Accueil  -  Eilved sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Eilved sizunvez warn-ugent war ar bloaz B

Euz an 29 a vis Eost d’ar 4 a viz Gwengolo 2021

Eil sul warn-ugent war ar bloaz (B)

Mk 7, 1-8.14-15.21-23

1 Deuet euz Jeruzalem, en em vodas Farizianed hag eun nebeud Skribed en-dro da Jezuz.

2 Gweled a reont lod euz e ziskibien o trebi o fréd gand o daouarn dihlan, da lavared eo : heb beza bet gwalhet ganto.

3 Derhel a ra ar Farizianed hag an oll Juzevien zokén, da voaziou deuet dezo euz o zadou-koz, ha ne zrebont ket ma ne vez ket bet gwalhet mad o daouarn ganto. 4 O tistrei d’ar gêr euz plasenn ar marhad, ne zrebont ket ma n’o-deus ket strinket dour warno o-unan, ha meur a voazamañt all c’hoaz a heuliont deuet dezo a-berz o zadou-koz, pa vez kont da walhi kanafennou, podou, listri-arem.

5 Goulenn a ra eta, ar Farizianed hag ar Skribed ouz Jezuz :

— « Perag ne heuill ket da ziskibien giziou on tadou-koz ? Kemer a reont o frejou gand o daouarn dihlan ».

6 Respont a reas Jezuz dezo :

–« Re vad e-neus Izaïaz greet e brofet diwar ho penn, tud faoz ahanoh, evel m’eo skrivet :

« Enori a ra ar bobl-mañ ahanon,
« diwar bég he muzellou eo avad ;
« ema o halon pell diouzin.
7 « N’o-deus priz e-béd al lidou a reont en enor din,
« rag o helennadurez n’eus anezi,
« nemed reolennou-tud.
8 « Lakaad a rit, a gostez, c’hwi ive, gourhemennou Doue, evid mired boazamañchou an dud »
.

14 Gervel a reas Jezuz neuze an dud, ha pedi anezo da dostaad outañ, hag e lavaras dezo :

— « C’hwi oll, selaouit ahanon,hag intentit mad. 15 N’eo ket ar péz a zo er-mêz euz an dén, hag a ya ennañ, a hell lakaad anezañ da veza dihlan. Med ar péz a zeu er-mêz euz an dén, setu ar péz a ra dezañ beza dihlan ».

(16)17 Pa oe eet Jezuz tre en ti, pell diouz an dud, e reas e ziskibien goulennou outañ diwar-benn ar barabolenn-ze. 18 Neuze e lavaras dezo :

— « Ha c’hwi ive a vefe ’ta berr a spered ? Ha ne ouezit ket n’eus netra a gement a ya e-barz an dén a hellfe lakaad anezañ dihlan, 19 rag an dra-ze ne d-a ket en e galon, med en e gov, da veza distaolet er foz ».

Hag evel-se, e tisklêrie Jezuz e oa glan kement boued a zo. 20 Hag e lavare :

— « Ar péz a zeu euz an dén, setu ar péz a vez louzet an dén gantañ. 21 Rag euz diabarz an dén, euz e galon eo e teu dezañ ar zoñj da ober an droug : ar vuhez diroll, al laeronsi, ar muntrèrèz, 22 an avoultriez, ar c’hoantègèz direiz, ar fallagriez, an tromplèrèz, an hudurnez, an avi, an droug-komz, an ourgouill, ar follentez dall. 23 Dond a ra an oll draou fall-ze euz an diabarz, hag e reont d’an dén beza dihlan ».

Lun

Lk 4, 16-30

16 Dond a reas da Nazared, el leh ma oa bet savet, hag ez eas d’ar zinagogenn, evel ma oa boaz da ober da zeiz ar zabat. Sevel a reas en e-zav evid ober al lennadenn.

17 Roet e oe dezañ leor ar Profet Izaïaz. Digoret al leor gantañ, e kavas ar pennad m’eo skrivet ennañ :

18 « Ema Spered an Aotrou warnon,
abalamour m’e-neus sakret ahanon.
19 Kaset on bet gantañ evid prezeg ar Helou Mad d’ar beorien,
evid embann d’ar brizonidi e vezint dijadennet,
ha d’an dud dall, e welint sklêr,
d’ar re zo gwasket, e vezint diboaniet,
19 hag evid embann eur bloavez a vadelez a-berz an Aotrou Doue ».

20 Serri a reas al leor, rei anezañ d’ar zervicher, hag azeza. Bez’ e oa an oll dud er zinagogenn, o daoulagad paret warnañ ganto.

21 Neuze, e lavaras dezo :

— « Hirio eo kaset da benn ar homzou-ze euz ar Skritur emaoh o paouez kleved ».

22 Rentet e veze testeni dezañ gand an oll, ha bamet e oant gand ar homzou leun a hras a zeue euz e henou. Hag e lavarent :

— « Ha n’eo ket hemañ mab Jozef ? »

23 Med lavared a reas Jezuz dezo :

— « Moarvad, emaoh o vond da lavared din ar hrennlavar : Medisin, ro ar pare dit da-unan ! Klevet on-eus pebez traou kaer az-peus greet e Kafarnaom ; gra kemend-all amañ en da vro ».

24 Lavared a reas Jezuz ouspenn :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : Profet e-béd ne vez digemeret mad en e vro. 25 E gwirionez, e lavaran deoh : Bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, en amzer Elïaz, pa jomas kloz an oabl e-pad tri bloaz hanter, ha pa oe eur gernez vraz dre ar vro a-béz. 26 Koulskoude, ne oe ket kaset Elïaz etrezeg hini e-béd anezo, med d’eun intañvez estren euz kêr Sarepta, e Bro-Zidon.

27 « En amzer Elizeaz, e oa kalz tud lor en Izrael, hag hini e-béd anezo n’eo bet pareet, nemed Naaman ar Sirïad ».

28 O kleved ar homzou-ze, ez ejont oll e fulor er zinagogenn. 29 Sevel a rejont en o-zav, ha bounta anezañ er-mêz euz kêr. Kas a rejont anezañ beteg penn eun tarroz euz an dorgenn, m’eo savet kêr warnañ, evid stlepel anezañ d’an traoñ.

30 Med, tremen a reas Jezuz dre o-zouez, hag ez eas gand e hent.

Meurz

Lk 4, 31-37

31 Diskenn a reas Jezuz e Kafarnaom, kêr euz Bro-Halilea, hag e veze, eno, o kelenn an dud d’an deveziou sabat. 32 Estlammet braz e vezent gand e gelennadurez, rag gand galloud eo e komze.

33 Hogen, béz’ e oa er zinagogenn eun dén hag a oa ennañ spered eun diaoul hudur. Staga a reas da youhal a-bouez penn :

34 — « A ! Petra a glaskez ouzom, Jezuz a Nazared ? Ha deuet out da gas ahanom da goll ? Gouzoud a ran piou out-te : bez’ ez out Sant Doue ».

35 Gourdrouz a reas Jezuz anezañ :

— « Ro peoh ! Kee er-mêz euz an dén-ze ».

Neuze, e taolas an diaoul an dén d’an douar e-kreiz an dud, hag ez eas er-mêz anezañ heb ober tamm droug e-béd dezañ. 36 Kregi a reas ar spont enno oll, hag e lavarent an eil d’egile :

— « Petra eo ar gomz-se ? Gourhemenn a ra gand galloud ha gand nerz d’ar sperejou hudur, hag ez eont er-mêz ».

37 Hag e oa skignet ar vrud anezañ e pep leh tro-war-dro.

Merher

Lk 4, 38-44

38 Kuitaad a reas Jezuz ar zinagogenn, hag ez eas da di Simon. Bez’ e oa mamm-gaer Simon avad gwasket gand an derzienn vraz ; hag e oe pedet Jezuz da ober eun dra bennag eviti.

39 Stoui a reas a-uz dezi, gourdrouz an derzienn, hag ez eas an derzienn kuit. Kerkent e savas ar vamm-gaer, hag e stagas da zervicha anezo.

40 Da vare ar huz-heol, ar re oll o-doa klañvourien, gwasket gand kleñved pe glenved, a zigasas anezo dezañ. Hag oh astenn e zaouarn war bep hini, e roe Jezuz ar pare dezo.

41 Mond a reas zoken droug-sperejou er mêz euz kalz a dud, en eur youhal :

— « Te eo Mab Doue ! ».

Gourdrouzet e oent avad gand Jezuz, hag a zifenne outo komz, rag gouzoud a reent int-i, e oa Eñ ar Hrist.

42 Pa oe deuet an deiz, ez eas Jezuz er-mêz beteg eul leh distro. Bez’ e oa kalz a dud war glask anezañ. Deuet beteg ennañ, e talhent warnañ evid miroud outañ da vond kuit diouto.

43 Med lavared a reas dezo :

— « Ar heriou all ive, e rañkan embann dezo Kelou Mad Rouantèlèz Doue, rag evid-se eo ez on bet kaset ».

44 Hag e veze oh embann ar Helou Mad e sinagogennou Bro-Halilea.

Yaou 2 a viz Gwengolo
An dud eüruz Glaoda Laporte, Visant Rousseau, Nicolas Varron, Frañsez al Livec hag o hompagnuned, beleien ha merzerien

Yn 15, 18-21

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

18 « M’e-neus ar béd kasoni ouzoh, e ouezot-c’hwi e-neus bet kasoni ouzin da genta.

19 « Ma vijeh euz ar béd, e-nije bet ar béd karantez ouz ar péz a vije dezañ. Med n’oh ket euz ar béd ; me eo am-eus dispartiet ahanoh diouz ar béd, ha setu perag e-neus ar béd kasoni ouzoh.

20 « Dalhit soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh : n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr. M’o-deus gwall-gaset ahanon, e vezot-c’hwi ive gwall-gaset ganto.

21 « Kement-se a raint deoh abalamour d’am ano, rag n’anavezont ket an hini on bet kaset gantañ ».

Yaou

Lk 5, 1-11

1 Eun devez, e oa Jezuz war vord lenn Jenezared. Gwasket e oa gand eur mor a dud en em starde en-dro dezañ evid kleved komz Doue.

2 Gweled a reas diou vag, hag a oa war vord al lenn. Diskennet e oa ar besketerien diwarno, hag e oant o walhi o rouejou.

3 Sevel a reas Jezuz en unan euz ar bagou, an hini a oa da Zimon, hag e houlennas digantañ pellaad eun tammig diouz an aot. Azeza a reas, hag euz ar vag, e prezege d’an dud.

4 Pa oe echu gantañ e brezegenn, e lavaras Jezuz da Zimon :

— « Sko d’an donvor, ha taolit ho rouejou evid pesketa ».

5 Respont a reas Simon dezañ :

— « Mestr, goude beza poaniet e-pad an noz penn-da-benn, n’on-eus paket netra. Koulskoude, peogwir e lavarez, ez an da daoler ar rouejou ».

6 Ober a rejont, hag e pakjont kement a besked, ma oa kroget o roued da veza freuzet, pe dost.

7 Ober a rejont sîn d’o henseurted euz ar vag all, da zond da zikour anezo. Dond a rejont, hag e oa ken karget an diou vag, ma ’z eent dôn en dour.

8 O weled kement-se, e penndaoulinas Simon-Pèr dirag Jezuz, en eur lavared :

— « It pelloh diouzin, Aotrou, rag eun dén peher ez on-me ».

9 Evid gwir, e oa kroget ar spont ennañ, hag ive er re all a oa gantañ, o weled na pegement a besked o-doa paket. 10 Ken spontet all e oe Jakez ha Yann, mibien Zebede, kompagnuned Simon.

Med lavared a reas Jezuz da Zimon :

— « Ne d-a ket da gaoud aon ! Tud eo a baki hiviziken ».

11 Neuze, goude beza sachet o bagou d’an douar, ha dilezet pep tra ganto, ez ejont da heul Jezuz.

Gwener

Lk 5, 33-39

33 En amzer-ze, e oe lavaret da Jezuz :

— « Ober yun a ra diskibien Yann-Vadezour aliez, hag ober pedennou ; kemend-all ive diskibien ar Farizianed. Er hontrol, drebet hag evet e vez gand da re-te ».

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Daoust ha gelloud a rit lakaad tud al lein-eured da ober yun, e-keid ha m’ema an Dén-nevez asamblez ganto ? 35 Med dond a raio deveziou ma vo lamet an Dén-nevez diganto ; neuze, en deveziou-ze, e raint yun ».

36 Lavared a reas eur barabolenn ive dezo :

— « Dén e-béd ne rog eun tamm diouz eun dillad nevez evid peñselia gantañ eun dillad koz. Peotramant, e vezo bet roget an hini nevez, ha ne vo ket a-zere ar peñsel tennet gand an hini koz.

37 « Dén kennebeud ne laka gwin nevez e sehier-lèr koz ; a-néz, e lakaio ar gwin nevez ar zehier-lèr da darza ; fuillet e vo ar gwin, ha kollet ar zehier-lèr.

38 Bez’ e rañker lakaad ar gwin nevez er zehier-lèr nevez.

39 Nep piou bennag bet evet gwin koz gantañ, n’e-neus tamm c’hoant e-béd da gaoud hini nevez. Rag lavared a ra : Gwelloh eo an hini koz. »

Sadorn

Lk 6, 1-5

1 D’eun deiz sabat, e oa Jezuz o vond dre barkajou gwiniz ; hag e kutuille e ziskibien pennou-éd, da veza dizillet etre o daouarn ganto ha debret.

2 Neuze, e lavaras lod Farizianed :

— « Perag e rit-c’hwi ar péz n’eo ket aotreet ober da zeiz ar zabat ? »

3 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ha n’ho-peus ket lennet petra a reas eur wech David, deuet naon dezañ ha d’ar re a oa asamblez gantañ ? 4 Mond a reas tre e ti Doue, kemered baraennou ar hinnig, debri e-unan diouto ha rei lod d’ar re a oa gantañ, pa n’eus nemed ar veleien beza aotreet da zrebi ar baraennou-ze ».

5 Lavared a reas dezo c’hoaz :

— « Mestr war ar zabat eo Mab an Dén ».