Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 113b

Salm 113b

(Heb. 115)

On Doue a zo en neñvou,
kement a fell dezañ a ra !

1 N’eo ket deom-ni, Aotrou, n’eo ket deom-ni,
Med d’az Ano, ro gloar evid da garantez ha da fealded.

2 Perag e lavar ar broadou :
« Pelec’h emañ o Doue ? »

3 On Doue a zo en neñvou ;
Kement a fell dezañ a ra !

4 O idolennou a zo arhant hag aour,
Labour daouarn an den.

5 Eur genou o-deus ha ne gomzont ket,
Daoulagad o-deus ha ne welont ket.

6 Diouskouarn o-deus ha ne glevont ket,
Eur fri o-deus ha ne zantont ket.

7 Daouarn o-deus ha ne zornatont ket, *
Treid o-deus ha ne valeont ket,
mouskomz ebed en o c’horzaillenn.

8 Evelto ra vezo ar re o-deus greet anezo,
An neb a laka e fiziañs enno.

9 lzrael, lak da fiziañs en Aotrou,
Eñ eo da skoazell ha da skoed I

10 Tiegez Aharon, lak da fiziañs en Aotrou,
Eñ eo da skoazell ha da skoed !

11 Doujerien an Aotrou, lakit ho fiziañs en Aotrou,
Eñ eo ho skoazell hag ho skoed !

12 An Aotrou e-neus soñj ahanom : benniga a ray, *
Benniga a ray tiegez lzrael,
Benniga a ray tiegez Aharon,

13 Benniga a ray doujerien an Aotrou,
Ar re vihan hag ar re vraz.

14 Ra gendalho an Aotrou e vennoziou,
Warnoc’h ha war ho pugale.

15 Benniget ra viot gand an Aotrou,
E-neus greet an neñv hag an douar !

16 An neñv eo neñv an Aotrou,
Hag an douar e-neus roet d’an dud.

17 N’eo ket ar re a varv a veulo an Aotrou,
Rag oll e tiskennont da vro an dilavar.

18 Med ni eo a vennigo an Aotrou,
A-vremañ ha da virviken. Allelouia !

Eun Doue hepken, an Tad ;
eun Aotrou hepken, Jezuz Krist.

« Deuet oc’h da drei ouz Doue, o trei kein d’ar fals-kredennou evid servicha an Doue beo ha gwirion. » (1 Tes. 1,9)