Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 10

Salm 10

(Heb. 11)

« Mestr, deus d’or sikour, emaom o vond da goll ! »

1 En Aotrou emañ va fiziañs.
Penaoz e lavarit din :
« Tehit d’ho menez, labousedigou !

2 « Rag emañ an dud fallagr o stegna gwareg,
« O lakaad ar zaez war ar gordenn,
« Evid tenna en deñvalijenn war an dud eeun a galon.

3 « Pa vez distrujet an diazezou,
« Petra c’hell ober an den just ? »

4 Med an Aotrou a zo en e dempl santel,
An Aotrou e-neus e dron en neñvou,
E zaoulagad o selled ouz ar bed.

5 Malvenn e lagad a zell piz ouz an dud.
An Aotrou a zell piz ouz an den just hag ouz ar fallagr ;
kasaad a ra an neb a ra fallagriez.

6 Lakaad a ray da c’hlavia rouejou war an dud fallagr,
Tan ha soufr ha korventenn
A vezo roet dezo evid o lod.

7 Rag just eo an Aotrou,
Ar justis a gar,
An dud eeun a welo e zremm.

Just eo an Aotrou, ar justis a gar !