Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 123

Salm 123

(Heb. 124) Kanenn pirhirinaj.

Or skoazell a zo en ano an Aotrou
e-neus greet an neñv hag an douar !

1 Panevet an Aotrou hag a oa evidom,
           ra lavaro lzrael,
2 Panevet an Aotrou hag a oa evidom,
           pa zavas an dud-se a-eneb deom,
3 Neuze o-dije lonket ahanom ez veo
           e tan o c’hounnar.

4 Neuze an doureier o-dije or beuzet,
           ar froud a vije tremenet warnom.
5 Neuze e vije tremenet warnom
           an doureier dirollet.

6 Benniget ra vezo an Aotrou
Ha n’e-neus ket roet ahanom da breiz d’o dent.

7 On ene evel eul tabous a zo tehet
Euz roued al labousetaer.
Ar roued a zo torret,
Ha ni on-eus tehet.

8 Or skoazell a zo en Ano an Aotrou
E-neus greet an neñv hag an douar I

Gand kalz poaniou eo ec’h en em gaver e Rouantelez Doue.

« An Aotrou a lavaras da Baol : « Bez dinec’h, rag me a zo ganit ! » (Ob. 18,9)