Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Feiz ha sevenadur  -  Liziri an Eskibien  -  Ma ouezfes Donezon Doue (2010)

Ma ouezfes Donezon Doue (2010)

Lizer a bastor an Aotrou ’n Eskob Jean-Marie Le Vert
Eskob Kemper ha Leon (2007-2015)

Roet da zeiz santel Pask 2010

Breudeur ha c’hoarezed ker,

“Adsavet da veo eo ar C’hrist, adsavet eo e gwirionez !” Tregerni a ra hirio en Iliz hag er bed ar youhadenn goz-se a vintin Pask, ha ken gwir eo atao. Ar c’hatekizidi, yaouank ha kosoc’h, niverusoc’h niverusa, a reseo ar vadeziant en nozvez-mañ, ha dre-ze eo buezekeet an Iliz a-bez en he diabarz. En o c’hichenn, on-eus renevezet promesaou or badeziant. Oll om, ’vel Mari-Madalen, da vintin Pask, hag a glev Jezuz o c’houlenn diganti : “Perag e ouelez ? Petra glaskez ?” hag a zistro war-zu ennañ evid e anaoud beo, eñ “ar Mestr” (Yann 20, 11-18). ’Vel Tomaz om ive, eñ hag a ’z-a dreist e zouetañs evid anzao gand karantez : “Va Aotrou ha va Doue” (Yann 20, 28). Bez’ ez om c’hoaz ’vel an diskib muia-karet a wél ar bez goullo hag a gred (Yann 20, 8). ’Vel Pèr, hag a oar e behed, e kredom lavared da Jezuz: “Aotrou, C’hwi a oar pep tra, Her gouzoud a rit C’hwi : ho kared c’hwek a ran” (Yann 21, 17), hag e tigemerom gand lev enez e bedadenn : “Deus d’am heul !”

Embann Pask a zalc’h e oll nerz. Ne ehan ket da zouezi ahanom ha da rei huez deom : Mab nemetañ an Tad, adsavet a-douez ar re varo, a zo deuet evid m’or befe ar vuez leun hag “evid ma vo ar bed salvet drezañ” (Yann 3, 17). Karantez divuzul Doue evid an dud a zo embannet splann gand Adsao Jezuz a varo da veo : kement e-neus Doue karet ar bed m’e-neus roet e Vab, hag a zo, evidom, eet d’ar maro ha bet trec’h warnañ (Yann 3, 16). Deiz Pask a zoub ahanom oll e kalon or feiz hag on esperañs : bez’ ez om kumuniez diskibien Jezuz savet da veo, hag euz e galon toullet e resevom dour beo ar vuez wirion. Bez’ ez om ar gumuniez-se, a lavar dezi ar C’hrist heb ehan : “Resevit ar Spered Santel” (Yann 20, 23). Gand levenez ar Spered Santel resevet ha gand an donezonou disheñvel a lak da zevel, ez eom en-dro a-benn-herr evid ma vefe kinniget d’ar bed peoc’h an Adsavet. Da Bask e tizoloom en-dro or c’harg : beza test euz karantez divent an Aotrou Doue evid an oll dud.

E levenez gouel Pask, gouel ar goueliou, eo euz an embann-se em-eus c’hoant komz ganeoc’h em lizer kenta a bastor, goude daou vloaz tremenet en ho touez : embann atao heñvel ha koulskoude bepred nevez, hervez doareou on amzer.

En eur erruoud e Penn-ar-Bed, eo bet fellet din gouzoud ar pez e-noa Doue greet ganeoc’h. E doug an daou vloavez-se, ho-peus greet din dizolei meur a zoare euz buez on eskopti. Hirio ec’h en em rentan gwelloc’h kont euz e binvidigeziou hag euz ar pez a zo bresk ; santoud a ran gwelloc’h al leveneziou hag an diêzamañchou, med ive gortoziou ha sehedou eur vuez renevezet evid pep hini. Gand muioc’h a bouez e teu ar zoursi euz ar Mision ; an ezomm a stummadur evid an oll, ar re yaouank hag an dud deuet, ha da genta evid ar re a zoe karg ; ar c’hoant e vefe er c’humunieziou kristen muioc’h a vreudeuriez, muioc’h a dommder, e vefent dedennusoc’h ; ar volontez da gaoud doujañs evid an disheñvelderiou e diabarz eur gomunion wirion ; ar c’hoant kreñv da zerhel da gumunieziou tost ouz an oll, o lakaad koulskoude on nerziou asamblez ; ar zoursi da lakaad da ziwan vokasionou a veleien, diagoned ha leaned…

Evid dond a-benn da embann an Aviel d’ar merhed ha d’ar wazed a-hirio, eo deuet ar mare da ginnig deoc’h gwenojennou a vuez a Iliz, deom da vond war-raog en eur gomunion speredel, a vreudeur ha misioner. O rei a ran evid an daou vloaz a-zeu. Epad ar memez amzer, gand va oll guzuliou, e klaskim gweled a-dost ar pez on-no da lakaad en e blas en on eskopti evid an amzer da zond, gand ar pez a zo etre on daouarn. An daou vloavez-se a gaso ahanom war-zu eur vodadeg euz on eskopti da zeiz ar Pantekost 2012, evid kloza ar mare-ze ha trugarekaad evid ar pez on-no bevet, hag ive rei lañs d’on eskopti evid eur c’hrogad all. Paliou a vezo roet neuze, evid ar pez a zell ouz or beza hag on ober er bastorelez.

Ar frapad hent-se e-neus roet e ano d’ar pez emaom o vond da veva en on eskopti, hag a zo lañset gand al lizer-mañ : “Mision 2012”. C’hoant em-befe e tigorfe 2012 eun hent a esperañs evid an oll.

Eun eveziadenn a zo red araog rei deoc’h ar raktresou-ze. Ar re-mañ ne c’hellont servijoud nemed bevet e vefent er garantez, hervez gourhemenn braz ar C’hrist, ha kement-se ’zo red. Ne roint o frouez nemed ma tigor or c’halonou da garantez an Tad, a zeu anezañ peb gras, evid en em gared an eil egile ha kared or breudeur ha c’hoarezed. Ar pez a c’hellom ijina ha klask ober ne ’neus talvoudegez ebed nemed bevet e vefe gand nerz ar garantez. Pedom evid ma kresko ha ma vuezekaio atao on divizou hag or mennadou : hi eo a ra ahanom eun Iliz e Mision.

Kement-se lakeet sklêr, goude eur zell berr war an herez speredel a zo etre on daouarn, e klaskin dizolei eun nebeud munudou evid eur zell speredel war ar stad a zo on hini. Azaleg kement-se, e sellim asamblez ouz ar C’hrist, en eur bleustri war Aviel Sant Yann. Erfin e lavarin resisoc’h ar paliou hag ar pez on-no da veva en daou vloaveziad a-zeu.

1. Eun herez speredel dispar

Nebeud awalc’h a amzer, a-benn ar fin, a zo tremenet etre emgavou Jezuz Savet da veo e Jeruzalem pe war bord mor ar Galile hag ar mare ma teu testou kenta ar feiz en on eskopti. C’hwezeg kantved a zo memestra abaoe ma vez anzavet, lidet hag embannet ano Jezuz, ha ma vez bevet ar feiz kristen war zouarou Breiz. Ar chañs on-eus eta da c’helled selled en a-dreñv : bevet he-deus an lliz amañ traou frouezuz kenañ ha lod all kaletoc’h hervez mareou an istor. Kement-se a c’halv ahanom d’eur zantimant a anaoudegez vad : gwriziennet don eo amañ ar feiz kristen, ha moarvad kalz muioc’h ha na zoñjom. Merka a ra or sevenadur hag on doare da veva. Sur awalc’h on ema a-reze kalon kalz tud a-vremañ ha ne vefe ket ezomm kalz tra evid ma tifoupfe en-dro enno, ken braz perz he-deus en on idantité.

Eur zell ledan a gas ahanom beteg ar zent diazezourien : Sant Gwenole (e vanati a zo beo buezeg), Sant Paol Aorelian ha Sant Kaourintin, sant Tudual, Sant Herve, Sant Ronan ha na ped all a enorom en on ilizou ha chapeliou, pardoniou, troveniou pe belerinachou. Diazezet o-deus kumunieziou bian a gristenien “Bez’ e talhont da gelennadurez an Ebestel, d’ar Gomuniez, d’ar Rann-Vara, ha d’ar pedennou” (Oberou 2, 42). Hag ar c’humunieziou-ze o-deus douget testeni da Jezuz-Krist !

Ar vuez kristen-ze, hadet c’hwezeg kantved ’zo, a zo bet heb ehan buezekeet en-dro gand mareou a avielerez hag a garantez : roet o-deus tro d’en em zigeri war donezon Doue, dreist-oll er mareou a drubuill hag a boan. Penaoz dizoñjal ar fransiskan “Santig Du” ? Penaoz chom heb menegi, er mare vodern, beleien ’vel Dom Mikael an Noblez pe an Den eüruz Juluan Maner, hag o-deus roget ar vro gand eun nerz hag eun ijin abostolel souezuz ? Penaoz chom heb ober ano euz testeni ar bedenn, simpl ha brudet mad, ’vel oa hini Salaün ar Fol er Folgoad ? Tostoc’h ouzom, e talhom soñj euz an urziou relijiel nevez hag euz kresk burzuduz ar vokasionou a veleien hag a visionerien etre kreiz an 19ved ha kreiz an 20ved kantved. En on amzer e welom pegen don eo en em lakeet ar gristenien er Servijou a Iliz, er Strolladou abostolel, a zikour pe a ziorren, ’vel ive er vuez sokial.

Kement-se a lez en on eskopti roudou don a zantelez personel hag er c’humunieziou. O kaoud perz e Hengoun an Iliz, eun hengoun beo hag atao yaouank, e-neus Sened-Meur Vatikan II roet talvoudegez d’ar waziennou-ze avieleg ha misioner en eur resisaad “galvadenn ollvedel an oll dud vadezet d’ar zantelez” (Lumen Gentium 5). Displeget e-neus eun deologiez euz an Iliz ’vel komuniez ha sakramant a zilvidigez e kreiz ar bed, eun Iliz ’lec’h m’o-deus ar vinistred urziet eur perz dispar. Evid lakaad da dalvezoud ar Sened-Meur ez-eus bet displeget kalz nerz dindan renerez an eskibien a zo bet em raog, an eskibien André Fauvel, Francis Barbu ha Klemañs Guillon. Kutuill a ran frouez al labour-se oc’h erruoud en ho touez, med gweled a ran ive e chom kalz da ober evid ma teufe kelennadurez Vatikan II da veza lennet, pleustret warni, ha lakeet da dalvezoud en he donder hag he gwirionez evid tizoud an oll gumunieziou kristen. Hag en hanter kantved tremenet abaoe ar Sened-Meur, he-deus ar gevredigez lohet hag or bro Breiz bevet cheñchamañchou don : en amzer a-vremañ eo, – hag a zo nevez skoaz-skoaz gand an hini a oa hanter kant vloaz zo – om kaset gand ar C’hrist, ’vel m’e-noa kaset ar re a zo bet en or raog evid o mare dezo.

Eun eienenn a esperañs eo an hent hir ha pinvidig-se greet gand on eskopti. Spered ar C’hrist ’neus heñchet e Iliz penn-da-benn an istor, ha lakeet da ziwan e peb mare eul lañs nevez. Paour ha merket gand ar pehed e chom atao testeni ar gristenien, med red eo deom anzao gand trugarez ez om heritourien eur bobl hag he-deus e gwirionez bevet, lidet hag embannet ar C’hrist. Kement-se n’eo ket chomet heb rei frouez.

Gand e Iliz ema atao ar C’hrist, da lavared eo ganeom, hag e vezo ganeom beteg fin an amzeriou (cf Maze 28, 20). Heb ehan, e ro dezi e Spered Santel d’he heñcha en he felerinaj war an douar : Skoazeller ha Kuzulier burzuduz, e ro deom da gompren atao gwelloc’h piou eo ar C’hrist en on touez ha pehini eo e gomz ; on heñcha a ra er wirionez, ennom ha tro-dro deom (cf. Yann 16,13). Ar memez Spered, hag e-neus on heñchet beteg bremañ, a zo mestr-oberour on amzer a-vremañ hag on amzer da zond. Setu m’on-eus da zelaou ar pez a lavar d’on Iliz (Diskuliadenn 2, 7.11.17.29 ; 3, 6.13.22 : “an hini e-neus skouarn, ra zelaouo petra lavar ar Spered d’an Ilizou.” On Iliz, her gouzoud a reom, a zo karet gand ar C’hrist, savet gantañ, hag e ro dezi e Spered d’he skoazella ; n’he-do dazond all ebed nemed an hini om kaset war-zu ennañ gand Doue.

2-. Ar stad- a-vremañ : eur mare etre

E-kreiz an dud a-vremañ (or c’hempredidi)

Leun a anaoudegez vad evid an hent-se a feiz, eo red deom ive taoler eur zell sklêr ha gwirion war an amzer a-vremañ, en eur zerhel kont euz cheñchamañchou buan or bed, ’lec’h ma klask an Iliz beva he Mision.

En eur vond dre Penn-ar-Bed, e soñjan a-wechou e Paol e kêr Korint : “Eun nozvez, e lavar an Aotrou da Baol en eur weledigez : ‘ N’ az-pez ket aon ! Med komz ha na dav ket ! rag me a zo ganit, ha ne daolo den e zorn warnout d’ober droug dit, rag eur bobl niveruz a zo din er gêr-mañ.’ ” (Oberou Ebestel 18, 9-10). Ar bobl niveruz-se eo eveljust ar gristenien a glask beva bemdez ha gand fealded an Aviel en eun doare sioul hag e sekred o c’halon, en oll digoueziou o buez : rei a reont a galon vad euz o amzer evid o breudeur ha c’hoarezed, hag ezomm o-deus euz harp ha skoazell o c’humuniez evid beza starteet en o feiz, o esperañs hag o c’harantez. Bez’ eo ive izili on Iliz hag o-deus marteze ankounac’heet int bet badezet… Med penaoz chom heb soñjal er grederien-se a relijionou all hag o-deus, don enno, eveldom, ar menoz-mañ : ne c’hell ket an den rén e vuez heb soñjal e Doue ? Penaoz chom heb soñjal ive en oll re a zo bet pelleet pe lamet diganto peb feiz, pe dre zianaoudegez hepkén pe dre eun dibab a-ratoz-kaer ?

Abaoe miz c’hwevrer 2008, dre zaremprejou gand ar re a zoe karg euz urziaduriou a genskoazell, dre va emgavou gand ar re girieg euz bed ar mor pe bed al labour-douar (dreist-oll da vare “enkadenn al lêz”), dre va divizou gand ar re zo karget da ziorren ar re yaouank, em-eus komprenet eo ar bobl niveruz-se euz on departamant hejet ive, hervez ar pez ez eo, gand an treuzfurmaduriou a ’n em ra bremañ er bed a-bez. Kalz tud a vev bemdez, e peb live ha beteg e diabarz o famill, poaniou ha c’hwitadennou, stennaduriou ha mareou bresk, ankeniou kreñv evid o amzer da zond pe hini o bugale… Ideologiez eun araokadenn heb fin, dizoñj euz an endro, euz ar broiou war hent sevel o fenn hag euz derhel kont euz mad an oll hervez ar justis hag ar genvreuriez, a zeblant beza greet he amzer. “Brasoc’h eo naon an den, ezomm e-neus euz muioc’h. An donezon a vag an den e-giz den a dle beza brasoc’h, war eul live all e tle beza.” (Benead XVI, “Jezuz a Nazared”, p. 294. Gweled ive e Lizer-Meur diweza : Caritas in Veritate). Alieze klevom emaom en eur mare a enkadenn. Poent eo rei en-dro eun Esperañs d’or bed.

An diêzamañchou a-vremañ a ro da weled end-eeun, gand eun nerz a souez ahanom, ar zehed a eürusted a zo e kalon an den. Hirio e teu war wél en eun doare sklêr eur c’hlask d’eur stér d’ar vuez ha d’eur fumez. Soñjom, da skwer, er re a stourm en or c’hevredigez evid doareou gwelloc’h da veva asamblez. Ar c’hoant-se eo a weler er re a grog en-dro gand eur vuez speredel, ’vel er gerent yaouank-se o klask ar gwella evid o bugale, hag a gav en-dro dre-ze ive heñchou ar feiz ; an dud vadezet-se a zizolo pe a zizolo a-nevez an eurvad da veza kristen, ar pinvidigeziou o-deus resevet hag o c’harg da ranna anezo gand tud o amzer, n’eo ket hepkén o c’hortoz e vefent goulennet diganto, med o vond dre o fenn o-unan war-zu enno ; an dud-se, pell diouz ar feiz, hag a gav interest enni en-dro… Goulenn pistiguz an den : “Piou a raio deom gweled an eürusted ?” (Salm 4, 7) a jorn aze atao, hag on-eus peadra da respont anezi : setu aze or mision.

Eun Iliz tremenet dre an tan

Pa zellom ouz stad a-vremañ Iliz on eskopti e welom pegement eo bet diwisket abaoe meur a zeg bloavez. Kement a draou a lakaem enno or fiziañs o-deus greet kazeg pe a zo eet da get ! Bez’ e c’hellom oll gweled penaoz ema on nerziou beo o vond war zisterraad, pe ve ano euz beleien, gwazed ha merhed gouestlet da Zoue, laiked o ’n em rei ’vid eur mare pe evid hir amzer. Or galloudou teknikel a zigresk ive.

Dirag an dra-ze, ez-eus kouslkoude en on eskopti sinou a startijenn, kumunieziou o rei testeni d’an Aviel gand levenez, ha kristenien o kemer o badeziant en eun doare siriuz ; med bez’ ez-eus ive sinou a verr-alan pe mareou a hirêz… Goulennou ’zo hag a darod oberourien ar bastorelez : penaoz rei ar garg da rummadou yaouankoc’h ? Penaoz ober gand nebeutoc’h a veleien ? Penaoz beva an Aviel en eur bed a zeblant beza dizeblant da vad ouz kement tra relijiel, ha zokén da gement tra a-uz d’an den ? Penaoz rei da gleved mouez ar re baour hag ar re a bep seurt a vez lakeet a-gostez ? …

Ar zantimant ez a pep tra war zisterraad, heb fin ha diremed, a c’hell tizoud nerz-kaion oberourien ar bastorelez, a zoñj dezo a-wechou e rankont ober muioc’h ha na c’hellont ; bez’ e c’hell kas d’ar strad kement c’hoant da ijina traou nevez peogwir ne vefe ket kén a blas evid an disterra tra ; bez’ e c’hell rei eur zantimant a gablusted gand ar zoñj ne rafem ket kement ha vefe red. E kalon Pobl Doue, ar cheñchamañchou buan-se hag an diouer a duiou da dala outo a ro a-wechou, hervez an deveziou, fallgalon pe skuizder, kounnar pe daguzted, hirêz pe zrougrañs, kaleter pe damall.

Treuzet om oll gand ar mareou-ze a drubuill. Med ar cheñchamañchou-ze a lak ive da zevel eur galv kreñv d’eur vuez a feiz e Doue, a zo atao gand e Iliz. Gwir eo, en on touez, ez-eus rummadou a wél o vond da get eun niver mad a stummou a vuez kristen pe a oberiantizou a framme buez or parreziou, or servijou eskoptiel hag or strolladou. Med n’e-neus ket Jezuz prometet ar beurbadelez d’on doareou da veva en Iliz. Prometet e-neus sikour e Spered d’ar re a gase ’giz testou er bed, heb o zenna euz ar bed. N’e-neus ket prometet dezo beza digemeret mad gand an oll, nag e rafe berz o embann euz an Aviel, med beza digomprenet ha kaoud avel a-benn. Setu ar pez he-deus atao anavezet on Iliz, zokén e Penn-ar-Bed. An diêzamañchou a gav an Iliz, hag a gavom, n’int ket direizdedou iskiz, med stad ar Mision, hag a anavez e peb mare diêzamañchou ar mare. Or c’hras eo reseo Spered ar C’hrist evid beva e Aviel hag e embann d’ar wazed ha d’ar merhed euz on amzer, gand ar pez on-eus etre on daouarn.

Ha pa deu tentadur an dristidigez pe an digalon da veuzi eur gumuniez pe kalon eun den, neuze eo deuet ar mare evito da ober eñvor euz an donezonou resevet ha d’en em drei war-zu eienenn peb donezon : ar Spered Santel, eñ hag a zo kaset evid on “heñcha er wirionez a-bez” (Yann 16, 13). Poan o-neus, e gwirionez, o weled ar c’hras a zo en drubuill-mañ hag an hent diabarz a c’houlenn diganeom ober. Moarvad on-eus da c’houlenn digand an Aotrou petra dalvez ar mare-mañ, hag a zo kredabl braz eun amzer a c’hlanidigez speredel, ’vel m’her gwelom e oll istor ar Bobl zibabet ’giz m’eo kontet deom en Testamant Koz (cf. Adlezenn 8, 2), skeudenn euz istor on Iliz abaoe daou vil vloaz. Petra ’fell d’an Aotrou lavared da Iliz an amzer-mañ, dreist-oll e broiou ar C’hornog, hag amañ e Penn-ar-Bed ?

Ablamour da-ze e rankom heulia kemennadenn ar C’hrist : “Pehini ahanoc’h, c’hoant dezañ da zevel eun tour-ged, ne azez ket da genta da brizachi ar mizou, da weled ha peadra e-neus da gas da benn, gand aon na rafe an diazez heb gelloud echui, ha na zeufe an oll re e welje, da c’hoarzin goap warnañ, o lavared : ‘ An den-ze e-neus kroget da zevel eun tour ha n’e-neus ket gellet echui !’ ” (Lukaz 14, 28-30). Araog sevel on tour, e rankom ober ’vel en Aviel : azeza hag en em lakaad dirag ar C’hrist, da zelled ouz ar pez on-eus Hag ar pez a c’hellom implij. An dra-ze eo a vo kinniget gand “Mision 2012”.

Rag an diêsteriou-ze ne c’hellont ket kuzad eun doare all euz ar stad a-vremañ : gand an digresk anad a c’halloudou, e teu war wél eun doare nevez da veza en Iliz. Spered Jezuz a lak da ziwan traou nevez. Or gervel a ra d’eur zell a feiz, troet war-zu Doue.

– E-se kalz o-deus c’hoant da intent gwelloc’h ar feiz en eur wrizienna anezi er Skritur Zakr.

– Lod all a reket e vefe or huez a Iliz kalz “di-speurennetoc’h” e peb live, gand muioc’h a vreudeuriez ha simploc’h.

– Eur mod renevezet hag e peoc’h da zelled ouz al liderez hag ouz al lidou kristen a zeu war wél, daoust d’an eneberez beo c’hoaz war an dachenn-ze.

– Kristenien ’zo a gav en-dro an doare da c’hervel re yaouank da veza beleg pe da antreal er vuez a lean. Kendalhom da bedi gand kalon, ’vel ma c’houlenn ar C’hrist diganeom, evid ma teufe re yaouank, galvet gand an Aotrou, da rei o buez d’e zervicha ha da zervicha an Iliz, da gleved e vouez ha da respont a galon vad.

– An eskemmou a bep seurt gand Ilizou ken beo an Afrik, Haiti ha kalz lehiou all, – izili anezo o tond da veva ha da zervicha amañ –, a ro ive buez d’or c’humunieziou.

– Ne fell ket da galz kristenien chom daoubleget warno o-unan, ha braz eo o c’hoant da veva en eun Iliz troet war-zu ar bed, eun Iliz a genskoazell ha gouest da aviela gwelloc’h : bez’ ez-eus hirio ar c’hoant da ginnig ar feiz kristen en eun doare splannoc’h ha simploc’h, gand poell ha sklêrded, hag a rofe tro d’en em gavoud gand ar C’hrist en e Iliz ’vel eun hent a vuez !

– Retrejou berr, mareou a adorasion pe mareou evid stummou disheñvel a bedenn, c’hoanteet gand kristenien niveruz, a zo sin euz eur mare e-neus sehed en-dro da gomz gand e Aotrou. Ablamour da-ze em-eus bet c’hoant hag em-eus divizet digeri Kreizenn speredel an eskopti e Kreac’h-Balbe. E kalon on eskopti, e rank beza eul lec’h a vagadurez speredel dibar, liammet gand ar re a zo dija ’vel or manatiou pe al lehiou dalhet gand urziou relijiel. Or buez speredel a ro tro deom da zizolei muioc’h muia piou eo ar C’hrist Jezuz. Ha ma fell deom rei da anaoud ar C’hrist, e rankom da genta gouzoud piou eo.

An oll c’hoantou-ze a lak da zevel taoliou-esa a bep seurt kement evid an dud vadezet hag evid ar re n’int ket.

Stad nevez on Iliz a c’houlenn dre red kempennachou ha cheñchamañchou en doare da urzia ar c’humunieziou hag en doare m’o-do ar veleien hag an diagoned da veva o ministrerez. Kement-mañ a c’houlenn en em zoñjal don, asamblez ha gand breudeuriez. Kroget eo al labour-se abaoe pell – soñjal a c’heller e hent ar sened etre 2001 ha 2003, goude emgav braz eskoptiel ar Pantekost 2000 – hag a gendalho en oll rummadou euz Iliz on eskopti. Red e vo stumma en-dro an unandedou pastorel hag al labour asamblez, gwelusted ar vinistrerez urziet, ha kavoud eun doare da renka huez an Iliz, dezi da vezi troet muioc’h war ar pep pouezusa euz he mision. Evid-se, em-eus digoret klas da zaoliou-esa gand “deanadou-sturierien” e Montroulez hag e Pont ’n Abad, da wiriekaad war an dachenn eun nebeud menoziou. On divizou da zond a denno o mad euz an taoliou-esa-ze. Pantekost 2012 a vezo eta eur mare talvouduz evid divizoud paliou pastorel kenta on eskopti hag an doareou d’o lakaad da dalvezoud.

Med n’ema ket aze ar pep pouezusa. Rag an dra-ze ne c’hell ket beza kaset da benn heb ar zell a feiz a lavaren deoc’h uhelloc’h. Ne ’z-aim mad war raog asamblez nemed spluja a rafem en-dro hag e peoc’h e tu speredel, a vreudeur ha misioner or buez kristen. Setu ar pez on-eus da zonnaad e gwirionez, hag evid petra on-eus da gaoud startijenn. Ar pal eo reseo a-berz Doue, asamblez hag evid an amzer a-vremañ, ar pez·om galvet da veva : “N’eo ket c’hwi ho-peus va dibahet, med me eo am-eus ho tibahet, hag o lakeet am-eus e karg, deoc’h da vond, deoc’h da zougen frouez, ha d’ho frouez padoud” (Yann 15, 16). Pal kenta on hent eskoptiel Mision 2012 eo : en em lakaad en-dro dirag ar C’hrist, dezañ da brepar e-unan or c’halon, ha da ziskouez deom an hent da gemer, e volontez evid e Iliz a zoe Kemper ha Leon.

3. An Aviel hervez sant Yann

Kement-mañ ne c’hell beza greet e gwirionez nemed en eur vond d’an eienenn m’eo Komz Doue. Ablamour da-ze ec’h en em harpim evid on oll soñjou war ar brederiadenn euz an Aviel hervez sant Yann.

“Ma ouezfes donezon Doue…” : bez’ eo titl al lizer-mañ a bastor. Tennet eo ar frazenn-ze euz emgav Jezuz gand ar Zamaritanez (Yann 4, 10), eur pennad dreist, ha ne gaver nemed en Aviel hervez sant Yann. “Ma ouezfes donezon Doue…” : penn-da-benn d’o istor, an Iliz, kement kristen, kement “klasker Doue” a zo goulennateet heb ehan gand ar gomz-se euz ar C’hrist d’ar Zamaritanez. En amzer-mañ m’on-eus da brederia war amzer da zond on eskopti, eo da genta war-zu ar C’hrist on-eus da drei or sell hag or c’halon. Deom-ni eo e lavar hirio : “Ma ouezfes donezon Doue…”

C’hoant am-befe e teufe, n’eo ket hepkén ar pennad-se euz ar Zamaritanez, med ive Aviel sant Yann en e bez, da veza or prederiadenn epad an daou vloaveziad a zeu. Hag evid se e souhetan e vefe kinniget an aviel-se d’ar muia ma vo gellet ; ra vezo goude-ze lennet hag adlennet, intentet ha disklêriet, prederiet ha pedet. Gand sikour Bureo ar Bibl on eskopti ha Servij eskoptiel ar Stummadur dibaouez, e c’hello kement-se beza greet er strollajou a zo dija anezo (parreziou, servijou eskoptiel, strolladou ha kevredigeziou a laiked, strolladou ar Bibl…), med ive e strollajou a gristenien savet a-ratoz-kaer da vareou an Azvent hag ar C’horaiz etre 2010 ha 2012. Kement-se a c’hello ive beza bevet etre beleien ha diagoned, er c’humunieziou a leaned hag e lehiou all a Iliz c’hoaz. Na kaer e vefe ma teufem oll da veza mignoned braz d’an Aviel hervez sant Yann ! Hervez e zoare dezañ, e kinnig d’an hini a lenn anezañ eun hent dispar da zonnaad ar vuez kristen. Bez’ e c’hell beza eun hent a gatekizerez evidom oll, a fell deom distrei war-zu an nerz e-neus greet ahanom kristenien.

Plijoud a ra da zant Yann konta emgavou gand hiniennou ha rei da anaoud tud a vezer tomm auto : Yann-Vadezour, Nikodem, ar Zamaritanez, ofiser ar roue ha meur a hini all, heb ankounac’haad ar Werhez Vari hag he- deus eur plas ispisial en aviel-se (lavared a ra deom, ’vel e Kana : “Petra bennag a lavarfe deoc’h, grit !” (Yann 2, 5), hag e resevom anezi ’giz Mamm e traoñ ar Groaz : “Maouez ! Setu aze ho Mab” (Yann 19, 26). An emgavou-ze a zigor heñchou disheñvel war-zu ar feiz. Eur feson eo aze da Jezuz, Mab Doue en em c’hreet den, d’en em rei da anaoud d’ar bed hervez e oll zoareou a zen, sokial, sevenadurel ha relijiel. Jezuz a ’n em ro da c’houlennou an den o klask eur stér d’ar vuez, an den hag a zamwél anezañ ’vel eienenn a vuez.

Mired a ran amañ ar Zamaritanez, marteze peogwir n’eo ket meneget he ano, hag e c’hell evel-se beza pep hini ahanom ; marteze ive ablamour d’he bro, eur vro a hengoun relijiel, med ’lec’h ne veze ket gouezet mad kén ma ranker adori Doue “war ar menez-mañ pe e Jeruzalem” (Yann 4, 20). Forz penaoz ez eo eur vaouez en eur stad relijiel ha speredel luziet awalc’h dre hec’h orin hag he doare-beva, med a glask, en he donded, eur vuez a vefe eur gwir hini, ar vuez-se ema Jezuz o vond d’he lakaad da raksantoud. En em renta kont a raio euz sehed ar C’hrist a glask he silvidigez (“Ro din da eva”, a lavar dezi Jezuz… eñ hag a lavaro c’hoaz, war ar groaz : “Sehed am-eus”) ; ha sehed ar C’hrist a zigor he zehed dezi. Pebez hent er vaouez-se en he darempred gand Jezuz ! Ha pebez gwilioud d’ar Vuez doueel kaset da benn gand Jezuz, amzer eun diviz, sin on oll emgavou gwirion gand ar C’hrist. Ar pennad-se euz sant Yann a lavar e gwirionez ar pez on-eus da veva ha da ginnig d’ar “glaskerien Doue” a zo tro dro deom : dizolei en-dro ar C’hrist gand e zehed d’en em rei deom, genel en-dro d’eur vuez nevez er feiz en eur adkemer hini dre hini or goulennou, dihuna or c’hoant da adori, adkavoud heñchou dinentez an den hervez Doue, hag heñchou an avieladur.

“Ma ouezfes donezon Doue… Ma ouezfes piou eo an hini a lavar dit : ‘ Ro din da eva’ ” : ankounac’heet on-eus marteze donezon an Dour Beo, Jezuz o veza an eienenn anezi ; marteze e soñjom n’eo ket evid an oll. Koulskoude, evidom-ni kristenien, eun afer siriuz hag a houez braz eo ar feiz er C’hrist : digeri a ra war ar Vuez doueel hag eürusted an den, rag eñ eo “Salver ar bed” (Yann 4, 42). E vefe tud, gwazed ha merhed, dizeblant e-keñver Doue, a zo hag a ginnig dezo e vignoniez (Yann 15, 15) ne c’hell ket on lezel difrom. Penaoz e c’hellint dond a-benn da ober anaoudegez gand ar C’hrist, eñ hag a zo “an Hent, ar Wirionez hag ar Vuez” (Yann 14, 6) ? Piou a lavaro dezo e promet ar C’hrist dezo al levenez, an hini ha ne c’hell beza dilamet gand den (cf Yann 16, 22 : “Hag e laouennaio ho kalon ! Hag o levenez, ne vo den d’he lemel diganeoc’h”) ? Rag beza diskib d’ar C’hrist, n’eo ket hepkén ober ar mad ha klask beza feal da zalvoudegeziou ’zo, zokén euz an aviel, med ’n em staga ouz ar C’hrist en eun darempred beo hag eur vignoniez fidel ; bez’ eo kaoud c’hoant d’e gared en eur gredi eo Mab Doue, gwir Doue ha gwir Den, Salver ar bed ; bez’ eo beva euz buez bugale Doue o ’n em lezel da veza heñchet gand Jezuz war-zu e Dad er Spered.

“Erru eo an eur – hag ema bremañ – ma vezo ar gwir adorerien oc’h adori an Tad a spered hag e gwirionez” (Yann 4, 23) : krouet om bet evid kared hag adori. Dizolei an dra-ze, a zo reseo ar peoc’h (cf Yann 20, 19.21.26). Ar Zamaritanez ’deus komprenet an dra-ze. Strafuillet, cheñchet gand he emgav gand Jezuz, ez a da lavared da dud he c’heriadenn : “Deuit ha gwelit eun den hag e-neus lavaret din kement am-eus greet.” Dond a ra da veza abostolez (kaset) evid ar re a anavez anezi ken mad, hag a zispriz anezi marteze, goude beza bet digaset gand Jezuz d’ar goulenn nemeti a dreuz an Aviel penn-da-benn hag a zle beza on hini : “Piou, emezoc’h-c’hwi, piou on-me ?” (Lukaz 9, 20).

An eienenn-ze m’eo ar C’hrist a zo e-kichenn an dorn en on Iliz. Eva a reom anezi o prederia war ar Skritur Zakr, er bedenn, er zakramañchou, er vreudeuriez, en emroüsted a genskoazell hag er zervij hervez spered an Aviel. Eur c’hinnig eo da genta Mision 2012 e servij an emgav-se a zigaso peoc’h hag a nevesaio on Iliz, dezi da veza liammet ha roet muioc’h d’ar C’hrist er fiziañs hag el levenez, ha troet war-zu or bed gand karantez.

Keid ha m’e-neus ket ar bed dizoloet an eienenn-ze, e varv gand ar zehed. Diskouez dezañ an eienenn wirion eo pal kement labour misioner, eul labour hag a dremeno dre eun hent damheñvel ouz an hini e-neus kaset da zistro ar vaouez-se a Zamari. “An neb a zo e gwirionez en em gavet gand ar C’hrist, ne c’hell ket e zerhel evitañ, bez’ e ranke embann” (Yann-Baol II, E penn-kenta ar miliad nevez, 40). Penaoz e c’hellfem-ni beza e gwirionez stag ouz Jezuz-Krist hag e Aviel, ma n’om ket chalet bepred gand ranna ar binvidigez on-eus resevet ? Da betra servij beza kristenien ma n’he-deus or feiz efed ebed war or huez ? Ha dre “or buez” daoust ha ne rankfed ket intent n’eo ket hepkén or buez da bep hini ahanom, med c’hoaz huez ar gevredigez a-bez ha buez ar bed ? Ma ne antreom ket war-eeun er mision-ze da embann ar C’helou Mad, e vezim e riskl da jom a-zav da gredi eo mad e gwirionez, ha ne welim ket kén e dalvoudegez evidom on-unan. Eur feiz ha n’en em lavar ket ha n’eo ket rannet, a zo eur feiz e riskl da zizeha ha da goll interest, zokén evid ar grederien…

Ra c’hello “Mision 2012” or sikour d’en em renta kont da vad eo deom-ni, diskibien ar C’hrist, da rei tro d’ar re a zo tro-dro deom da zizolei an Eienenn a zour beo, da veza misionerien a embann ar C’helou Mad.

4. Mision 2012  

E miz even 2009, em-eus goulennet digand eur strolladig kristenien, a vueziou disheñvel hag o kemer perz e buez an eskopti e doareou disheñvel ive, sikour ahanon da brepar eur gerzadeg evid on eskopti, a lakfe ahanom oll endro dirag an Aotrou Doue, a labourfe evid ar gomuniez hag a rofe tro da brederia diwar-benn embann an Aviel en or bed. Kinniget o-deus din beva epad daou vloaz, n’eo ket eun hent sened nevez, med eun doare all a zened : kerzed (bale) asamblez (ar pez eo end-eeun stér ar ger “sened”) gand ar C’hrist, a lavar en-dro da bep hini ahanom : “Ma ouezfes donezon Doue”, en eur bedi tud all da zond ganeom evid ar bedenn hag evid eskemmou. Laouen ha leun a startijenn on bet gand ar menoz-se, eüruz ive o weled an digemer vad a reseve er strolladou ’lec’h ma ’z-eus bet divizet diwar-ze. E ginnig a ran eta d’on eskopti evid an daou vloaz a zeu.

Ar gerzadeg-ze a zell ouzom oll : famillou, parreziou kevredet, deanadou, servijou eskoptiel, aluzennereziou, bandennou re yaouank, strolladou, kumunieziou relijiel, skoliou an Deskadurez katolik, hag all… Bez’ e vo da veza bevet ’vel diazez a-dreñv or pastorelez ordinal, ’vel mên-mark evid on oberou hag on dibabou pastorel.

Kinniget eo d’an oll : d’ar re o-deus eur feiz kreñv ’vel d’ar re a glask Doue, forz pegen pell e vefent diouz an Iliz ; d’ar re o-deus sehed euz muioc’h a stér hag a eürusted, pe a raksant er C’hrist eun hent a Vuez. Med deom-ni, kristenien a vev or feiz hag a ya d’an iliz, e vo da c’hervel anezo, da zivizoud a galon izel ganto, ha da ginnig dezo kemer perz ganeom er gerzadeg-ze.

Da heul kinnigou pastorel ar bloaveziou diweza, e fell da “Mision 2012” beza eur zin a fiziañs e labour ar Spered Santel hag e galloudou misioner on eskopti, heb beza chalet gand on niver bian pe on diouer a nerziou, med o tizolei er c’hontrol gand estlamm an traou niveruz a vez greet dija, kaset da benn gand tud a beb oad renet gand ar Spered Santel a zo bepred en or raog. Bez’ on-eus er feiz da renevezi or c’homuniez a vreudeur hag or startijenn misioner. Neuze e c’hellim gweled penaoz komz Jezuz d’e ebestel, goude e emgav gand ar Zamaritanez, a c’hell talvezoud evid pep hini ahanom : “Va magadur-me eo ober bolontez an Hini e-neus va c’haset ha peur-echui e oberenn. Daoust ha ne lavarit ket : C’hoaz pevar miz all, hag e vo an eost ! Setu ma lavaran-me deoc’h : Savit ho taoulagad ha sellit ouz ar mêziou : bez’ ez int gwenn evid an eost. A-vremañ an eoster a zegemer e c’hopr ha dastum a ra frouez evid ar vuez peurbaduz, ma laouennaio an hader a-unan gand an eoster ! Rag dre~ze eo gwirion ar c’hrenn-lavar : unan a vez o hada, hag unan all oc’h eosti.” (Yann 4, 34-37).

A-nebeudou e vezo lakeet en hent Mision 2012, gand sikour an oll re a zo e karg euz pastorelez an eskopti. Kalz traou a zo ennañ. Med kavet e vo an tu d’e lakaad en hent en eun doare êz awalc’h. Ar raktres a c’hello mond gand traou a vez greet dija e lec’h pe lec’h. C’hoant braz am-eus ive e vefe bevet Mision 2012 gand ar veleien hag an diagoned evito o-unan, e-ser en em lakaad e servij Pobl Doue evid ma trofe mad. Ar Strolladou hag ar Zervijou eskoptiel a ouezo kemer perz e Mision 2012 en eur zerhel kont euz o faliou dezo o-unan. Souheti a ran erfin e kemerfe perz ar re yaouank en eun doare ispisial, hag ez on eüruz o skriva dezo eul lizer Mision 2012 Junior ! Klask a raim koulskoude ober euz an daou vloaveziad-se eun dro vad evid emgavou etre rummadou. Fizioud a ran Mision 2012 e pedenn ar venec’h hag al leanezed euz on eskopti, hag ive e pedenn ar re glañv : ar re-mañ, tost ouz Jezuz a gare “eun den klañv” anvet Lazar (Yann 11, 3), o-deus eur garg dezo o-unan e kalon on Iliz.

Eun nebeud emgavou a vezo ’doug on hent. Felloud a ra din sacha hoc’h evez war eun nebeud emgavou a bouez :

Eur vodadeg d’ar 25 a viz gwengolo 2012 e Pleiben : kinniget d’ar vinistred urziet, d’ar re a zo e karg euz kumunieziou relijiel, d’ar Skipaillou pastorel, d’al Laiked e mision a Iliz, da Animatourien ar bastorelez-skol, d’ar re e karg euz ar Zervijou eskoptiel hag euz Strolladou a abostolerez al laiked, eun dro vad e vezo d’en em gavoud asamblez evid eur pennad etrezom hag a roio an ton evid an daou vloaveziad-se.

Eun devez evid ar barrez e miz here 2010 : ar pal eo rei tro, gand eur gatekizerez veo, d’eun eskemm etre rummadou disheñvel a gristenien, azaleg bugale ar c’hatekiz beteg ar re gosa euz ar gumuniez, gand ar gerent hag ar re a bedim da gemer perz, evid en em lavared asamblez ar pez a ra ahanom diskibien da Jezuz.

Kinnigou a emgavou en Azvent hag er C’horaiz tro-dro da Aviel sant Yann : poueza a ran evid ma vefe kinniget kement-se dre vraz da oll “glaskerien Doue”. Evid an oll eo an Aviel ! Arabad deoc’h kaoud aon da zevel strolladou a bep seurt, gand animatourien ha n’o-deus ket ezomm da veza ispisialourien, hag a vezo sikouret, dre ostillou a zoare, da vuezekaad ar skipaillou-ze. Al lennadenn-ze euz an Aviel a raio deom distrei da eien or badeziant.

“Gweladennou” etre kumunieziou kristen, e miz mae 2011 hag e miz genver 2012. Ar vodadeg a vo simpl : rei tro da gumunieziou kristen d’en em gavoud asamblez ha da eskemm kenetrezo. Kement-se a c’houlenn beza bevet gand eur spered hervez an Aviel, hervez skwer Mari o vond da weled e c’heniterv Elizabed. Eun dro gaer a emgav da startaad ar zantimant da veza euz ar memez Iliz. Eun dro vad ive da bedi ar re a blijfe dezo d’ar weladennou-ze.

Bodadennou misioner a zeanadou, e miz here 2011 : o fal a vo a bouez, peogwir e klaskint rei eul ledanded nevez da vision on Iliz.

Emvod-meur an eskopti d’ar Pantekost e 2012 : bez’ e vo ar zin om kaset e mision evid eur mare nevez euz istor on eskopti. Azaleg bremañ e c’hellom goulenn digand ar Spered Santel ma roio dezañ gras eur Pantekost nevez.

Pal kerzadeg on eskopti eo prepar or c’halonou evid an amzer da zond ; med rei a raio he frouez drezi he-unan hag azaleg bremañ, seulvui ma poulzo pep hini ahanom da zistrei muioc’h da eien e feiz ha da ranna anezi, hag er memez tro ma pellaio ahanom diouz ar c’houmoul du a c’hell sevel en eur mare diêz. Tro a roio deom evel-se d’en em renta kont en-dro pegement eo red ar gomuniez etre breudeur hag an avieladur. Lakaad a raio ahanom en-dro dreist-oll dirag ar wirionez-mañ : ar C’hrist eo a zav e Iliz, hirio ha warhoaz, evel dec’h.

Euz an diazez kinniget amañ, e soñj din e savo menoziou all. Bevet mad, Mision 2012 or preparo oll asamblez d’ar cheñchamañchou a welom o tond evid on Iliz, heb beza beuzet gand ar zantimant eo mall, na beza digalonekeet. Bounta a raio ahanom da greñvaad ar zell dibar a ro an Esperañs da veza dija savet da veo gand ar C’hrist (cf. Koloziz 3, 1 : “Ma z’oc’h-c’hwi eta adsavet a-unan gand ar C’hrist, klaskit ‘ traou-an-nec’h ’, el lec’h m’eo ar C’hrist azezeta-zehou da Zoue.”). Or sikour a raio da veza muioc’h haderien an Esperañs-se ken kaer ha ken gallouduz a zo e Jezuz-Krist. Or bounta a raio d’eun distro speredel ha d’eur cheñchamant tro-spered : bepred om galvet da vrasoc’h santelez a vuez, rag ar pez a jeñch ar bed eo ar zent.

E berr, Mision 2012, hag a glask beza eur zin a esperañs hag a fiziañs e labour ar Spered Santel, a zo eun hent speredel, hag e-neus ’giz pal :  

– on lakaad en-dro dirag ar C’hrist, evid ma kempenno e-unan or c’halon evid ar pez a rankim stalia azaleg 2012 ;

– goulenn digantañ en eun doare paduz, pep hini diouz e du hag asamblez,  ma tiskouezo deom an hent da heulia evid an amzer da zond, e volontez evid e Iliz a zo e Kemper ha Leon ;

– kinnig eun taol-esa nevez a gomuniez etre breudeur ;

– rei da intent d’ar muia posubl a gristenien eo dezo da embann Rouantelez Doue d’ar re a zo tro-dro dezo ;

– dizolei gand estlamm an oberou kaer ha niveruz a zo dija, ha nevezenti ar Spered Santel.

Oll dud karet on eskopti, goulenn a ran diganeoc’h oll, pep hini diouz e du hag e komuniez, beva Mision 2012 a galon vad ha gand eur c’hoant a nevezadur speredel, a vreudeur ha misioner. Fiziañs braz am-eus e teuio an Aotrou Doue, a wél or c’hoant da zistrei da eien or feiz, da zisklêria deom e volontez.

Gantañ e kredan lavared en-dro da bep hini : “Ma ouezfes donezon Doue…”

Roet da zeiz santel Pask 2010

† Jean-Marie Le Vert
Eskob Kemper ha Leon

Pedenn Mision 2012

Tad a beb buez,
Ra vezoc’h benniget evid hoc’h Iliz a zo e Kemper ha Leon.
Karget eo bet gand ho largentez er c’hantvejou tremenet.
En ho kras e fiziom he amzer a-vremañ hag he amzer da zond.

Ra vezoc’h benniget evid ho Mab, an Aotrou Jezuz, or Zalver.
Eñ eo eienenn on esperañs.
Eñ an hini beo, a lak da ziwan or strivou a zistro :
ra vezint greet atao
evid an unanded hag embann ho Rouantelez.
Vel ar Zamaritanez, ra vezim drezañ testou euz an Aviel evid ar re a zo tro-dro deom.

Roet ho-peus deom a-leun ar Spered Santel.
Deskit deom anaoud e labour dizehan.
Anezañ e teu an hardisegez om galvet ganeoc’h da gaoud.
Anezañ e teu an oberou nevez a gomuniez a vreudeur hag a avieladur.

Aotrou, on Doue,
c’hwi hag a zo Tad, Mab ha Spered Santel,
roit d’ho pobl en em lakaad d’o selaou
evid ma klevo ho polontez.
Bennigit “Mision 2012”
evid ma kavo on eskopti a Gemper ha Leon
en amzer da zond a breparit dezañ
e levenez hag e unanded.

O Mari, Mamm an Iliz hag or Mamm,
etre ho taouarn e lakom ar bedenn-mañ.
Pedit evidom ma selaouim ho Mab
war heñchou ar Mision ha karantez an oll.

Sant Korantin, sant Paol Aorelian, sant Gwénolé, an den eüruz Juluan Maner,
ha c’hwi oll, sent ha sentezed Breiz,
pedit evid an douar-mañ ho-peus avielet ha karet,
ha pedit evidom, ma ouezim d’on tro embann ar C’helou Mad
en eskopti-mañ euz “Penn-ar-Bed”.
Amen.

(troet e brezoneg gand Job an Irien)