an adsao.

37« Hag evid ar péz a zell ouz adsao ar re varo da veo, e-neus Moïzez e-unan roet deom da houzoud er péz a lavar diwar-benn ar « Vodenn-dan », pa ro d’an Aotrou Doue an ano a « Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob ». 38 Doue, n’eo ket Doue ar re varo eo, med Doue ar re veo, rag evitañ e vev an oll ».

Lun

Lk 17, 1-6

1 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « Ne heller ket miroud ma vefe gwall-skweriou ; med gwaz-a-ze d’an neb a zo penn-kaoz !

2 « Gwelloh e vefe dezañ e vije staget eur mên milin ouz e houzoug, hag e vefe stlapet er mor, kentoh eged beza eur skoill evid unan hepkén euz ar re vihan-mañ.

3 Taolit evez eta ! Ma teu da da vreur da ober eur pehed, gourdrouz anezañ, ha m’e-neus keuz, pardon dezañ. 4 Ma vank ouzit seiz kwech bemdez, ha ma tistro seiz kwech diouz reñk da gaoud ahanout en eur lavared : « Keuz am-eus », pardoni a ri dezañ ».

5 Lavared a reas an ebestel d’an Aotrou :

— « Laka da greski ennom ar feiz ! ».

6 Respont a reas an Aotrou :

— « Ma vefe ken braz ho feiz hag eur hreunenn zezo, e lavarfeh d’ar wezenn-vouar-mañ : « Diframm da wriziou, ha kee da blanta anezo er mor », hag e sentfe ouzoh ».

Meurz

Lk 17, 7-10

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

7 « Pehini ahanoh, dezañ eur zervicher bet oh arad, pe o vêsa al loened, a lavaro dezañ, pa vo distro euz ar park : « Deus buan ouz taol » ? 8 Daoust ha ne lavaro ket dezañ kentoh : « Aoz din va hoan, ha stard da houriz da zervicha ahanon, ken n’am-bo debret hag evet. Goude-ze, e helli debri, hag eva ».

9 « Daoust hag anaoudègèz vad e-no d’ar zervicher-ze evid beza sentet outañ ?

10 « Evel-se, c’hwi ive, greet ganeoh kemend a vo bet gourhemennet deoh, lavarit : « N’om nemed servicherien, o-deus greet nemed ar péz a rañkem ober ».

Merher 9 a viz Du
Gouel Dedi Iliz-Rouanez Sant Yann Latran,
iliz-veur ar Pab

Yn 2, 13-22

13 Pa oa gouel Pask ar Juzevien o tostaad, ez eas Jezuz da Jeruzalem.

14 E diabarz an Templ, e kavas ar varhadourien o werza ejenned, dañvadezed ha koulmed, hag an drokerien arhant.

15 Neuze, greet gantañ eur skourjez euz kerdin, e taolas kuit anezo oll er-mêz euz an Templ, dañvadezed, ejenned hag all ; strewi a reas moneiz an drokerien, ha taoler o zaoliou d’an traoñ.

16 D’ar varhadourien koulmed, e lavaras :

— « Kasit an traou-ze kuit ahalenn ; na rit ket euz ti va Zad eur stal-genwerz ».

17 Soñj a zeuas d’e ziskibien euz komzou ar Skritur-Zakr : « Devet on gand tan ar garantez evid da di ».

18 Med lavared a reas ar Juzevien dezañ :

— « Peseurt sîn a hellez diskouez deom evid ober kement-se ? »

19 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Diskarit ar zantual-mañ, hag en eur ober tri devez, e lakin anezañ en e-zav en-dro ».

20 Respont a reas ar Juzevien dezañ :

— « C’hweh bloaz ha daou-ugent zo eet da zevel ar zantual-mañ, ha te a adsavfe anezañ en eur ober tri devez ? »

21 Med komz a ree Jezuz euz ar zantual ma oa e gorv. 22 Setu pa oe savet Jezuz a-douez ar re varo, e teuas da zoñj d’e ziskibien e-noa lavaret kement-se ; kredi a rejont er Skrituriou hag e komzou lavaret gand Jezuz.

Yaou

Lk 17, 20-25

20 Goulenn a reas ar Farizianed ouz Jezuz :

— « Pegoulz eta e teuio Rouantèlèz Doue ? »

Respont a reas dezo :

— « Ne zeu ket Rouantèlèz Doue evel eun dra êz da weled. 21 Ne vo ket lavaret : « Setu, amañ ema ! » pe : « Aze ema ! » Rag en ho-touez ema Rouantèlèz Doue ».

22 Lavared a reas c’hoaz d’e ziskibien :

— « Dond a raio eun amzer hag ho-po c’hoant gweled, pa ne vefe nemed unan euz deiziou Mab an Dén, ha ne vo ket gwelet ganeoh.

23 « Lavaret e vo deoh : « Setu, a-hont ema ! » pe « Setu, amañ ema ! » Arabad deoh mond, na redeg di. 24 Rag evel ma skéd eul luhedenn o tarza, euz an eil penn d’egile d’an oabl, evel-se e vo Mab an Dén da vare e Zeiz.

25 « Med en-araog, e rañko gouzañv poaniou kaled, ha beza distaolet gand ar rummad-mañ.

Gwener

Lk 17, 26-37

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

26 « Evel ma oe kont e amzer Noe, evel-se ive e vo e amzer Mab an Dén. 27 Bez’ e oa an dud o tebri, oh eva, o kemer gwrég, o kemer gwaz, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arh, ha ma teuas an dour-beuz da zistruja anezo oll.

28 « Evel-se e oa ive e amzer Lot : debri, eva, prena, gwerza, planta, sevel tiez a ree an dud. 29 Med d’an deiz ma ’z eas Lot kuit euz Sodom, e kouezas euz an neñv eur gaouad-hlao a dan hag a zoufr a zistrujas anezo oll.

30 « Evel-se e vo kont ive d’an deiz m’en em ziskouezo Mab an Dén.

31 « D’an deiz-se, an hini a vo war al leur-doenn hag a vezo e draou en ti, arabad dezañ diskenn da gerhad anezo, hag an hini a vo er park, arabad dezañ kennebeud distrei war e giz. 32 Dalhit soñj euz gwrég Lot.

33 « An neb a glasko mired e vuhez a gollo anezi, hag an neb a gollo anezi, e vo miret gantañ.

34 « Lavared a ran deoh : En noz-se, e vo daou zén war eur gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet. 35 Diou vaouez a vo o vala asamblez : unan a vo kemeret hag e-bén lezet ».

36 37 Neuze, e houlennas an diskibien outañ :

— « E peleh e vo eta, Aotrou ? »

Respont a reas :

— « El leh ma vo ar horv, eno ive en em vodo ar guped ».

Sadorn

Lk 18, 1-8

1 Lavared a reas Jezuz d’e ziskibien eur barabolenn da gelenn ez eo red pedi dalhmad hep koll kalon :

-– 2 « Bez’ e oa, emezañ, en eur gêr bennag, eur barner ha ne oa ket ennañ tamm doujañs ebed evid Doue ; ne oa ket nehet kennebeud gand an dud.

3 « Bez’ e oa ive er gêr-ze, eun intañvez hag a zeue d’e gaoud o lavared : « Ro eur varnedigez din a-eneb va enebour ».

4 « E-pad hir amzer ne fellas ket dezañ. A-benn ar fin, e lavaras ennañ e-unan : « Daoust ma n’em-eus ket a zoujañs evid Doue, ha daoust ma n’on ket nehet gand an dud, 5 koulskoude, gand ar skuiz ma ’z on eet o kleved anezi, ez an da rei dezi he goulenn, gand aon na zalhfe da derri din va fenn ».

6 « Lavared a reas an Aotrou ouspenn :

— « Selaouit mad ar péz a lavar ar barner disleal-ze. Ha Doue ne rentfe ket justis d’an dud dibabet gantañ, a zo o youhal noz-deiz war-zu ennañ ? Hag ober a ra dezo gortoz ?

7 « Lavared a ran deoh : Ne vezo ket pell evid rei o gwir dezo. 8 Evelato, pa zistroio Mab an Dén, daoust ha kavoud a raio ar feiz war an douar ? »