Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 109

Salm 109

(Heb. 110)

Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou :
azez a-zehou din !

1 Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou :
Azez a-zehou din ma rin euz da enebourien
Eur skabell evid da dreid.

2 Baz da c’halloud a ro dit an Aotrou euz Sion,
Hag e komandi
Ekreiz da enebourien.

3 Te ’zo priñs e deiz da c’hanedigez, skeduz a zantelez,
Euz va c’halon, ’vel eur c’hlizenn da c’houlou-deiz
Am-eus da c’hanet !

4 Hen touet e-neus an Aotrou ha n’en-do ket a geuz :
Te ’zo beleg da viken
E doare Melkisedeg.

5 An Aotrou a zo a -zehou dit,
Brevet e-neus rouaned
Da zeiz e gounnar.

6 Barn a ra ar poblou ha bernia korvou maro,
E peb lec’h war an douar
E-neus brevet ar penn.

7 War an hent, ec’h ev euz ar froud,
Rag-se e sao e benn.

Gloar dit-Te Jezuz, savet a varo da veo,
hag o ren en tu dehou d’an Tad.

« Dezañ eo da ren beteg m’e-no lakeet e oll enebourien dindan e dreid. » (1 Kor. 15.25)