Pemped sizunvez war ar bloaz

Euz ar 7 d’ar 13 a viz C’hwevrer 2021

Pemped sul war ar bloaz

Mk 1, 29-39 (B)

29 Kuiteet ganto ar zinagogenn, ez eas Jezuz da di Simon hag Andre, gantañ Jakez ha Yann.
30 Bez’ e oa mamm-gaer Simon war he gwele gand an derzienn. Kerkent e reer ano anezi da Jezuz.
31 Tostaad a reas outi, hag ober dezi sevel en eur gregi en he dorn. Distaga a reas an derzienn diouti, hag e stagas-hi da zervicha anezo.
32 Diouz ar pardaez, eet an heol da guz, e veze digaset dezañ an oll dud klañv hag ar re a oa e dalh an droug-spered. 33 Bodet e oa tud kêr en o-féz dirag an nor. 34 Rei a reas ar pare da galz a dud, bep seurt kleñvejou krog enno. Argas a reas kalz droug-sperejou, hag e vire outo da gomz, rag gouzoud a reent piou e oa.
35 Antronoz, pell a-raog goulou-deiz, e savas Jezuz. Mond a reas er-mêz, hag en em dennas en eul leh distro. Hag eno, edo o pedi.
36 Mond a reas Simon hag ar re a oa gantañ da glask anezañ. 37 Deuet d’e gaoud, e lavaront dezañ :
— « Ema an oll dud o klask war da lerh ».
38 Med respont a reas Jezuz :
— « Deom da leh all, d’ar bourhadennou-tost, ma prezegin ar Helou Mad enno ive, rag evid an dra-ze eo ez on deuet ».
39 Hag e kerzas dre Vro-Halilea a-béz, en eur embann ar Helou Mad en o zinagogennou, hag en eur argas an droug-sperejou.

Lun

Mk 6, 53-56

53 Goude beza treizet al lenn beteg Jenezared, e tiskennas Jezuz hag e ziskibien euz ar vag. 54 Raktal, e oe anavezet Jezuz gand an dud. 55 Mond a rejont dre ar vro a-béz, ha digas ar re glañv war o hravaz, e kement leh ma klevent en em gave Jezuz.
56 E kement leh ma ’z ee : kêriadennou, kêriou, tiegeziou, e veze lakeet ar re glañv war ar plasennou. Pedi a reent Jezuz da lezel anezo da douch ouz e vantell, ha pa ne vefe nemed ar vevenn anezi. Ha kement hini a douche outi a veze pareet.

Meurz

Mk 7, 1-13

1 Deuet euz Jeruzalem, en em vodas Farizianed hag eun nebeud Skribed en-dro da Jezuz.
2 Gweled a reont lod euz e ziskibien o trebi o fréd gand o daouarn dihlan, da lavared eo : heb beza bet gwalhet ganto.
3 Derhel a ra ar Farizianed hag an oll Juzevien zokén, da voaziou deuet dezo euz o zadou-koz, ha ne zrebont ket ma ne vez ket bet gwalhet mad o daouarn ganto. 4 O tistrei d’ar gêr euz plasenn ar marhad, ne zrebont ket ma n’o-deus ket strinket dour warno o-unan, ha meur a voazamañt all c’hoaz a heuliont deuet dezo a-berz o zadou-koz, pa vez kont da walhi kanafennou, podou, listri-arem.
5 Goulenn a ra eta, ar Farizianed hag ar Skribed ouz Jezuz :
— « Perag ne heuill ket da ziskibien giziou on tadou-koz ? Kemer a reont o frejou gand o daouarn dihlan ».
6 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Re vad e-neus Izaïaz greet e brofet diwar ho penn, tud faoz ahanoh, evel m’eo skrivet :
« Enori a ra ar bobl-mañ ahanon,
« diwar bég he muzellou eo avad ;
« ema o halon pell diouzin.
7 « N’o-deus priz e-béd al lidou a reont en enor din,
« rag o helennadurez n’eus anezi,
« nemed reolennou-tud.
8 « Lakaad a rit, a gostez, c’hwi ive, gourhemennou Doue, evid mired boazamañchou an dud ».
Hag e lavaras dezo ouspenn :
9— « Torret e vez ganeoh Lezenn Doue evid mired ho poazamañchou koz.
10 Ar wirionnez a oa gand Moïzez p’e-neus lavaret :
— « Da dad ha da vamm a enori ».
Ha c’hoaz :
« An hini a vallozo e dad pe e vamm : ra vo kaset d’ar maro ».
11 Hag e lavarit-c’hwi : « Ma lavar unan bennag d’e dad pe d’e vamm : Ar zikouriou am-befe gellet rei deoh zo « korban », da lavared eo « donezon sakr », 12 c’hwi a ro aotre dezañ da jom heb ober netra evid e dad pe e vamm. 13 Hag evel-se, e kasit da netra komz Doue, gand ar boazamañchou koz a virit a rumm da rumm. Hag e-leiz a draou all a rit euz ar seurt-se.

Merher

Mk 7, 14-23

14 Gervel a reas Jezuz an dud ha pedi anezo da dostaad outañ, hag e lavaras dezo :
— « C’hwi oll, selaouit ahanon, hag intentit mad. 15 N’eo ket ar péz a zo er-mêz euz an dén, hag a ya ennañ, a hell lakaad anezañ da veza dihlan. Med ar péz a zeu er-mêz euz an dén, setu ar péz a ra dezañ beza dihlan ».
(16)17 Pa oe eet Jezuz tre en ti, pell diouz an dud, e reas e ziskibien goulennou outañ diwar-benn ar barabolenn-ze. 18 Neuze e lavaras dezo :
— « Ha c’hwi ive a vefe ’ta berr a spered ? Ha ne ouezit ket n’eus netra a gement a ya e-barz an dén a hellfe lakaad anezañ dihlan, 19 rag an dra-ze ne d-a ket en e galon, med en e gov, da veza distaolet er foz ».
Hag evel-se, e tisklêrie Jezuz e oa glan kement boued a zo. 20 Hag e lavare :
— « Ar péz a zeu euz an dén, setu ar péz a vez louzet an dén gantañ. 21 Rag euz diabarz an dén, euz e galon eo e teu dezañ ar zoñj da ober an droug : ar vuhez diroll, al laeronsi, ar muntrèrèz, 22 an avoultriez, ar c’hoantègèz direiz, ar fallagriez, an tromplèrèz, an hudurnez, an avi, an droug-komz, an ourgouill, ar follentez dall. 23 Dond a ra an oll draou fall-ze euz an diabarz, hag e reont d’an dén beza dihlan ».

Yaou

Mk 7, 24-30

24 En amzer-ze, ez eas Jezuz beteg harzou Tir ha Sidon. Eet tre en eun ti, n’e-noa ket c’hoant e vefe gouezet. Med ne hellas ket chom kuzet.
25 Rag, kerkent, e klevas eur vaouez ano anezañ : bez’ e oa he merh dalhet gand eur spered hudur ; dond a reas d’en em daoler e-harz e dreid.
26 Bez’ e oa ar vaouez-se eur bayanez, Siro-Fenisianez a ouenn, hag e pede Jezuz da gas kuit an droug-spered euz he merh. 27 Lavared a reas Jezuz :
— « Lez da genta ar vugale da gaoud o gwalh, rag n’eo ket deread kemer bara ar vugale da daoler anezañ d’ar chas bihan ».
28 Med hi da respont :
— « Gwir eo Aotrou, ar chas bihan, dindan an daol, e vez debret bruzun ar vugale ganto ! ».
29 Neuze, e lavaras Jezuz dezi :
— « Abalamour d’ar gomz-se, kee : eet eo an droug-spered er-mêz euz da verh ».
30 Distrei a reas ar vaouez d’ar gêr, hag e kavas ar hrouadur astennet war ar gwele : eet e oa an droug-spered er mêz euz he merh.

Gwener

Mk 7, 31-37

31 Kuiteet gand Jezuz bro-Dir, e tremenas dre gêr Zidon hag ez eas war-zu mor Galilea, ha mond e kreiz douarou an Dégkêr.
32 Eno e oe digaset dezañ eun dén bouzar ha besteod, hag e oe goulennet digantañ astenn e zaouarn warnañ.
33 Mond a reas Jezuz gantañ a-gostez, o pellad diouz an dud, lakaad e vizied en e ziskouarn, hag euz e grañch war e deod.
34 Goude-ze, savet e zaoulagad gantañ war-zu an neñv, e hirvoudas, hag e lavaras dezañ :
— « Effeta ! »  da lavared eo : « Digor ! »
35 Kerkent e oe digoret e ziskouarn, distagellet e deod, hag e komze frêz. 36 Neuze, e tivennas Jezuz outo ranna gêr e-béd da zén. Med seul-vui e tivenne, seul-vui eh embannent ar helou.
37 Estlammet dreist-muzul e oa an dud, hag e lavarent :
— « Mad eo bet greet pep tra gantañ : rei a ra ar hleved d’ar re vouzar, hag ar prezeg d’ar re vud ».

Sadorn

Mk 8, 1-10

1 En deiziou-ze, o veza ma oa adarre e-leiz a dud, ha ma n’o-doa netra da zebri, e halvas Jezuz e ziskibien da zond d’e gaoud, hag e lavaras dezo :
2 — « Truez am-eus ouz an dud-se, rag tri devez ’so dija m’emaint ganin, ha n’o-deus netra da zebri. 3 Ma kasan anezo d’ar gêr war yun, e teuint da zempla en hent ; ha lod anezo a zo deuet euz a bell ».
4 Respont a reas e ziskibien dezañ :
— « E peleh ’ta e vo kavet tra-walh a vara evito, amañ, en dezert ? »
5 Goulenn a reas Jezuz outo :
— « Péd baraenn zo ganeoh ? »
— « Seiz », emezo.
6 Neuze, e roas urz d’an dud da azeza war an douar. Goude-ze, kemeret gantañ ar zeiz baraenn e lavaras eur bedenn a drugarez, hag e torras anezo, ha rei d’e ziskibien da veza ingalet etre an dud ; ha e oent ingalet.
7 Bez’ e oa ive ganto eun nebeud peskedigou ; benniga a reas Jezuz anezo, ha lakaad da veza ingalet etre an dud ive. 8 Debri a rejont, hag o-doe bet o gwalh. Dastumet e oe an tammou a jome en dilerh : peadra da garga seiz panerad.
9 Bez’ e oa avad eur pevar mil bennag a dud anezo. Goude-ze, e pedas Jezuz anezo da vond kuit.
10 Raktal e savas Jezuz er vag asamblez gand e ziskibien, hag ez eas da dolead Dalmanouta.