Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 118

Salm 118

(Heb. 119)

XIV

Eur c’houlaouenn evid va c’hammedou eo da
lavariou, eur sklerijenn war va hent.

105 Eur c’houlaouenn eo da gomz evid va c’hammedou,
Eur sklerijenn evid va gwenojenn.

106 Touet am-eus hag e talhin
Da viroud da oll zetañsou a justis.

107 Bez ez on dismegañset beteg re,
Aotrou, ro buhez din hervez da c’her.

108 Digemer, Aotrou, kinnig va fedennou,
Kelenn din da venoziou.

109 Bepred e riskl da goll va buhez,
N’ankounac’haan ket da Lezenn.

110 Tud fallagr o-deus stignet rouejou evidon,
Med ne zihenchan ket diwar da urziou.

111 Va herez eo da urziou da viken,
Bez ez int Ievenez va c’halon.

112 Douget am-eus va c’halon da zeveni da reolennou,
Bepred ha beteg ar fin.

Diwall ahanon, Aotrou Doue,
Te, va oll fiziañs !

 XIX

Araog ar goulou-deiz e pedan,
mail ganin kleved da c’her.

145 Gervel a ran a greiz kalon, respont din, Aotrou,
Mired a rin da Iezennou.

146 Da c’hervel a ran, saveta ahanon,
Ha mired a rin da urziou.

147 Deuet on araog ar goulou-deiz, hag e krian,
En da gomzou ec’h esperan.

148 Araog fin an noz, emañ digor va daoulagad
Da brederia war da gomzou.

149 Hervez da garantez, selaou va mouez,
Aotrou, hervez da varnedigez, ro din ar vuhez.

150 Tostaad a reont, va heskinerien fallagr,
Diouz da Iezenn e pellaont.

151 Te a zo tost, Aotrou,
Ha da oll c’hourhemennou a zo gwirionez.

152 Gouzoud a ran abaoe pell ’zo,
Da c’hourhemennou ’peus diazezet evid bepred.

« Dre ar garantez, e vez mired al Lezenn en he fez. » (Rom. 13,10)