Sizunvez kenta war ar bloaz

Euz an 10 d’ar 16 a viz Genver 2021

Sul : Gouel Badiziant or Zalver

Mk 1, 7-11 (B)

7 En amzer-ze, eh embanne Yann-Vadezour en eur lavared :
— « Dond a ra war va lerh an hini a zo kreñvoh egedon, ha n’on ket dîn, en eur blega, da ziskoulma lèrenn e zandalennou. 8 Badezet em-eus-me ahanoh en dour ; gantañ avad e viot badezet er Spered-Santel ».
9 Hag en deiziou-ze, e teuas Jezuz euz Nazared, kêriadenn euz Bro-Halilea, hag e oe badezet gand Yann e stèr Jordan.
10 Kerkent ha ma teuas Jezuz er-mêz euz an dour, e welas an Neñv o tigeri hag ar Spered-Santel, evel eur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Hag e teuas eur vouez euz an Neñv o lavared : « Te eo va Mab muia kared, ennout e kavan va dudi ».

Lun

Mk 1, 14-20

14 Goude ma oa bet laket Yann-Vadezour er prizon, ez eas Jezuz da Vro-Halilea.
15 Embann a ree ar Helou Mad a-berz Doue, o lavared :
« Deuet eo an amzer d’e boent, tost tre ema Rouantèlèz Doue. Troit ho kalon ouz Doue, ha kredit er Helou Mad ».
16 En eur vond a-héd mor Galilea, e welas Simon hag e vreur Andre o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant.
17 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Deuit d’am heul, hag e rin pesketerien tud ahanoh ».
18 Kerkent, dilezet ganto o rouejou, ez ejont d’e heul.
19 Eet eun tammig pelloh, e welas Jezuz Jakez, mab Zebede, hag e vreur Yann, int-i ive en o bag, o kempenn o rouejou. 20 Gelver a reas anezo kerkent. Neuze, o tilezel o zad gand e vevelien er vag, ez ejont d’e heul.

Meurz

Mk 1, 21-28

21 Digouezoud a reas Jezuz e Kafarnaom, e ziskibien d’e heul. Kerkent, da zeiz ar zabad, eet er zinagogenn, e stagas da gelenn.
22 Souezet braz e oa an dud o kleved anezañ, rag komz a ree evel eun dén galloud dezañ, ha n’eo ket evel ar Skribed.
23 Hogen, en o zinagogenn, e oa eun dén trubuillet gand eur spered hudur, hag e stagas da youhal :
24 — « Petra a glaskez ouzom, Jezuz a Nazared ? Deuet out da gas ahanom da goll ? Gouzoud a ran piou out : Sant Doue ».
25 Gourdrouz a reas Jezuz anezañ :
— « Peoh ! Kee er-mêz euz an dén-ze ».
26 Heja taer an dén a reas ar spered, hag ez eas er-mêz anezañ en eur youhal forz.
27 Ken spontet e oant oll, ma houlennent an eil ouz egile :
— « Petra eo kement-mañ ? Setu eur gelennadurez nevez embannet gand galloud.
Gourhemenn a ra d’an droug-sperejou o-unan, hag e sentont outañ ».
28 Kerkent, e Bro-Halilea, euz eur penn d’egile anezi, e redas ar vrud anezañ.

Merher

Mk 1, 29-39

29 Kuiteet ganto ar zinagogenn, ez eas Jezuz da di Simon hag Andre, gantañ Jakez ha Yann.
30 Bez’ e oa mamm-gaer Simon war he gwele gand an derzienn. Kerkent e reer ano anezi da Jezuz.
31 Tostaad a reas outi, hag ober dezi sevel en eur gregi en he dorn. Distaga a reas an derzienn diouti, hag e stagas-hi da zervicha anezo.
32 Diouz ar pardaez, eet an heol da guz, e veze digaset dezañ an oll dud klañv hag ar re a oa e dalh an droug-spered. 33 Bodet e oa tud kêr en o-féz dirag an nor. 34 Rei a reas ar pare da galz a dud, bep seurt kleñvejou krog enno. Argas a reas kalz droug-sperejou, hag e vire outo da gomz, rag gouzoud a reent piou e oa.
35 Antronoz, pell a-raog goulou-deiz, e savas Jezuz. Mond a reas er-mêz, hag en em dennas en eul leh distro. Hag eno, edo o pedi.
36 Mond a reas Simon hag ar re a oa gantañ da glask anezañ. 37 Deuet d’e gaoud, e lavaront dezañ :
— « Ema an oll dud o klask war da lerh ».
38 Med respont a reas Jezuz :
— « Deom da leh all, d’ar bourhadennou-tost, ma prezegin ar Helou Mad enno ive, rag evid an dra-ze eo ez on deuet ».
39 Hag e kerzas dre Vro-Halilea a-béz, en eur embann ar Helou Mad en o zinagogennou, hag en eur argas an droug-sperejou.

Yaou

Mk 1, 40-55

40 Tostaad a reas eun dén lor ouz Jezuz. Aspedi a reas anezañ, ha koueza d’an daoulin, en eur lavared :
— « Ma kerez, e hellez rei din ar pare ».
41 Karget e oa Jezuz a druez outañ ; hag oh astenn e zorn, e touchas outañ en eur lavared dezañ :
— « Felloud a ra din ! bez pareet ».
42 Raktal ez eas al lorgnez kuit dioutañ, hag e oe pareet. 43 Hag o komz rust outañ, e kasas Jezuz anezañ kuit kerkent :
44— « Taol evez ! Na lavar grik da zén, med kee d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig, evid da bareañs, ar pez a zo gourhemennet gand Moïzez el Lezenn, ma talvezo kement-se da desteni evid an dud ».
45 Med eur wech eet kuit, e stagas da embann ha da vruda ar helou, e doare ma ne helle mui Jezuz mond a-wél d’an oll, e kêr pe gêr.
Chom a ree er mêz, el lehiou didud. Hag euz a bep tu, e teue tud d’e gaoud.

Gwener

Mk 2, 1-12

1 Deuet e oa Jezuz en-dro da Gafarnaom, hag e oe klevet edo er gêr. 2 Diredeg a reas kement a dud ma ne oa ket a blas dezo, zokén e toull an nor, hag e prezege ar Gomz dezo.
3 Setu ma oe digaset dezañ eun dén seizet e izili, douget gand pevar dén. 4 O veza ma ne hellent ket tostaad outañ abalamour d’ar stank ma oa an dud, e rejont eun digor en doenn a-zioh al leh m’edo, ha goude-ze dre an toull, e tiskennjont ar hravaz ma oa astennet warnañ an dén seizet.
5 O weled o feiz, e lavaras Jezuz d’an dén seizet :
— « Va mab, pardonet eo dit da behejou ».
6 Bez’ e oa eno, eun nebeud Skribed azezet ; soñjal a ree enno o-unan : 7 « Penaoz e hell an dén-ze komz evel-henn ? Blasfemi a ra ! Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue, hag Eñ hepkén ? »
8 Kerkent, e lennas Jezuz en e spered ar zoñjou a droent en o diabarz, hag e lavaras dezo :
9 — « Perag e vagit seurt soñjou en ho kalon ? Petra eo an êsa ? Lavared d’an dén seizet : Pardonet eo da behejou dit, pe lavared : Sao en da-zav, kemer da hravaz ha kerz ?
10 Ahanta ! Evid ma ouezot e-neus Mab an Dén galloud da bardoni ar pehejou war an douar, 11 « Gourhemenn a ran dit, », emezañ d’an dén seizet : « Sao en da-zav, kemer da hravaz, ha kee d’ar gêr ».
12 Sevel a reas an dén en e-zav, kemer kerkent e hravaz, ha mond er-mêz a-wél d’an oll : estlammet e oant, hag e rentent gloar da Zoue, en eur lavared :
— « Biskoaz n’on-eus gwelet kemend-all ! »

Sadorn

Mk 2, 13-17

13 Mond a reas Jezuz adarre war bord ar mor. Diredeg a ree an oll dud d’e gaoud, hag e kelenne anezo.
14 En eur vond e-biou, e welas Levi, mab Alfe, azezet ouz bureo ar maltoutèrèz.
Lavared a reas dezañ :
— « Deus d’am heul »,
Hag eñ o sevel, ez eas d’e heul.
15 Digouezet e oa Jezuz ouz taol e ti Levi. Bez’ e oa eno ive e ziskibien, ha kalz publikaned ha peherien, rag kalz tud a oa deuet d’e heul. 16 Bez’ e oa ive Skribed euz tu ar Farizianed.
O weled anezañ o trebi gand ar beherien hag ar bublikaned, e lavare ar re-ze d’e ziskibien :
— « Petra ! Ema o trebi hag oh eva gand ar bublikaned hag ar beherien ! »
17 O kleved anezo, e lavaras Jezuz dezo :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. Deuet on da helver, n’eo ket an dud just, méd ar beherien.