Abaoe ar c’henta a viz Gwengolo 2017 ez eus en eskopti ugent parrez nevez (beteg hen e oa 323 parrez ha 18 deanded).
E pep hini euz ar parreziou nevez e vezo kumunieziou kristen lehel, o dezo da gas da benn tostig tost ouz an dud, er c’humuniou pe er c’harteriou, teir garg an Iliz :
– Embann an Aviel (Katekiza ar re yaouank hag an dud-deuet, ranna Komz Doue, mareou a avielerez ’vel sizunveziou misioner, hag all) ;
– Lida ar Zilvidigez (mareou a bedenn publik : ar rozera, adorasion ar Zakramant, meuleudiou, liderez an interamañchou, digeri ha netaad an ilizou da zigeri hent d’ar bedenn personel, hag all) ;
– Servicha buez an dud (servij ar re baourra, mond da weled ar re glañv, beza tost ouz buez an dud : famill, labour, breudeuriaj, laouenekaad, hag all.)
An adaozadur-ze a zo frouez eul labour kaset da benn en eskopti ’pad eur bloaveziad. Lañset e oa bet gand lizer a bastor an Aotrou ’n eskob Lorañs Dognin “Evid eun Iliz e Mision” (27 a viz Meurz 2016). Anoiou ha bevennou ar parreziou nevez a zo bet dibabet gand ali kristenien pep korn-bro.
Nous utilisons des cookies pour vous proposer une meilleure expérience de navigation, des contenus et services adaptés à vos centres d’intérêts, pour en savoir plus consultez notre politique de confidentialité.
Ci-dessous, vous pouvez choisir quels types de cookies vous souhaitez accepter sur notre site internet. Cliquer sur le bouton "Enregistrer les réglages" pour appliquer vos préférences.
Ce contenu est bloqué car il nécessite que vous acceptiez les cookies. Veuillez consulter notre politique de confidentialité.