Eizvetez Nedeleg

Euz ar 26 a viz Kerzu 2021 d’an 2 a viz Genver 2022

Gouel ar Famill Zantel (C)

Lk 2, 41-52

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ? »

50 Med ne intentjont ket ar pez a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.

Mired a ree e vamm kement-se oll en he halon.

52 Kreski a ree Jezuz avad, e pep doare : furnez, ment ha gras, dirag Doue ha dirag an dud.

Lun 27 a viz Kerzu.
Sant Yann, abostol hag avieler. Gouel

Yn 20,2-8

D’an deiz kenta euz ar zizun, 2 mond a ra d’ar réd Mari-Madalen da gaoud Simon-Pèr hag an diskib all, an hini a oa karet gand Jezuz, hag e lavar dezo :

— « Lamet eo bet an Aotrou euz ar béz, ha ne ouezom ket e-peleh eo bet lakeet ».

3 Neuze, ez eas Pèr asamblez gand an diskibl all da vond war-zu ar béz. 4 Redeg a reent o-daou a-unan, med buannoh eged Pèr e redas an diskib all, hag e tigouezas da genta er béz. 5 Soubla a reas ha gweled al lurennou ledet a-blad eno. Padal, ne ’z a ket tre e-barz ar béz.

6 D’e dro war e lerh, en em gav ive Simon-Pèr. Mond a ra e-barz ar béz, hag e wél al lurennou ledet a-blad, 7 hag al lienenn a oa bet en dro da benn Jezuz : ne oa ket houmañ gand al lurennou, med rollet en he fart en he flas.

8 Neuze eo ez eas an diskib all er barz ar béz d’e dro, an hini a oa digouezet da genta. Gweled a reas, hag e kredas.

Meurz 28 a viz Kerzu
Gouel an Inosanted santel, merzerien

Mz 2, 13-18

13 Goude ma oa eet ar vajed kuit euz Betleem, setu eun êl d’an Aotrou o para dirag Jozef, dre e gousk, hag o lavared dezañ :

— « Sao en da zav, kemer ganit ar bugelig hag e vamm, ha teh buan da Vro Ejipt. Ha chom eno beteg ma lavarin dit, rag ema Herodez o vond da glask ar bugelig, evid e lakaad d’ar maro ».

14 Sevel a reas Jozef, hag e kreiz an noz e kemeras gantañ ar bugelig hag e vamm, hag en em dennas en Ejipt. 15 Chom a reas eno beteg maro Herodez, evid ma teuio da wir komz Doue, lavaret gand ar profet :

15 « Euz an Ejipt, em-eus galvet va mab ».

16 Neuze, o weled e oa bet touellet gand ar vajed, ez eas Herodez e kounnar ruz, hag e roas urz da laza oll baotredigou Betleem ha re an tro-war-droiou, a oa en tu-mañ da zaou vloaz : an oad-se eo a oa bet roet dezañ da anaoud gand ar vajed. 17 Dond a reas, neuze, da wir ar pez oa bet lavaret gand ar profet Jeremïaz :

18 « Klevet ez eus bet eur vouez e Rama,
« mouez eur vaouez o ouela hag o klemm e-leiz :
« Rachel eo, a zo o ouela d’he bugale,
« ha ne fell ket dezi beza frealzet
« rag n’eus mui anezo 
».

Merher 29 a viz Kerzu
(5ved devez en eizveted Nedeleg)

Lk 2, 22-35

22 Pa oe deuet ar mare merket gand Lezenn Voïzez, evid beza glanneet, e oe kaset Jezuz gand e dud da Jeruzalem, evid beza kinniget d’an Aotrou, 23 hervez m’eo skrivet el Lezenn : « Pep paotr kenta-ganet zo da veza gouestlet d’an Aotrou ».

24 Deuet e oant ive evid kinnig eur zakrifis, hervez m’eo skrivet e Lezenn an Aotrou : eur houblad turzunelled pe diou goulmig.

25 Bez’ e oa, neuze, e Jeruzalem, eun den anvet Simeon, den just hag a zoujañs Doue. Gortoz a ree ar frealzidigez da zond evid pobl Izrael, hag e oa ar Spered-Santel warnañ.

26 Roet e oa bet dezañ da anaoud gand ar Spered-Santel, ne welje ket ar maro a-raog beza gwelet Mesïaz an Aotrou.

27 Poulzet gand ar Spered-Santel, e teuas d’an Templ, pa vedo tad ha mamm ar Mabig Jezuz o tigas anezañ evid ober en e-geñver kement a oa hervez al Lezenn. 28 Kemer a reas Simeon ar hrouadur etre e zivreh, hag e veulas Doue en eur lavared :

29 « Bremañ, ô Mestr, e hellez lezel da servicher
« da vond e peoh, hervez da lavar,
30 « rag gwelet o-deus va daoulagad da zilvidigez,
31 « an hini bet kempennet ganit a-viskoaz,
war wél an oll vroiou :
32 « ar sklêrijenn a yelo war ar poblou payan
« hag a vo gloar Izrael da bobl ».

33 Souezet e oa e dad hag e vamm, gand kement a glevent diwar e benn. 34 Rei a reas Simeon e vennoz dezo, hag e lavaras da Vari, e vamm :

— « Setu m’ema ar hrouadur-mañ o kas da goll hag o kas da veza salvet kalz a dud en Izrael ; bez’ e vo eur zîn, hag a lakaio enebiez da zevel war e goust, 35 ken na vo da galon dit-te treuzet gand eur hleze. Evel-se, e vo diskuliet ar zoñjou kuzet e kalon eur halz a dud ».

Yaou 30 a viz Kerzu
(6ved devez en eizveted Nedeleg)

Lk 2, 36-40

En em gavet tud Jezuz en Templ evid kinnig anezañ, 36 e oa eno ive eur brofetez : Anna, merh da Fanuel, euz rummad Azer. Oajet braz e oa. Goude beza bevet seiz vloaz gand he fried war lerh an dimezi,37 e oe intanvezet hag e oa d’ar mare-ze pevar bloaz ha pevar-ugent.

Ne guitee ket an Templ, o servicha Doue noz-deiz, er yun hag er bedenn.

38 Digouezet d’an eur-ze end-eün, en em lakeas d’he zro da veuli Doue. Ha komz a ree euz ar bugel d’an oll dud a oa o hortoz silvidigez Jeruzalem.

39 Eur wech echu ganto kement a oa da ober hervez Lezenn an Aotrou, ez ejont en-dro da Vro-Halilea, da Nazared o hêr. 40 Hag e kreske ar bugel, nerz o tond dezañ ; leun e oa a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

Gwener 31 a viz Kerzu
(7ved devez en eizveted Nedeleg)

Yn 1,1-18

1 Er penn kenta, e oa ar Verb,
hag ar Verb a oa gand Doue,
hag ar Verb a oa Doue.
2 Er penn kenta, e oa gand Doue.
3 Drezañ eo bet greet pep tra,
hag heptañ n’eus bet greet netra.
4 Ennañ e oa ar vuhez,
hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
5 Lugerni a ra ar sklêrijenn e-kreiz an deñvalijenn,
hag an deñvalijenn n’he-deus ket dalhet anezi.
6 Bez’ e oe eun dén, kaset gand Doue,
Yann oa e ano.
7 Dond a reas evid beza test,
evid rei testeni d’ar Sklêrijenn,
ha ma teufe an oll da gredi drezañ.
8 An dén-ze ne oa ket ar Sklêrijenn,
med dond a ree evid rei testeni d’ar Sklêrijenn.
9 Dond a ree ar Sklêrijenn er bed, an hini wirion,
an hini a sklêrijenn pep dén.
10 Er béd e oa ar Verb, hag eo bet greet ar béd gantañ.
Ha n’eo ket bet anavezet gand ar béd.
11 Deuet eo en e vro,
hag e dud n’o-deus ket digemeret anezañ.
12 Med, d’ar re o-deus e zigemeret,
d’ar re a gréd en e ano,
e-neus roet galloud da zond da veza bugale da Zoue.
13 Ar re-ze n’int ket ganet euz ar gwad,
na diwar youl ar horv,
na diwar bolontez mab-dén,
med euz Doue eo, ez int ganet.
14 Hag ar Verb zo en em hreet dén,
ha deuet eo da jom en on-touez,
hag on-eus-ni gwelet e hloar,
ar gloar deuet dezañ digand e Dad,
dre ma’z eo ar Mab unganet,
leun a hras hag a wirionez.
15 Bez’ e ro Yann-Vadezour testeni diwar e benn,
o youhal a-bouez penn :
« Hemañ eo an hini am-eus lavaret diwar e benn :
« An hini a zo o tond war va lerh
« a zo eet bremañ e-biou din,
« rag em-raog e oa anezañ ».
16 Oll on-eus bet euz e leunder,
ha gras goude gras,
17 dre ma’z eo bet roet al Lezenn dre Voïzez,
med dre Jezuz-Krist eo deuet ar hras hag ar wirionez.
18 Doue, dén ebéd n’e-neus gwelet anezañ biskoaz.
Gand ar Mab unganet, hag a zo e kalon an Tad,
eo bet diskouezet anezañ.

Sadorn 1a a viz Genver 2022
Santez Mari, Mamm Doue (gouel-meur)

Lk 2, 16-21 (ABC)

16 Pa en em gavas ar bastored e Betleem, e kavjont Mari ha Jozef, hag ar hrouadur gourvezet el laouer.

17 Goude beza gwelet anezañ, e rojont da houzoud ar pez a oa bet diskleriet dezo diwar-benn ar hrouadur-ze. 18 Ha souezet e veze an oll re a gleve anezo, gand ar pez a veze kontet dezo gand ar bastored.

19 Derhel a ree Mari a-vad, en he halon, kement a hoarveze, hag a zoñje enno.

20 En eur vond kuit, e rente ar bastored gloar ha meuleudi da Zoue, evid kement o-doa gwelet ha klevet, hervez ar pez a oa bet lavaret dezo.

21 D’an eizvzed devez war-lerh, e teuas ar mare da amdroha ar hrouadur, ha neuze e oe anvet Jezuz, ano bet roet dezañ gand an êl, a-raog ma oe douget e korv e vamm.