Salm 1

Da groaz eo ar wezenn a vuhez !

1 Eüruz an den ne vale ket
hervez ali ar re fallagr,
ha ne jom ket war hent ar re fallagr,
ha n’azez ket war skaon ar hoaperien,
2 med a en em blij e lezenn an Aotrou,
a vouskan e lezenn noz-deiz.

3 Bez’ ez eo evel eur wezenn
plantet e-kichenn an dour,
hag a ro he frouez en hec’h amzer,
hag he deliou ne wenvont ket,
ha kement a ra a zeuio da vad ;
4 n’eo ket evel-se evid ar re fallagr.

Bez’ ez int evel pell
skubet gand an avel :
5 Ar re fallagr ne zalhint ket da zeiz ar varn,
nag ar beherien pa en em vodo an dud eeun ;
6 rag an Aotrou a anavez hent an dud eeun,
med hent ar re fallagr a yelo da goll.